Livre de Malachie - Chapitre 2
Chapitre 2
Maintenant, prêtres, à vous cet avertissement : Ml 2, 1 : Ha bremañ deoc’h, beleien, ar gourc’hemenn-mañ :
Si vous n’écoutez pas, si vous ne prenez pas à cœur de glorifier mon nom – dit le Seigneur de l’univers –, j’enverrai sur vous la malédiction, je maudirai les bénédictions que vous prononcerez. Oui, je les maudis, car aucun de vous ne prend rien à cœur. Ml 2, 2 : Mar ne selaouit ket, mar ne lakait ket ho kalon da rentañ gloar d’am anv, eme Aotrou an armeoù, e laoskin ar vallozh da vont warnoc’h hag e vallozhin ho pennozh; ya, a-benn bremañ em eus he mallozhet o vezañ na rit netra a galon vat.
Voici : je vais menacer votre descendance. Je vous jetterai du fumier à la figure, le fumier qui provient de vos fêtes ; on vous enlèvera avec lui. Ml 2, 3 : Setu ma-z an-me da droc’hañ deoc’h ho prec’h da skeiñ kaoc’haj ouzh ho fas, - kaoc’haj ho kouelioù - ha d’ho skubañ kuit gantañ.
Vous saurez alors que je vous ai adressé cet avertissement, pour que subsiste mon alliance avec mon serviteur Lévi, – dit le Seigneur de l’univers. Ml 2, 4 : Gouzout a reot neuze em eus roet deoc’h ar gourc’hemenn-se, evit ma chomo va emglev gant Levi, eme Aotrou an armeoù.
Mon alliance avec lui était vie et paix, je les lui accordais, ainsi que la crainte, et il me craignait. Devant mon nom, il restait saisi. Ml 2, 5 : Va emglev gantañ, buhez ha peoc’h e oa, hag o roet em eus dezhañ; doujañs, ya, va doujet en deus, ha spont en deveze rak va anv.
La loi de vérité était dans sa bouche, et rien de mal ne se trouvait sur ses lèvres. Dans la paix et la droiture, il marchait avec moi ; nombreux furent ceux qu’il ramena de la faute. Ml 2, 6 : Ar gelennadurezh a wirionez a veze en e c’henoù ha ne veze ket kavet a fallagriezh war e vuzelloù, e peoc’h hag en onestiz e kerzhe ganin ha kalz a dud en deus distroet eus an droug.
En effet, les lèvres du prêtre gardent la connaissance de la Loi, et l’on recherche l’instruction de sa bouche, car il est le messager du Seigneur de l’univers. Ml 2, 7 : Rak da vuzelloù ar beleg eo mirout ar ouiziegezh hag ar gelennadurezh a glasker eus e c’henoù ; rak Ael Aotrou an armeoù ez eo eñ.
Mais vous vous êtes écartés de la route, vous avez fait de la Loi une occasion de chute pour la multitude, vous avez détruit mon alliance avec mon serviteur Lévi, – dit le Seigneur de l’univers. Ml 2, 8 : C’hwi avat hoc’h eus diroudet diwar an hent mat, lakaet hoc’h eus tud e-leizh da strebotiñ ouzh al lezenn ; torret hoc’h eus emglev Levi, eme Aotrou an armeoù.
À mon tour je vous ai méprisés, abaissés devant tout le peuple, puisque vous n’avez pas gardé mes chemins, mais agi avec partialité dans l’application de la Loi. Ml 2, 9 : Ha gant se me ivez ho laka disprizus ha vil evit ar bobl a-bezh, peogwir ne virit ket va hentoù hag e sellit ouzh doare an dud pa lakait al Lezenn da dalvezout.
Et nous, n’avons-nous pas tous un seul Père ? N’est-ce pas un seul Dieu qui nous a créés ? Pourquoi nous trahir les uns les autres, profanant ainsi l’Alliance de nos pères ? Ml 2, 10 : Hag-eñ n’hon eus ket an hevelep tad, ni holl ? Hag-eñ n’eo ket an hevelep Doue en deus hor c’hrouet ? Perak en em dreitourañ an eil egile, o tisakrañ emglev hon Tadoù ?
Juda a trahi. Une abomination a été commise en Israël et à Jérusalem. Oui, Juda a profané ce qui est saint, ce qui est aimé du Seigneur : il a épousé la fille d’un dieu étranger. Ml 2, 11 : Treitouret en deus Youda, un euzhadenn a zo bet graet en Israel hag e Jeruzalem ; rak Youda en deus disakret santual an Aotrou, ar pezh a zo karet gantañ, en ur gemer e dimezi merc’h un doue estren.
Le Seigneur retranchera l’homme qui agit ainsi, celui qui en est le témoin, celui qui s’en fait l’écho depuis les tentes de Jacob et qui présente une offrande au Seigneur de l’univers. Ml 2, 12 : An neb a ra kement-se, an Aotrou a zilamo kuit evitañ eus teltennoù Jakob pep test ha responter ha pep kinniger a brof da Aotrou an armeoù.
Et encore, une deuxième chose que vous faites : couvrir de larmes, de pleurs et de gémissements l’autel du Seigneur, car il ne fait plus attention à l’offrande et ne désire plus recevoir ce qui vient de vos mains. Ml 2, 13 : Ha sed amañ un eil tra a rit : goleiñ a zaeroù aoter an Aotrou, gant gouelvanoù hag huanadoù, o vezañ m’en em dro ken da welout ar brofadenn ha ne zegemer ken a ginnig diwar ho taouarn.
Et vous dites : « Pourquoi cela ? » – C’est que le Seigneur a été témoin entre toi et la femme de ta jeunesse : tu l’as trahie, elle, ta compagne, la femme de ton alliance. Ml 2, 14 : Hag e lavarit : "Perak an dra-se ?" o vezañ ma-z eo an Aotrou test etrezout ha gwreg da yaouankiz, an hini ac’h eus treitouret-te, eviti da vezañ bet da gumpagnunez ha gwreg da emglev.
Un seul n’a-t-il pas fait la chair, et le souffle de vie qui est en elle ? Et que recherche-t-il ? Une descendance divine. Vous prendrez garde à votre souffle de vie : que nul ne trahisse la femme de sa jeunesse. Ml 2, 15 : Hag-eñ n’en deus ket graet unan hepken o kaout kig ha c’hwezh a vuhez ? Hag an hini unan-se, petra ’glask ? Un diskennadur, bugale roet gant Doue. Doujit eta ar vuhez ’zo ennoc’h, ha na dreitourit ket gwreg ho yaouankiz.
Car je hais la répudiation, – dit le Seigneur, Dieu d’Israël –, et celui qui se couvre d’un vêtement de violence, – dit le Seigneur de l’univers. Vous prendrez garde à votre souffle de vie et vous ne trahirez pas. Ml 2, 16 : Rak kasaat a rin an argas-e-wreg eme an Aotrou, Doue Israel, ha ra vo goloet an drouknerzh gant e vantell, eme Aotrou an armeoù. Doujit eta ho puhez ha na vezit ket treitour.
Vous fatiguez le Seigneur par vos discours, et vous dites : « En quoi l’avons-nous fatigué ? » – C’est lorsque vous dites : « Quiconque fait le mal est bon aux yeux du Seigneur, en de tels hommes il prend plaisir », – et encore : « Où est le Dieu de justice ? » Ml 2, 17 : Skuizhañ a rit an Aotrou gant ho komzoù, hag e lavarit : "E petra hon eus e skuizhet ?", ez eo pa lavarit : "An neb a ra an droug a vez sellet mat gant an Aotrou" hag "enno emañ o kaout e blijadur !" Pe c’hoazh pa lavarit : "Pelec’h emañ Doue ar justis ?"
