
An Aotrou beleg Loeiz Ar Floc’h (eskopti Sant-Brieg, 1909-1986), pe Loeiz Le Floc’h hervez e anv e galleg, a oa ur beleg katolik anavezet ivez gant an anv Maodez Glanndour. Ganet e oa d’ar 7 a viz Meurzh 1909 e parrouz Pontrev.
Maodez a renas raktres “Ar Bibl Santel” betek 1983. Loc’hañ a rae gant troidigezhioù Klerg, e genlabourer pennañ, ha tud all da heul. Mab d’un noter, n’eo ket brezhoneger a vihanik. Goude e vachelouriezh e Sant-Jozef Lannuon (meneg mat a-walc’h e latin-gregach) e studias ar yezh en un doare don p’edo e kloerdi bras Sant-Brieg, hag e kejas gant Pêr-Yann Nedeleg e kloerdi Sant Loeiz Bro-C’hall e Roma e-lec’h ma tapas un aotreegezh eus an doueoniezh.
Diwezhatoc’h e reas un doktorelezh war ar brederouriezh skolaerel gant Ensavadur katolik Pariz, a voe resevet gant ar meneg “magna cum laude”. Gant e vignon Pêr-Yann Nedeleg eus Penn-ar-Bed e krouas ar gelaouenn “Studi hag Ober” a renas e-pad 40 vloaz betek ar bloavezhioù 1980, o kinnig studiadennoù e brezhoneg war dachenn an Doueoniezh, ar Bibl, an enklaskoù…
Anavezet eo dreist-holl evel un ezel dispar eus skol lennegel “Gwalarn” a-raok ar brezel a lakaas ar brezhoneg da vezañ ur yezh vodern hag azasaet d’e amzer. Gant e labour skrivañ ha treiñ, en deus kemeret perzh en adsavidigezh ar yezh bet kroget gant “Gwalarn” e 1925. Aozer meur a zastumad barzhonegoù evel Iram, Milc’hwid ar serr-noz, Komzoù bev… Kregiñ a raio gant troidigezhioù ar Salmoù en e gelaouenn, troidigezhioù a vo adwelet gantañ teir gwech e-doug 35 bloaz. Neuze ez embannas ar pevar Aviel e ti Al Liamm e 1969, dindan dalbenn “Ar Bibl Santel”, goude-se e voe un eil levrenn gant ar peurrest eus an Testamant Nevez, ha goude-se ar Salmoù ha levr Izaia.
Prientiñ a reas embannadur meur a levr all eus ar Septuaginta a oa ganto an Imprimatur, met dilezel a reas e vennad d’o embann hep mar ebet evit abegoù yec’hed, hag ivez dre ma c’hine Al Liamm da sammañ an embannadur anezho o vezañ ma oa re zister niver an danvez prenerien ha m’o doa embannet an ebed Pêr ar Gall ha Jozef Lec’hvien o zroidigezh klok eus ar C’hozh Testamant e pemp levrenn adalek 1981.
Respontet en doa Maodez Glanndour d’un atersadenn e galleg e 1966 diwar-benn an oferenn e brezhoneg goude eil sened-Iliz Vatikan, pa oa bet aotreet lidañ oferennoù en hor yezh. Video da welet war lec’hienn an INA.

