Skip to content
Degemer » Aozerien ar Bibl e brezhoneg » Pêr ar Gall

Pêr ar Gall

Un abad dizanv o pediñ evit skeudennaouiñ an abad Pêr Ar Gall, aozer ar Bibl e brezhoneg.
Un abad dizanv o pediñ evit skeudennaouiñ an abad Pêr Ar Gall.

An abad Pêr ar Gall (eskopti Sant-Brieg 1915-1988), a oa ur beleg katolik breizhat, brezhoneger a-vihanik. Ganet e oa d’an 28 a viz Kerzu 1915 e parrouz Gras-Gwengamp.

Pêr ar Gall a grogas e studi-beleg ‘ba kloerdi bras Sant-Brieg, met pa grogas ar brezel e voe torret e studi-beleg, galvet e voe da soudard ha kaset war an talbenn. Prizoniad en Alamagn e teskas meur a yezh eus ar Reter ha dont a reas da vezañ sot gant ar yezhoù. Kerkent ha dieubet ec’h adstagas gant e studi er c’hloerdi.

Adalek 1954, e studias an hebraeg biblek, anvet e voe da berson e Eviaz e 1964 hag eno e krogas da dreiñ ar Bibl e Brezhoneg.

Etre 1966 ha 1975 e embannas levrioù “Levrioù ar Bibl” a zo un treuzskrivadur ger-ha-ger strizh diwar an hebraeg. E 1975 e tremenas ur bloavezh e Jeruzalem evit gwellaat e droidigezh eus penn-kentañ ar Bibl, an Tanakt (Torah, Profeded, Skridoù all). Distreiñ a reas e 1976 hag anvet e voe da berson e Lokarn.

Kenlabourat a reas gant Maodez Glanndour ha Pêr Bourdellez evit ar profed Daniel. Labourat a rejont da reiñ d’ar vrezhonegerien ur Bibl tost d’ar skrid-orin, embannet gant An Tour Tan. An aozer pennañ eus troidigezh An Tour-Tan ez eo eta.

Ehanañ a rankas Pêr ar Gall war-dro 1983 en abeg d’ur barr seizi. Mont a reas da chom da Garmez kozh Sant-Brieg goude. Mervel a reas eno e 1988.

An abad Pêr Ar Gall, aozer ar Bibl e brezhoneg.