An aviel hervez Sant Mazhev - Pennad 22
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28
Pennad 22
Jésus se mit de nouveau à leur parler et leur dit en paraboles : Mt 22, 1 : Jezuz o stagañ en-dro da gomz a yeas adarre dezho dre barabolennoù, en ur lavarout :
« Le royaume des Cieux est comparable à un roi qui célébra les noces de son fils. Mt 22, 2 : « Heñvel eo Rouantelezh an Neñvoù ouzh ur roue hag a reas ur banvez-eured evit e vab.
Il envoya ses serviteurs appeler à la noce les invités, mais ceux-ci ne voulaient pas venir. Mt 22, 3 : Kas a reas servijerien da c’hervel ar re a oa bet pedet d’an eured ; met ar re-mañ ne felle ket dezho dont.
Il envoya encore d’autres serviteurs dire aux invités : “Voilà : j’ai préparé mon banquet, mes bœufs et mes bêtes grasses sont égorgés ; tout est prêt : venez à la noce.” Mt 22, 4 : Kas a reas adarre servijerien all en ur lavarout dezho : Kemennit d’an dud a zo bet pedet : Setu ma ’m eus aozet va fest, lazhet va ejened hag ar chatal am boa lakaet da lardañ ; prest eo pep tra, deuit d’an eured.
Mais ils n’en tinrent aucun compte et s’en allèrent, l’un à son champ, l’autre à son commerce ; Mt 22, 5 : Met ne rejont van ebet, hag ez ejont hemañ d’e bark, egile d’e genwerzh ;
les autres empoignèrent les serviteurs, les maltraitèrent et les tuèrent. Mt 22, 6 : re all zoken a dapas krog er vevelien ha goude bezañ o gwallgaset e lazhjont anezho.
Le roi se mit en colère, il envoya ses troupes, fit périr les meurtriers et incendia leur ville. Mt 22, 7 : Ar roue a yeas kounnar ennañ ; kas a reas war-raok e soudarded da lazhañ ar vuntrerien-se ha da lakaat an tan war o c’hêr.
Alors il dit à ses serviteurs : “Le repas de noce est prêt, mais les invités n’en étaient pas dignes. Mt 22, 8 : Neuze e lavaras d’e servijerien : Prest eo ar banvez-eured, met ar re a oa bet pedet ne oant ket dellezek anezhañ ;
Allez donc aux croisées des chemins : tous ceux que vous trouverez, invitez-les à la noce.” Mt 22, 9 : it eta er c’hroazhentoù, ha galvit d’an eured kement hini a gavot.
Les serviteurs allèrent sur les chemins, rassemblèrent tous ceux qu’ils trouvèrent, les mauvais comme les bons, et la salle de noce fut remplie de convives. Mt 22, 10 : Hag ar servijerien-se da vont war an hentoù ha da zastum kement hini a gavent, mat ha fall ; ha leun e voe ar sal eured gant tud ouzh taol.
Le roi entra pour examiner les convives, et là il vit un homme qui ne portait pas le vêtement de noce. Mt 22, 11 : « Antren a reas ar roue da welout tud ar pred, hag eñ da verzout eno un den n’en devoa ket gwisket an dilhad-eured, ma lavaras dezhañ :
Il lui dit : “Mon ami, comment es-tu entré ici, sans avoir le vêtement de noce ?” L’autre garda le silence. Mt 22, 12 : Va mignon, penaos out antreet amañ hep kaout dilhad-eured ? Eñ avat a chome dilavar.
Alors le roi dit aux serviteurs : “Jetez-le, pieds et poings liés, dans les ténèbres du dehors ; là, il y aura des pleurs et des grincements de dents.” Mt 22, 13 : Neuze ar roue a lavaras d’e servijerien : Liammit dezhañ e zaouarn hag e dreid, ha stlapit-eñ er-maez en deñvalijenn ; eno e vo ar gouelvan hag ar skrignadeg-dent.
Car beaucoup sont appelés, mais peu sont élus. » Mt 22, 14 : Rak kalz a zo galvet, nebeut avat dibabet ».
Alors les pharisiens allèrent tenir conseil pour prendre Jésus au piège en le faisant parler. Mt 22, 15 : Neuze en em dennas ar Farizianed d’en em guzuliañ evit tapout Jezuz en ur gomz bennak.
Ils lui envoient leurs disciples, accompagnés des partisans d’Hérode : « Maître, lui disent-ils, nous le savons : tu es toujours vrai et tu enseignes le chemin de Dieu en vérité ; tu ne te laisses influencer par personne, car ce n’est pas selon l’apparence que tu considères les gens. Mt 22, 16 : Hag e kasjont d’e gaout hiniennoù eus o diskibien gant Herodezidi, da lavarout dezhañ : « Mestr, gouzout a reomp ez out gwirion hag e kelennez hent Doue er wirionez, hep damant ouzh den ebet ; rak ne sellez ket ouzh renk an dud.
Alors, donne-nous ton avis : Est-il permis, oui ou non, de payer l’impôt à César, l’empereur ? » Mt 22, 17 : Lavar deomp eta petra soñj dit : Pe aotre a zo pe n’eus ket da baeañ an truaj da Gaesar ? »
Connaissant leur perversité, Jésus dit : « Hypocrites ! pourquoi voulez-vous me mettre à l’épreuve ? Mt 22, 18 : Met Jezuz, oc’h anavezout o fallagriezh, a respontas dezho : « Perak va zemptañ, tud diwirion ?
Montrez-moi la monnaie de l’impôt. » Ils lui présentèrent une pièce d’un denier. Mt 22, 19 : Diskouezit din moneiz an truaj ». Hag e rojont dezhañ un diner.
Il leur dit : « Cette effigie et cette inscription, de qui sont-elles ? » Mt 22, 20 : Eñ neuze da lavarout dezho : « Skeudenn piv eo houmañ hag enskrivadur piv ? » -
Ils répondirent : « De César. » Alors il leur dit : « Rendez donc à César ce qui est à César, et à Dieu ce qui est à Dieu. » Mt 22, 21 : « Reoù Kaesar », emezo. Eñ neuze da respont : « Rentit eta da Gaesar ar pezh a zo da Gaesar, ha da Zoue ar pezh a zo da Zoue ».
À ces mots, ils furent tout étonnés. Ils le laissèrent et s’en allèrent. Mt 22, 22 : Hag o klevout ar respont-se e voent souezhet-bras. Hag i d’e lezel ha da vont.
Ce jour-là, des sadducéens – ceux qui affirment qu’il n’y a pas de résurrection – s’approchèrent de Jésus et l’interrogèrent : Mt 22, 23 : En hevelep devezh e teuas d’e gaout Sadukeidi, ar re-mañ a lavar n’eus dasorc’hidigezh ebet. Ober a rejont outañ ar goulenn-mañ.
« Maître, Moïse a dit : Si un homme meurt sans avoir d’enfants, le frère de cet homme épousera sa belle-sœur pour susciter une descendance à son frère. Mt 22, 24 : « Mestr, Moizez en deus lavaret : Ma varv un den bennak divugel, e timezo e vreur gant an intañvez evit sevel lignez d’e vreur.
Il y avait chez nous sept frères : le premier, qui s’était marié, mourut ; et, comme il n’avait pas de descendance, il laissa sa femme à son frère. Mt 22, 25 : Hogen, bez’ e oa en hon touez seizh breur ; ar c’hentañ a zimezas hag a varvas ; hag evel n’en devoa ket a vugale e lezas e wreg d’e vreur.
Pareillement, le deuxième, puis le troisième, jusqu’au septième, Mt 22, 26 : An hevelep tra a c’hoarvezas gant an eil, ha gant an trede, betek ar seizhvet.
et finalement, après eux tous, la femme mourut. Mt 22, 27 : War o lerc’h dezho holl, e varvas ar wreg ivez.
Alors, à la résurrection, duquel des sept sera-t-elle l’épouse, puisque chacun l’a eue pour épouse ? » Mt 22, 28 : Neuze, d’an dasorc’hidigezh, da behini eus ar seizh breur e vo gwreg ? Rak holl o deus bet anezhi ».
Jésus leur répondit : « Vous vous égarez, en méconnaissant les Écritures et la puissance de Dieu. Mt 22, 29 : Respont a reas Jezuz dezho : « Faziañ a rit dre n’anavezit nag ar Skriturioù na galloud Doue.
À la résurrection, en effet, on ne prend ni femme ni mari, mais on est comme les anges dans le ciel. Mt 22, 30 : Rak d’an Dasorc’hidigezh ne vo ken dimezi, na gwaz na gwreg ; met evel aelez en Neñv e vo an dud.
Et au sujet de la résurrection des morts, n’avez-vous pas lu ce qui vous a été dit par Dieu : Mt 22, 31 : Evit ar pezh a sell ouzh adsavidigezh ar re varv, hag-eñ n’hoc’h eus ket lennet ar pezh en deus diskleriet Doue deoc’h dre ar Gomz-mañ :
Moi, je suis le Dieu d’Abraham, le Dieu d’Isaac, le Dieu de Jacob ? Il n’est pas le Dieu des morts, mais des vivants. » Mt 22, 32 : Me eo Doue Abraham, Doue Izaag, Doue Jakob. N’eo ket Doue reoù varv, met Doue reoù vev ».
Les foules qui l’avaient entendu étaient frappées par son enseignement. Mt 22, 33 : Hag ar bobl ouzh e glevout a oa sebezet gant e gelennadurezh.
Les pharisiens, apprenant qu’il avait fermé la bouche aux sadducéens, se réunirent, Mt 22, 34 : Ar Farizianed avat, klevet ganto en devoa Jezuz serret o genou d’ar Sadukeidi, en em vodas a-gevret,
et l’un d’entre eux, un docteur de la Loi, posa une question à Jésus pour le mettre à l’épreuve : Mt 22, 35 : hag unan anezho, doktor war al Lezenn, a c’houlennas outañ evit e demptañ :
« Maître, dans la Loi, quel est le grand commandement ? » Mt 22, 36 : « Mestr, pehini eo brasañ gourc’hemenn al Lezenn ? »
Jésus lui répondit : « Tu aimeras le Seigneur ton Dieu de tout ton cœur, de toute ton âme et de tout ton esprit. Mt 22, 37 : Eñ a zisklerias dezhañ : « Karout a ri an Aotrou da Zoue gant da holl galon, gant da holl ene, gant da holl spered.
Voilà le grand, le premier commandement. Mt 22, 38 : Setu aze ar brasañ hag ar c’hentañ eus ar gourc’hemennoù.
Et le second lui est semblable : Tu aimeras ton prochain comme toi-même. Mt 22, 39 : Hag an eil a zo heñvel outañ : Karout a ri da nesañ eveldout da-unan.
De ces deux commandements dépend toute la Loi, ainsi que les Prophètes. » Mt 22, 40 : En daou c’hourc’hemenn-se emañ al Lezenn a-bezh hag ar Brofeded ».
Comme les pharisiens se trouvaient réunis, Jésus les interrogea : Mt 22, 41 : Ar Farizianed o vezañ en em vodet, e reas Jezuz ar goulenn-mañ outo :
« Quel est votre avis au sujet du Christ ? de qui est-il le fils ? » Ils lui répondent : « De David. » Mt 22, 42 : « Petra a soñjit eus ar Mesiaz ? Da biv eo mab ? » Respont a rejont dezhañ : « Da Zavid ! »
Jésus leur réplique : « Comment donc David, inspiré par l’Esprit, peut-il l’appeler “Seigneur”, en disant : Mt 22, 43 : Ha Jezuz da lavarout : « Penaos eta David, e sklerijenn ar Spered a anv anezhañ Aotrou, pa lavar :
Le Seigneur a dit à mon Seigneur : “Siège à ma droite jusqu’à ce que j’aie placé tes ennemis sous tes pieds” ? Mt 22, 44 : 'An Aotrou en deus lavaret d’am Aotrou : Azez en tu dehou din betek ma 'm bo lakaet da enebourien dindan da dreid’ ?
Si donc David l’appelle Seigneur, comment peut-il être son fils ? » Mt 22, 45 : Neuze, ma ra David 'Aotrou' anezhañ, penaos eo Mab dezhañ ? »
Personne n’était capable de lui répondre un mot et, à partir de ce jour-là, nul n’osa plus l’interroger. Mt 22, 46 : Ha den ne c’helle respont seurt dezhañ ; hag adalek an deiz-se, ne gredas mui den ebet ober goulenn outañ.
💡 Titouroù ouzhpenn
🎙️ Diwar-benn an enrolladenn
An enrolladenn-mañ a zo bet graet gant Kentin hag embannet d'an/ar 30/11/2025 war Bibl.bzh.
