Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant nevez » An aviel hervez Sant Mazhev » Pennad 17

An aviel hervez Sant Mazhev - Pennad 17

Levr : An aviel hervez Sant Mazhev
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28
Titouroù ouzhpenn : 💡 Troer & Mouezh 

Pennad 17

🎙 Selaou ar Bibl aodio a-bezh

Six jours après, Jésus prend avec lui Pierre, Jacques et Jean son frère, et il les emmène à l’écart, sur une haute montagne. Mt 17, 1 : C’hwec’h devezh goude-se e kemeras Jezuz gantañ Pêr, Jakez ha Yann e vreur evit o c’has war ur menez uhel en ul lec’h distro.

Il fut transfiguré devant eux ; son visage devint brillant comme le soleil, et ses vêtements, blancs comme la lumière. Mt 17, 2 : Hag e voe treuzneuziet dirazo : lugerniñ a rae e zremm evel an heol, hag e zilhad a zeuas da vezañ gwenn evel ar sklerijenn.

Voici que leur apparurent Moïse et Élie, qui s’entretenaient avec lui. Mt 17, 3 : Ha setu m’en em ziskouezas dezho Moizez hag Elias hag a gomze gantañ.

Pierre alors prit la parole et dit à Jésus : « Seigneur, il est bon que nous soyons ici ! Si tu le veux, je vais dresser ici trois tentes, une pour toi, une pour Moïse, et une pour Élie. » Mt 17, 4 : Pêr, o stagañ da gomz, a lavaras da Jezuz : « Aotrou, brav eo deomp bezañ amañ ; ma karez e savimp amañ teir deltenn, unan evidout, un all evit Moizez, hag un all evit Elias ».

Il parlait encore, lorsqu’une nuée lumineuse les couvrit de son ombre, et voici que, de la nuée, une voix disait : « Celui-ci est mon Fils bien-aimé, en qui je trouve ma joie : écoutez-le ! » Mt 17, 5 : Edo c’hoazh o komz ha setu ur goabrenn lugernus d’o goleiñ gant he skeud, hag ur vouezh a voe klevet o tont eus ar goabrenn o lavarout : « Hemañ eo va Mab muiañ-karet am eus lakaet ennañ va levenez, selaouit anezhañ ! »

Quand ils entendirent cela, les disciples tombèrent face contre terre et furent saisis d’une grande crainte. Mt 17, 6 : O klevout ar vouezh-se e kouezhas an diskibien war o genou d’an douar, spontet bras.

Jésus s’approcha, les toucha et leur dit : « Relevez-vous et soyez sans crainte ! » Mt 17, 7 : Met Jezuz a dostaas hag a stokas outo en ur lavarout : « Savit, n’ho pet ket aon ! »

Levant les yeux, ils ne virent plus personne, sinon lui, Jésus, seul. Mt 17, 8 : Neuze o vezañ savet o daoulagad, ne weljont den ebet nemet Jezuz, e-unan-penn.

En descendant de la montagne, Jésus leur donna cet ordre : « Ne parlez de cette vision à personne, avant que le Fils de l’homme soit ressuscité d’entre les morts. » Mt 17, 9 : En ur ziskenn diwar ar menez e roas Jezuz dezho ar gourc’hemenn-mañ : « Na gomzit da zen eus ar pezh hoc’h eus gwelet, ken na vo savet Mab-an-Den eus a-douez ar re varv ».

Les disciples interrogèrent Jésus : « Pourquoi donc les scribes disent-ils que le prophète Élie doit venir d’abord ? » Mt 17, 10 : E ziskibien a c’houlennas neuze outañ : « Petra ’ta eo se a lavar ar Skribed e tle Elias dont da gentañ ? »

Jésus leur répondit : « Élie va venir pour remettre toute chose à sa place. Mt 17, 11 : Respont a reas dezho : « Elias a zle dont, hag adlakaat pep tra en e stad ;

Mais, je vous le déclare : Élie est déjà venu ; au lieu de le reconnaître, ils lui ont fait tout ce qu’ils ont voulu. Et de même, le Fils de l’homme va souffrir par eux. » Mt 17, 12 : met, hen lavarout a ran deoc’h, a-benn bremañ eo deuet Elias ha n’o deus ket e anavezet ; met graet o deus dezhañ ar pezh a garent ; evel-se ivez emañ Mab an Den o vont da c’houzañv eus o ferzh ».

Alors les disciples comprirent qu’il leur parlait de Jean le Baptiste. Mt 17, 13 : Neuze e komprenas an diskibien e komze outo eus Yann Vadezour.

Quand ils eurent rejoint la foule, un homme s’approcha de lui, et tombant à ses genoux, Mt 17, 14 : Pa voent distro da geñver ar bobl e tostaas un den outañ, hag o kouezhañ war e zaoulin dirazañ, e lavaras dezhañ :

il dit : « Seigneur, prends pitié de mon fils. Il est épileptique et il souffre beaucoup. Souvent il tombe dans le feu et, souvent aussi, dans l’eau. Mt 17, 15 : « Aotrou, az pez truez ouzh va mab, loariek eo ha kriz eo e stad. Kouezhañ 'ra alies en tan hag alies en dour.

Je l’ai amené à tes disciples, mais ils n’ont pas pu le guérir. » Mt 17, 16 : E zegaset am eus d’az tiskibien, met n’o deus ket gallet e bareañ ».

Prenant la parole, Jésus dit : « Génération incroyante et dévoyée, combien de temps devrai-je rester avec vous ? Combien de temps devrai-je vous supporter ? Amenez-le-moi. » Mt 17, 17 : Respont a reas Jezuz : « Gouenn difeiz ha fallakr, betek pegoulz e vin-me ganeoc’h ? Betek pegoulz em bo d’ho kouzañv ? E zegasit din amañ ».

Jésus menaça le démon, et il sortit de lui. À l’heure même, l’enfant fut guéri. Mt 17, 18 : Ha Jezuz a c’hourc’hemennas dezhañ, hag an droukspered a yeas er-maez eus ar bugel hag adal neuze e voe pare.

Alors les disciples s’approchèrent de Jésus et lui dirent en particulier : « Pour quelle raison est-ce que nous, nous n’avons pas réussi à l’expulser ? » Mt 17, 19 : Neuze an diskibien o tostaat ouzh Jezuz en o fart o-unan a lavaras dezhañ : « Perak n’hon eus ket ni gallet e gas kuit ? »

Jésus leur répond : « En raison de votre peu de foi. Amen, je vous le dis : si vous avez de la foi gros comme une graine de moutarde, vous direz à cette montagne : “Transporte-toi d’ici jusque là-bas”, et elle se transportera ; rien ne vous sera impossible. » Mt 17, 20 : Lavarout a reas dezho : « En abeg d’ho nebeut a feiz. E gwirionez me 'lavar deoc’h, m’ho pije feiz kement hag ur c’hreunenn sezv, e lavarfec’h d’ar menez-mañ : Tremen ac’hann aze, hag ez aje, na netra ne vije dreist d’ho kalloud ».

Comme ils étaient réunis en Galilée, Jésus leur dit : « Le Fils de l’homme va être livré aux mains des hommes ; Mt 17, 22 : Evel ma-z aent dre C’halilea e lavaras Jezuz dezho : « Mab an Den a zo war-nes bezañ drouk-lakaet etre daouarn an dud,

ils le tueront et, le troisième jour, il ressuscitera. » Et ils furent profondément attristés. Mt 17, 23 : ha kas a raint anezhañ d’ar marv, met d’an trede deiz e tihuno eus ar marv ». Ha glac’haret holl e voent.

Comme ils arrivaient à Capharnaüm, ceux qui perçoivent la redevance des deux drachmes pour le Temple vinrent trouver Pierre et lui dirent : « Votre maître paye bien les deux drachmes, n’est-ce pas ? » Mt 17, 24 : Hag int o vezañ distroet da Gafarnaoum e teuas dastumerien an didrakm da gaout Pêr da lavarout dezhañ : « Ho mestr ne bae ket an didrakm ? » -

Il répondit : « Oui. » Quand Pierre entra dans la maison, Jésus prit la parole le premier : « Simon, quel est ton avis ? Les rois de la terre, de qui perçoivent-ils les taxes ou l’impôt ? De leurs fils, ou des autres personnes ? » Mt 17, 25 : « Paeañ 'ra », emezañ. Antreet en ti, Jezuz o vont ar c’hentañ dezhañ a c’houlennas outañ : « Petra 'soñj dit, Simon ? Rouaned an douar, diwar biv e savont gwirioù ha truajoù, diwar o bugale pe diwar an estrenien ? »

Pierre lui répondit : « Des autres. » Et Jésus reprit : « Donc, les fils sont libres. Mt 17, 26 : Respont a reas Pêr : « Diwar an estrenien ». - Ar vugale eta, eme Jezuz, a zo diskarg diouto.

Mais, pour ne pas scandaliser les gens, va donc jusqu’à la mer, jette l’hameçon, et saisis le premier poisson qui mordra ; ouvre-lui la bouche, et tu y trouveras une pièce de quatre drachmes. Prends-la, tu la donneras pour moi et pour toi. » Mt 17, 27 : Met evit na vo ket gwall-feuket ar re-se, kerzh d’ar mor, taol an higenn, kemer ar c’hentañ pesk a zeuio ganit, digor e veg dezhañ hag ennañ e kavi ur stater. Kemer ha ro dezho evidon-me hag evidout ».



🎧 Podkastoù diwar-benn ar pennad-mañ

🎙 Selaou an abadenn war RCF

Ar radio RCF Penn ar Bed a ginnig un abadenn bemdeziek e brezhoneg, diwar-benn Aviel an deiz. Lennet e vez Aviel an deiz, ha displeget e vez war-lerc'h gant ur beleg, evit mont donoc'h e-barzh komz an Aotrou Doue. Adkavit podkastoù ar bloavezhioù tremenet liammet gant pennad al levr-mañ.


📅 D'ar Sadorn 8 a viz Eost 2026
Pedenn an deiz gant Alan Ar Verj hag Annick Miossec. Gouel Sant Dominique
📅 D'ar Yaou 6 a viz Eost 2026
Treuzneuziadur an Aotrou
Pedenn an deiz gant Alan Ar Verj hag Annick Miossec, Jezuz Treuzfurmet
📅 D'ar Sul 1 a viz Meurzh 2026
Eil sul ar C'horaiz

📅 D'ar Sadorn 13 a viz Kerzu 2025

📅 D'al Lun 11 a viz Eost 2025
Maze 17, 22-27 - Gant Anne Bodennec ha Fulup Guillou eo displeget an Aviel.
📅 D'ar Sadorn 9 a viz Eost 2025
Maze 17, 14-20 - Gant Annick Miossec hag Alan ar Verj eo displeget an Aviel.
📅 D'ar Sadorn 14 a viz Kerzu 2024
Maze 17, 10-13
📅 D'al Lun 12 a viz Eost 2024
Maze 17, 22-27 - Gant Anne-Emmanuelle Argouarc\'h eo lennet an Aviel.
📅 D'al Lun 14 a viz Eost 2023
Maze 17, 22-27 - Gant Anne Bod
📅 D'ar Sul 6 a viz Eost 2023
Treuzneuziadur an Aotrou
Maze 17, 1-9 - Gant Annick Miossec eo lennet an Aviel.
📅 D'ar Sul 5 a viz Meurzh 2023
Maze 17, 1-9 - Gant Madalen eo lennet an Aviel er mintin-ma
📅 D'al Lun 8 a viz Eost 2022
Maze 17, 22-27 - Gant Annick Miossec eo lennet an Aviel er mintin-mañ.
📅 D'ar Yaou 6 a viz Eost 2020
Treuzneuziadur an Aotrou
Mz 17, 1-9 - An Aviel lennet gant Annick Miossec.
📅 D'ar Sul 8 a viz Meurzh 2020
Mz 17, 1-9 - An Aviel lennet gant Anne-Emmanuelle Argouarc\'h.
📅 D'al Lun 12 a viz Eost 2019
Mz 17, 22-27 - An Aviel lennet gant Anne-Emmanuelle Argouarc\'h.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn



💡 Titouroù ouzhpenn

🤝 Pajenn an holl gevelerion

🌐 Diwar-benn an droidigezh

Troidigezh An aviel hervez Sant Mazhev kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour An Tad Medar, misioner diwezhañ o prezeg e brezhoneg e Breizh-Izel. Adwelet eo bet e labour gant Maodez Glanndour, hag adwelet c'hoazh war-lerc'h gant Job Lec’hvien. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.

Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.


🎙️ Diwar-benn an enrolladenn

An enrolladenn-mañ a zo bet graet gant Kentin hag embannet d'an/ar 20/11/2025 war Bibl.bzh.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn