Livre d’Habaquc - Chapitre 2
Chapitre 2
Je vais me tenir à mon poste de garde, rester debout sur mon rempart, guetter ce que Dieu me dira, et comment il répliquera à mes plaintes. Ha 2, 1 : Mont a ran da chom em gwere, d’en em zerc’hel war sav war va moger, d’ober gward da welout petra a lavaro, petra a responto d’am c’hlemmadenn.
Alors le Seigneur me répondit : Tu vas mettre par écrit une vision, clairement, sur des tablettes, pour qu’on puisse la lire couramment. Ha 2, 2 : Neuze an Aotrou en em lakaas da gomz ha da lavarout : "Skriv ar weledigezh hag engrav anezhi e lizherennoù aes war dablezennoù evit ma vo lennet diboan.
Car c’est encore une vision pour le temps fixé ; elle tendra vers son accomplissement, et ne décevra pas. Si elle paraît tarder, attends-la : elle viendra certainement, sans retard. Ha 2, 3 : Rak ar weledigezh-mañ a dle reiñ testeni en he c’houlz, tennañ a ra war-zu he zermen hep c’hwitadenn ; mar dale da zont, gortoz anezhi, dont a raio sur, hep mank ebet !
Celui qui est insolent n’a pas l’âme droite, mais le juste vivra par sa fidélité. Ha 2, 4 : Setu diskaret an hini ’zo direizh e ene, met an den just a vevo dre nerzh e fealded.
Assurément, comme le vin est traître, l’homme fort est orgueilleux, sans repos ; il ouvre large sa gorge comme les enfers, il est comme la mort, jamais rassasié ; il entasse pour lui toutes les nations, il ramasse pour lui tous les peuples. Ha 2, 5 : Ya sur ! Treitour eo ar binvidigezh ! Koll a ra he skiant, n’hall ket chom didrabas an hini a ledana e gorzailhenn evel ar Sheol, an hini a zo rankles evel an Ankoù, a zastum dindan e zalc’h an holl Vroadoù, a zaspugn evitañ an holl bobloù.
Tous ne vont-ils pas proférer sur lui une satire, des pamphlets et des énigmes contre lui ? Ils diront : Quel malheur pour celui qui s’enrichit du bien des autres – Combien de temps encore ? – et pour celui qui accumule des gages à son profit ! Ha 2, 6 : An holl neuze, hag-eñ ne savint ket enep dezhañ ur flemmgan ? Hag-eñ ne stummint ket diwar e benn fentigelloù ’n ur lavarout : Gwa an hini a zastum madoù ar re all - betek pegoulz ? - hag a samm war e choug traoù roet da gred !
Ne vont-ils pas se dresser soudain, tes créanciers, et se réveiller, ceux qui te feront trembler ? Par eux, tu seras mis au pillage ! Ha 2, 7 : Hag-eñ ne save ket da gredourien a daol-trumm, hag-eñ ne zihuno ket da breizhataerien ? Mont a rez da vezañ lonket ganto.
Comme tu as dépouillé de nombreuses nations, tout le reste des peuples te dépouillera à cause du sang de l’homme, à cause de la violence faite au pays, à la cité et à tous ses habitants. Ha 2, 8 : Dre ma 'c’h eus lakaet pobloù e-leizh en arigrap e vi lakaet en arigrap gant restad ar pobloù, rak skuilhet ac’h eus gwad an dud ha gwastet ar breoù, ar c’hêrioù hag an holl dud a chome enno.
Quel malheur pour celui qui réalise un profit malhonnête pour sa maison, afin d’établir son nid sur la hauteur, pour échapper à l’emprise du malheur ! Ha 2, 9 : Gwa an den a zastum 'vit e di preizhadurioù direizh evit diazezañ uhel-kaer e doull-kuzh gant ar soñj d’en em ziwall diouzh taolioù an drougeur.
C’est la honte de ta maison que tu as décidée ; en éliminant de nombreux peuples, c’est ta propre vie qui échoue. Ha 2, 10 : Met dismegañs da di eo an hini ac’h eus divizet : Rak o tiskar dindan da daolioù pobloù e-leizh eo enep dit da-unan ac’h eus labouret.
Oui, du mur une pierre va crier, et de la charpente, une poutre lui répondra. Ha 2, 11 : Rak eus ar voger e kri ar maen hag an treust a respont dezhañ eus ar c’hoadaj.
Quel malheur pour celui qui bâtit une ville dans le sang et fonde une cité sur le crime ! Ha 2, 12 : Gwa an den a sav ur Gêr er gwad hag a ziazez ur Geoded war al lazherezh.
Ceci ne vient-il pas du Seigneur de l’univers que les peuples se fatiguent pour du feu, que les nations s’exténuent pour le néant ? Ha 2, 13 : Hag-eñ n’eo ket hemañ diviz an Aotrou, Doue an Armeadoù ma labouro ar pobloù evit an tan-gwall ma ’n em skuizho ar Broadoù evit an netra ?
La connaissance de la gloire du Seigneur remplira la terre, comme les eaux recouvrent le fond de la mer ! Ha 2, 14 : Rak leuniet e vo an douar gant an anaoudegezh eus gloar an Aotrou evel gant an doureier e vez karget strad ar mor.
Quel malheur pour qui fait boire son prochain, et lui verse du poison au point de l’enivrer, pour regarder sa nudité ! Ha 2, 15 : Gwa an hini a ro da evañ d’e nesañ hag a ziskenn e gontamm dezhañ betek e vezviñ evit teurel ur sell ouzh e noazhder.
Tu t’es rassasié d’infamie plus que de gloire ! À ton tour de boire et d’exhiber ton prépuce : sur toi se renversera la coupe de la droite du Seigneur, et sur ta gloire, l’ignominie ! Ha 2, 16 : Da walc’h a vezh a gavi kentoc’h eget enor, ev te ivez d’az tro ha diskouez da ziamdroc’h ! Emañ o tremen evidout ar c’hop eus dorn dehoù an Aotrou, an dismegañs a ya da c’holeiñ da c’hloar.
Car la violence faite au Liban retombera sur toi et le pillage des troupeaux t’effrayera, à cause du sang de l’homme, à cause de la violence faite au pays, à la cité et à tous ses habitants. Ha 2, 17 : Rak an taol drouk-nerzh graet d’al Liban a bouezo warnout ha lazherezh al loened spouronet-holl, rak skuilhet ac’h eus gwad an dud ha gwastet ar broioù ar c’hêrioù hag an holl dud o chom enno.
À quoi sert une image sculptée pour que la sculpte son auteur, une idole en métal qui enseigne le mensonge, pour qu’en elles se confie l’auteur qui les fabrique ? Les faux dieux qu’il fait sont muets. Ha 2, 18 : Gwa an hini a lavar d’un tamm-koad : "Dihun !" Ha d’ar maen mut : "Sav eus da gousk ha diougan !" Gwiskadur aour hag arc’hant n’int ken ; setu, met enno c’hwezh-buhez ebet.
Quel malheur pour celui qui dit au morceau de bois : « Réveille-toi ! », à la pierre muette : « Lève-toi ! », et qui dit : « Elle va enseigner ! » Tout cela est plaqué d’or et d’argent, sans aucun souffle à l’intérieur ! Ha 2, 19 : Da betra e servij un delwenn gizellet pa-z eo he micherour en deus skultet anezhi ? Ur skeudenn-deuz, un diougan a dromplerezh, pa ’n em fiz en e stummadur ar stummer anezhi ? Petra dalv oberiañ idoloù mut ?
Mais le Seigneur est dans son temple saint : silence devant lui, terre entière ! Ha 2, 20 : An Aotrou avat a zo o chom e Templ e santelezh, chom digomz dirazañ, douar a-bezh !
