Hor c’hevelerien
Frouezh ul labour a-stroll eo al lec’hienn Bibl.bzh, awenet gant ar Spered Santel ha gwriziennet e Breizh. Embannet eo bet danvez al lec’hienn a-drugarez da meur a den, ha meur a aozadur, hag o deus roet o amzer pe roet o aotre evit implijout danvezioù e brezhoneg hag e galleg savet ganto ha perc’hennet ar gwirioù ganto. Ra vint trugarekaet holl amañ, a-drugarez dezho holl ez eus deus al lec’hienn-mañ ! An urzh evit o ziskouez n’eo ket liammet gant pouez labour pep hini met kentoc’h gant un urzh grafek.

RCF Penn-ar-bed
Gant skipailhoù RCF Penn ar bed e vez embannet bemdez ur podkast e brezhoneg evit lenn ha prezeg war Aviel an deiz. Roet o deus o aotre evit ma vefe implijet ar podkastoù e-barzh rummad lennadennoù ar Sulioù hag ar gouelioù. A-drugarez da RCF an hini eo e c’hellit selaou an Aviel en hor yezh.

Lann-Anna, Tiegezh Santez Anna
An ti a bedenn Lann-Anna, staliet er Menezioù Du e Kernev, a dro e brezhoneg testennoù liesseurt evit al liderezh hag evit pediñ en hor yezh. Troidigezhioù ‘zo a vez embannet gant an embannadurioù Penkermin. Roet en deus an aotre evit implijout troidigezhioù ‘zo a vezont embannet e-barzh rummad lennadennoù ar Sulioù hag ar gouelioù.

Ar Gedour
Ar gevredigezh Ar Gedour a ginnig binvioù teknikel ha niverel d’al lec’hienn Bibl.bzh evit ar c’hehentiñ hag evit brudañ al lec’hienn hag ar Bibl e brezhoneg d’e rouedad ha d’ar brasañ niver e Breizh hag aer bed a-bezh.
Association Épiscopale Liturgique
pour les pays Francophones.
An AELF a ro evit netra an aotre da implijout troidigezh ar Bibl e galleg war lec’hienn Bibl.bzh, evit diskouez anezhi e-kichen ar Bibl e brezhoneg a-benn harpañ an deskidi da geñveriañ troidigezhioù ar Bibl (brezhoneg/galleg).

Minihi Levenez
Kreizenn speredel eskpti Kemper ha Leon a labour abaoe bloavezhioù ‘zo evit kas war-raok ar feiz e brezhoneg en ur treiñ danvezioù an Iliz katolik e brezhoneg evit avielañ ha katekizañ. Reiñ a ra e aotre da Bibl.bzh da implijout troidigezhioù ‘zo deus al lennadennoù evit ar Sulioù hag ar Gouelioù.

Kan Iliz
Kan Iliz a ro an otre d’al lec’hienn Bibl.bzh da implijout troidigezhioù ha testennoù bet niverelaet ganto evit pedennoù ha kanennoù ‘zo, kantikoù hengounel evel traoù modernoc’h bet troet hag embannet gant Kan Iliz.
