Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Ancien Testament en breton » Livre de Jonas » Chapitre 4

Livre de Jonas - Chapitre 4

Levr : Diougan Jonas
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4

Chapitre 4



Jonas trouva la chose très mauvaise et se mit en colère. Jon 4, 1 : Met Jonas a voe doaniet gant se a zoan vras, ha droug a yeas ennañ.

Il fit cette prière au Seigneur : « Ah ! Seigneur, je l’avais bien dit lorsque j’étais encore dans mon pays ! C’est pour cela que je m’étais d’abord enfui à Tarsis. Je savais bien que tu es un Dieu tendre et miséricordieux, lent à la colère et plein d’amour, renonçant au châtiment. Jon 4, 2 : Hag eñ da bediñ an Aotrou ha da lavarout : "Aotrou ! Daoust ha n’eo ket se a lavaren p' edon c’hoazh em bro ? Setu perak em eus klasket da gentañ tec’hel da Darsis, rak gouzout a raen ez out un Doue trugarezus ha truezus, gorrek da gounnariñ ha pinvidik e madelezh, o kaout keuz d’an. droug.

Eh bien, Seigneur, prends ma vie ; mieux vaut pour moi mourir que vivre. » Jon 4, 3 : Bremañ ’ta, Aotrou, tenn, ma az ped, va buhez diganin ; rak gwell eo ganin mervel eget bevañ".

Le Seigneur lui dit : « As-tu vraiment raison de te mettre en colère ? » Jon 4, 4 : Hag an Aotrou da lavarout dezhañ : "Abeg mat ac’h eus, a gav dit, da gounnariñ ?"

Jonas sortit de Ninive et s’assit à l’est de la ville. Là, il fit une hutte et s’assit dessous, à l’ombre, pour voir ce qui allait arriver dans la ville. Jon 4, 5 : Met Jonas a yeas e-maez Kêr, hag azezañ a reas diouzh tu ar sav-heol eus Kêr. Eno e savas ul lochenn evitañ e-unan hag e chome enni en disheol da c’hortoz gwelout ar pezh a zegouezhje gant Kêr.

Le Seigneur Dieu donna l’ordre à un arbuste, un ricin, de pousser au-dessus de Jonas pour donner de l’ombre à sa tête et le délivrer ainsi de sa mauvaise humeur. Jonas se réjouit d’une grande joie à cause du ricin. Jon 4, 6 : Hag an Aotrou a lakaas da ziwan ur risinenn a savas a-us da benn Jonas da vezañ disheol war e benn ma vefe disammet diouzh e zoan. Ul levenez a voe evit Jonas ar risinenn-se.

Mais le lendemain, à l’aube, Dieu donna l’ordre à un ver de piquer le ricin, et celui-ci se dessécha. Jon 4, 7 : Met antronoz, da c’houloù-deiz, an Aotrou a zegasas ur preñv a bikas ar risinenn, hag houmañ a zisec’has.

Au lever du soleil, Dieu donna l’ordre au vent d’est de brûler ; Jonas fut frappé d’insolation. Se sentant défaillir, il demanda la mort et ajouta : « Mieux vaut pour moi mourir que vivre. » Jon 4, 8 : Ha pa savas an heol e lakaas Doue un avel skarin da c’hwezhañ diouzh ar Reter, hag an heol a skoas war benn Jonas en doare ma semple. Hag eñ da c’houlenn mervel en ur lavarout : "Gwell eo ganin mervel eget bevañ".

Dieu dit à Jonas : « As-tu vraiment raison de te mettre en colère au sujet de ce ricin ? » Il répondit : « Oui, j’ai bien raison de me mettre en colère jusqu’à souhaiter la mort. » Jon 4, 9 : Met Doue a lavaras da Jonas : "Abeg mat ac’h eus, a gav dit, gant ur risinenn, da gounnariñ ?"

Le Seigneur répliqua : « Toi, tu as pitié de ce ricin, qui ne t’a coûté aucun travail et que tu n’as pas fait grandir, qui a poussé en une nuit, et en une nuit a disparu. Jon 4, 10 : Hag an Aotrou da lavarout : "Doan ac’h eus en abeg d’ur risinenn n’az poa ket labouret eviti, n’az poa ket lakaet da greskiñ, a zo bet ganet en un nozvezh hag a zo marvet en un nozvezh.

Et moi, comment n’aurais-je pas pitié de Ninive, la grande ville, où, sans compter une foule d’animaux, il y a plus de cent vingt mille êtres humains qui ne distinguent pas encore leur droite de leur gauche ? » Jon 4, 11 : Ha me n’em befe ket truez ouzh Ninive ar gêr vras, lec’h ez eus ouzhpenn c’hwec’h ugent mil a dud n’ouzont ket peseurt kemm a zo etre o dorn dehoù hag o dorn kleiz, ha chatal e-leizh ?"