Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Ancien Testament en breton » Livre d’Amos » Chapitre 2

Livre d’Amos - Chapitre 2

Levr : Diougan Amos
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9

Chapitre 2



Ainsi parle le Seigneur : À cause de trois crimes de Moab, et même de quatre, je l’ai décidé sans retour ! Parce qu’il a brûlé à la chaux vive les os du roi d’Édom, Am 2, 1 : Evel-hen e lavar an Aotrou : Evit tri zorfed gant Moab hag evit pevar, ne gemmin ket war se, dre m’en deus devet eskern roue Edom betek e bulluc’hañ,

j’enverrai un feu dans Moab, et il dévorera les palais de Qeriyoth ; Moab mourra dans le vacarme, au cri de guerre, au son du cor ; Am 2, 2 : e kasin an tan e Moab, hag e pulluc’ho palezioù Keriot, hag e varvo Moab en dourni, er c’harmadeg, ouzh son ar c’horn.

de chez lui je supprimerai le juge, et tuerai tous ses princes avec lui. Le Seigneur a parlé. Am 2, 3 : Dilemel a rin ar barner eus e di ; Hag e holl bennoù vras a lazhin war un dro eme an Aotrou.

Ainsi parle le Seigneur : À cause de trois crimes de Juda, et même de quatre, je l’ai décidé sans retour ! Parce qu’ils ont rejeté la Loi du Seigneur, et n’ont pas gardé ses décrets, parce que leurs idoles les ont égarés, celles que leurs pères avaient suivies, Am 2, 4 : Evel-hen e lavar an Aotrou : Evit tri zorfed gant Youda hag evit pevar, ne gemmin ket war se, dre m’o deus disprizet Lezenn an Aotrou ha n’o deus ket miret e zivizoù, dre ma-z int bet diheñchet gant an Tromplezonoù Ma kerzhe o zadoù war o lerc’h,

j’enverrai un feu en Juda, et il dévorera les palais de Jérusalem. Am 2, 5 : E kasin an tan e Youda hag e pulluc’ho palezioù Jeruzalem

Ainsi parle le Seigneur : À cause de trois crimes d’Israël, et même de quatre, je l’ai décidé sans retour ! Ils vendent le juste pour de l’argent, le malheureux pour une paire de sandales. Am 2, 6 : Evel-hen e lavar an Aotrou : Evit tri zorfed gant Israel hag evit pevar, ne gemmin ket war se, dre ma werzhont an den just a briz arc’hant hag ar paour evit ur re sandalennoù ;

Ils écrasent la tête des faibles dans la poussière, aux humbles ils ferment la route. Le fils et le père vont vers la même fille et profanent ainsi mon saint nom. Am 2, 7 : dre ma flastront war poultr an douar penn an dud vihan, ha ma lakaont hent an dud izel da vont a-dreuz ; dre ma-z a mab ha tad gant an hevelep plac’h en ur vastariñ ma anv santel ;

Auprès des autels, ils se couchent sur les vêtements qu’ils ont pris en gage. Dans la maison de leur Dieu, ils boivent le vin de ceux qu’ils ont frappés d’amende. Moi, pourtant, j’avais détruit devant eux l’Amorite, dont la stature égalait celle des cèdres et la vigueur, celle des chênes ! Je l’avais anéanti de haut en bas, depuis les fruits jusqu’aux racines. Am 2, 8 : dre ma c’hourvezont war dilhad bet e kred e-kichen ma holl aoterioù, ha ma-z evont e ti o Doue gwin ar re gastizet... Me hag am boa kaset da netra dirazo an Amoriz ; eñ hag a oa e uhelder evel hini ar sedrez eñ hag a oa kreñv evel gwez-derv ! Em boa distrujet e frouezh ouzh krec’h hag e wrizioù en traoñ.

Moi, je vous avais fait monter du pays d’Égypte et je vous avais, pendant quarante ans, conduits à travers le désert, pour vous donner en héritage le pays de l’Amorite. Am 2, 10 : Me hag am boa ho lakaet da sevel eus bro Egipt, ouzh ho pleniañ er gouelec’h e-pad daou-ugent vloaz, deoc’h da berc’hennañ bro an Amoriz...

J’avais suscité des prophètes parmi vos fils et, parmi vos jeunes gens, des naziréens (c’est-à-dire des hommes voués à Dieu). Oui ou non, est-ce vrai, fils d’Israël ? – oracle du Seigneur. Am 2, 11 : Lakaet em boa da sevel profeded e-touez ho mibien ha nazired e-touez ho tud yaouank : Hag-eñ n’emañ ket kont evel-se, mibien Israel ? - Diougan an Aotrou ! -

Mais vous faites boire du vin aux naziréens, et aux prophètes vous donnez cet ordre : « Ne prophétisez pas ! » Am 2, 12 : C’hwi avat hoc’h eus lakaet an nazired da evañ gwin ha d’ar brofeded hoc’h eus roet an urzh-mañ en ur lavarout : "Na ziouganit ket".

Eh bien, moi, maintenant, je vous écraserai sur place, comme un char plein de gerbes écrase tout sur son passage. Am 2, 13 : Ha me, mont a ran d’ho previñ war an dachenn evel ma flastr ur c’harr leun a valanoù ;

L’homme le plus rapide ne pourra pas fuir, le plus fort ne pourra pas montrer sa vigueur, même le héros ne sauvera pas sa vie. Am 2, 14 : An tec’h a vanko d’an den mibin, an den kreñv ne zispako ket e nerzh, hag an den kadarn ne savetaio ket e vuhez ;

L’archer ne tiendra pas, le coureur n’échappera pas, le cavalier ne sauvera pas sa vie. Am 2, 15 : ar gwareger ne vo ket evit derc’hel, an den skañv e dreid ne vo ket evit diflipañ, ar marc’heger n’hello ket salviñ e vuhez,

Le plus brave s’enfuira tout nu, ce jour-là, – oracle du Seigneur. Am 2, 16 : hag an hini kalonekañ e-touez ar vrezelourien a dec’ho kuit en noazh, en deiz-se - Diougan an Aotrou ! -.