Livre d’Aggée - Chapitre 2
Chapitre 2
Le vingt et unième jour du septième mois, la parole du Seigneur se fit entendre par l’intermédiaire du prophète Aggée : Ag 2, 1 : D’ar seizhvet miz, d’an un warn-ugent eus ar miz, e teuas lavar an Aotrou dre Hagai ar profed, dre ar c’homzoù-mañ :
Va parler à Zorobabel, fils de Salathiel, gouverneur de Juda, à Josué, fils de Josédeq, le grand prêtre, et au reste du peuple. Tu leur diras : Ag 2, 2 : Komz eta ouzh Zorobabel, Mab Salatiel, gouarnour Youda, ha Josoua, mab Iosedek, ar beleg-bras, ha d’ar peurrest eus ar bobl, evit lavarout :
Reste-t-il encore parmi vous quelqu’un qui ait vu cette Maison dans sa gloire première ? Eh bien ! Qu’est-ce que vous voyez maintenant ? N’est-elle pas devant vous réduite à rien ? Ag 2, 3 : Piv a chom en ho touez en devefe gwelet an Templ-mañ en e splannder kentañ ? Ha penaos e welit anezhañ bremañ ? Hag eñ n’eo ket evel un netra d’ho taoulagad,
Mais à présent, courage, Zorobabel ! – oracle du Seigneur. Courage, Josué fils de Josédeq, grand prêtre ! Courage, tout le peuple du pays ! – oracle du Seigneur. Au travail ! Je suis avec vous – oracle du Seigneur de l’univers –, Ag 2, 4 : Met bremañ, bez kalonek, Zorobabel, diougan an Aotrou ! Bez kalonek, Josoua, Mab Iosedek, beleg bras ! Bez kalonek, pobl ar vro a-bezh, diougan an Aotrou, ha bec’h dezhi, d’al labour ! Rak me ’zo ganeoc’h, diougan an Aotrou, Doue an armeoù !
selon l’engagement que j’ai pris envers vous à votre sortie d’Égypte. Mon esprit se tient au milieu de vous : Ne craignez pas ! Ag 2, 5 : hennezh eo an emglev am eus divizet ganeoc’h en hoc’h ermaeziadeg eus an Egipt, emañ va spered o chom en ho kreiz : n’ho pet ket aon !
Encore un peu de temps – déclare le Seigneur de l’univers –, et je vais ébranler le ciel et la terre, la mer et la terre ferme. Ag 2, 6 : Rak evel-hen e komz an Aotrou, Doue an armeoù : prestik, a-benn ur pennadig berr, ez an da hejañ an neñv hag an douar, hag ar mor hag an douar sec’h.
Je vais mettre en branle toutes les nations, leurs trésors afflueront ici, et j’emplirai de gloire cette Maison – déclare le Seigneur de l’univers. Ag 2, 7 : Hejañ a rin an holl vroadoù, evit ma teuio dit teñzorioù an holl vroadoù, hag e kargi a c’hloar an Templ-mañ, eme an Aotrou, Doue an armeoù.
L’argent est à moi, l’or est à moi – oracle du Seigneur de l’univers. Ag 2, 8 : Din-me eo an arc’hant, din-me an aour ! Diougan an Aotrou, Doue an armeoù.
La gloire future de cette Maison surpassera la première – déclare le Seigneur de l’univers –, et dans ce lieu, je vous ferai don de la paix, – oracle du Seigneur de l’univers. Ag 2, 9 : Bras e vo splannder an Templ-mañ, an hini diwezhañ-mañ, brasoc’h eget gloar an hini kentañ, eme an Aotrou, Doue an armeoù, hag ar peoc’h a lakain el lec’h-mañ, diougan an Aotrou, Doue an armeoù !
La deuxième année de Darius, le vingt-quatrième jour du neuvième mois, la parole du Seigneur fut adressée à Aggée, le prophète : Ag 2, 10 : D’ar pevar warn-ugent eus an navet miz, er bloavezh daou eus Darius, e teuas lavar an Aotrou da Hagai, ar profed, dindan ar c’homzoù-mañ :
Ainsi parle le Seigneur de l’univers : Demande donc aux prêtres une directive, en ces termes : Ag 2, 11 : Evel-hen e komz an Aotrou, Doue an armeoù : Goulenn eta digant ar veleien un disentez en ur lavarout dezho :
« Si quelqu’un porte, dans le pan de son vêtement, de la viande sanctifiée et qu’avec ce vêtement il touche du pain, des légumes, du vin, de l’huile ou n’importe quel aliment, cela en sera-t-il sanctifié ? » Les prêtres répondirent : « Non ». Ag 2, 12 : Mar doug un den e pastell e wiskamant kig bet sakret, ha ma stok gant e bastell ouzh bara, soubenn, gwin, eoul pe ur boued bennak, daoust hag e teu an dra-se da vezañ sakr ?" Ar veleien a respontas hag a lavaras : "Ne zeu ket !"
Aggée dit alors : « Si quelqu’un, devenu impur par le contact d’un mort, touche l’une de ces choses, devient-elle impure ? » Les prêtres répondirent : « Elle sera impure ». Ag 2, 13 : Hag Hagai a lavaras neuze : "Mar deu unan bennak da vezañ dic’hlan dre stekiñ ouzh ur c’horf marv ha ma stok ouzh unan eus an traoù-se, hag-eñ e teu an dra-se da vezañ dic’hlan ? " Ar veleien a respontas en ur lavarout : "Ya, dic’hlan e teu da vezañ !"
Aggée répliqua : « Tel est ce peuple, telle est cette nation devant moi – oracle du Seigneur –, ainsi que tout le travail de leurs mains : ce qu’ils offrent là est impur ! » Ag 2, 14 : Hagai neuze en em lakaas da gomz hag a lavaras : "Evel-se emañ kont gant ar bobl-mañ, evel-se gant ar vroad-mañ dirazon, diougan an Aotrou, hag evel-se emañ kont gant holl obererezh o daouarn, kement a ginnigont evel-se a zo dic’hlan".
Et maintenant, rendez donc votre cœur attentif, à partir d’aujourd’hui et pour l’avenir ! Avant d’avoir posé pierre sur pierre dans le temple du Seigneur, Ag 2, 15 : Ha bremañ, taolit evezh adalek an deiz-mañ hag evit an dazont. A-raok ma oa bet lakaet maen war maen e Templ an Aotrou,
qui étiez-vous ? On venait à un tas de grain de vingt mesures, il n’y en avait que dix ; on venait à une cuve puiser cinquante mesures, il n’y en avait que vingt. Ag 2, 16 : petra 'oac’h ? Dont a raec’h d’ar veol evit tennañ ugent muzuliad, ha ne oa nemet dek !
Je vous ai frappés par la rouille, par la nielle et par la grêle, vous et tout le travail de vos mains, et vous n’êtes pas revenus à moi ! – oracle du Seigneur. Ag 2, 17 : Skoet em eus ouzhoc’h dre ar skaotadur, dre ar skoanadur, dre ar grizilh, en holl labourioù ho taouarn, ha n’oc’h ket distroet ouzhin ! Diougan an Aotrou !
Rendez donc votre cœur attentif, à partir d’aujourd’hui et pour l’avenir, depuis le vingt-quatrième jour du neuvième mois, depuis le jour où l’on posa les fondations du temple du Seigneur. Rendez votre cœur attentif : Ag 2, 18 : En em soñjit eta adalek an deiz-mañ hag evit an dazont, adalek ar pevare deiz warn-ugent eus an navet miz, adalek an deiz m’eo bet diazezet fontoù Templ an Aotrou, en em soñjit,
Y a-t-il encore de la semence dans le grenier ? Même la vigne et le figuier, le grenadier et l’olivier n’ont porté aucun fruit. À partir d’aujourd’hui, je vais bénir. Ag 2, 19 : hag eñ e chom c’hoazh er c’hrignol greun o c’hortoz bezañ hadet ? Hag eñ ne zougo c’hoazh netra ar winienn, ar fiezenn, ar c’hreunadezenn, an olivezenn ? Ho pennigañ a ran adalek an deiz-mañ.
La parole du Seigneur fut adressée une deuxième fois à Aggée, le vingt-quatrième jour du mois : Ag 2, 20 : Lavar an Aotrou a zeuas un eil gwech da Hagai, d’ar pevar warn-ugent eus ar miz, en ur gemenn :
Parle à Zorobabel, gouverneur de Juda, et dis-lui : J’ébranlerai le ciel et la terre. Ag 2, 21 : Komz ouzh Zorobabel, gouarnour Youda, en ur lavarout dezhañ : Mont a ran da reiñ stroñs d’an neñv ha d’an douar ;
Je renverserai les trônes des royaumes, j’exterminerai la force des royaumes des nations ; je renverserai chars et conducteurs ; chevaux et cavaliers tomberont, chacun sous l’épée de son frère. Ag 2, 22 : kas a rin d’an traoñ tronioù ar rouantelezhioù hag e tistrujin nerzh rouantelezhioù ar broadoù ; eilpennañ a rin kirri hag o blenierien ; mirc’hi ha marc’heien a vo diskaret an eil dindan kleze egile.
Ce jour-là – oracle du Seigneur de l’univers –, je te prendrai, Zorobabel, fils de Salathiel, mon serviteur, – oracle du Seigneur –, et je t’appliquerai comme un sceau, car c’est toi que j’ai choisi – oracle du Seigneur de l’univers. Ag 2, 23 : Hag en deiz-se, diougan an Aotrou, Doue an armeoù ! E kemerin Zorobabel, mab Salatiel, va servijer, diougan an Aotrou ! Hag e rin anezhañ evel ur walenn-siellañ. Rak te eo an hini am eus dibabet. - Diougan Aotrou an armeoù -.
