Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant nevez » An aviel hervez Sant Mazhev » Pennad 7

An aviel hervez Sant Mazhev - Pennad 7

Levr : An aviel hervez Sant Mazhev
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28
Titouroù ouzhpenn : 💡 Troer & Mouezh 

Pennad 7

🎙 Selaou ar Bibl aodio a-bezh

« Ne jugez pas, pour ne pas être jugés ; Mt 7, 1 : Na varnit ket ha ne vezot ket barnet.

de la manière dont vous jugez, vous serez jugés ; de la mesure dont vous mesurez, on vous mesurera. Mt 7, 2 : Rak gant ar varn ho po barnet ganti e vezot barnet d’ho tro ; ha gant ar muzul ho po muzuliet gantañ, e vo muzuliet deoc’h ivez.

Quoi ! tu regardes la paille dans l’œil de ton frère ; et la poutre qui est dans ton œil, tu ne la remarques pas ? Mt 7, 3 : Perak e taolez evezh ouzh ar blouzenn a zo e lagad da vreur, hag an treust a zo ez lagad-te n’hen gwelez ket ?

Ou encore : Comment vas-tu dire à ton frère : “Laisse-moi enlever la paille de ton œil”, alors qu’il y a une poutre dans ton œil à toi ? Mt 7, 4 : Ha penaos e lavarez d’az preur : Va lez ’ta da dennañ ar blouzenn eus da lagad, ha setu un treust a zo ez lagad-te ?

Hypocrite ! Enlève d’abord la poutre de ton œil ; alors tu verras clair pour enlever la paille qui est dans l’œil de ton frère. Mt 7, 5 : Pilpous, tenn da gentañ an treust eus da lagad, ha neuze e weli sklaer da dennañ ar blouzenn eus lagad da vreur.

« Ne donnez pas aux chiens ce qui est sacré ; ne jetez pas vos perles aux pourceaux, de peur qu’ils ne les piétinent, puis se retournent pour vous déchirer. Mt 7, 6 : Na roit ket d’ar chas ar pezh a zo santel, ha na daolit ket perlez dirak ar moc’h, gant aon n’o bresfent gant o zreid ha na zistrofent ouzhoc’h d’ho trailhañ.

« Demandez, on vous donnera ; cherchez, vous trouverez ; frappez, on vous ouvrira. Mt 7, 7 : Goulennit hag e vo roet deoc’h ; klaskit hag e kavot, skoit hag e vo digoret deoc’h.

En effet, quiconque demande reçoit ; qui cherche trouve ; à qui frappe, on ouvrira. Mt 7, 8 : Rak an neb a c’houlenn a resev ; an neb a glask a gav, hag an neb a sko e vez digoret dezhañ.

Ou encore : lequel d’entre vous donnera une pierre à son fils quand il lui demande du pain ? Mt 7, 9 : Piv ac’hanoc’h, ma c’houlenn e vab bara digantañ, a ginnigo dezhañ ur maen ?

ou bien lui donnera un serpent, quand il lui demande un poisson ? Mt 7, 10 : Pe ma c’houlenn ur pesk, hag-eñ e roio dezhañ un naer ?

Si donc vous, qui êtes mauvais, vous savez donner de bonnes choses à vos enfants, combien plus votre Père qui est aux cieux donnera-t-il de bonnes choses à ceux qui les lui demandent ! Mt 7, 11 : C’hwi eta, tud fall ac’hanoc’h, ma ouzoc’h reiñ traoù mat d’ho pugale, pegement muioc’h ho Tad a zo en Neñvoù a ouio reiñ traoù mat d’ar re a bed anezhañ ?

« Donc, tout ce que vous voudriez que les autres fassent pour vous, faites-le pour eux, vous aussi : voilà ce que disent la Loi et les Prophètes. Mt 7, 12 : Kement tra a garfec’h e vefe graet deoc’h gant an dud, grit se dezho, c’hwi ivez ; rak aze emañ al Lezenn hag ar Brofeded.

« Entrez par la porte étroite. Elle est grande, la porte, il est large, le chemin qui conduit à la perdition ; et ils sont nombreux, ceux qui s’y engagent. Mt 7, 13 : Deuit e-barzh dre an nor strizh, rak ledan eo an nor ha frank eo an hent a gas d’an argoll, ha stank eo an dud a ya gant an hent-se.

Mais elle est étroite, la porte, il est resserré, le chemin qui conduit à la vie ; et ils sont peu nombreux, ceux qui le trouvent. Mt 7, 14 : Rak strizh eo an nor ha bihan eo an hent a gas d’ar Vuhez, ha rouez eo ar re a gav anezhañ.

Méfiez-vous des faux prophètes qui viennent à vous déguisés en brebis, alors qu’au-dedans ce sont des loups voraces. Mt 7, 15 : Diwallit diouzh ar falsprofeded a zeu davedoc’h gwisket e deñved hag a zo en diabarzh bleizi skraperien.

C’est à leurs fruits que vous les reconnaîtrez. Va-t-on cueillir du raisin sur des épines, ou des figues sur des chardons ? Mt 7, 16 : Diouzh o frouezh e anavezot anezho : daoust hag e kutuilher rezin war ar spern, pe fiez war an askol ?

C’est ainsi que tout arbre bon donne de beaux fruits, et que l’arbre qui pourrit donne des fruits mauvais. Mt 7, 17 : Evel-se ’ta, pep gwezenn vat a ro frouezh mat, hag ar wezenn fall a ro frouezh fall.

Un arbre bon ne peut pas donner des fruits mauvais, ni un arbre qui pourrit donner de beaux fruits. Mt 7, 18 : N’hell ket ur wezenn vat dougen frouezh fall, nag ur wezenn fall dougen frouezh mat.

Tout arbre qui ne donne pas de beaux fruits est coupé et jeté au feu. Mt 7, 19 : Kement gwezenn na roio ket frouezh mat a vo troc’het ha taolet en tan.

Donc, c’est à leurs fruits que vous les reconnaîtrez. Mt 7, 20 : Diouzh o frouezh eta e anavezot anezho.

Ce n’est pas en me disant : “Seigneur, Seigneur !” qu’on entrera dans le royaume des Cieux, mais c’est en faisant la volonté de mon Père qui est aux cieux. Mt 7, 21 : N’eo ket ar re a lavar : Aotrou, Aotrou ! a yelo e-barzh Rouantelezh an Neñvoù ; met ar re a ra bolontez va Zad a zo en Neñvoù.

Ce jour-là, beaucoup me diront : “Seigneur, Seigneur, n’est-ce pas en ton nom que nous avons prophétisé, en ton nom que nous avons expulsé les démons, en ton nom que nous avons fait beaucoup de miracles ?” Mt 7, 22 : Kalz a lavaro din en deiz-se : Aotrou, Aotrou, daoust ha n’eo ket en hoc’h anv hon eus diouganet, en hoc’h anv argaset an drouksperedoù, en hoc’h anv graet kalz burzhudoù ?

Alors je leur déclarerai : “Je ne vous ai jamais connus. Écartez-vous de moi, vous qui commettez le mal !” Mt 7, 23 : Neuze avat e tiskleriin dezho : Biskoazh n’em eus hoc’h anavezet. Pellait diouzhin, oberourien ar fallagriezh !

Ainsi, celui qui entend les paroles que je dis là et les met en pratique est comparable à un homme prévoyant qui a construit sa maison sur le roc. Mt 7, 24 : Kement den a selaou ar c’homzoù-mañ a lavaran hag a ra diouto, a vezo heñvel ouzh un den fur en deus diazezet e di war ar roc’h.

La pluie est tombée, les torrents ont dévalé, les vents ont soufflé et se sont abattus sur cette maison ; la maison ne s’est pas écroulée, car elle était fondée sur le roc. Mt 7, 25 : Ha kouezhet eo ar glav, ha deuet eo ar froudoù, ha c’hwezhet o deus an avelioù, hag en em vountet war an ti-se ; met n’eo ket kouezhet an ti, diazezet m’edo war ar roc’h.

Et celui qui entend de moi ces paroles sans les mettre en pratique est comparable à un homme insensé qui a construit sa maison sur le sable. Mt 7, 26 : Hogen an neb a selaou ar c’homzoù-mañ a lavaran ha na ra ket diouto, a vezo heñvel ouzh un den diskiant en deus diazezet e di war an traezh.

La pluie est tombée, les torrents ont dévalé, les vents ont soufflé, ils sont venus battre cette maison ; la maison s’est écroulée, et son écroulement a été complet. » Mt 7, 27 : Ha kouezhet eo ar glav ha deuet eo ar froudoù ha c’hwezhet o deus an avelioù, hag en em vountet war an ti-se : setu kouezhet an ti ha bras eo e zismantr ».

Lorsque Jésus eut terminé ce discours, les foules restèrent frappées de son enseignement, Mt 7, 28 : Ha c’hoarvezout a reas p’en devoa Jezuz peurlavaret ar c’homzoù-se, ma oa estlammet an dud gant e gelennadurezh.

car il les enseignait en homme qui a autorité, et non pas comme leurs scribes. Mt 7, 29 : Rak o c’helenn a rae evel un den o kaout beli, ha n’eo ket evel ar Skribed.



🎧 Podkastoù diwar-benn ar pennad-mañ

🎙 Selaou an abadenn war RCF

Ar radio RCF Penn ar Bed a ginnig un abadenn bemdeziek e brezhoneg, diwar-benn Aviel an deiz. Lennet e vez Aviel an deiz, ha displeget e vez war-lerc'h gant ur beleg, evit mont donoc'h e-barzh komz an Aotrou Doue. Adkavit podkastoù ar bloavezhioù tremenet liammet gant pennad al levr-mañ.


📅 D'ar Yaou 25 a viz Mezheven 2026

📅 D'ar Meurzh 23 a viz Mezheven 2026

📅 D'al Lun 22 a viz Mezheven 2026

📅 D'ar Yaou 4 a viz Mezheven 2026

📅 D'ar Yaou 26 a viz C'hwevrer 2026

📅 D'ar Yaou 4 a viz Kerzu 2025

📅 D'ar Yaou 26 a viz Mezheven 2025
Maze 7, 21-29 - Gant Annaig Le Coz eo displeget an Aviel.
📅 D'ar Merc'her 25 a viz Mezheven 2025
Maze 7, 15-20 - Gant Annaig Le Coz eo displeget an Aviel.
📅 D'al Lun 23 a viz Mezheven 2025
Maze 7, 1-5 - Gant Annaig Le Coz eo displeget an Aviel.
📅 D'ar Yaou 13 a viz Meurzh 2025
Maze 7, 7-12 - Gant Guillemette In eo displeget an Aviel.
📅 D'ar Yaou 13 a viz Meurzh 2025
Maze 7, 7-12 - Gant Guilemette In eo displeget an Aviel.
📅 D'ar Yaou 5 a viz Kerzu 2024
Maze 7, 21 24-27
📅 D'ar Sadorn 5 a viz Here 2024
Maze 7, 21-25 - Gant Dominique Thépaut eo lennet ha displeget an Aviel.
📅 D'ar Yaou 27 a viz Mezheven 2024
Maze 7, 21-29 - Gant Gwénolé eo lennet an Aviel.
📅 D'ar Merc'her 26 a viz Mezheven 2024
Maze 7, 15-20 - Gant Gwénolé eo lennet an Aviel.
📅 D'ar Meurzh 25 a viz Mezheven 2024
Maze 7, 6 ha 12-14 - Gant Gwénolé eo lennet an Aviel.
📅 D'ar Yaou 7 a viz Kerzu 2023
Maze 7, 21 ha 24-27 - Gant Annick Miossec eo lennet an Aviel.
📅 D'ar Merc'her 28 a viz Mezheven 2023
Maze 7, 15-20 - Gant Dominique Th
📅 D'ar Meurzh 27 a viz Mezheven 2023
Maze 7, 6-14 - Gant Dominique Th
📅 D'al Lun 26 a viz Mezheven 2023
Maze 7, 1-5 - Gant Dominique Th
📅 D'ar Yaou 2 a viz Meurzh 2023
Maze 7, 7-12 - Gant Dominique Thépaut eo lennet ha displeget an Aviel.
📅 D'ar Yaou 2 a viz Meurzh 2023
Maze 7, 7-12 - Gant Dominique Th
📅 D'ar Yaou 23 a viz Mezheven 2022
Mz 7, 21-29 - An Aviel lennet gant Simone.
📅 D'ar Merc'her 22 a viz Mezheven 2022
Mz 7, 15-20 - An Aviel lennet gant Simone.
📅 D'ar Meurzh 21 a viz Mezheven 2022
Mz 7, 6 ha 12-14 - An Aviel lennet gant Simone.
📅 D'ar Yaou 10 a viz Meurzh 2022
Maze 7, 7-12 - Gant Madalen eo lennet an Aviel er mintin-mañ.
📅 D'ar Yaou 25 a viz C'hwevrer 2021
Mz 7, 7-12 - An Aviel \'zo lennet gant Simone.
📅 D'ar Yaou 3 a viz Kerzu 2020
Mz 7, 21 ha 24-27 - E-unan emañ Dominique er sizun-mañ.
📅 D'ar Yaou 25 a viz Mezheven 2020
Mz 7, 21-29 - An Aviel lennet gant Simone.
📅 D'ar Yaou 5 a viz Meurzh 2020
Matthieu 7, 7-12 avec Annick Miossec et Alan Le Verge

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn



💡 Titouroù ouzhpenn

🤝 Pajenn an holl gevelerion

🌐 Diwar-benn an droidigezh

Troidigezh An aviel hervez Sant Mazhev kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour An Tad Medar, misioner diwezhañ o prezeg e brezhoneg e Breizh-Izel. Adwelet eo bet e labour gant Maodez Glanndour, hag adwelet c'hoazh war-lerc'h gant Job Lec’hvien. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.

Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.


🎙️ Diwar-benn an enrolladenn

An enrolladenn-mañ a zo bet graet gant Kentin hag embannet d'an/ar 04/11/2025 war Bibl.bzh.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn