An aviel hervez Sant Mazhev - Pennad 24
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28
Pennad 24
Jésus était sorti du Temple et s’en allait, lorsque ses disciples s’approchèrent pour lui faire remarquer les constructions du Temple. Mt 24, 1 : Jezuz aet er-maez eus an Templ a oa o vont war-raok pa dostaas outañ e ziskibien da ober dezhañ teurel evezh ouzh savadurioù an Templ.
Alors, prenant la parole, il leur dit : « Vous voyez tout cela, n’est-ce pas ? Amen, je vous le dis : il ne restera pas ici pierre sur pierre ; tout sera détruit. » Mt 24, 2 : Eñ avat o respont a lavaras dezho : « Gwelout a rit an holl draoù-se ? E gwirionez me 'lavar deoc’h, ne vo ket lezet amañ maen war vaen a gement na vo ket diskaret ».
Puis, comme il s’était assis au mont des Oliviers, les disciples s’approchèrent de lui à l’écart pour lui demander : « Dis-nous quand cela arrivera, et quel sera le signe de ta venue et de la fin du monde. » Mt 24, 3 : Hag evel ma oa aet d’azezañ war venez an Olived, e tostaas outañ e ziskibien, hag en o fart gantañ, e c’houlennjont outañ : « Lavar deomp pegoulz e c’hoarvezo an traoù-se, ha petra 'vo ar sin eus da Zonedigezh hag eus fin ar Bed ».
Jésus leur répondit : « Prenez garde que personne ne vous égare. Mt 24, 4 : Jezuz a respontas dezho : « Diwallit na zeufe den d’ho touellañ.
Car beaucoup viendront sous mon nom, et diront : “C’est moi le Christ” ; alors ils égareront bien des gens. Mt 24, 5 : Rak kalz a zeuio dindan va anv en ur lavarout :Me eo ar Mesiaz ; hag e touellint kalz a dud.
Vous allez entendre parler de guerres et de rumeurs de guerre. Faites attention ! ne vous laissez pas effrayer, car il faut que cela arrive, mais ce n’est pas encore la fin. Mt 24, 6 : Klevout a reot komz eus brezelioù hag eus brud brezelioù, diwallit, na spontit ket, o vezañ ma rank kement-se c’hoarvezout ; met ne vo ket c’hoazh ar fin.
On se dressera nation contre nation, royaume contre royaume ; il y aura, en divers lieux, des famines et des tremblements de terre. Mt 24, 7 : Rak sevel a raio broad enep broad, rouantelezh enep rouantelezh, hag e vezo e lec’h pe lec’h, naonegezhioù ha krenoù-douar.
Or tout cela n’est que le commencement des douleurs de l’enfantement. Mt 24, 8 : Kement-se ne vo nemet penn-kentañ ar gwilioud.
Alors, vous serez livrés à la détresse, on vous tuera, vous serez détestés de toutes les nations à cause de mon nom. Mt 24, 9 : Roet e vezot neuze d’ar vourevien ha lakaet d’ar marv, ha kasaet e vezot gant an holl vroadoù en abeg d’am anv.
Alors ce sera pour beaucoup une occasion de chute ; ils se livreront les uns les autres, se détesteront les uns les autres. Mt 24, 10 : Neuze ivez kalz a gouezho ; en em werzhañ hag en em gasaat a raint an eil re ar re all.
Beaucoup de faux prophètes se lèveront, et ils égareront bien des gens. Mt 24, 11 : Kalz a falsprofeded a savo hag a douello kalz a dud.
À cause de l’ampleur du mal, la charité de la plupart des hommes se refroidira. Mt 24, 12 : Ha dre ma vo kresket ar fallagriezh e yenaio karantez ul lodenn vras a dud.
Mais celui qui aura persévéré jusqu’à la fin, celui-là sera sauvé. Mt 24, 13 : Met an hini a zalc’ho start betek an diwezh, hennezh a vo salvet.
Et cet Évangile du Royaume sera proclamé dans le monde entier ; il y aura là un témoignage pour toutes les nations. Alors viendra la fin. Mt 24, 14 : Hag embannet e vo an aviel-mañ eus ar Rouantelezh dre ar bed a-bezh, da vezañ un testeni d’an holl vroadoù. Ha neuze e teuio ar fin.
Lorsque vous verrez l’Abomination de la désolation, installée dans le Lieu saint comme l’a dit le prophète Daniel – que le lecteur comprenne ! – Mt 24, 15 : « Pa welot eta an euzhuster hag ar vantridigezh en deus komzet anezho ar profed Daniel, o ren el lec’h santel, ra gompreno an neb a lenn,
alors, ceux qui seront en Judée, qu’ils s’enfuient dans les montagnes ; Mt 24, 16 : neuze ar re a vo e Judea, ra dec’hint d’ar menezioù ;
celui qui sera sur sa terrasse, qu’il ne descende pas pour emporter ce qu’il y a dans sa maison ; Mt 24, 17 : hag an hini a vo war al leurdoenn, ra na ziskenno ket da gerc’hat ar pezh en deus en e di ;
celui qui sera dans son champ, qu’il ne retourne pas en arrière pour emporter son manteau. Mt 24, 18 : hag an hini a vo er parkeier, ra na zistroio ket war e giz da gerc’hat e vantell.
Malheureuses les femmes qui seront enceintes et celles qui allaiteront en ces jours-là ! Mt 24, 19 : Mallozh d’ar gwragez a vo o tougen pe o vagañ en devezhioù-se.
Priez pour que votre fuite n’arrive pas en hiver ni un jour de sabbat. Mt 24, 20 : Pedit evit n’ho po ket da dec’hout er goañv nag un deiz-Sabad !
Alors, en effet, il y aura une grande détresse, telle qu’il n’y en a jamais eu depuis le commencement du monde jusqu’à maintenant, et telle qu’il n’y en aura jamais plus. Mt 24, 21 : Rak neuze e vo ken bras trubuilh ma n’eus ket bet e bar abaoe penn-kentañ ar bed betek vremañ, ha na vo biken ken.
Et si le nombre de ces jours-là n’était pas abrégé, personne n’aurait la vie sauve ; mais à cause des élus, ces jours-là seront abrégés. Mt 24, 22 : Ha mar ne vefe ket berraet an deizioù-se, ne vefe saveteet den ebet ; met en abeg d’ar re zibabet, e vo berraet an deizioù-se.
Alors si quelqu’un vous dit : “Voilà le Messie ! Il est là !” ou bien encore : “Il est là !”, n’en croyez rien. Mt 24, 23 : « Neuze ma lavar deoc’h unan bennak : Amañ 'mañ ar Mesiaz, pe : Aze 'mañ ! na gredit ket.
Il surgira des faux messies et des faux prophètes, ils produiront des signes grandioses et des prodiges, au point d’égarer, si c’était possible, même les élus. Mt 24, 24 : Rak sevel a raio falskristed ha falsprofeded ; hag ober a raint sinoù bras ha burzhudoù gouest da douellañ ar re zibabet zoken, ma c’hellfe se bezañ.
Voilà : je vous l’ai dit à l’avance. Mt 24, 25 : Setu : roet em eus kemennadur deoc’h !
Si l’on vous dit : “Le voilà dans le désert”, ne sortez pas. Si l’on vous dit : “Le voilà dans le fond de la maison”, n’en croyez rien. Mt 24, 26 : Ma lavarer deoc’h eta : Setu, er gouelec’h emañ ! n’it ket er-maez ; setu eñ el lec’hioù kuzh ! na gredit ket.
En effet, comme l’éclair part de l’orient et brille jusqu’à l’occident, ainsi sera la venue du Fils de l’homme. Mt 24, 27 : Rak evel ma tarzh ul luc’hedenn eus ar sav-heol ha ma par betek ar c’huzh-heol, evel-se e vo Donedigezh Mab an Den.
Selon le proverbe : Là où se trouve le cadavre, là se rassembleront les vautours. Mt 24, 28 : E kement lec’h ma vez ur c’horf marv, eno en em vod ar bultured.
Aussitôt après la détresse de ces jours-là, le soleil s’obscurcira et la lune ne donnera plus sa clarté ; les étoiles tomberont du ciel et les puissances célestes seront ébranlées. Mt 24, 29 : « Raktal goude trubuilh an deizioù-se e teñvalaio an heol, ne roio mui al loar he sklerijenn, e kouezho ar stered eus an Neñv, hag e vo diskogellet galloudegezhioù an Neñvoù.
Alors paraîtra dans le ciel le signe du Fils de l’homme ; alors toutes les tribus de la terre se frapperont la poitrine et verront le Fils de l’homme venir sur les nuées du ciel, avec puissance et grande gloire. Mt 24, 30 : Neuze en em ziskouezo en neñv sin Mab an Den, hag holl veuriadoù an douar a laosko gouelvanoù, ha gwelout a raint Mab an Den o tont war goabrennoù an neñv gant galloud ha gloar bras.
Il enverra ses anges avec une trompette retentissante, et ils rassembleront ses élus des quatre coins du monde, d’une extrémité des cieux jusqu’à l’autre. Mt 24, 31 : Ha kas a raio e Aelez gant son vras un drompilh, ha dastum a raint e zibabidi eus ar pevar avel, eus eil penn an Neñvoù d’egile.
Laissez-vous instruire par la parabole du figuier : dès que ses branches deviennent tendres et que ses feuilles sortent, vous savez que l’été est proche. Mt 24, 32 : « Digant ar wezenn-fiez deskit ar gentel-mañ : kerkent ha ma teu he skourroù da vezañ tener hag he delioù da ziwan, e ouzoc’h emañ tost an hañv.
De même, vous aussi, lorsque vous verrez tout cela, sachez que le Fils de l’homme est proche, à votre porte. Mt 24, 33 : Evel-se pa welot an holl draoù-se, gouezit emañ tost, e-tal an nor.
Amen, je vous le dis : cette génération ne passera pas avant que tout cela n’arrive. Mt 24, 34 : E gwirionez me 'lavar deoc’h, ne dremeno ket ar rummad-tud-mañ, ken na vo c’hoarvezet an holl draoù-se.
Le ciel et la terre passeront, mes paroles ne passeront pas. Mt 24, 35 : An neñv hag an douar a dremeno, va c’homzoù-me avat ne dremenint ket.
Quant à ce jour et à cette heure-là, nul ne les connaît, pas même les anges des cieux, pas même le Fils, mais seulement le Père, et lui seul. Mt 24, 36 : « Met evit ar pezh a sell ouzh an deiz hag an eur, hini ebet n’o anavez, nag Aelez an Neñv, nag ar Mab, hini ebet nemet an Tad e-unan-penn.
Comme il en fut aux jours de Noé, ainsi en sera-t-il lors de la venue du Fils de l’homme. Mt 24, 37 : Evel ma voe kont e deizioù Noe, evel-se e vo ivez e pa zeuio Mab-an-Den.
En ces jours-là, avant le déluge, on mangeait et on buvait, on prenait femme et on prenait mari, jusqu’au jour où Noé entra dans l’arche ; Mt 24, 38 : Rak en deizioù a-raok an Dour-beuz e veze an dud o tebriñ, oc’h evañ, o timeziñ, paotred ha merc’hed, betek ma-z eas Noe e-barzh an arc’h,
les gens ne se sont doutés de rien, jusqu’à ce que survienne le déluge qui les a tous engloutis : telle sera aussi la venue du Fils de l’homme. Mt 24, 39 : hag an dud n’o devoa komprenet netra betek ma teuas an Dour-beuz, o c’hasas holl gantañ ; evel-se e vo ivez pa zeuio Mab-an-Den.
Alors deux hommes seront aux champs : l’un sera pris, l’autre laissé. Mt 24, 40 : Neuze, eus daou zen a vo er park e vo kemeret unan hag egile a vo lezet ;
Deux femmes seront au moulin en train de moudre : l’une sera prise, l’autre laissée. Mt 24, 41 : eus div vaouez a vo o valañ gant ar vrev e vo kemeret unan hag eben a vo lezet.
Veillez donc, car vous ne savez pas quel jour votre Seigneur vient. Mt 24, 42 : Beilhit eta rak n’ouzoc’h ket pegoulz e tle ho Mestr dont en-dro.
Comprenez-le bien : si le maître de maison avait su à quelle heure de la nuit le voleur viendrait, il aurait veillé et n’aurait pas laissé percer le mur de sa maison. Mt 24, 43 : Komprenit mat kement-mañ : ma ouije ar penn-tiegezh da bet eur eus an noz e tlee dont al laer, e veilhje mat ha ne lezje ket ober un toull en e di.
Tenez-vous donc prêts, vous aussi : c’est à l’heure où vous n’y penserez pas que le Fils de l’homme viendra. Mt 24, 44 : Rak-se eta bezit prest, c’hwi ivez, rak d’an eur na soñjit ket e teuio Mab-an-Den.
Que dire du serviteur fidèle et sensé à qui le maître a confié la charge des gens de sa maison, pour leur donner la nourriture en temps voulu ? Mt 24, 45 : Piv eo eta ar servijer feal ha fur a zo bet lakaet gant e vestr war dud e di da rannañ dezho boued e koulz ?
Heureux ce serviteur que son maître, en arrivant, trouvera en train d’agir ainsi ! Mt 24, 46 : Evurus ar servijer-se a vo kavet gant e vestr pa zistroio, oc’h ober evel-se.
Amen, je vous le déclare : il l’établira sur tous ses biens. Mt 24, 47 : E gwirionez me 'lavar deoc’h, e lakaat a raio e penn e holl vadoù.
Mais si ce mauvais serviteur se dit en lui-même : “Mon maître tarde”, Mt 24, 48 : Met ma-z eo ur servijer fall o lavarout en e galon : Dale a zo gant va Mestr,
et s’il se met à frapper ses compagnons, s’il mange et boit avec les ivrognes, Mt 24, 49 : ha m’en em laka da skeiñ gant e gompagnuned, da zebriñ ha da evañ gant ar vezverien,
alors quand le maître viendra, le jour où son serviteur ne s’y attend pas et à l’heure qu’il ne connaît pas, Mt 24, 50 : e tistroio mestr ar servijer-se d’an deiz n’emañ ket o c’hortoz ha d’an eur dianavezet dezhañ ;
il l’écartera et lui fera partager le sort des hypocrites ; là, il y aura des pleurs et des grincements de dents. Mt 24, 51 : en em zisrannañ a raio dioutañ, hag e roio dezhañ lod e-touez ar bilpouzed ; eno e vo ar gouelvan hag ar skrignadeg-dent.
💡 Titouroù ouzhpenn
🎙️ Diwar-benn an enrolladenn
An enrolladenn-mañ a zo bet graet gant Kentin hag embannet d'an/ar 30/11/2025 war Bibl.bzh.
