Geneliezh - Pennad 21
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 | 50
Pennad 21
Le Seigneur visita Sara comme il l’avait annoncé ; il agit pour elle comme il l’avait dit. Gn 21, 1 : An Aotrou a weladennas Sara evel m’en devoa lavaret ; ober a reas an Aotrou evit Sara ar pezh en devoa prometet.
Elle devint enceinte, et elle enfanta un fils pour Abraham dans sa vieillesse, à la date que Dieu avait fixée. Gn 21, 2 : Hag o vezañ koñsevet e c’hanas Sara da Abraham ur mab eus e gozhni, d’ar mare m’en devoa prometet dezhañ Doue.
Et Abraham donna un nom au fils que Sara lui avait enfanté : il l’appela Isaac (c’est-à-dire : Il rit). Gn 21, 3 : Hag e c’halvas Abraham ar mab ganet dezhañ, ganet dezhañ gant Sara : Izaag.
Quand Isaac eut huit jours, Abraham le circoncit, comme Dieu le lui avait ordonné. Gn 21, 4 : Hag ec’h amdroc’has Abraham Izaag, e vab, oadet a eizh deiz, evel m’en doa gourc’hemennet dezhañ Doue.
Abraham avait cent ans quand naquit son fils Isaac. Gn 21, 5 : Hag Abraham a oa kant vloaz pa voe ganet dezhañ Izaag, e vab.
Sara dit : « Dieu m’a donné l’occasion de rire : quiconque l’apprendra rira à mon sujet. » Gn 21, 6 : Lavaret he devoa Sara : "Ober a ra din c’hoarzhin, Doue ! Pa vo klevet se, e vo graet fent ganin !"
Puis elle ajouta : « Qui aurait dit à Abraham que Sara allaiterait des fils ? Et pourtant j’ai donné un fils à sa vieillesse ! » Gn 21, 7 : Hag e lavaras : "Piv en dije kontet da Abraham e vije bet maget mibien gant Sara ? Koulskoude em eus ganet ur mab eus e gozhni !"
L’enfant grandit, et il fut sevré. Abraham donna un grand festin le jour où Isaac fut sevré. Gn 21, 8 : Ar bugel a greskas hag a voe dizonet ; hag e reas Abraham ur pred bras en deiz ma voe dizonet Izaag.
Or, Sara regardait s’amuser Ismaël, ce fils qu’Abraham avait eu d’Agar l’Égyptienne. Gn 21, 9 : Sara a welas mab Agar, an Egiptadez, o c’hoari gant Izaag he mab an hini he devoa ganet da Abraham. Hag e lavaras da Abraham :
Elle dit à Abraham : « Chasse cette servante et son fils ; car le fils de cette servante ne doit pas partager l’héritage de mon fils Isaac. » Gn 21, 10 : Kas kuit ar vatezh-se hag he mab, evit na vo ket heritour mab ar vatezh-se gant va mab, gant Izaag.
Cette parole attrista beaucoup Abraham, à cause de son fils Ismaël, Gn 21, 11 : Displijout a reas kenañ da Abraham ar c’homzoù-se diwar-benn e vab.
mais Dieu lui dit : « Ne sois pas triste à cause du garçon et de ta servante ; écoute tout ce que Sara te dira, car c’est par Isaac qu’une descendance portera ton nom ; Gn 21, 12 : Met Doue a lavaras da Abraham : "Arabat dit kaout poan-spered abalamour d’ar paotr bihan ha d’az matezh. N’eus forzh petra a lavaro dit Sara, selaou he mouezh, rak en Izaag eo e kendalc’ho lignez da anv-te ;
mais je ferai aussi une nation du fils de la servante, car lui aussi est de ta descendance. » Gn 21, 13 : met gant mab ar vatezh e rin ivez ur bobl vras, rak da wad eo".
Abraham se leva de bon matin, il prit du pain et une outre d’eau, il les posa sur l’épaule d’Agar, il lui remit l’enfant, puis il la renvoya. Elle partit et alla errer dans le désert de Bershéba. Gn 21, 14 : Abraham a savas beure-mat hag a gemeras bara hag ur sac’had-dour hag o roas da Agar ; lakaat a reas dezhi war he skoaz ar bugel ha neuze e kasas anezhi kuit. Mont a reas da gantren dre ouelec’h Beer-Sheba.
Quand l’eau de l’outre fut épuisée, elle laissa l’enfant sous un buisson, Gn 21, 15 : Pa voe diviet an dour er sac’h-lêr, e taolas ar bugel dindan ur bod,
et alla s’asseoir non loin de là, à la distance d’une portée de flèche. Elle se disait : « Je ne veux pas voir mourir l’enfant ! » Elle s’assit non loin de là. Elle éleva la voix et pleura. Gn 21, 16 : hag ez eas da azezañ pelloc’h war-hed un tenn-gwareg. Rak lavarout a rae : "Gant na welin ket ar bugel o vervel !" hag ez eas en he c’hoazez keñver-ha-keñver gantañ. Hag e savas he mouezh da leñvañ.
Dieu entendit la voix du petit garçon ; et du ciel, l’ange de Dieu appela Agar : « Qu’as-tu, Agar ? Sois sans crainte, car Dieu a entendu la voix du petit garçon, sous le buisson où il était. Gn 21, 17 : Doue a glevas mouezh ar paotr bihan, hag Ael Doue a huchas war Agar eus an Neñvoù hag a lavaras dezhi : "Petra a zo ganit, Agar ? Arabat dit kaout aon, rak klevet en deus Doue mouezh an hini bihan e-lec’h m’emañ.
Debout ! Prends le garçon et tiens-le par la main, car je ferai de lui une grande nation. » Gn 21, 18 : Sav ! Kemer ar bugel ha krog ennañ gant da zorn, rak ur bobl vras a rin-me gantañ".
Alors, Dieu ouvrit les yeux d’Agar, et elle aperçut un puits. Elle alla remplir l’outre et fit boire le garçon. Gn 21, 19 : Doue a zigoras dezhi he daoulagad hag e welas ur puñs-dour ; mont a reas da gargañ he sac’h-dour hag e roas da evañ d’ar bugel.
Dieu fut avec lui, il grandit et habita au désert, et il devint un tireur à l’arc. Gn 21, 20 : Ha Doue a voe gant ar bugel ; kreskiñ a reas hag e chomas er gouelec’h, hag e voe ur gwareger.
Il habita au désert de Parane, et sa mère lui choisit une femme du pays d’Égypte. Gn 21, 21 : Edo e vamm e gouelec’h Paran, pa gemeras evitañ e vamm ur wreg eus bro Egipt.
En ce temps-là, Abimélek accompagné de Pikol, le chef de son armée, vint dire à Abraham : « Dieu est avec toi en tout ce que tu fais. Gn 21, 22 : D’ar mare-se e komzas Abimelek, ha Pikol, jeneral e arme, ouzh Abraham, o lavarout : "Doue a zo ganit e kement tra a rez !
Maintenant, ici même, jure-moi par Dieu de ne pas me trahir, ni moi, ni ma lignée, ni ma postérité : tu montreras envers moi et envers ce pays où tu séjournes la même faveur que celle que j’ai montrée envers toi. » Gn 21, 23 : Ha bremañ, tou din, dre Zoue, amañ, n’am zouelli ket, na va c’herentiezh na va lignez. Diouzh ar c’hras am eus graet ez-keñver e ri em c’heñver, hag e-keñver ar vro emaout enni".
Abraham répondit : « Moi, je le jure. » Gn 21, 24 : Hag e lavaras Abraham : "Touiñ a ran !"
Abraham fit des reproches à Abimélek au sujet d’un puits d’eau que les serviteurs de ce dernier avaient accaparé. Gn 21, 25 : Met rebechoù a reas Abraham da Abimelek a-zivout ur puñs-dour o devoa laeret mevelien Abimelek.
Abimélek dit : « Je ne sais qui a fait cela ! Jamais tu ne m’en as informé, et moi, je n’ai rien entendu à ce sujet avant ce jour ! » Gn 21, 26 : Hag e lavaras Abimelek : "N’ouzon ket piv en deus graet an dra-se ; n’az poa ket kontet se din ha me va-unan n’em boa klevet netra ken eo hiziv".
Abraham prit du petit et du gros bétail, et les donna à Abimélek : tous deux conclurent une alliance. Gn 21, 27 : Hag e tapas Abraham deñved ha saout, hag o roas da Abimelek, hag e tivizjont o-daou un emglev.
Abraham mit à part sept jeunes brebis de son petit bétail. Gn 21, 28 : Met lakaat a reas Abraham seizh dañvadez a-gostez.
Abimélek demanda à Abraham : « Que font là ces sept jeunes brebis que tu as mises à part ? » Gn 21, 29 : Hag e lavaras Abimelek da Abraham : "Petra eo ar seizh dañvadez-se a lakaez a-gostez ?"
Abraham répondit : « C’est pour que tu les reçoives de ma propre main et qu’elles soient un témoignage de ce que j’ai moi-même creusé ce puits. » Gn 21, 30 : Hag e lavaras : "Seizh dañvadez a zegemeri eus va dorn abalamour din da gaout un testeni em boa kleuzet ar puñs-se".
C’est pourquoi on appela ce lieu « Bershéba » (c’est-à-dire : le Puits-du-Serment), car tous deux y avaient prêté serment. Gn 21, 31 : Setu perak eo bet galvet al lec’h-se Beer-Sheba, rak eno o devoa touet o-daou,
Ils conclurent donc une alliance à Bershéba. Abimélek se leva et, accompagné de Pikol, le chef de son armée, il retourna au pays des Philistins. Gn 21, 32 : hag e tivizjont un emglev e Beer-Sheba. Hag e savas Abimelek, ha Pikol, jeneral e arme, da zistreiñ da vro ar Filistiz.
Abraham planta un tamaris à Bershéba et y invoqua le nom du Seigneur, Dieu éternel. Gn 21, 33 : Hag e plantas ul lornenn e Beer-Sheba hag e pedas eno anv an Aotrou Doue peurbadus.
Abraham séjourna longtemps au pays des Philistins. Gn 21, 34 : Hag e chomas Abraham e bro ar Filistiz deizioù niverus.
💡 Titouroù ouzhpenn
🌐 Diwar-benn an droidigezh
Troidigezh ar C'heneliezh kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.
Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.
