
An abad Job Lec’hvien, (eskopti Sant-Brieg 1919-2015), pe Joseph Lec’hvien hervez e anv e galleg, a oa ur beleg katolik breizhat, brezhoneger a-vihanik, anavezet ivez gant e anv-pluenn Job Kergrist. Ganet e oa e 1919 e parrouz Plaeraneg, ha marvet da 96 vloaz d’an 29 a viz Mezheven 2015.
Eus 1970 betek ar bloavezhioù 1990 e voe person Kergrist-Moeloù ha Tremargad, tost da Lokarn parrez Pêr ar Gall. Troour donezonet prosez Sant Yves skrivet e latin, ez eo aozer un droidigezh eus “Prière du Temps Present” a zo bet adembannet div wech abaoe.
Ezel eus Urzh Kolier an Erminig ha bet tapet gantañ Priz Langleiz e 1988 evit e labour war ar Bibl, bet embannet gant e arc’hant e-unan dre e diig-embann « An Tour-Tan » etre 1981 ha 1986 diwar destennoù divrazet gant Pêr Ar Gall e amezeg eus Lokarn, a gaver en hebraeg, daoust ma ‘z eo ar re-se e gwirionez kalz nevesoc’h (trede kantved goude Jezuz-Krist).
Treiñ a reas katekiz an Iliz katolik a-bezh (1992), ha labouret war aozadur ul levr-oferenn gant komision etreeskoptiel al liderezh e brezhoneg. E 2014 e voe embannet e droidigezh eus Diverradur Katekiz an Iliz katolik gant Imbourc’h, ti-embann Emglev An Tiegezhioù.
Adalek 2012 betek 2014 en deus adkemeret an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh, met hep tizhout ar mennad-se penn-da-benn rak ul labour-treiñ eus ar Bibl a chom atav diechu dre anien…

