Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Malakias » Pennad 1

Malakias - Pennad 1

Levr : Malakias
Pennad : 1 | 2 | 3

Pennad 1



PROCLAMATION. Parole du Seigneur à Israël par l’intermédiaire de Malachie. Ml 1, 1 : Diougan. Komz an Aotrou da Israel dre vinistrerezh Malakias.

Je vous ai aimés, dit le Seigneur, et vous dites : « En quoi nous as-tu aimés ? » Ésaü n’était-il pas frère de Jacob ? – oracle du Seigneur. J’ai eu de l’amour pour Jacob Ml 1, 2 : Ho karet em eus, eme an Aotrou, ha c’hwi a lavar : "E petra hoc’h eus hor c’haret ?" Esaou hag-eñ ne oa ket breur Jakob ? - Diougan an Aotrou - Ac’hanta, Jakob am eus karet,

mais je n’ai pas aimé Ésaü. J’ai livré ses montagnes à la désolation, son héritage aux chacals du désert. Ml 1, 3 : hag Esaou am eus kasaet : eus e venezioù am eus graet ur vantridigezh ha roet e zomani da aourgon ar gouelec’h.

Si Édom déclare : « Nous avons été détruits, mais nous recommencerons, nous relèverons les ruines », ainsi parle le Seigneur de l’univers : « Qu’ils relèvent, eux ! Moi, je démolirai ! On les appellera “Territoire-de-méchanceté”, “Peuple-qui-met-en-colère-le-Seigneur-pour-toujours”. Ml 1, 4 : Ha mar lavar Edom : "Flastret omp bet, met adsevel a raimp ar rivinoù !" e komz evel-hen an Aotrou an armeoù : "Adsevel a raint-i ha me a ziskaro, hag anvet e vint : Douar a zrougiezh, hag ar bobl a vez an Aotrou konnaret outi bepred.

Vos yeux le verront et vous direz : “Le Seigneur est grand par-delà le territoire d’Israël !” » Ml 1, 5 : Hag ho taoulagad a welo hag e lavarot : Bras eo an Aotrou en tu-hont da harzoù Israel ".

Un fils honore son père, et un serviteur, son maître. Si donc je suis père, où est l’honneur qui m’est dû ? Et si je suis maître, où est le respect qui m’est dû ? – déclare le Seigneur de l’univers à vous, les prêtres qui méprisez mon nom. Et vous dites : « En quoi avons-nous méprisé ton nom ? » Ml 1, 6 : Ar mab a enor e dad hag ar servijer a zouj e Aotrou, met mard on tad, pelec’h emañ va enor ? Ha mard on aotrou, pelec’h emañ an doujañs dleet din ? Aotrou an armeoù eo an hini a gomz ouzhoc’h, beleien, a zispriz va anv ! Hag e lavarit : "E petra hon eus eta disprizet hoc’h anv ?"

– En présentant sur mon autel un aliment impur. Mais vous dites : « En quoi t’avons-nous rendu impur ? » – En affirmant : « La table du Seigneur est méprisable ! » Ml 1, 7 : Kinnig a rit war va aoter bara saotret hag e lavarit : "E petra hon eus ho saotret ?" C’hwi a lavar: "Disprizus eo taol an Aotrou !"

Et quand vous présentez au sacrifice une bête aveugle, n’est-ce pas faire le mal ? Et quand vous présentez une bête boiteuse ou malade, n’est-ce pas faire le mal ? Offre-la donc à ton gouverneur ! Sera-t-il content de toi ? Te sera-t-il favorable ? – Le Seigneur de l’univers a parlé. Ml 1, 8 : Ha pa ginnigit d’an aberzh ul loen dall, hag-eñ n’eo ket un dra fall ? Ha pa ginnigit ul loen kamm pe glañv, hag-eñ n’eo ket un dra fall ? Kae eta da ginnig anezhañ d’az kouarnour, da welout ha plijet e vo ganit, ha grad vat en devo ouzhit ? Eme Aotrou an armeoù.

Et maintenant, apaisez donc le visage de Dieu, pour qu’il nous fasse grâce ! Cela est venu de vos mains. Vous sera-t-il favorable ? – Le Seigneur de l’univers a parlé. Ml 1, 9 : Ha bremañ, habaskait dremm Doue evit m’en devo truez ouzhoc’h ! Dre ho torn-c’hwi eo c’hoarvezet kement-se, hag-eñ eo drezoc’h e vo dousaet e zremm ? eme Aotrou an armeoù.

Qui donc d’entre vous fermera les portes du sanctuaire, pour que vous n’allumiez plus en vain le feu sur mon autel ? Je ne prends aucun plaisir en vous, – dit le Seigneur de l’univers –, je ne désire plus l’offrande de vos mains. Ml 1, 10 : Piv ac’hanoc’h a serro an dorioù na vo ket lakaet an tan em aoter evit mann ? N’em eus ganeoc’h plijadur ebet, eme Aotrou an armeoù, ha profadenn ebet ne blij din dre ho taouarn.

Car du levant au couchant du soleil, mon nom est grand parmi les nations. En tout lieu, on brûle de l’encens pour mon nom et on présente une offrande pure, car mon nom est grand parmi les nations, – dit le Seigneur de l’univers. Ml 1, 11 : Hogen eus ar Sav-heol betek ar c’huzh-heol eo bras va anv e-touez ar broadoù, hag e pep lec’h e vez kinniget d’am anv un ezañs o tivogediñ hag ur brofadenn c’hlan, rak bras eo va anv e-touez ar broadoù, eme Aotrou an armeoù.

Vous, cependant, vous le profanez en disant : « La table du Seigneur est impure ; méprisable, la nourriture qu’on en retire. » Ml 1, 12 : C’hwi avat, disakrañ a rit anezhañ pa lavarit : "Saotrerezh eo taol an Aotrou ha dibrizus eo e vevañs !"

Vous dites : « Quel ennui ! », et vous la dédaignez, – dit le Seigneur de l’univers. Vous apportez ce qui est volé, boiteux ou malade, et vous l’apportez en offrande ! Puis-je l’agréer de vos mains ? – dit le Seigneur. Ml 1, 13 : Hag e lavarit : "Pebezh labour !" Hag e tisprizit ac’hanon, eme Aotrou an armeoù. Pa zegasit ul loen laeret, pe an hini ’zo kamm, pe an hini ’zo klañv, pa zegasit ur seurt profadenn, daoust hag e c’hellan he degemer mat eus ho torn ?, eme an Aotrou.

Maudit soit le tricheur qui possède un mâle dans son troupeau, qui fait un vœu et qui sacrifie au Seigneur une bête mutilée ! Je suis un grand roi – dit le Seigneur de l’univers –, et mon nom inspire la crainte parmi les nations. Ml 1, 14 : Ra vo milliget an hailhevod en deus en e dropell ur par hag a ouestl, hag a aberzh d’an Aotrou ul loen mac’hagnet. Rak ur roue bras ez on me, eme Aotrou an armeoù, ha spouronus eo va anv e-touez ar broadoù.