Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Nouveau Testament en breton » Evangile de Jésus-Christ selon saint Matthieu » Chapitre 15

Evangile de Jésus-Christ selon saint Matthieu - Chapitre 15

Levr : An aviel hervez Sant Mazhev
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28
Informations supplémentaires : 💡 Troer & Mouezh 

Chapitre 15

🎙 Ecouter la Bible audio en breton

Alors des pharisiens et des scribes venus de Jérusalem s’approchent de Jésus et lui disent : Mt 15, 1 : Neuze e teuas Skribed ha Farizianed eus Jeruzalem da gaout Jezuz hag e lavarjont dezhañ :

« Pourquoi tes disciples transgressent-ils la tradition des anciens ? En effet, ils ne se lavent pas les mains avant de manger. » Mt 15, 2 : « Perak e torr da ziskibien Henvoaz ar re Gozh ? rak ne walc’hont ket o daouarn pa-z eont da zebriñ o fred ».

Jésus leur répondit : « Et vous, pourquoi transgressez-vous le commandement de Dieu au nom de votre tradition ? Mt 15, 3 : Respont a reas dezho : « Ha c’hwi, perak e torrit gourc’hemenn Doue gant hoc’h Henvoaz ?

Car Dieu a dit : Honore ton père et ta mère. Et encore : Celui qui maudit son père ou sa mère sera mis à mort. Mt 15, 4 : Rak lavaret en deus Doue : Enor da dad ha da vamm ; ha c’hoazh : Nep piv bennak a vallozho ouzh e dad pe ouzh e vamm ra vo lakaet d’ar marv.

Et vous, vous dites : “Supposons que quelqu’un déclare à son père ou à sa mère : “Les ressources qui m’auraient permis de t’aider sont un don réservé à Dieu.” Mt 15, 5 : C’hwi avat a lavar : Nep piv bennak a lavaro d’e dad pe d’e vamm : Kinniget em eus e prof da Zoue ar pezh am befe gallet da skoazellañ gantañ,

Dans ce cas, il n’aura plus à honorer son père ou sa mère.” Ainsi, vous avez annulé la parole de Dieu au nom de votre tradition ! Hypocrites ! Mt 15, 6 : hennezh n’en devo mui da enoriñ e dad pe e vamm. Hag evel-se e raskit Komz Doue gant hoc’h Henvoaz.

Isaïe a bien prophétisé à votre sujet quand il a dit : Mt 15, 7 : Pilpouzed, mat-kenañ en deus diouganet Izaias diwar ho penn p’en deus lavaret :

Ce peuple m’honore des lèvres, mais son cœur est loin de moi. Mt 15, 8 : Ar bobl-mañ am enor gant he muzelloù, he c’halon avat a zo pell diouzhin ;

C’est en vain qu’ils me rendent un culte ; les doctrines qu’ils enseignent ne sont que des préceptes humains. » Mt 15, 9 : un aner eo an doujañs a ziskouezont din, pa gelennont ur gelennadurezh a zo gourc’hemennoù a-berzh an dud ».

Jésus appela la foule et lui dit : « Écoutez et comprenez bien ! Mt 15, 10 : Hag o vezañ galvet ar bobl da dostaat e lavaras dezho : « Selaouit ha komprenit.

Ce n’est pas ce qui entre dans la bouche qui rend l’homme impur ; mais ce qui sort de la bouche, voilà ce qui rend l’homme impur. » Mt 15, 11 : N’eo ket ar pezh a ya en e c’henou a saotr an den, met ar pezh a zeu er-maez eus e c’henou, sed aze ar pezh a saotr an den ».

Alors les disciples s’approchèrent et lui dirent : « Sais-tu que les pharisiens ont été scandalisés en entendant cette parole ? » Mt 15, 12 : E ziskibien neuze o vezañ deuet d’e gaout, a lavaras dezhañ : « Ha gouzout a rez eo bet gwall-feuket ar Farizianed o klevout ar gomz-se ? »

Il répondit : « Toute plante que mon Père du ciel n’a pas plantée sera arrachée. Mt 15, 13 : Respont a reas : « Kement plantenn ha n’eo ket bet plantet gant va Zad a zo en Neñv, a vo diwriziennet.

Laissez-les ! Ce sont des aveugles qui guident des aveugles. Si un aveugle guide un aveugle, tous les deux tomberont dans un trou. » Mt 15, 14 : Lezit anezho. N’in nemet tud dall o vleinañ tud dall. Hogen pa vez un dall o vleinañ un dall e kouezhont o daou er poull ».

Prenant la parole, Pierre lui dit : « Explique-nous cette parabole. » Mt 15, 15 : Pêr neuze a lavaras dezhañ : « Displeg deomp ar barabolenn-se ».

Jésus répliqua : « Êtes-vous encore sans intelligence, vous aussi ? Mt 15, 16 : Jezuz a respontas : « Ha c’hwi ivez a zo c’hoazh ken dispered-se ?

Ne comprenez-vous pas que tout ce qui entre dans la bouche passe dans le ventre pour être éliminé ? Mt 15, 17 : Ne gomprenit ket penaos kement a ya er genou a ziskenn er c’hof hag a vez distaolet el lec’h distro ?

Mais ce qui sort de la bouche provient du cœur, et c’est cela qui rend l’homme impur. Mt 15, 18 : Met ar pezh a ya er-maez eus ar genou eo eus ar galon e teu, ha se eo ar pezh a saotr an den ;

Car c’est du cœur que proviennent les pensées mauvaises : meurtres, adultères, inconduite, vols, faux témoignages, diffamations. Mt 15, 19 : rak eus ar galon e teu ar mennadoù fall, lazherezh, avoultriezh, gadaliezh, laeroñsioù, falstestenioù, droukkomzoù.

C’est cela qui rend l’homme impur, mais manger sans se laver les mains ne rend pas l’homme impur. » Mt 15, 20 : Ar re-se eo ar re a saotr an den. Met debriñ hep gwalc’hiñ e zaouarn, n’eo ket se a saotr an den ».

Partant de là, Jésus se retira dans la région de Tyr et de Sidon. Mt 15, 21 : Aet kuit ac’hano en em dennas Jezuz e kornad-bro Tir ha Sidon.

Voici qu’une Cananéenne, venue de ces territoires, disait en criant : « Prends pitié de moi, Seigneur, fils de David ! Ma fille est tourmentée par un démon. » Mt 15, 22 : Ha setu ur Gananeadez deuet eus ar vro-se en em lakaas da grial dezhañ : « Az pez truez ouzhin, Aotrou, mab David ! Va merc’h a zo gwallgaset skrijus gant un droukspered ».

Mais il ne lui répondit pas un mot. Les disciples s’approchèrent pour lui demander : « Renvoie-la, car elle nous poursuit de ses cris ! » Mt 15, 23 : Met Jezuz ne respontas ger ebet. E ziskibien avat o tostaat outañ her pede dre lavarout : « Ro dezhi he goulenn, rak chom a ra da c’harmiñ war hon lerc’h ».

Jésus répondit : « Je n’ai été envoyé qu’aux brebis perdues de la maison d’Israël. » Mt 15, 24 : Respont a reas : « N’on bet kaset nemet etrezek deñved kollet tiegezh Israel ».

Mais elle vint se prosterner devant lui en disant : « Seigneur, viens à mon secours ! » Mt 15, 25 : Met ar vaouez, o vezañ deuet dezhañ, a stoue dirazañ en ur lavarout : « Aotrou, va sikour ! »

Il répondit : « Il n’est pas bien de prendre le pain des enfants et de le jeter aux petits chiens. » Mt 15, 26 : Respont a reas : « N’eo ket mat kemer bara ar vugale evit e deurel d’ar chas bihan » ---

Elle reprit : « Oui, Seigneur ; mais justement, les petits chiens mangent les miettes qui tombent de la table de leurs maîtres. » Mt 15, 27 : « Gwir eo, Aotrou ! emezi, nemet ar chas bihan o-unan a zebr ar bruzhun a gouezh diwar daol o mistri ».

Jésus répondit : « Femme, grande est ta foi, que tout se passe pour toi comme tu le veux ! » Et, à l’heure même, sa fille fut guérie. Mt 15, 28 : Neuze e lavaras Jezuz dezhi : « O maouez ! bras eo da feiz. Ra vo graet dit hervez da vennad ». Ha d’an eur-se end-eeun e voe pareet he merc’h.

Jésus partit de là et arriva près de la mer de Galilée. Il gravit la montagne et là, il s’assit. Mt 15, 29 : Aet war-raok ac’hano e teuas Jezuz war ribl Mor Galilea. Hag o vezañ pignet war ar menez e azezas eno.

De grandes foules s’approchèrent de lui, avec des boiteux, des aveugles, des estropiés, des muets, et beaucoup d’autres encore ; on les déposa à ses pieds et il les guérit. Mt 15, 30 : Ur maread tud a dostaas outañ neuze, o tegas tud kamm, dall, mut, tud vac’hagnet ha kalz a glañvourien all a bep seurt. O lakaat a rejont e-harz e dreid hag e pareas anezho,

Alors la foule était dans l’admiration en voyant des muets qui parlaient, des estropiés rétablis, des boiteux qui marchaient, des aveugles qui voyaient ; et ils rendirent gloire au Dieu d’Israël. Mt 15, 31 : ma oa estlammet-holl ar bobl o welout ar re vut o komz, ar re vac’hagnet pare, ar re gamm o vale, ar re dall o welout sklaer, hag e kanent gloar Doue Israel.

Jésus appela ses disciples et leur dit : « Je suis saisi de compassion pour cette foule, car depuis trois jours déjà ils restent auprès de moi, et n’ont rien à manger. Je ne veux pas les renvoyer à jeun, ils pourraient défaillir en chemin. » Mt 15, 32 : Jezuz avat, galvet gantañ e ziskibien, a lavaras dezho : « Truez am eus ouzh ar bobl-se, rak tri devezh ’zo dija ma talc’hont ganin, ha n’o deus ket peadra da zebriñ. Ne fell ket din, gant aon na zeufent da semplañ en hent, o c’has kuit war yun ».

Les disciples lui disent : « Où trouverons-nous dans un désert assez de pain pour rassasier une telle foule ? » Mt 15, 33 : An diskibien a lavaras dezhañ : « Eus pelec’h kaout er gouelec’h-mañ, a-walc’h a vara da derriñ o naon da gement-all a dud ? »

Jésus leur demanda : « Combien de pains avez-vous ? » Ils dirent : « Sept, et quelques petits poissons. » Mt 15, 34 : Ha Jezuz da c’houlenn outo : « Pet baraenn ’zo ganeoc’h ? » - « Seizh, emezo dezhañ, hag un nebeut peskedigoù ».

Alors il ordonna à la foule de s’asseoir par terre. Mt 15, 35 : Gourc’hemenn a reas neuze d’an dud mont en o gourvez,

Il prit les sept pains et les poissons ; rendant grâce, il les rompit, et il les donnait aux disciples, et les disciples aux foules. Mt 15, 36 : hag o vezañ kemeret ar seizh baraenn hag ar pesked, e reas ur bedenn a drugarez, e rannas, hag e roas anezho d’e ziskibien, hag ar re-mañ d’ar bobl.

Tous mangèrent et furent rassasiés. On ramassa les morceaux qui restaient : cela faisait sept corbeilles pleines. Mt 15, 37 : An holl a zebras, hag o gwalc’h o devoe ; hag eus ar pezh a chome diwar an tammoù e kasjont ganto seizh panerad leun.

Or, ceux qui avaient mangé étaient quatre mille, sans compter les femmes et les enfants. Mt 15, 38 : Hogen ar re o devoa debret e oa anezho pevar mil, hep kontañ ar merc’hed hag ar vugale.

Après avoir renvoyé la foule, Jésus monta dans la barque et alla dans le territoire de Magadane. Mt 15, 39 : Ha goude kas an dud en o hent e savas er vag evit mont da gorn-bro Magadan.



🎧 Podkastoù diwar-benn ar pennad-mañ

🎙 Voir l'émission sur RCF

Ar radio RCF Penn ar Bed a ginnig un abadenn bemdeziek e brezhoneg, diwar-benn Aviel an deiz. Lennet e vez Aviel an deiz, ha displeget e vez war-lerc'h gant ur beleg, evit mont donoc'h e-barzh komz an Aotrou Doue. Adkavit podkastoù ar bloavezhioù tremenet liammet gant pennad al levr-mañ.


📅 D'ar Sul 16 a viz Eost 2026
20vet sul war ar bloaz
Pedenn an deiz gant Pierre-Yves Muzellec
📅 D'ar Merc'her 5 a viz Eost 2026
Pedenn an deiz gant Alan Ar Verj hag Annick Miossec, Gouel Santez Teresa Benedicta Ar Groaz
📅 D'ar Meurzh 4 a viz Eost 2026
Pedenn an deiz gant Alan Ar Verj hag Annick Miossec, Gouel Sant Yann-Vari Vianney
📅 D'ar Merc'her 3 a viz Kerzu 2025

📅 D'ar Merc'her 4 a viz Kerzu 2024
Maze 15, 29-37
📅 D'ar Merc'her 7 a viz Eost 2024
Maze 15, 21-28 - Gant Annick Miossec eo lennet an Aviel.
📅 D'ar Merc'her 6 a viz Kerzu 2023
Maze 15, 29-37 - Gant Annick Miossec eo lennet an Aviel.
📅 D'ar Merc'her 6 a viz Kerzu 2023
Maze 15, 29-37 - Gant Annick Miossec eo lennet an Aviel.
📅 D'ar Merc'her 6 a viz Kerzu 2023
Maze 15, 29-37 - Gant Annick Miossec eo lennet an Aviel.
📅 D'ar Sul 20 a viz Eost 2023
Maze 15, 21-28 - Gant Kaourintin Sanson eo lennet ha displeget an Aviel.
📅 D'ar Merc'her 9 a viz Eost 2023
Maze 15, 21-28 - Gant Annick Miossec eo lennet an Aviel.
📅 D'ar Meurzh 8 a viz Eost 2023
Maze 15, 1-2 ha 10-14 - Gant Annick Miossec eo lennet an Aviel.
📅 D'ar Merc'her 3 a viz Eost 2022
Maze 15, 21-28 - E-unan emañ Dominique Thépaut er mintin-mañ.
📅 D'ar Merc'her 4 a viz Eost 2021
Mz 15, 21-28 - Gant Annick Miossec eo lennet an Aviel.
📅 D'ar Merc'her 2 a viz Kerzu 2020
Mz 15, 29-37 - E-unan emañ Dominique er sizun-mañ.
📅 D'ar Sul 16 a viz Eost 2020
Mz 15, 21-28 - An Aviel lennet gant Denise.
📅 D'ar Merc'her 5 a viz Eost 2020
Mz 15, 21-28 - An Aviel lennet gant Annick Miossec.
📅 D'ar Meurzh 4 a viz Eost 2020
Mz 15, 1-2 ha 10-14 - An Aviel lennet gant Annick Miossec.
📅 D'ar Merc'her 4 a viz Kerzu 2019
Mz 15, 29-37 - An Aviel lennet gant Annick Miossec.
📅 D'ar Merc'her 7 a viz Eost 2019
Mz 15, 21-28 - An Aviel lennet gant Annick Miossec.
📅 D'ar Merc'her 5 a viz Kerzu 2018
Mz 15, 29-37 - An Aviel lennet gant Annick Miossec.

⇧ Retourner en haut de page



💡 Informations supplémentaires

🤝 Page des partenaires

🌐 À-propos de la traduction en breton

La traduction de l'Evangile de Jésus-Christ selon saint Matthieu en breton proposée par Bibl.bzh est basée sur le travail mené par le père Medar (An Tad Medar), dernier missionnaire à précher en breton en Basse-Bretagne. Son travail a été revu et amélioré par Maodez Glanndour, puis par Job Lec’hvien. Une version complète de la Bible a été éditée avec cette traduction par les éditions Penkermin en 2018. Cette traduction d'origine a été révisée et éditée par différents chrétiens bretons pour Bibl.bzh en 2025.

La traduction de la Bible en breton que nous vous présentons sur Bibl.bzh est le fruit d’un travail de plusieurs décennies par différents prêtres brittophones (voir la liste sur notre Foire aux questions), relue et corrigée par le comité « Bodad Santel » et encore améliorée pour Bibl.bzh par différents chrétiens bretons.


🎙️ À-propos de l'enregistrement audio

Cet enregistrement audio de la Bible en breton a été réalisé par Kentin et publié le 20/11/2025 sur Bibl.bzh.

⇧ Retourner en haut de page