Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Nouveau Testament en breton » Evangile de Jésus-Christ selon saint Matthieu » Chapitre 22

Evangile de Jésus-Christ selon saint Matthieu - Chapitre 22

Levr : An aviel hervez Sant Mazhev
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28
Informations supplémentaires : 💡 Troer & Mouezh 

Chapitre 22

🎙 Ecouter la Bible audio en breton

Jésus se mit de nouveau à leur parler et leur dit en paraboles : Mt 22, 1 : Jezuz o stagañ en-dro da gomz a yeas adarre dezho dre barabolennoù, en ur lavarout :

« Le royaume des Cieux est comparable à un roi qui célébra les noces de son fils. Mt 22, 2 : « Heñvel eo Rouantelezh an Neñvoù ouzh ur roue hag a reas ur banvez-eured evit e vab.

Il envoya ses serviteurs appeler à la noce les invités, mais ceux-ci ne voulaient pas venir. Mt 22, 3 : Kas a reas servijerien da c’hervel ar re a oa bet pedet d’an eured ; met ar re-mañ ne felle ket dezho dont.

Il envoya encore d’autres serviteurs dire aux invités : “Voilà : j’ai préparé mon banquet, mes bœufs et mes bêtes grasses sont égorgés ; tout est prêt : venez à la noce.” Mt 22, 4 : Kas a reas adarre servijerien all en ur lavarout dezho : Kemennit d’an dud a zo bet pedet : Setu ma ’m eus aozet va fest, lazhet va ejened hag ar chatal am boa lakaet da lardañ ; prest eo pep tra, deuit d’an eured.

Mais ils n’en tinrent aucun compte et s’en allèrent, l’un à son champ, l’autre à son commerce ; Mt 22, 5 : Met ne rejont van ebet, hag ez ejont hemañ d’e bark, egile d’e genwerzh ;

les autres empoignèrent les serviteurs, les maltraitèrent et les tuèrent. Mt 22, 6 : re all zoken a dapas krog er vevelien ha goude bezañ o gwallgaset e lazhjont anezho.

Le roi se mit en colère, il envoya ses troupes, fit périr les meurtriers et incendia leur ville. Mt 22, 7 : Ar roue a yeas kounnar ennañ ; kas a reas war-raok e soudarded da lazhañ ar vuntrerien-se ha da lakaat an tan war o c’hêr.

Alors il dit à ses serviteurs : “Le repas de noce est prêt, mais les invités n’en étaient pas dignes. Mt 22, 8 : Neuze e lavaras d’e servijerien : Prest eo ar banvez-eured, met ar re a oa bet pedet ne oant ket dellezek anezhañ ;

Allez donc aux croisées des chemins : tous ceux que vous trouverez, invitez-les à la noce.” Mt 22, 9 : it eta er c’hroazhentoù, ha galvit d’an eured kement hini a gavot.

Les serviteurs allèrent sur les chemins, rassemblèrent tous ceux qu’ils trouvèrent, les mauvais comme les bons, et la salle de noce fut remplie de convives. Mt 22, 10 : Hag ar servijerien-se da vont war an hentoù ha da zastum kement hini a gavent, mat ha fall ; ha leun e voe ar sal eured gant tud ouzh taol.

Le roi entra pour examiner les convives, et là il vit un homme qui ne portait pas le vêtement de noce. Mt 22, 11 : « Antren a reas ar roue da welout tud ar pred, hag eñ da verzout eno un den n’en devoa ket gwisket an dilhad-eured, ma lavaras dezhañ :

Il lui dit : “Mon ami, comment es-tu entré ici, sans avoir le vêtement de noce ?” L’autre garda le silence. Mt 22, 12 : Va mignon, penaos out antreet amañ hep kaout dilhad-eured ? Eñ avat a chome dilavar.

Alors le roi dit aux serviteurs : “Jetez-le, pieds et poings liés, dans les ténèbres du dehors ; là, il y aura des pleurs et des grincements de dents.” Mt 22, 13 : Neuze ar roue a lavaras d’e servijerien : Liammit dezhañ e zaouarn hag e dreid, ha stlapit-eñ er-maez en deñvalijenn ; eno e vo ar gouelvan hag ar skrignadeg-dent.

Car beaucoup sont appelés, mais peu sont élus. » Mt 22, 14 : Rak kalz a zo galvet, nebeut avat dibabet ».

Alors les pharisiens allèrent tenir conseil pour prendre Jésus au piège en le faisant parler. Mt 22, 15 : Neuze en em dennas ar Farizianed d’en em guzuliañ evit tapout Jezuz en ur gomz bennak.

Ils lui envoient leurs disciples, accompagnés des partisans d’Hérode : « Maître, lui disent-ils, nous le savons : tu es toujours vrai et tu enseignes le chemin de Dieu en vérité ; tu ne te laisses influencer par personne, car ce n’est pas selon l’apparence que tu considères les gens. Mt 22, 16 : Hag e kasjont d’e gaout hiniennoù eus o diskibien gant Herodezidi, da lavarout dezhañ : « Mestr, gouzout a reomp ez out gwirion hag e kelennez hent Doue er wirionez, hep damant ouzh den ebet ; rak ne sellez ket ouzh renk an dud.

Alors, donne-nous ton avis : Est-il permis, oui ou non, de payer l’impôt à César, l’empereur ? » Mt 22, 17 : Lavar deomp eta petra soñj dit : Pe aotre a zo pe n’eus ket da baeañ an truaj da Gaesar ? »

Connaissant leur perversité, Jésus dit : « Hypocrites ! pourquoi voulez-vous me mettre à l’épreuve ? Mt 22, 18 : Met Jezuz, oc’h anavezout o fallagriezh, a respontas dezho : « Perak va zemptañ, tud diwirion ?

Montrez-moi la monnaie de l’impôt. » Ils lui présentèrent une pièce d’un denier. Mt 22, 19 : Diskouezit din moneiz an truaj ». Hag e rojont dezhañ un diner.

Il leur dit : « Cette effigie et cette inscription, de qui sont-elles ? » Mt 22, 20 : Eñ neuze da lavarout dezho : « Skeudenn piv eo houmañ hag enskrivadur piv ? » -

Ils répondirent : « De César. » Alors il leur dit : « Rendez donc à César ce qui est à César, et à Dieu ce qui est à Dieu. » Mt 22, 21 : « Reoù Kaesar », emezo. Eñ neuze da respont : « Rentit eta da Gaesar ar pezh a zo da Gaesar, ha da Zoue ar pezh a zo da Zoue ».

À ces mots, ils furent tout étonnés. Ils le laissèrent et s’en allèrent. Mt 22, 22 : Hag o klevout ar respont-se e voent souezhet-bras. Hag i d’e lezel ha da vont.

Ce jour-là, des sadducéens – ceux qui affirment qu’il n’y a pas de résurrection – s’approchèrent de Jésus et l’interrogèrent : Mt 22, 23 : En hevelep devezh e teuas d’e gaout Sadukeidi, ar re-mañ a lavar n’eus dasorc’hidigezh ebet. Ober a rejont outañ ar goulenn-mañ.

« Maître, Moïse a dit : Si un homme meurt sans avoir d’enfants, le frère de cet homme épousera sa belle-sœur pour susciter une descendance à son frère. Mt 22, 24 : « Mestr, Moizez en deus lavaret : Ma varv un den bennak divugel, e timezo e vreur gant an intañvez evit sevel lignez d’e vreur.

Il y avait chez nous sept frères : le premier, qui s’était marié, mourut ; et, comme il n’avait pas de descendance, il laissa sa femme à son frère. Mt 22, 25 : Hogen, bez’ e oa en hon touez seizh breur ; ar c’hentañ a zimezas hag a varvas ; hag evel n’en devoa ket a vugale e lezas e wreg d’e vreur.

Pareillement, le deuxième, puis le troisième, jusqu’au septième, Mt 22, 26 : An hevelep tra a c’hoarvezas gant an eil, ha gant an trede, betek ar seizhvet.

et finalement, après eux tous, la femme mourut. Mt 22, 27 : War o lerc’h dezho holl, e varvas ar wreg ivez.

Alors, à la résurrection, duquel des sept sera-t-elle l’épouse, puisque chacun l’a eue pour épouse ? » Mt 22, 28 : Neuze, d’an dasorc’hidigezh, da behini eus ar seizh breur e vo gwreg ? Rak holl o deus bet anezhi ».

Jésus leur répondit : « Vous vous égarez, en méconnaissant les Écritures et la puissance de Dieu. Mt 22, 29 : Respont a reas Jezuz dezho : « Faziañ a rit dre n’anavezit nag ar Skriturioù na galloud Doue.

À la résurrection, en effet, on ne prend ni femme ni mari, mais on est comme les anges dans le ciel. Mt 22, 30 : Rak d’an Dasorc’hidigezh ne vo ken dimezi, na gwaz na gwreg ; met evel aelez en Neñv e vo an dud.

Et au sujet de la résurrection des morts, n’avez-vous pas lu ce qui vous a été dit par Dieu : Mt 22, 31 : Evit ar pezh a sell ouzh adsavidigezh ar re varv, hag-eñ n’hoc’h eus ket lennet ar pezh en deus diskleriet Doue deoc’h dre ar Gomz-mañ :

Moi, je suis le Dieu d’Abraham, le Dieu d’Isaac, le Dieu de Jacob ? Il n’est pas le Dieu des morts, mais des vivants. » Mt 22, 32 : Me eo Doue Abraham, Doue Izaag, Doue Jakob. N’eo ket Doue reoù varv, met Doue reoù vev ».

Les foules qui l’avaient entendu étaient frappées par son enseignement. Mt 22, 33 : Hag ar bobl ouzh e glevout a oa sebezet gant e gelennadurezh.

Les pharisiens, apprenant qu’il avait fermé la bouche aux sadducéens, se réunirent, Mt 22, 34 : Ar Farizianed avat, klevet ganto en devoa Jezuz serret o genou d’ar Sadukeidi, en em vodas a-gevret,

et l’un d’entre eux, un docteur de la Loi, posa une question à Jésus pour le mettre à l’épreuve : Mt 22, 35 : hag unan anezho, doktor war al Lezenn, a c’houlennas outañ evit e demptañ :

« Maître, dans la Loi, quel est le grand commandement ? » Mt 22, 36 : « Mestr, pehini eo brasañ gourc’hemenn al Lezenn ? »

Jésus lui répondit : « Tu aimeras le Seigneur ton Dieu de tout ton cœur, de toute ton âme et de tout ton esprit. Mt 22, 37 : Eñ a zisklerias dezhañ : « Karout a ri an Aotrou da Zoue gant da holl galon, gant da holl ene, gant da holl spered.

Voilà le grand, le premier commandement. Mt 22, 38 : Setu aze ar brasañ hag ar c’hentañ eus ar gourc’hemennoù.

Et le second lui est semblable : Tu aimeras ton prochain comme toi-même. Mt 22, 39 : Hag an eil a zo heñvel outañ : Karout a ri da nesañ eveldout da-unan.

De ces deux commandements dépend toute la Loi, ainsi que les Prophètes. » Mt 22, 40 : En daou c’hourc’hemenn-se emañ al Lezenn a-bezh hag ar Brofeded ».

Comme les pharisiens se trouvaient réunis, Jésus les interrogea : Mt 22, 41 : Ar Farizianed o vezañ en em vodet, e reas Jezuz ar goulenn-mañ outo :

« Quel est votre avis au sujet du Christ ? de qui est-il le fils ? » Ils lui répondent : « De David. » Mt 22, 42 : « Petra a soñjit eus ar Mesiaz ? Da biv eo mab ? » Respont a rejont dezhañ : « Da Zavid ! »

Jésus leur réplique : « Comment donc David, inspiré par l’Esprit, peut-il l’appeler “Seigneur”, en disant : Mt 22, 43 : Ha Jezuz da lavarout : « Penaos eta David, e sklerijenn ar Spered a anv anezhañ Aotrou, pa lavar :

Le Seigneur a dit à mon Seigneur : “Siège à ma droite jusqu’à ce que j’aie placé tes ennemis sous tes pieds” ? Mt 22, 44 : 'An Aotrou en deus lavaret d’am Aotrou : Azez en tu dehou din betek ma 'm bo lakaet da enebourien dindan da dreid’ ?

Si donc David l’appelle Seigneur, comment peut-il être son fils ? » Mt 22, 45 : Neuze, ma ra David 'Aotrou' anezhañ, penaos eo Mab dezhañ ? »

Personne n’était capable de lui répondre un mot et, à partir de ce jour-là, nul n’osa plus l’interroger. Mt 22, 46 : Ha den ne c’helle respont seurt dezhañ ; hag adalek an deiz-se, ne gredas mui den ebet ober goulenn outañ.



🎧 Podkastoù diwar-benn ar pennad-mañ

🎙 Voir l'émission sur RCF

Ar radio RCF Penn ar Bed a ginnig un abadenn bemdeziek e brezhoneg, diwar-benn Aviel an deiz. Lennet e vez Aviel an deiz, ha displeget e vez war-lerc'h gant ur beleg, evit mont donoc'h e-barzh komz an Aotrou Doue. Adkavit podkastoù ar bloavezhioù tremenet liammet gant pennad al levr-mañ.


📅 D'ar Gwener 22 a viz Eost 2025
Maze 22, 34-40 - Gant Anne Bodennec ha Fulup Guillou eo displeget an Aviel.
📅 D'ar Yaou 21 a viz Eost 2025
Maze 22, 1-14 - Gant Anne Bodennec ha Fulup Guillou eo displeget an Aviel.
📅 D'ar Gwener 23 a viz Eost 2024
Maze 22, 34-40 - Gant Gwenole eo lennet an Aviel.
📅 D'ar Sul 29 a viz Here 2023
Maze 22, 34-40 - Gant Dominique Th
📅 D'ar Sul 22 a viz Here 2023
Maze 22, 15-21 - Gant Gw
📅 D'ar Sul 15 a viz Here 2023
Matthieu, 22, 1-14
📅 D'ar Gwener 19 a viz Eost 2022
Maze 22, 34-40 - Gant Anne Bodénec eo lennet an Aviel.
📅 D'ar Yaou 18 a viz Eost 2022
Maze 22, 1-14 - Gant Anne Bodénec eo lennet an Aviel.
📅 D'ar Gwener 20 a viz Eost 2021
Mz 22, 34-40 - Gant Denise eo lennet an Aviel.
📅 D'ar Yaou 19 a viz Eost 2021
Mz 22, 1-14 - Gant Denise eo lennet an Aviel.
📅 D'ar Sul 25 a viz Here 2020
Mz 22, 34-40 - An Aviel lennet gant Simone.
📅 D'ar Sul 18 a viz Here 2020
Mz 22, 15-21 - An Aviel lennet gant Simone.
📅 D'ar Sul 11 a viz Here 2020
Mz 22, 1-14 - An Aviel lennet gant Anne-Emmanuelle Argouarc\'h.
📅 D'ar Gwener 21 a viz Eost 2020
Mz 22, 34-40 - An Aviel lennet gant Denise.
📅 D'ar Yaou 20 a viz Eost 2020
Mz 22, 1-14 - An Aviel lennet gant Denise.
📅 D'ar Gwener 23 a viz Eost 2019
Mz 22, 34-40 - An Aviel lennet gant Mariannick Trebaol.
📅 D'ar Yaou 22 a viz Eost 2019
Mz 22, 1-14 - An Aviel lennet gant Mariannick Trebaol.

⇧ Retourner en haut de page



💡 Informations supplémentaires

🤝 Page des partenaires

🌐 À-propos de la traduction en breton

La traduction de l'Evangile de Jésus-Christ selon saint Matthieu en breton proposée par Bibl.bzh est basée sur le travail mené par le père Medar (An Tad Medar), dernier missionnaire à précher en breton en Basse-Bretagne. Son travail a été revu et amélioré par Maodez Glanndour, puis par Job Lec’hvien. Une version complète de la Bible a été éditée avec cette traduction par les éditions Penkermin en 2018. Cette traduction d'origine a été révisée et éditée par différents chrétiens bretons pour Bibl.bzh en 2025.

La traduction de la Bible en breton que nous vous présentons sur Bibl.bzh est le fruit d’un travail de plusieurs décennies par différents prêtres brittophones (voir la liste sur notre Foire aux questions), relue et corrigée par le comité « Bodad Santel » et encore améliorée pour Bibl.bzh par différents chrétiens bretons.


🎙️ À-propos de l'enregistrement audio

Cet enregistrement audio de la Bible en breton a été réalisé par Kentin et publié le 30/11/2025 sur Bibl.bzh.

⇧ Retourner en haut de page