Livre de Michée - Chapitre 2
Chapitre 2
Malheur à ceux qui préparent leur mauvais coup et, du fond de leur lit, élaborent le mal ! Au point du jour, ils l’exécutent car c’est en leur pouvoir. Mi 2, 1 : Gwa ar re-se a vez oc’h ijinañ fallagriezh, oc’h itrikañ an droug war o gweleoù : evit kas anezhañ da wir gant sklaerder ar beure, bep gwech ma vez an dra-se e galloud o dorn.
S’ils convoitent des champs, ils s’en emparent ; des maisons, ils les prennent ; ils saisissent le maître et sa maison, l’homme et son héritage. Mi 2, 2 : C’hoantaat a reont parkeier hag o skrapañ, an tiez, o c’hemer a reont ; kregiñ a reont er gwaz a-gevret gant e di, en den a-unan gant e zomani.
C’est pourquoi, ainsi parle le Seigneur : Moi, je prépare contre cette engeance un malheur où ils enfonceront jusqu’au cou ; vous ne marcherez plus la tête haute, car ce sera un temps de malheur. Mi 2, 3 : Setu perak eo evel-hen e komz an Aotrou : Setu ma-z ijinan-me a-enep an noueañs-se ur gwalleur na sachot ket ganeoc’h ho kouzoug dioutañ ha na c’hellot mui-ken kerzhout uhel ho pennoù... Rak ur c’houlz a wallreuz e vo.
Ce jour-là, on proférera sur vous une satire, et l’on entonnera une lamentation ; on dira : « Nous sommes entièrement dévastés ! On livre à d’autres la part de mon peuple ! Hélas ! Elle m’échappe ! Nos champs sont partagés entre des infidèles ! » Mi 2, 4 : En deiz-se e savo an dud ur flemmgan diwar ho penn hag e vo kanet ur werz a gañv. Hag e vo lavaret : deuet eo ! Drastet omp da vat ! Etre tud estren e vez ingalet domani ma fobl ! Penaos e tenn an Aotrou ma lod diouzhin, penaos eo da dud dizoue e vez roet hor parkeier !
Plus personne, en effet, ne t’assurera une part dans l’assemblée du Seigneur. Mi 2, 5 : Evel-se ne vo hini ebet o vuzuliañ gant ar gordenn ul lodenn evidoc’h e bodadeg an Aotrou !
Mes ennemis déblatèrent contre moi. Ils disent : « Ne déblatérez pas. Cessez de déblatérer en répétant : “Jamais le déshonneur ne s’éloignera.” Mi 2, 6 : Arabat dit babouzañ, a vabouzont din ! "Arabat glaourenniñ e-giz-se ! An dismegañs ne zeuio ket warnomp !
Peut-on dire cela, maison de Jacob ? La patience du Seigneur est-elle à bout ? Est-ce là sa manière d’agir ? Ses paroles ne sont-elles pas bienveillantes ? N’accompagnent-elles pas celui qui marche droit ? » Mi 2, 7 : Daoust ha milliget e vefe ti Jakob ? Daoust hag en deus an Aotrou kollet e basianted ? Hag-eñ eo an dra-se e stumm d’ober ? E gomzoù hag-eñ n’int ket madelezhus e-keñver e bobl Israel ?"
Hier, mon peuple faisait face à l’ennemi ; mais vous, vous arrachez leur manteau à ceux qui avancent avec confiance, au retour du combat. Mi 2, 8 : C’hwi eo ar re a sav evel enebourien d’am fobl. Digant an den didamall e skrapit e vantell, hag an hini a grede bezañ e surentez e taolit warnañ reuzioù ar brezel.
Les femmes de mon peuple, vous les chassez des maisons qu’elles aimaient ; à leurs enfants, vous enlevez pour toujours la gloire de m’appartenir. Mi 2, 9 : Gwragez ma fobl a argasit eus an tiez a garent ; ha digant o bugale e tennit da viken an enor am eus roet dezho :
Levez-vous, allez ! Ce n’est plus le temps du repos ! À cause de votre impureté, vous serez détruits et la destruction sera cruelle. Mi 2, 10 : "Savit ha kerzhit ! N’eo ket amañ e tiskuizher !" En abeg d’az pec’hedoù e vi boureviet ha kriz e vo ar boureviadur.
Qu’un homme coure après le vent et que par son mensonge il vous dupe en disant : « En échange de vin et de boisson forte, je vais déblatérer à ton profit », celui-là sera un homme qui déblatère pour ce peuple ! Mi 2, 11 : Ma vije ur profed o livañ ar gaou-mañ : "Diouganañ a ran dit az po gwin hag evaj kreñv !" E vije profed ar bobl-se.
Mais moi, je veux te rassembler tout entier, Jacob, je veux réunir le reste d’Israël ! Je les mettrai ensemble comme des brebis de Bosra, comme un troupeau au milieu de son pâturage ; et de cette foule humaine s’élèvera une rumeur. Mi 2, 12 : Ya, me a fell din adstrollañ Jakob a-bezh, ya, dastum a rin restad Israel. ; o bodañ a rin evel deñved en ur c’hloz, evel ur bagad e-kreiz e beurvan, ha n’o devo aon rak den ebet ken.
Celui qui ouvre les brèches est monté ; devant eux il a ouvert la brèche. Ils ont passé la porte, ils sont sortis par elle ; leur roi, devant eux, est passé : le Seigneur est à leur tête. Mi 2, 13 : An hini a zigor an hent a dremeno en o fenn, digeriñ a raio dezho hag e tremenint dre an nor ha mont a raint er-maez. O roue a dremeno dirazo, an Aotrou a vo en o fenn.
