Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant nevez

Testamant nevez

An Testamant Nevez e-barzh levr ar Bibl.

E-kreiz ar feiz kristen ez eus un darvoud a-bouez : buhez, marv ha dasorc’hidigezh Jezuz, anavezet evel ar C’hrist, mab da Zoue. An Testamant Nevez eo eil lodenn ar Bibl kristen, embann a ra ar C’heloù Mat – e gresianeg euangelion (Aviel e brezhoneg).

An eil emglev gant Doue eo, goude an Testamant Kozh, an emglev peurbadus, gant donedigezh Jezuz Krist. En eil emglev-se, e tro an darempredoù gant Doue eus ar sentidigezh d’ar garantez, a-drugarez da skuilherezh ar Spered Santel a verk ganedigezh an Iliz, d’ar Pantekost, ma fellas gant Doue lakaat an holl bobloù – ar vrezhonegerien ivez ! – da glevout Komz Doue en o yezh,  a gaver er Bibl-mañ, a c’heller lenn evel danevell istorek marzhus an tremen eus ar varbariezh d’ar galv d’ar santelezh he deus ganet ar Sevenadurezh, yuzev-kristen hec’h orin, ma vevomp enni.

Ur feiz treuzkaset dre gomz ha skrivet war-lerc’h

Bez ez eus 27 levr e-barzh an Testamant Nevet, skrivet int bet e-pad un nebeud dekvloaziadoù goude marv ha dasorc’hidigezh Jezuz. Treuzkaset e oa bet ar feiz kristen dre gomz da gentañ e-barzh kumuniezhioù kristen kentañ. Lizhiri Paul eo ar skridoù kentañ, skrivet er bloavezhioù 50. Ar pevar Aviel a zeu diwezhatoc’h : adalek ar bloavezhioù 70 e krog testoù kentañ buhez Jezuz da vervel, hag aon e vije kollet o memor.

Setu roll levrioù an Testamant Nevez :

Ar 4 Aviel e brezhoneg

Skrivet eo bet ar pevar Aviel gant Mazhev, Mark, Lukaz ha Yann. An holl anezho a gont deomp buhez, marv ha dasorc’hidigezh Jezuz, pep hini gant e zoare dezhañ, e stil hag e c’henarroud. Pep hini ac’hanomp a c’hell bezañ tizhet d’un doare disheñvel gant unan deus ar pevar Aviel.

Oberoù an Ebestel

Skrivet gant Sant Lukaz, skrivagner an trede Aviel, Oberoù an Ebestel a gont deomp penn kentañ an Iliz goude Pask, adalek Jeruzalem betek Roma. A-drugarez d’an testennoù-se e vez intentet gwelloc’h buhez ar c’humuniezhioù kristen kentañ.

Lizhiri Paul

Meur a lizher en deus skrivet Sant Paul, kaset d’ar Romaned, d’ar Gorintiz (lizher 1), d’ar Gorintiz (2l lizher), d’ar C’halated, Efeziz, Filipiz, d’ar GoloseizTesalonikiz (lizher 1), Tesalonikiz (2l lizher), Timozeos (lizher 1), Timozeos (2l lizher), Titos pe c’hoazh Filemon. Kaset e oa bet al lizhiri-se da gumuniezhioù pe da dud ‘zo, roudoù kristen koshañ eo.

Lizhiri all e-barzh an Testamant Nevez

Al lizher d’an Hebreed, skrivet gant un den dizanv, a zo ul lizher hag a ginnig Jezuz Krist evit ur beleg meur hag evel an den oc’h ober ar bazhvalan evit an emglev nevez etre Doue ha mab-den.

Lizhiri Jacques, Pierre (Lizher 1añ Sant Pêr ; 2l lizher Sant Pêr), Yann (Lizher 1añ Sant Yann ; 2l lizher Sant Yann ; 3e lizher Sant Yann) ha Jud. Kaset eo al lizhiri-se d’an Iliz a-bezh ha n’eo ket d’ur gumuniezh resis hepken.

An Diskuliadur e brezhoneg

An Diskuliadurdeuet eo al levr-mañ da vezañ arouezel e-barzh spered an dud peogwir e vez gwelet evel un dra vurzhudus. Skrivet eo bet an destenn-mañ gant Sant Yann, klozañ a ra an Testamant Nevez gant ur stourm hag un esperañs gant trec’h Jezuz Krist.