
An abad Marsel Klerg (eskopti Sant-Brieg 1912-1984), pe Marcel Le Clerc hervez e anv e galleg, a oa ur beleg katolik anavezet ivez gant an anv Klerg. Ganet e oa d’an 12 a viz Du 1912 e Breizh Uhel, e parrouz Plezeved.
Daoust ma teu eus Breizh uhel ez eo anavezet evel brezhoneger brudet, rener ar gelaouenn Barr-Heol war Feiz-ha-Breizh. Bez e voe ar person nemetañ eus Breizh-Izel o lakaat e pleustr e brezhoneg adreizh liturgek Vatikan II en ur barrez : Bulien e-kichen Lannuon. Ret eo merzout kement-mañ peogwir e talvez e oa gant troidigezhioù hor Bibl ur pal liturgek, amprouet pa vezent lennet an ambon, ha neuze en ur brezhoneg ha ne c’houzañv ket ul live lennegel re uhel, ha daoust da se gant ul live mat, o treiñ pep tra. E gresianeg eo al lodennoù eus ar Bibl en deus troet.
Troet en deus ivez liturgiezh Vatikan II a-bezh, en o zouez ofis al lennadennoù, war-eeun diwar latin an Tadoù an Iliz. Er Bibl-mañ ez eo e droidigezhioù evit al liturgiezh, a servijas da ziazez d’an Testamant Kozh, diwar an eizh levrig evit an oferenn bemdeziek a embannas. Meur a oberenn all diwar-benn an Testamant Kozh a ranker menegiñ : eil levr ar Vakabeed eo an hini heverkañ, ha Rout zo ivez.
Troet en deus an darn vrasañ eus an Testamant Nevez, dreist-holl avieloù Sant Lukaz, Sant Mark ha Sant Yann. Heuliañ a rae a-dost embannadurioù ar Bibl e kembraeg, ur yezh mestroniet ha skrivet gantañ.

