Livre d’Aggée - Chapitre 1
Chapitre 1
LA DEUXIEME ANNEE du règne de Darius, le premier jour du sixième mois, la parole du Seigneur fut adressée, par l’intermédiaire d’Aggée, le prophète, à Zorobabel fils de Salathiel, gouverneur de Juda, et à Josué fils de Josédeq, le grand prêtre : Ag 1, 1 : En eil bloavezh eus ar roue Darius, er c’hwec’hvet miz, d’an deiz kentañ eus ar miz, e teuas komz an Aotrou Doue, dre ar profed Hagai da Zorobabel, mab Salatiel, gouarnour Youda, ha da Josoua, mab Iosedek, ar beleg-bras, evit lavarout :
Ainsi parle le Seigneur de l’univers : Ces gens-là disent : « Le temps n’est pas encore venu de rebâtir la Maison du Seigneur ! » Ag 1, 2 : Evel-hen e komz an Aotrou, Doue an armeoù, ar bobl-mañ a lavar : "N’eo ket deuet c’hoazh an amzer da adsevel Ti an Aotrou".
Or, voilà ce que dit le Seigneur par l’intermédiaire d’Aggée, le prophète : Ag 1, 3 : Komz an Aotrou a zeuas eta dre vinistrerezh Hagai, ar profed, evit lavarout :
Et pour vous, est-ce bien le temps d’être installés dans vos maisons luxueuses, alors que ma Maison est en ruine ? Ag 1, 4 : Hag eñ e vefe deuet evidoc’h an amzer da chom e tiez lambrusket, tra m’emañ e rivin an Ti-mañ ?
Et maintenant, ainsi parle le Seigneur de l’univers : Rendez votre cœur attentif à vos chemins : Ag 1, 5 : Ha bremañ eo evel-hen e komz an Aotrou, Doue an armeoù : taolit evezh ouzh ho toareoù-bevañ.
Vous avez semé beaucoup, mais récolté peu ; vous mangez, mais sans être rassasiés ; vous buvez, mais sans être désaltérés ; vous vous habillez, mais sans vous réchauffer ; et le salarié met son salaire dans une bourse trouée. Ag 1, 6 : Hadet hoc’h eus kalz, met dastumet nebeut ; debret hoc’h eus, met n’eo ket leizh ho kof ; evet hoc’h eus, met n’eo ket ho kwalc’h ; dilhad hoc’h eus gwisket warnoc’h, met ne vez ket tomm deoc’h ; hag an hini a labour a lak e c’hopr en ur yalc’h toull".
Ainsi parle le Seigneur de l’univers : Rendez votre cœur attentif à vos chemins : Ag 1, 7 : Evel-hen e komz an Aotrou, Doue an armeoù : "Taolit evezh ouzh ho toareoù-bevañ !
Allez dans la montagne, rapportez du bois pour rebâtir la maison de Dieu. Je prendrai plaisir à y demeurer, et j’y serai glorifié – déclare le Seigneur. Ag 1, 8 : Pignit war ar menez ha degasit koad hag adsavit an Templ, hag e zegemer mat a rin, ha va gloar a gavi ennañ, eme an Aotrou.
On attendait beaucoup, et voici qu’il y a peu ; ce que vous avez rapporté à la maison, j’ai soufflé dessus. À cause de quoi ? – oracle du Seigneur de l’univers. À cause de ma Maison qui est en ruine, quand chacun de vous s’agite pour sa propre maison. Ag 1, 9 : Gortoz a raec’h kalz, ha setu nebeut ! Ar pezh a zegasec’h d’ar gêr am eus c’hwezhet warnañ ! En abeg da betra ? Diougan an Aotrou, Doue an armeoù ! En abeg d’an Ti bezañ e rivin, tra ma redit pep unan evit e di e-unan.
C’est pourquoi, à cause de vous, les cieux ont retenu la rosée, et la terre a retenu son fruit. Ag 1, 10 : Setu perak, en abeg deoc’h, o deus an Neñvoù dalc’het war o glizh, hag an douar dalc’het war e drevad.
J’ai appelé la sécheresse sur la terre et sur les montagnes, sur le froment, le vin nouveau et l’huile fraîche, sur tout ce que produit le sol, sur l’homme, sur le bétail, et sur tout le travail de vos mains. Ag 1, 11 : Galvet em eus ar sec’hor war an douar ha war ar menezioù, war ar gwinizh, war ar gwin nevez, ha war an eoul fresk, war gement a laka an douar da sevel diwarnañ, war an dud ha war al loened, ha war holl labour an daouarn."
Alors Zorobabel, fils de Salathiel, et Josué, fils de Josédeq, le grand prêtre, et tout le reste du peuple écoutèrent la voix du Seigneur leur Dieu, et les paroles d’Aggée, le prophète, envoyé pour cela par le Seigneur leur Dieu. Et le peuple éprouva de la crainte devant le Seigneur. Ag 1, 12 : Zorobabel Mab Salatiel, ha Josoua, mab Iosedek ar beleg bras, hag ar peurrest eus ar bobl a selaouas mouezh an Aotrou, o Doue, ha komzoù Hagai, ar profed, hervez e gefridi a-berzh an Aotrou o Doue evitañ ; hag ar bobl a grogas enni an doujañs dirak Doue.
Aggée, le messager du Seigneur, parla ainsi au peuple, selon le message du Seigneur : « Je suis avec vous – oracle du Seigneur. » Ag 1, 13 : Hagai, kannad Doue, a gomzas d’ar bobl hervez ar gemennadurezh a oa bet roet dezhañ gant an Aotrou, en ur lavarout : "Me ’zo ganeoc’h – Diougan an Aotrou ! -".
Le Seigneur réveilla l’esprit de Zorobabel, fils de Salathiel, gouverneur de Juda, et l’esprit de Josué, fils de Josédeq, le grand prêtre, et l’esprit de tout le reste du peuple : ils vinrent exécuter le travail dans la Maison du Seigneur de l’univers, leur Dieu, Ag 1, 14 : An Aotrou a zihunas spered Zorobabel, mab Salatiel, gouarnour Youda, ha spered Josoua, mab Iosedek, ar beleg bras, ha spered ar peurrest eus ar bobl ; dont a rejont, hag ober labour e Ti an Aotrou, Doue an armeoù, o Doue,
le vingt-quatrième jour du sixième mois, la deuxième année du règne de Darius. Ag 1, 15 : d’ar pevare deiz warn ugent eus ar c’hwec’hvet miz, er bloavezh daou eus ar roue Darius.
