Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh

Testamant kozh

Levr an Testamant Kozh e brezhoneg.

Al lodenn gentañ eus ar Bibl kristen, an Testamant kozh, a zo istor hir, leun a zarvoudoù ma weler drezo Pobl Doue oc’h emdreiñ a drugarez d’an emglev kentañ en deus graet Doue ganto, da c’hortoz gellout skoulmañ an emglev peurbadus, gant donedigezh Jezuz Krist.

46 levr disheñvel a vez kavet e-barzh an Testamant Kozh, bet skrivet a-raok ganedigezh Jezuz-Krist. Un hêrezh pouezus-tre eo evit an hengounioù yuzev ha kristen.

N’eo ket ar Bibl, ul levr skiantel, met ul levr en deus ur pal a zoueoniezh, a zo ennañ gwirionezioù a-zivout an darempredoù etre Doue hag an dud, a ya d’ober an Diskleriadurezh, a zo e diazez kelennadurezh ar Silvidigezh gant an Iliz katolik.

Setu rummadoù veur an Testamant Kozh e brezhoneg :

Pentateuk

Jezuz, pa ra anv eus “Al Lezenn”, e ra anv eus pemp levr an Testamant kozh, pe ar “Pentateuk”. Kavet e vez pemp levr e-barzh ar Pentateuk : Levr ar C’heneliezh (pe Krouidigezh ar bed), an Ermaeziadeg, al Leviegezh, levr an Niveroù ha levr an Adlezenn. An daouzek pennad kentañ eus levr ar C’heneliezh n’int ket da vezañ meizet evel un danevell skiantel, istorek, hogen evel un destenn a ro da gompren doare an darempredoù etre Doue hag an dud.

Setu roll levrioù ar Pentateuk e brezhoneg :

Levrioù-Istorek an Testament Kozh

Al levrioù-se a zanevell darvoudoù, met dreist-holl e tiskouezont emañ lagad Doue dalc’hmat war e Bobl, ha ne raio berzh nemet pa sento outañ. Hemañ, dibaouez, diastal ha dizehan a c’halv e Bobl war hent an Emglev skoulmet gant an Hendadoù, hent ar frankiz, ar Silvidigezh, hent ar gwir evurusted. Levr Josoua eo an hini kentañ deus al levrioù istorek, da heul e vez kavet levr ar Varnerien, Rout, Samouel 1 & 2, Rouaned 1 & 2, an Danevelloù 1 & 2, Esdras, Nehemias, Tobit, Judit, hag ar Vakabeed 1 & 2.

Setu roll al levrioù-istorek e-barzh an Testamant Kozh e brezhoneg :

Levrioù-barzhoniel

Ur furnez hollvedel a vez kavet e-barzh levrioù-barzhoniel an Testamant Kozh. Levr kentañ al levrioù-se eo hini Job. Un den direbech ha peurvat eo Job, ha bennozhioù an Aotrou ‘zo warnañ, met kement-se n’a ket diouzh mennad ar Satan, an enebour gourvennek ouzh eurvad an mab-den. Aotreet gant an Aotrou da amprouiñ an den santel, e kouezh Job neuze er vrasañ dienez. Ne fell ket dezhañ en em sevel ouzh Doue, met klask a ra kompren ar perag. Goude Levr Job e vez kavet : ar Salmoù, levr ar C’hrennlavarioù, ar Prezeger, Kanenn ar C’hanennoù, levr ar Furnez ha levr Furnez Ben Sirac’h.

Setu roll al levrioù-barzhoniel e brezhoneg :

Levrioù ar Brofeded

Meur a brofed a vez kavet e-barzh an Testamant Kozh, Izaias, Jeremias, Barouk Ezekiel, Daniel, Tobit… Gant al levrioù-se e vez gortozet ar Salver hag e vez graet al liamm war-zu an Testamant Nevez.

Setu roll levrioù ar Brofeded en hor yezh :