Geneliezh - Pennad 1
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 | 50
Pennad 1
AU COMMENCEMENT, Dieu créa le ciel et la terre. Gn 1, 1 : Da gentañ e krouas Doue an neñv hag an douar.
La terre était informe et vide, les ténèbres étaient au-dessus de l’abîme et le souffle de Dieu planait au-dessus des eaux. Gn 1, 2 : Hag an douar a oa gouez ha goullo gant teñvalijenn war-c’horre an islonk, met Spered Doue a blave war-c’horre an doureier.
Dieu dit : « Que la lumière soit. » Et la lumière fut. Gn 1, 3 : Hag e lavaras Doue : "Ra vezo gouloù". Hag e voe gouloù.
Dieu vit que la lumière était bonne, et Dieu sépara la lumière des ténèbres. Gn 1, 4 : Hag e welas Doue ar gouloù : mat e oa. Hag e tispartias Doue ar gouloù diouzh an deñvalijenn.
Dieu appela la lumière « jour », il appela les ténèbres « nuit ». Il y eut un soir, il y eut un matin : premier jour. Gn 1, 5 : Hag e c’halvas Doue ar gouloù : Deiz, hag an deñvalijenn a c’halvas : Noz. Hag e voe un abardaez hag e voe ur beure : un devezh.
Et Dieu dit : « Qu’il y ait un firmament au milieu des eaux, et qu’il sépare les eaux. » Gn 1, 6 : Hag e lavaras Doue : "Ra vo un oabl e-kreiz an doureier, ma vo un disparti etre doureier ha doureier".
Dieu fit le firmament, il sépara les eaux qui sont au-dessous du firmament et les eaux qui sont au-dessus. Et ce fut ainsi. Gn 1, 7 : Hag e reas Doue an oabl a zispartias an doureier a zo dindan an oabl diouzh an doureier a zo a-us d’an oabl. Hag e voe evel-se.
Dieu appela le firmament « ciel ». Il y eut un soir, il y eut un matin : deuxième jour. Gn 1, 8 : Hag e c’halvas Doue an oabl : Neñvoù. Hag e voe un abardaez hag e voe ur beure : eil devezh.
Et Dieu dit : « Les eaux qui sont au-dessous du ciel, qu’elles se rassemblent en un seul lieu, et que paraisse la terre ferme. » Et ce fut ainsi. Gn 1, 9 : Hag e lavaras Doue : "Ra en em vernio an doureier a zo dindan an Neñvoù en ur bern ; hag e vo gwelet ar Sec’h". Hag e voe evel-se.
Dieu appela la terre ferme « terre », et il appela la masse des eaux « mer ». Et Dieu vit que cela était bon. Gn 1, 10 : Hag e c’halvas Doue ar Sec’h : Douar ; hag ar bernioù-dour a c’halvas : morioù. Hag e welas Doue e oa mat.
Dieu dit : « Que la terre produise l’herbe, la plante qui porte sa semence, et que, sur la terre, l’arbre à fruit donne, selon son espèce, le fruit qui porte sa semence. » Et ce fut ainsi. Gn 1, 11 : Hag e lavaras Doue : "Ra c’hlazo an Douar gant glasvez ; geot gant had da hadañ. Gwez-frouezh da zougen frouezh hervez o gouenn, ha had enno, war an douar". Hag e voe evel-se.
La terre produisit l’herbe, la plante qui porte sa semence, selon son espèce, et l’arbre qui donne, selon son espèce, le fruit qui porte sa semence. Et Dieu vit que cela était bon. Gn 1, 12 : Hag e vountas an douar glazur. Geot gant had da hadañ enno hervez o gouenn, ha gwez oc’h ober frouezh gant had enno hervez o gouenn. Hag e welas Doue e oa mat.
Il y eut un soir, il y eut un matin : troisième jour. Gn 1, 13 : Hag e voe un abardaez hag e voe ur beure : trede devezh.
Et Dieu dit : « Qu’il y ait des luminaires au firmament du ciel, pour séparer le jour de la nuit ; qu’ils servent de signes pour marquer les fêtes, les jours et les années ; Gn 1, 14 : Hag e lavaras Doue : "Ra vo gouleier e bolz an Neñvoù, evit dispartiañ an deiz diouzh an noz, hag evit bezañ merkoù d’an amzerioù, deizioù ha bloavezhioù !
et qu’ils soient, au firmament du ciel, des luminaires pour éclairer la terre. » Et ce fut ainsi. Gn 1, 15 : Ra vo gouleier e bolz an Neñvoù da deurel sklerijenn war an douar". Hag e voe evel-se.
Dieu fit les deux grands luminaires : le plus grand pour commander au jour, le plus petit pour commander à la nuit ; il fit aussi les étoiles. Gn 1, 16 : Hag e reas Doue an div c’houlaouenn vras. Ar c’houlaouenn vrasañ evit ren an deiz hag ar c’houlaouenn vihanañ evit ren an noz. Hag ar stered.
Dieu les plaça au firmament du ciel pour éclairer la terre, Gn 1, 17 : Hag e lakaas Doue anezho e bolz an Neñvoù da reiñ gouloù war an douar,
pour commander au jour et à la nuit, pour séparer la lumière des ténèbres. Et Dieu vit que cela était bon. Gn 1, 18 : ha da c’houarn war an Deiz hag an Noz, ha da zispartiañ ar gouloù diouzh an deñvalijenn. Hag e welas Doue e oa mat.
Il y eut un soir, il y eut un matin : quatrième jour. Gn 1, 19 : Hag e voe un abardaez, hag e voe ur beure : Pevare devezh.
Et Dieu dit : « Que les eaux foisonnent d’une profusion d’êtres vivants, et que les oiseaux volent au-dessus de la terre, sous le firmament du ciel. » Gn 1, 20 : Hag e lavaras Doue : "Ra vervo an doureier gant ur bern eneoù bev. Hag evned da nijal a-us d’an douar ouzh bolz an Neñvoù".
Dieu créa, selon leur espèce, les grands monstres marins, tous les êtres vivants qui vont et viennent et foisonnent dans les eaux, et aussi, selon leur espèce, tous les oiseaux qui volent. Et Dieu vit que cela était bon. Gn 1, 21 : Hag e krouas Doue ar morviled hag an holl eneoù bev a ruz hag a virvilh en doureier, hervez o gouenn, hag an holl loened-pluñv, hervez o gouenn. Hag e welas Doue e oa mat.
Dieu les bénit par ces paroles : « Soyez féconds et multipliez-vous, remplissez les mers, que les oiseaux se multiplient sur la terre. » Gn 1, 22 : Hag e vennigas Doue anezho en ur lavarout : "Frouezhit, kreskit ha leugnit doureier ar morioù. Ha ra gresko an evned war an Douar".
Il y eut un soir, il y eut un matin : cinquième jour. Gn 1, 23 : Hag e voe un abardaez, hag e voe ur beure : Pempvet devezh.
Et Dieu dit : « Que la terre produise des êtres vivants selon leur espèce, bestiaux, bestioles et bêtes sauvages selon leur espèce. » Et ce fut ainsi. Gn 1, 24 : Hag e lavaras Doue : "Ra broduo an Douar eneoù bev, hervez o gouenn, chatal ha stlejviled ha loened gouez, hervez o gouenn". Hag e voe evel-se.
Dieu fit les bêtes sauvages selon leur espèce, les bestiaux selon leur espèce, et toutes les bestioles de la terre selon leur espèce. Et Dieu vit que cela était bon. Gn 1, 25 : Hag e reas Doue al loened gouez, hervez o gouenn, hag ar chatal hervez o gouenn, hag holl stlejviled an douar, hervez o gouenn. Hag e welas Doue e oa mat.
Dieu dit : « Faisons l’homme à notre image, selon notre ressemblance. Qu’il soit le maître des poissons de la mer, des oiseaux du ciel, des bestiaux, de toutes les bêtes sauvages, et de toutes les bestioles qui vont et viennent sur la terre. » Gn 1, 26 : Hag e lavaras Doue : "Greomp an den diwar hor skeudenn, heñvel ouzhomp, hag e reno war besked ar mor, ha war evned an neñv, ha war ar chatal ha war al loened gouez war an douar a-bezh ha war gement stlejvil a ruz war an douar".
Dieu créa l’homme à son image, à l’image de Dieu il le créa, il les créa homme et femme. Gn 1, 27 : Hag e krouas Doue an den diwar e skeudenn. Diwar e skeudenn e krouas anezhañ : gwaz ha maouez e krouas anezho.
Dieu les bénit et leur dit : « Soyez féconds et multipliez-vous, remplissez la terre et soumettez-la. Soyez les maîtres des poissons de la mer, des oiseaux du ciel, et de tous les animaux qui vont et viennent sur la terre. » Gn 1, 28 : Hag e vennigas Doue anezho hag e lavaras Doue dezho : "Frouezhit ha kreskit, ha leugnit an douar ha sujit anezhañ ; ha renit war besked ar mor ha war evned an neñv ha war gement loen a ruz war an douar".
Dieu dit encore : « Je vous donne toute plante qui porte sa semence sur toute la surface de la terre, et tout arbre dont le fruit porte sa semence : telle sera votre nourriture. Gn 1, 29 : Hag e lavaras Doue : "Setu e roan deoc’h kement geotenn oc’h ober had hag a zo war-c’horre an douar a-bezh ; ha kement gwezenn a zo enno frouezh oc’h ober had. Deoc’h e vezint da voued".
À tous les animaux de la terre, à tous les oiseaux du ciel, à tout ce qui va et vient sur la terre et qui a souffle de vie, je donne comme nourriture toute herbe verte. » Et ce fut ainsi. Gn 1, 30 : Ha d’an holl loened gouez ha da holl evned an neñv ha da gement a ruz war an douar hag a zo ennañ ene bev, e roan holl c’hlazur ar geot evel boued". Hag e voe evel-se.
Et Dieu vit tout ce qu’il avait fait ; et voici : cela était très bon. Il y eut un soir, il y eut un matin : sixième jour. Gn 1, 31 : Hag e welas Doue kement en devoa graet. Ha setu e oa mat-tre. Hag e voe un abardaez, hag e voe ur beure : c’hwec’hvet devezh.
💡 Titouroù ouzhpenn
🌐 Diwar-benn an droidigezh
Troidigezh ar C'heneliezh kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.
Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.
