Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant nevez » An aviel hervez Sant Mazhev » Pennad 19

An aviel hervez Sant Mazhev - Pennad 19

Levr : An aviel hervez Sant Mazhev
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28
Titouroù ouzhpenn : 💡 Troer & Mouezh 

Pennad 19

🎙 Selaou ar Bibl aodio a-bezh

Lorsque Jésus eut terminé ce discours, il s’éloigna de la Galilée et se rendit dans le territoire de la Judée, au-delà du Jourdain. Mt 19, 1 : Echu gantañ ar prezegennoù-se ez eas Jezuz kuit eus Galilea hag e teuas war harzoù Judea en tu-all d’ar Jordan.

De grandes foules le suivirent, et là il les guérit. Mt 19, 2 : Ur maread a dud a yeas war e lerc’h, hag eno e pareas o zud klañv.

Des pharisiens s’approchèrent de lui pour le mettre à l’épreuve ; ils lui demandèrent : « Est-il permis à un homme de renvoyer sa femme pour n’importe quel motif ? » Mt 19, 3 : Neuze Farizianed a zeuas d’e gaout evit klask a-enep dezhañ hag e c’houlennjont outañ : « Hag aotre en deus ur gwaz da gas kuit e wreg evit n’eus forzh peseurt abeg ? »

Il répondit : « N’avez-vous pas lu ceci ? Dès le commencement, le Créateur les fit homme et femme, Mt 19, 4 : Eñ avat a respontas : « Ha n’hoc’h eus ket lennet en deus Krouer an den, adal ar penn kentañ, o graet paotr ha plac’h,

et dit : À cause de cela, l’homme quittera son père et sa mère, il s’attachera à sa femme, et tous deux deviendront une seule chair. Mt 19, 5 : hag en deus lavaret dezho : En abeg da se e tilezo ar gwaz e dad hag e vamm hag en em stago ouzh e wreg hag e vezint o daou ur c’horf hepken.

Ainsi, ils ne sont plus deux, mais une seule chair. Donc, ce que Dieu a uni, que l’homme ne le sépare pas ! » Mt 19, 6 : Evel-se ne d-int mui daou, met ur c’horf hepken. Dre se, ar pezh a zo bet unanet gant Doue, arabat d’an den e derriñ ». -

Les pharisiens lui répliquent : « Pourquoi donc Moïse a-t-il prescrit la remise d’un acte de divorce avant la répudiation ? » Mt 19, 7 : « Perak eta, emezo dezhañ, en deus Moizez kemennet reiñ ur skrid torr-dimeziñ ha kas kuit ar wreg ? »

Jésus leur répond : « C’est en raison de la dureté de votre cœur que Moïse vous a permis de renvoyer vos femmes. Mais au commencement, il n’en était pas ainsi. Mt 19, 8 : Respont a reas dezho : « En abeg da grizder ho kalonoù en deus Moizez roet aotre deoc’h da gas kuit ho kwragez ; met er penn kentañ n’edo ket evel-se.

Or je vous le dis : si quelqu’un renvoie sa femme – sauf en cas d’union illégitime – et qu’il en épouse une autre, il est adultère. » Mt 19, 9 : Neuze lavarout a ran deoc’h : an neb a gas kuit e wreg - nemet riboderezh e vefe - hag a zimez gant un all, a ra avoultriezh ».

Ses disciples lui disent : « Si telle est la situation de l’homme par rapport à sa femme, mieux vaut ne pas se marier. » Mt 19, 10 : E ziskibien a lavaras dezhañ : « M’emañ evel-se stad ar gwaz e-keñver e wreg, eo gwelloc’h chom hep dimeziñ ».

Il leur répondit : « Tous ne comprennent pas cette parole, mais seulement ceux à qui cela est donné. Mt 19, 11 : « An holl, emezañ dezho, ne gomprenont ket ar gomz-se, met hepken ar re a zo bet roet dezho hec’h intent.

Il y a des gens qui ne se marient pas car, de naissance, ils en sont incapables ; il y en a qui ne peuvent pas se marier car ils ont été mutilés par les hommes ; il y en a qui ont choisi de ne pas se marier à cause du royaume des Cieux. Celui qui peut comprendre, qu’il comprenne ! » Mt 19, 12 : Rak bez’ ez eus eunuked hag a zo bet ganet evel-se gant o mamm ; bez’ ez eus ivez eunuked hag a zo deuet d’hen bezañ dre zorn an dud ; ha bez 'ez eus reoù all hag a zo en em c’hraet eunuked en abeg da Rouantelezh an Neñvoù. An neb a c’hell kompren, ra gompreno !

Ensuite, on présenta des enfants à Jésus pour qu’il leur impose les mains en priant. Mais les disciples les écartèrent vivement. Mt 19, 13 : Neuze e voe kinniget dezhañ bugaligoù evit ma lakfe e zaouarn warno ha ma pedfe evito. An diskibien avat a argase dichek anezho.

Jésus leur dit : « Laissez les enfants, ne les empêchez pas de venir à moi, car le royaume des Cieux est à ceux qui leur ressemblent. » Mt 19, 14 : Ma lavaras Jezuz : « Lezit ar vugaligoù ha na virit ket outo da zont davedon, rak d’ar re a zo heñvel outo ez eo Rouantelezh an Neñvoù.

Il leur imposa les mains, puis il partit de là. Mt 19, 15 : Ha goude bezañ astennet e zaouarn warno ez eas kuit ac’hano ».

Et voici que quelqu’un s’approcha de Jésus et lui dit : « Maître, que dois-je faire de bon pour avoir la vie éternelle ? » Mt 19, 16 : Ha setu ma tostaas d’e gaout un den a lavaras : « Mestr, peseurt mad a zlean da ober evit kaout ar vuhez peurbadus ? »

Jésus lui dit : « Pourquoi m’interroges-tu sur ce qui est bon ? Celui qui est bon, c’est Dieu, et lui seul ! Si tu veux entrer dans la vie, observe les commandements. » Mt 19, 17 : Respont a reas dezhañ : « Perak e rez goulenn ouzhin diwar-benn ar mad ? Unan hepken a zo an hini mat. Ma fell dit mont e-barzh ar vuhez, mir ar gourc’hemennoù ».

Il lui dit : « Lesquels ? » Jésus reprit : « Tu ne commettras pas de meurtre. Tu ne commettras pas d’adultère. Tu ne commettras pas de vol. Tu ne porteras pas de faux témoignage. Mt 19, 18 : « Pere ? » emezañ. Jezuz a respontas : « Na lazhi ket, na vezi ket avoultrer, na laeri ket ;na zougi ket falstesteni.

Honore ton père et ta mère. Et aussi : Tu aimeras ton prochain comme toi-même. » Mt 19, 19 : Da dad, da vamm a enori hag ivez da nesañ a gari eveldout da-unan ».

Le jeune homme lui dit : « Tout cela, je l’ai observé : que me manque-t-il encore ? » Mt 19, 20 : Ar paotr yaouank a respontas dezhañ : « Kement-se am eus miret, petra a vank din c’hoazh ? »

Jésus lui répondit : « Si tu veux être parfait, va, vends ce que tu possèdes, donne-le aux pauvres, et tu auras un trésor dans les cieux. Puis viens, suis-moi. » Mt 19, 21 : Jezuz a lavaras dezhañ : « Ma fell dit bezañ peurvat, kae, gwerzh kement a zo dit ha ro se d’ar beorien, hag az po un teñzor en Neñvoù ; ha goude-se, deus d’am heul ».

À ces mots, le jeune homme s’en alla tout triste, car il avait de grands biens. Mt 19, 22 : Met ar paotr yaouank o vezañ klevet ar gomz-se a yeas kuit glac’haret, rak madoù bras en devoa.

Et Jésus dit à ses disciples : « Amen, je vous le dis : un riche entrera difficilement dans le royaume des Cieux. Mt 19, 23 : Jezuz neuze a lavaras d’e ziskibien : « E gwirionez me 'lavar deoc’h, diaes-bras e vezo d’un den pinvidik mont e-barzh Rouantelezh an Neñvoù.

Je vous le répète : il est plus facile à un chameau de passer par un trou d’aiguille qu’à un riche d’entrer dans le royaume des Cieux. » Mt 19, 24 : Hen lavarout a ran deoc’h adarre : aesoc’h eo d’ur c’hañval tremen dre doull un nadoz eget d’un den pinvidik mont e-barzh Rouantelezh an Neñvoù ».

Entendant ces paroles, les disciples furent profondément déconcertés, et ils disaient : « Qui donc peut être sauvé ? » Mt 19, 25 : O klevout ar c’homzoù-se an diskibien sabatuet-holl a lavare : « Piv eta a c’hell bezañ salvet ? »

Jésus posa sur eux son regard et dit : « Pour les hommes, c’est impossible, mais pour Dieu tout est possible. » Mt 19, 26 : Jezuz o vezañ paret e sell warno a respontas : « Evit an dud eo kement-se dreist o galloud, met evit Doue emañ pep tra en e c’halloud ».

Alors Pierre prit la parole et dit à Jésus : « Voici que nous avons tout quitté pour te suivre : quelle sera donc notre part ? » Mt 19, 27 : Neuze Pêr o stagañ da gomz a lavaras dezhañ : « Setu m’hon eus ni dilezet pep tra evit da heuliañ, petra ’ta a vo deomp da lod ? »

Jésus leur déclara : « Amen, je vous le dis : lors du renouvellement du monde, lorsque le Fils de l’homme siégera sur son trône de gloire, vous qui m’avez suivi, vous siégerez vous aussi sur douze trônes pour juger les douze tribus d’Israël. Mt 19, 28 : Jezuz a respontas : « E gwirionez me 'lavar deoc’h, da goulz an Eil Ginivelezh, pa vo azezet Mab an Den war gador e c’hloar, e vezot c’hwi ivez hag a zo deuet d’am heul, azezet war daouzek tron o ren war daouzek meuriad Israel.

Et celui qui aura quitté, à cause de mon nom, des maisons, des frères, des sœurs, un père, une mère, des enfants, ou une terre, recevra le centuple, et il aura en héritage la vie éternelle. Mt 19, 29 : Ha nep piv bennak en devo dilezet tiez, pe vreudeur, pe c’hoarezed, pe dad, pe vamm, pe vugale, pe barkeier, en abeg d’am anv, a resevo kement-all, hag en devo ar vuhez peurbadus da lod-hêrezh.

Beaucoup de premiers seront derniers, beaucoup de derniers seront premiers. Mt 19, 30 : Ha kalz eus ar re gentañ a vo ar re ziwezhañ ; ha kalz eus ar re ziwezhañ a vo da gentañ.



🎧 Podkastoù diwar-benn ar pennad-mañ

🎙 Selaou an abadenn war RCF

Ar radio RCF Penn ar Bed a ginnig un abadenn bemdeziek e brezhoneg, diwar-benn Aviel an deiz. Lennet e vez Aviel an deiz, ha displeget e vez war-lerc'h gant ur beleg, evit mont donoc'h e-barzh komz an Aotrou Doue. Adkavit podkastoù ar bloavezhioù tremenet liammet gant pennad al levr-mañ.


📅 D'al Lun 17 a viz Eost 2026
Pedenn an deiz gant Pierre-Yves MuzellecHébergé par Audiomeans. Visitez audiomeans.fr/politique-de-confidentialite pour plus d\'informations.
📅 D'ar Gwener 14 a viz Eost 2026
Pedenn an deiz gant Fulup Guillou hag Elen Cariou
📅 D'ar Meurzh 3 a viz Meurzh 2026

📅 D'ar Meurzh 3 a viz Meurzh 2026

📅 D'ar Meurzh 19 a viz Eost 2025
Maze 19, 23-30 - Gant Anne Bodennec ha Fulup Guillou eo displeget an Aviel.
📅 D'al Lun 18 a viz Eost 2025
Maze 19, 16-22 - Gant Anne Bodennec ha Fulup Guillou eo displeget an Aviel.
📅 D'ar Sadorn 16 a viz Eost 2025
Maze 19, 13-15 - Gant Anne Bodennec ha Fulup Guillou eo displeget an Aviel.
📅 D'al Lun 3 a viz Meurzh 2025
Maze 19, 27-29 - Gant Bastian Davy ha Madalenn Manac\'h eo displeget an Aviel.
📅 D'ar Meurzh 20 a viz Eost 2024
Maze 19, 23-30 - Gant Gwenole eo lennet an Aviel.
📅 D'al Lun 19 a viz Eost 2024
Maze 19, 16-22 - Gant Gwenole eo lennet an Aviel.
📅 D'ar Gwener 16 a viz Eost 2024
Maze 19, 3-12 - Gant Anne-Emmanuelle Argouarc\'h eo lennet an Aviel.
📅 D'ar Meurzh 22 a viz Eost 2023
Maze 19, 23-30 - Gant Kaourintin Sanson eo lennet ha displeget an Aviel.
📅 D'al Lun 21 a viz Eost 2023
Maze 19, 16-22 - Gant Kaourintin Sanson eo lennet ha displeget an Aviel.
📅 D'ar Gwener 18 a viz Eost 2023
Maze 19, 3-12 - Gant Anne Bodénec eo lennet an Aviel.
📅 D'ar Gwener 18 a viz Eost 2023
Maze 19, 3-12 - Gant Anne Bod
📅 D'ar Meurzh 11 a viz Gouere 2023
Maze 19, 27-29 - Gant Guillemette eo lennet ha displeget an Aviel.
📅 D'ar Gwener 3 a viz Meurzh 2023
Maze 19, 27-30 - Gant Dominique Thépaut eo lennet ha displeget an Aviel.
📅 D'ar Meurzh 22 a viz Du 2022
Maze 19, 3-12 - Gant Mariannick eo lennet an Aviel er mintin-ma
📅 D'ar Meurzh 16 a viz Eost 2022
Maze 19, 23-30 - Gant Anne Bodénec eo lennet an Aviel.
📅 D'ar Gwener 12 a viz Eost 2022
Maze 19, 3-12 - Gant Annick Miossec eo lennet an Aviel er mintin-mañ.
📅 D'al Lun 11 a viz Gouere 2022
Maze, 19, 27-29 - E-unan emañ Guillemette er mintin-mañ.
📅 D'ar Yaou 3 a viz Meurzh 2022
Maze 19, 27-29 - E-unan emañ Dominique Thépaut er mintin-mañ.
📅 D'ar Meurzh 17 a viz Eost 2021
Mz 19, 23-30 - Gant Denise eo lennet an Aviel.
📅 D'al Lun 16 a viz Eost 2021
Mz 19, 16-22 - Gant Denise eo lennet an Aviel.
📅 D'ar Gwener 13 a viz Eost 2021
Mz 19, 3-12 - E-unan emañ Corentin er mintin-mañ.
📅 D'ar Merc'her 3 a viz Meurzh 2021
Mz 19, 27-29 - E-unan emañ Dominique Thépaut er mintin-mañ.
📅 D'ar Meurzh 18 a viz Eost 2020
Mz 19, 23-30 - An Aviel lennet gant Denise.
📅 D'al Lun 17 a viz Eost 2020
Mz 19, 16-22 - An Aviel lennet gant Denise.
📅 D'ar Gwener 14 a viz Eost 2020
Mz 19, 3-12 - An Aviel lennet gant Anne-Emmanuelle Argouarc\'h.
📅 D'ar Meurzh 20 a viz Eost 2019
Mz 19, 23-30 - An Aviel lennet gant Mariannick Trebaol.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn



💡 Titouroù ouzhpenn

🤝 Pajenn an holl gevelerion

🌐 Diwar-benn an droidigezh

Troidigezh An aviel hervez Sant Mazhev kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour An Tad Medar, misioner diwezhañ o prezeg e brezhoneg e Breizh-Izel. Adwelet eo bet e labour gant Maodez Glanndour, hag adwelet c'hoazh war-lerc'h gant Job Lec’hvien. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.

Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.


🎙️ Diwar-benn an enrolladenn

An enrolladenn-mañ a zo bet graet gant Kentin hag embannet d'an/ar 20/11/2025 war Bibl.bzh.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn