Evangile de Jésus-Christ selon saint Matthieu - Chapitre 1
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28
Informations supplémentaires : 💡 Troer & Mouezh
Chapitre 1
🎙 Ecouter la Bible audio en breton
GENEALOGIE DE JESUS, CHRIST, fils de David, fils d’Abraham. Mt 1, 1 : Levr geneliezh Jezuz Krist, mab David, mab Abraham.
Abraham engendra Isaac, Isaac engendra Jacob, Jacob engendra Juda et ses frères, Mt 1, 2 : Abraham a voe tad da Izaag. Izaag a voe tad da Jakob. Jakob a voe tad da Youda hag e vreudeur.
Juda, de son union avec Thamar, engendra Pharès et Zara, Pharès engendra Esrom, Esrom engendra Aram, Mt 1, 3 : Youda, eus Tamar, a voe tad da Farez ha Zara. Farez a voe tad da Esrom. Esrom a voe tad da Aram.
Aram engendra Aminadab, Aminadab engendra Naassone, Naassone engendra Salmone, Mt 1, 4 : Aram a voe tad da Aminadab. Aminadab a voe tad da Naason. Naason a voe tad da Salmon.
Salmone, de son union avec Rahab, engendra Booz, Booz, de son union avec Ruth, engendra Jobed, Jobed engendra Jessé, Mt 1, 5 : Salmon, eus Rac’hab, a voe tad da Vooz. Booz, eus Roud, a voe tad da Obed. Obed a voe tad da Jese.
Jessé engendra le roi David. David, de son union avec la femme d’Ourias, engendra Salomon, Mt 1, 6 : Jese a voe tad d’ar roue David. David a voe tad da Salomon eus an hini a oa pried Ouri.
Salomon engendra Roboam, Roboam engendra Abia, Abia engendra Asa, Mt 1, 7 : Salomon a voe tad da Roboam. Roboam a voe tad da Abia. Abia a voe tad da Asa.
Asa engendra Josaphat, Josaphat engendra Joram, Joram engendra Ozias, Mt 1, 8 : Asa a voe tad da Jozafad. Jozafad a voe tad da Joram. Joram a voe tad da Ozias.
Ozias engendra Joatham, Joatham engendra Acaz, Acaz engendra Ézékias, Mt 1, 9 : Ozias a voe tad da Joatam. Joatam a voe tad da Akaz. Akaz a voe tad da Ezekias.
Ézékias engendra Manassé, Manassé engendra Amone, Amone engendra Josias, Mt 1, 10 : Ezekias a voe tad da Manase. Manase a voe tad da Amon. Amon a voe tad da Jozias.
Josias engendra Jékonias et ses frères à l’époque de l’exil à Babylone. Mt 1, 11 : Jozias a voe tad da Jekonias hag e vreudeur da vare an harlu e Babilon.
Après l’exil à Babylone, Jékonias engendra Salathiel, Salathiel engendra Zorobabel, Mt 1, 12 : Ha goude an harlu e Babilon, Jekonias a voe tad da Salatiel. Salatiel a voe tad da Zorobabel.
Zorobabel engendra Abioud, Abioud engendra Éliakim, Éliakim engendra Azor, Mt 1, 13 : Zorobabel a voe tad da Abioud. Abioud a voe tad da Eliakim. Eliakim a voe tad da Azor.
Azor engendra Sadok, Sadok engendra Akim, Akim engendra Élioud, Mt 1, 14 : Azor a voe tad da Sadok. Sadok a voe tad da Akim. Akim a voe tad da Elioud.
Élioud engendra Éléazar, Éléazar engendra Mattane, Mattane engendra Jacob, Mt 1, 15 : Elioud a voe tad da Eleazar. Eleazar a voe tad da Vatan. Matan a voe tad da Jakob.
Jacob engendra Joseph, l’époux de Marie, de laquelle fut engendré Jésus, que l’on appelle Christ. Mt 1, 16 : Jakob a voe tad da Jozef, pried Mari, an hini m’eo bet ganet anezhi Jezuz a anver Krist.
Le nombre total des générations est donc : depuis Abraham jusqu’à David, quatorze générations ; depuis David jusqu’à l’exil à Babylone, quatorze générations ; depuis l’exil à Babylone jusqu’au Christ, quatorze générations. Mt 1, 17 : En holl eta, adalek Abraham betek David ez eus pevarzek remziad ; adalek David betek an harlu e Babilon, pevarzek remziad ; adalek an harlu e Babilon betek ar C’hrist, pevarzek remziad.
Or, voici comment fut engendré Jésus Christ : Marie, sa mère, avait été accordée en mariage à Joseph ; avant qu’ils aient habité ensemble, elle fut enceinte par l’action de l’Esprit Saint. Mt 1, 18 : Hogen, evel-hen e c’hoarvezas ganedigezh Jezuz Krist. Mari, e vamm, hag a oa prometet da Jozef e dimeziñ, en em gavas dougerez dre c’halloud ar Spered Santel, a-raok dezho mont da vevañ a-gevret.
Joseph, son époux, qui était un homme juste, et ne voulait pas la dénoncer publiquement, décida de la renvoyer en secret. Mt 1, 19 : Jozef, he fried, dre ma oa un den just anezhañ, ha na felle ket dezhañ he gwallvrudañ, a reas e soñj da derriñ didrouz e zimeziñ ganti.
Comme il avait formé ce projet, voici que l’ange du Seigneur lui apparut en songe et lui dit : « Joseph, fils de David, ne crains pas de prendre chez toi Marie, ton épouse, puisque l’enfant qui est engendré en elle vient de l’Esprit Saint ; Mt 1, 20 : Divizet en devoa ober kement-se pa ’n em ziskouezas dezhañ dre e gousk, un Ael eus an Aotrou, a lavaras dezhañ : « Jozef, mab David, arabat dit kaout aon da gemer ganit Mari da bried ; rak ar bugel a zo koñsevet enni a zo eus ar Spered Santel.
elle enfantera un fils, et tu lui donneras le nom de Jésus (c’est-à-dire : Le-Seigneur-sauve), car c’est lui qui sauvera son peuple de ses péchés. » Mt 1, 21 : Genel a raio ur mab hag e roi dezhañ an anv a Jezuz, rak Eñ eo a salvo e bobl eus he fec’hedoù ».
Tout cela est arrivé pour que soit accomplie la parole du Seigneur prononcée par le prophète : Mt 1, 22 : Ha kement-se holl a c’hoarvezas evit ma teufe da wir ar pezh en devoa lavaret an Aotrou dre vouezh ar profed :
Voici que la Vierge concevra, et elle enfantera un fils ; on lui donnera le nom d’Emmanuel, qui se traduit : « Dieu-avec-nous » Mt 1, 23 : « Setu ma vo ar Werc’hez dougerez ha ma c’hano ur mab a vo anvet Emmanouel, da lavarout eo « Doue ganeomp ».
Quand Joseph se réveilla, il fit ce que l’ange du Seigneur lui avait prescrit : il prit chez lui son épouse, Mt 1, 24 : Jozef, ur wech dihunet eus e gousk, a reas hervez m’en devoa gourc’hemennet Ael an Aotrou : kemer a reas e bried en e di.
mais il ne s’unit pas à elle, jusqu’à ce qu’elle enfante un fils, auquel il donna le nom de Jésus. Mt 1, 25 : Met n’en devoa ket graet priedelezh ganti a-raok dezhi genel he mab, hag e roas dezhañ an anv a Jezuz.
🎧 Podkastoù diwar-benn ar pennad-mañ
Ar radio RCF Penn ar Bed a ginnig un abadenn bemdeziek e brezhoneg, diwar-benn Aviel an deiz. Lennet e vez Aviel an deiz, ha displeget e vez war-lerc'h gant ur beleg, evit mont donoc'h e-barzh komz an Aotrou Doue. Adkavit podkastoù ar bloavezhioù tremenet liammet gant pennad al levr-mañ.
4e sul an Azvent
Graet en deus graet Jozef ar pezh zo bet goulennet digantañ gant ael an Aotroù.
Hiziv, 17 a viz Kerzu e krogomp gant al lennadennoù dibabet an Iliz evit mont betek Nedeleg.
Ginivelezh ar Werc'hez
Maze 1, 1-16.18-23 - Gant Madalen Manac\'h ha Bastian Davy eo displeget an Aviel.
Maze 1, 18-24
Maze 1, 1-17
Sant Jozef
Maze 1, 16-18 hag 21-24 - Gant Mariannick Trebaol eo lennet an Aviel.
Sant Jozef
Maze 1, 16-18 hag 21-24 - Gant Mariannick Trebaol eo lennet an Aviel.
Mz 1, 18-24 - Gant Anne Bodénec eo lennet an Aviel.
Ginivelezh ar Werc'hez
Maze 1, 18-23 - Gant Madalen eo lennet an Aviel.
Maze 1, 16-18 hag 21-24 - Gant Mariannick Tr
Maze 1, 18-24 - Gant Dominique Th
Ginivelezh ar Werc'hez
Maze 1, 1-16 ha 18-23 - Gant Madalen eo lennet an Aviel er mintin-mañ.
Maze 1, 1-17 - Gant Anne Bodennec eo lennet an Aviel er mintin-mañ.
Ginivelezh ar Werc'hez
Mz 1, 18-23 - Gant Madalen eo lennet an Aviel.
Sant Jozef
Mz 1, 16, 18-21 ha 24a - An Aviel lennet gant Gwen.
Mz 1, 18-24 - An Aviel lennet gant Anne Bodénec
Mz 1, 1-17 - An Aviel lennet gant Anne Bodénec
Sant Jozef
Mz 1, 16, 18-21 ha 24a - An Aviel lennet gant Simone.
Mz 1, 18-24 - An Aviel lennet gant Simone.
Mz 1, 18-24 - An Aviel lennet gant Mariannick Trebaol.
Mz 1, 1-17 - An Aviel lennet gant Mariannick Trebaol.
Ginivelezh ar Werc'hez
Mz 1, 1-16 ha 18-23 - An Aviel lennet gant Anne Bodénec.
Sant Jozef
Mz 1, 16, 18-21 ha 24a - An Aviel lennet gant Simone.
Mz 1, 18-24 - An Aviel lennet gant Anne.
Mz 1, 1-17 - An Aviel lennet gant Anne.
💡 Informations supplémentaires
🌐 À-propos de la traduction en breton
La traduction de l'Evangile de Jésus-Christ selon saint Matthieu en breton proposée par Bibl.bzh est basée sur le travail mené par le père Medar (An Tad Medar), dernier missionnaire à précher en breton en Basse-Bretagne. Son travail a été revu et amélioré par Maodez Glanndour, puis par Job Lec’hvien. Une version complète de la Bible a été éditée avec cette traduction par les éditions Penkermin en 2018. Cette traduction d'origine a été révisée et éditée par différents chrétiens bretons pour Bibl.bzh en 2025.
La traduction de la Bible en breton que nous vous présentons sur Bibl.bzh est le fruit d’un travail de plusieurs décennies par différents prêtres brittophones (voir la liste sur notre Foire aux questions), relue et corrigée par le comité « Bodad Santel » et encore améliorée pour Bibl.bzh par différents chrétiens bretons.
🎙️ À-propos de l'enregistrement audio
Cet enregistrement audio de la Bible en breton a été réalisé par Kentin et publié le 01/11/2025 sur Bibl.bzh.

