Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant nevez » An eil lizher d’ar Gorintiz » Pennad 1

An eil lizher d’ar Gorintiz - Pennad 1

Levr : An eil lizher d’ar Gorintiz
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13

Pennad 1



PAUL, APOTRE du Christ Jésus par la volonté de Dieu, et Timothée notre frère, à l’Église de Dieu qui est à Corinthe, ainsi qu’à tous les fidèles qui sont par toute la Grèce. 2Co 1, 1 : Paol, abostol ar C’hrist Jezuz dre zivizadenn youl Doue, ha Timozeos hor breur, da Iliz Doue a zo e Korintos, ha d’an holl sent a zo en Ac’haia a-bezh :

À vous, la grâce et la paix de la part de Dieu notre Père et du Seigneur Jésus Christ. 2Co 1, 2 : gras deoc’h ha peoc’h digant Doue hon Tad ha digant an Aotrou Jezuz Krist.

Béni soit Dieu, le Père de notre Seigneur Jésus Christ, le Père plein de tendresse, le Dieu de qui vient tout réconfort. 2Co 1, 3 : Ra vo benniget Doue, Tad hon Aotrou Jezuz Krist, Tad an trugarezioù ha Doue pep frealzidigezh,

Dans toutes nos détresses, il nous réconforte ; ainsi, nous pouvons réconforter tous ceux qui sont dans la détresse, grâce au réconfort que nous recevons nous-mêmes de Dieu. 2Co 1, 4 : eñ hag a ro frealz deomp en hon holl drubuilhoù, evit ma c’hellimp ni ivez, dre ar frealzidigezh a resevomp hon-unan digant Doue, frealziñ ar re all e kement trubuilh m’en em gavont ennañ.

En effet, de même que nous avons largement part aux souffrances du Christ, de même, par le Christ, nous sommes largement réconfortés. 2Co 1, 5 : Evel ma-z eo bras al lod hon eus e poanioù ar C’hrist, evel-se dre ar C’hrist ez eo bras ivez hor frealzidigezh.

Quand nous sommes dans la détresse, c’est pour que vous obteniez le réconfort et le salut ; quand nous sommes réconfortés, c’est encore pour que vous obteniez le réconfort, et cela vous permet de supporter avec persévérance les mêmes souffrances que nous. 2Co 1, 6 : M’hon eus trubuilh ez eo evit ho frealz hag ho silvidigezh. M’hon eus frealz ez eo c’hoazh evit ho frealz-c’hwi, ma lakaio ac’hanoc’h da c’houzañv gant pasianted an hevelep poanioù hon eus ni hon-unan da ziwaskañ.

En ce qui vous concerne, nous avons de solides raisons d’espérer, car, nous le savons, de même que vous avez part aux souffrances, de même vous obtiendrez le réconfort. 2Co 1, 7 : Ya, start eo an esperañs hon eus diwar ho penn, ha gouzout a reomp penaos, goude bezañ bet lod en hor poanioù, ho po lod ivez en hor frealzidigezh.

Nous ne voulons pas vous le laisser ignorer, frères : la détresse que nous avons connue dans la province d’Asie nous a accablés à l’extrême, au-delà de nos forces, au point que nous ne savions même plus si nous allions rester en vie. 2Co 1, 8 : n’houlomp ket e vefec’h hep gouzout, breudeur, diwar-benn ar reuz a zo kouezhet warnomp en Azia, ez eo bet evidomp unan ponner-kenañ, ez omp bet sammet gantañ dreist hon nerzh, ken m’hor boa kollet an esper da chom e buhez.

Mais, si nous nous sommes trouvés sous le coup d’un arrêt de mort, c’était pour que notre confiance ne soit plus en nous-mêmes, mais en Dieu qui ressuscite les morts. 2Co 1, 9 : Ennomp hon-unan e santemp evit gwir hor barnedigezh d’ar marv. Kement-se a oa evit mirout ouzhomp da lakaat hor fiziañs ennomp hon-unan, evit kentoc’h esperiñ e Doue a laka ar re varv da adsevel da vev.

C’est lui qui nous a arrachés à une mort si terrible et qui nous en arrachera ; en lui nous avons l’espérance qu’il nous en arrachera encore, 2Co 1, 10 : Eñ eo en deus hon tennet eus ur seurt marv hag hon tenno c’hoazh. Ya, hen esperiñ a ran, hon tennañ a raio c’hoazh dioutañ.

avec l’aide que vous nous apportez en priant pour nous ; ainsi, par l’intervention d’un grand nombre de personnes, la grâce que nous aurons reçue sera pour beaucoup de gens une occasion de rendre grâce à notre sujet. 2Co 1, 11 : Ha c’hwi hoc’h-unan, hor skoazellit dre ho pedennoù evidomp ; neuze o vezañ ma vo bet kalz a dud o c’hounit deomp ar c’hras-se, e vo kalz ivez a c’hello trugarekaat Doue en abeg deomp.

Ce qui fait notre fierté, c’est le témoignage de notre conscience ; nous avons vécu en ce monde, et particulièrement avec vous, dans la simplicité et la sincérité qui viennent de Dieu, non pas selon une sagesse purement humaine, mais selon la grâce de Dieu. 2Co 1, 12 : Ar pezh a laka stad ennomp eo an testeni-mañ eus hor c’houstiañs, ez omp en em renet er bed ha dreist-holl en ho keñver, gant santelezh ha lealded Doue, n’eo ket o vont diouzh ur furnez douarel, met diouzh gras Doue.

Nos lettres ne contiennent vraiment rien d’autre que ce que vous pouvez lire et comprendre. J’espère que vous comprendrez entièrement 2Co 1, 13 : Rak em lizhiri n’eus netra en tu-hont d’ar pezh a lennit hag a gomprenit enno. Hag esperiñ a ran e komprenot en un doare parfet

ce que vous avez déjà compris en partie, à savoir : nous sommes pour vous un sujet de fierté, de même que vous le serez pour nous au jour du Seigneur Jésus. 2Co 1, 14 : -peogwir hoc’h eus dija hor c’homprenet evit ul lod -, ez omp-ni hoc’h enor, evel ma-z oc’h-c’hwi hon hini evit Deiz hon Aotrou Jezuz Krist.

Fort de cette assurance, je voulais d’abord aller chez vous pour que vous receviez une nouvelle grâce, 2Co 1, 15 : O kaout ur seurt fiziañs em boa graet va soñj da vont du-se da gentañ, evit m’ho pefe plijadur doubl :

puis, en passant par chez vous, me rendre en Macédoine, enfin revenir de Macédoine chez vous, et recevoir votre aide pour aller en Judée. 2Co 1, 16 : va mennad a oa tremen en ho touez evit mont da Vakedonia, hag adarre distreiñ eus Makedoniad du-se, evit bezañ lakaet ganeoc’h war hent Judea.

Vouloir cela, était-ce faire preuve de légèreté ? Ou bien mes projets ne sont-ils que des projets purement humains, si bien qu’il y aurait chez moi en même temps le « oui » et le « non » ? 2Co 1, 17 : O lakaat se em soñj, hag-eñ em befe diskouezet skañv-bennegezh ? Pe va mennadoù a vefe diwar abegoù douarel, en doare ma vefe ganin ar ya hag an nann war un dro ?

En fait, Dieu en est garant, la parole que nous vous adressons n’est pas « oui et non ». 2Co 1, 18 : Met test feal eo Doue ne oa ket ar promesaoù am boa graet deoc’h, ya ha nann war un dro.

Car le Fils de Dieu, le Christ Jésus, que nous avons annoncé parmi vous, Silvain et Timothée, avec moi, n’a pas été « oui et non » ; il n’a été que « oui ». 2Co 1, 19 : Rak Mab Doue, ar C’hrist Jezuz, an hini hon eus prezeget en ho touez, Silvan, Timozeos ha me, n’eo ket bet ya ha nann ; n’eus bet ennañ nemet ya.

Et toutes les promesses de Dieu ont trouvé leur « oui » dans sa personne. Aussi est-ce par le Christ que nous disons à Dieu notre « amen », notre « oui », pour sa gloire. 2Co 1, 20 : Kement a oa eus promesaoù Doue o deus kavet ennañ o ya ; ha gant se eo drezañ ivez e lavaromp an Amen da Zoue evit e c’hloar.

Celui qui nous rend solides pour le Christ dans nos relations avec vous, celui qui nous a consacrés, c’est Dieu ; 2Co 1, 21 : Eñ, Doue, hag a ro deomp a-gevret ganeoc’h, kaout kennerzh er C’hrist ha bezañ sakret ennañ,

il nous a marqués de son sceau, et il a mis dans nos cœurs l’Esprit, première avance sur ses dons. 2Co 1, 22 : eñ ivez eo an hini en deus hor merket gant e siell en ur reiñ deomp en hor c’halonoù, evel arrez, ar Spered.

Quant à moi, j’en prends Dieu à témoin sur ma vie : c’est pour vous ménager que je ne suis pas encore revenu à Corinthe. 2Co 1, 23 : Evidon-me, kemer a ran Doue da dest war va buhez, eo dre zamant ouzhoc’h n’on ket distroet c’hoazh da Gorintos.

Il ne s’agit pas pour nous d’exercer un pouvoir sur votre foi, mais de contribuer à votre joie, car, par la foi, vous tenez bon. 2Co 1, 24 : Nann, ne glaskomp ket ober hor mestr war ho feiz ; er c’hontrol eo kenlabourat d’ho levenez a fell deomp ; rak evit ho feiz, emaoc’h start enni.