Skip to content
Degemer » Aozerien ar Bibl e brezhoneg

Aozerien ar Bibl e brezhoneg

Ar Bibl a vez kinniget deoc’h war lec’hienn Bibl.bzh a zo disoc’h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt, adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c’hoazh evit Bibl.bzh gant kristenion ar Vro.

N’eo ket bet graet troidigezh ebet ganeomp ha gant bodad labour « Ar Bibl Santel ». N’hon eus graet nemet gwellaat ar pezh a oa evit respont da c’houlenn an Iliz e par testennoù liturgek ar Bibl (Ecclesia de Eucharistia 2003). Adalek ar C’heneliezh betek eil levr ar Vakabeed (da lâret eo levrioù al Lezenn hag al Levrioù Istorel, a ya d’ober war-dro 40 % eus ar Bibl e brezhoneg) ez eo hor mammenn labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c’hantved goude Hor Salver.

Ar peurrest, 60 %, da lavarout eo adalek Levr Job betek an Diskuliadur a zeu diwar labour ur skipailhad a veleien en-dro da Vaodez Glanndour, a labouras dreist-holl diwar testenn ar Septuaginta, e gresianeg, a zo kalz koshoc’h, war-dro tri c’hantved kent Hor Salver.

Kemmet eo bet alies eta an anvioù divoutin evit tostaat ouzh o stumm latinek ; implijet eo bet ivez e pep levrenn an Testamant kozh an arroudoù bihan diwar ar gresianeg bet troet gant Klerg evit liderezh an Novus Ordo. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez en deus adwelet testennoù An Tour-Tan evit gwellaat anezho evit al liderezh rak troet int ger-ha-ger diwar an hebraeg. E brezhoneg reizh e oant, met reut alies. Neuze int bet souplaet evit gellout o lenn ouzh an ambon, evit ul lennadur distroñs. Kredet hon eus reizhañ traoù ‘zo. Nebeut-tre. Dreist-holl pa oa tregeriadurioù-rik e brezhoneg Maodez Glanndour ha traoù dister a denne d’an doare-skrivañ.