An aviel hervez Sant Mazhev - Pennad 12
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28
Pennad 12
En ce temps-là, un jour de sabbat, Jésus vint à passer à travers les champs de blé, ; ses disciples eurent faim et ils se mirent à arracher des épis et à les manger. Mt 12, 1 : En amzer-se edo Jezuz o vont a-dreuz trevadoù-ed ; un deiz-Sabad e oa, hag e ziskibien, naon ganto, en em lakaas da ziframmañ pennoù-ed ha d’o debriñ.
Voyant cela, les pharisiens lui dirent : « Voilà que tes disciples font ce qu’il n’est pas permis de faire le jour du sabbat ! » Mt 12, 2 : Ar Farizianed avat o welout se, a lavaras dezhañ : « Setu ! Da ziskibien a ra ar pezh a zo difennet ober d’ar Sabad ! »
Mais il leur dit : « N’avez-vous pas lu ce que fit David, quand il eut faim, lui et ceux qui l’accompagnaient ? Mt 12, 3 : Met eñ a respontas : « Ha n’hoc’h eus ket lennet petra a reas David, p’en devoe naon, eñ hag ar re a oa gantañ,
Il entra dans la maison de Dieu, et ils mangèrent les pains de l’offrande ; or, ni lui ni les autres n’avaient le droit d’en manger, mais seulement les prêtres. Mt 12, 4 : penaos e antreas e ti Doue hag e tebras baraennoù ar C’hinnig, ne oa permetet o debriñ na dezhañ na d’ar re a oa gantañ, met d’ar veleien hepken ?
Ou bien encore, n’avez-vous pas lu dans la Loi que le jour du sabbat, les prêtres, dans le Temple, manquent au repos du sabbat sans commettre de faute ? Mt 12, 5 : Pe n’hoc’h eus ket lennet el lezenn penaos d’ar Sabad e torr ar veleien ar Sabad en Templ hep ober pec’hed ebet ?
Or, je vous le dis : il y a ici plus grand que le Temple. Mt 12, 6 : Hogen me 'lavar deoc’h ez eus amañ unan brasoc’h eget an Templ.
Si vous aviez compris ce que signifie : Je veux la miséricorde, non le sacrifice, Mt 12, 7 : Ma komprenfec’h petra 'dalv ar gomz-mañ : An drugarez a garan ha n’eo ket ar brofadenn n’ho pefe ket kondaonet tud dibec’h.
vous n’auriez pas condamné ceux qui n’ont pas commis de faute. En effet, le Fils de l’homme est maître du sabbat. » Mt 12, 8 : Rak Mab an Den a zo mestr war ar Sabad ».
Il partit de là et entra dans leur synagogue. Mt 12, 9 : Aet kuit ac’hano ez eas Jezuz e-barzh o sinagogenn.
Or il s’y trouvait un homme qui avait une main atrophiée. Et l’on demanda à Jésus : « Est-il permis de faire une guérison le jour du sabbat ? » C’était afin de pouvoir l’accuser. Mt 12, 10 : Ha setu eno un den, un dorn disec’het dezhañ, hag int d’ober goulenn ouzh Jezuz : « Hag aotre a zo da reiñ ar pare da zeiz ar Sabad ? » Digarez d’e damall e oa.
Mais il leur dit : « Si l’un d’entre vous possède une seule brebis, et qu’elle tombe dans un trou le jour du sabbat, ne va-t-il pas la saisir pour la faire remonter ? Mt 12, 11 : Jezuz avat a respontas dezho : « Pehini ac’hanoc’h, mar n’en deus nemet un dañvad, ha ma kouezh en ur foz da zeiz ar Sabad, ne zeuio ket d’e dennañ ha d’e sevel ac’hano ?
Or, un homme vaut tellement plus qu’une brebis ! Il est donc permis de faire le bien le jour du sabbat. » Mt 12, 12 : Hag un den, na pegement muioc’h eget un dañvad ne dalvez ket ? Aotre a zo eta d’ober vad da zeiz ar Sabad ».
Alors Jésus dit à l’homme : « Étends la main. » L’homme l’étendit, et elle redevint normale et saine comme l’autre. Mt 12, 13 : Neuze e lavaras d’an den-se : « Astenn da zorn ». E astenn a reas hag e teuas da vezañ yac’h evel egile.
Une fois sortis, les pharisiens se réunirent en conseil contre Jésus pour voir comment le faire périr. Mt 12, 14 : Ar Farizianed avat, a-vec’h aet er-maez, a savas kuzul etrezo a-enep dezhañ e sell d’e gas da goll.
Jésus, l’ayant appris, se retira de là ; beaucoup de gens le suivirent, et il les guérit tous. Mt 12, 15 : Met Jezuz, gouezet gantañ kement-se, en em dennas ac’hano. Kalz a dud a yeas d’e heul, hag o fareañ a reas holl.
Mais il leur défendit vivement de parler de lui. Mt 12, 16 : Nemet e tifennas groñs dezho her reiñ da anavezout,
Ainsi devait s’accomplir la parole prononcée par le prophète Isaïe : Mt 12, 17 : evit ma teufe da wir komz ar profed Izaias :
Voici mon serviteur que j’ai choisi, mon bien-aimé en qui je trouve mon bonheur. Je ferai reposer sur lui mon Esprit, aux nations il fera connaître le jugement. Mt 12, 18 : « Setu va servijer, an hini am eus dibabet, va muiañ-karet am eus ennañ levenez va c’halon. Va Spered a lakain warnañ ma kemenno ar reizhded d’ar Broadoù.
Il ne cherchera pas querelle, il ne criera pas, on n’entendra pas sa voix sur les places publiques. Mt 12, 19 : Ne dabuto ket, ne grio ket, ne vezo ket klevet e vouezh war ar plasennoù.
Il n’écrasera pas le roseau froissé, il n’éteindra pas la mèche qui faiblit, jusqu’à ce qu’il ait fait triompher le jugement. Mt 12, 20 : Ar raosklenn diskaret, n’he zorro ket, hag ar voulc’henn o tivogediñ, n’he mougo ket, betek m’en devo kaset ar reizhded betek an trec’h.
Les nations mettront en son nom leur espérance. Mt 12, 21 : En e anv e lakay ar Broadoù o goanag ».
Alors on lui présenta un possédé qui était aveugle et muet. Jésus le guérit, de sorte que le muet parlait et qu’il voyait. Mt 12, 22 : Neuze e voe degaset dezhañ un den drouksperedet dall ha mut, hag e pareas anezhañ en doare ma komze ha ma wele.
Toutes les foules étaient dans la stupéfaction et disaient : « Cet homme ne serait-il pas le fils de David ? » Mt 12, 23 : Hag an holl bobl estlammet a lavare : « Daoust ha n’eo ket hemañ a vefe Mab David ? »
En entendant cela, les pharisiens disaient : « Il n’expulse les démons que par Béelzéboul, le chef des démons. » Mt 12, 24 : Met ar Farizianed o klevout se, a lavare : « Hennezh ne gas kuit an drouksperedoù nemet dre nerzh Beelzeboul, priñs an drouksperedoù ».
Connaissant leurs pensées, Jésus leur dit : « Tout royaume divisé contre lui-même devient un désert ; toute ville ou maison divisée contre elle-même sera incapable de tenir. Mt 12, 25 : Jezuz avat oc’h anavezout o soñjoù a lavaras dezho : « Kement rouantelezh hag a zo dizunvaniezh enni, a yelo da goll, n’hellint ket padout.
Si Satan expulse Satan, c’est donc qu’il est divisé contre lui-même ; comment son royaume tiendra-t-il ? Mt 12, 26 : Neuze ma-z eo Satan an hini a gas kuit Satan, emañ o vont a-enep dezhañ e-unan, penaos eta e pado e rouantelezh ?
Et si c’est par Béelzéboul que moi, j’expulse les démons, vos disciples, par qui les expulsent-ils ? C’est pourquoi ils seront eux-mêmes vos juges. Mt 12, 27 : Ha ma-z eo dre nerzh Beelzeboul e kasan an drouksperedoù kuit, ho mibien-c’hwi, dre biv e kasont anezho kuit ? Setu perak int-i o-unan a vo ho parnerien.
Mais, si c’est par l’Esprit de Dieu que moi, j’expulse les démons, c’est donc que le règne de Dieu est venu jusqu’à vous. Mt 12, 28 : Hogen ma-z eo dre Spered Doue e kasan an drouksperedoù kuit, neuze ’ta eo deuet evidoc’h Rouantelezh Doue.
Ou encore, comment quelqu’un peut-il entrer dans la maison de l’homme fort et piller ses biens, sans avoir d’abord ligoté cet homme fort ? Alors seulement il pillera sa maison. Mt 12, 29 : Pe c’hoazh penaos e c’heller antren e ti un den kreñv hag ober ar skrap war e draoù, hep bezañ da gentañ ereet an den kreñv-se ? Neuze hepken e vo tu da lakaat ar skarzh war e di.
Celui qui n’est pas avec moi est contre moi ; celui qui ne rassemble pas avec moi disperse. Mt 12, 30 : An neb n’emañ ket ganin a zo a-enep din, hag an neb na zastum ket ganin a vez o foranañ.
C’est pourquoi, je vous le dis : Tout péché, tout blasphème, sera pardonné aux hommes, mais le blasphème contre l’Esprit ne sera pas pardonné. Mt 12, 31 : Setu perak e lavaran deoc’h : “ Pep pec’hed ha pep ledoued a vo pardonet d’an dud, nemet ar blasfem enep ar Spered ne vo ket roet ar pardon anezhañ.
Et si quelqu’un dit une parole contre le Fils de l’homme, cela lui sera pardonné ; mais si quelqu’un parle contre l’Esprit Saint, cela ne lui sera pas pardonné, ni en ce monde-ci, ni dans le monde à venir. Mt 12, 32 : Ha nep piv bennak en devo komzet enep Mab an Den e vo pardonet dezhañ ; met an neb en devo komzet enep ar Spered Santel, ne vo ket pardonet dezhañ, nag er bed-mañ nag er bed da zont.
Prenez un bel arbre, son fruit sera beau ; prenez un arbre qui pourrit, son fruit sera pourri, car c’est à son fruit qu’on reconnaît l’arbre. Mt 12, 33 : Pe lavarit ez eo mat ar wezenn, ha neuze eo mat he frouezh ; pe lavarit ez eo fall ar wezenn neuze eo fall he frouezh ; rak diouzh he frouezh e anavezer ar wezenn.
Engeance de vipères ! comment pouvez-vous dire des paroles bonnes, vous qui êtes mauvais ? Car ce que dit la bouche, c’est ce qui déborde du cœur. Mt 12, 34 : Gouenn naered, penaos e c’hellfec’h lavarout traoù mat, fall evel ma-z oc’h ? Rak diouzh ar pezh a leugn ar galon e vez komz ar genou.
L’homme bon, de son trésor qui est bon, tire de bonnes choses ; l’homme mauvais, de son trésor qui est mauvais, tire de mauvaises choses. Mt 12, 35 : An den mat a denn traoù mat eus teñzor mat e galon ; hag an den fall, eus e deñzor fall, a denn traoù fall.
Je vous le dis : toute parole creuse que prononceront les hommes, ils devront en rendre compte au jour du Jugement. Mt 12, 36 : Hen lavarout a ran deoc’h : eus kement droukkomz bet lavaret o devo an dud da rentañ kont da zeiz ar Varn.
D’après tes paroles, en effet, tu seras reconnu juste ; d’après tes paroles tu seras condamné. » Mt 12, 37 : Rak diwar da gomzoù e vi lakaet reizh ha diwar da gomzoù e vi kondaonet ».
Quelques-uns des scribes et des pharisiens lui adressèrent la parole : « Maître, nous voudrions voir un signe venant de toi. » Mt 12, 38 : Neuze darn eus ar Skribed hag eus ar Farizianed o tont war ar gaoz a lavaras : « Mestr, ni a garfe ho kwelout oc’h ober ur sin ».
Il leur répondit : « Cette génération mauvaise et adultère réclame un signe, mais, en fait de signe, il ne lui sera donné que le signe du prophète Jonas. Mt 12, 39 : Respont a reas dezho : « Ur rummad fallakr hag avoultrer a c’houlenn ur sin ! Hogen sin all ebet ne vo roet dezhañ nemet sin ar profed Jonas ;
En effet, comme Jonas est resté dans le ventre du monstre marin trois jours et trois nuits, le Fils de l’homme restera de même au cœur de la terre trois jours et trois nuits. Mt 12, 40 : rak evel ma voe Jonas tri devezh ha teir nozvezh e kof al loen-mor, evel-se e vo Mab an Den tri devezh ha teir nozvezh e korf an douar.
Lors du Jugement, les habitants de Ninive se lèveront en même temps que cette génération, et ils la condamneront ; en effet, ils se sont convertis en réponse à la proclamation faite par Jonas, et il y a ici bien plus que Jonas. Mt 12, 41 : Gwazed Ninive a savo da zeiz ar Varn gant tud ar rummad-mañ hag o c’hondaono, rak pinijenn a rejont o klevout prezegennoù Jonas ; ha setu, brasoc’h eget Jonas a zo amañ.
Lors du Jugement, la reine de Saba se dressera en même temps que cette génération, et elle la condamnera ; en effet, elle est venue des extrémités de la terre pour écouter la sagesse de Salomon, et il y a ici bien plus que Salomon. Mt 12, 42 : Rouanez ar C’hreisteiz a savo da zeiz ar Varn gant tud ar rummad-mañ hag o c’hondaono, rak dont a reas eus penn pellañ an douar da selaou furnez Salomon, ha brasoc’h eget Salomon a zo amañ.
Quand l’esprit impur est sorti de l’homme, il parcourt des lieux arides en cherchant où se reposer, et il ne trouve pas. Mt 12, 43 : Pa ’z eo aet ar spered hudur er-maez eus un den, e kantre dre al lec’hioù gouez, o klask diskuizh ha ne gav ket.
Alors il se dit : “Je vais retourner dans ma maison, d’où je suis sorti.” En arrivant, il la trouve inoccupée, balayée et bien rangée. Mt 12, 44 : Neuze e lavar : Distreiñ a rin d’am zi, ma-z on aet er-maez anezhañ. Ha pa zegouezh en-dro e kav an ti goullo, skubet ha kempennet.
Alors il s’en va, il prend avec lui sept autres esprits, encore plus mauvais que lui ; ils y entrent et s’y installent. Ainsi, l’état de cet homme-là est pire à la fin qu’au début. Voilà ce qui arrivera à cette génération mauvaise. » Mt 12, 45 : Mont a ra neuze da gemer gantañ seizh spered all droukoc’h egetañ, hag antreet e-barzh an ti e reont ennañ o chomadur ; ha stad diwezhañ an den-se a zeu da vezañ gwashoc’h eget an hini gentañ. Evel-se e c’hoarvezo gant ar rummad fallakr-mañ ».
Comme Jésus parlait encore aux foules, voici que sa mère et ses frères se tenaient au-dehors, cherchant à lui parler. Mt 12, 46 : Edo c’hoazh o komz ouzh ar bobl pa zegouezhas e vamm hag e vreudeur ; ha chomet er-maez e klaskent komz outañ.
Quelqu’un lui dit : « Ta mère et tes frères sont là, dehors, qui cherchent à te parler. » Mt 12, 47 : Unan bennak a lavaras dezhañ : « Setu aze er-maez da vamm ha da vreudeur o c’houlenn komz ouzhit ».
Jésus lui répondit : « Qui est ma mère, et qui sont mes frères ? » Mt 12, 48 : Jezuz a respontas d’an den en devoa lavaret an dra-se dezhañ : « Piv eo va mamm ha piv eo va breudeur ? »
Puis, étendant la main vers ses disciples, il dit : « Voici ma mère et mes frères. Mt 12, 49 : Hag oc’h astenn e zorn war-zu e ziskibien e lavaras : « Setu va mamm ha va breudeur.
Car celui qui fait la volonté de mon Père qui est aux cieux, celui-là est pour moi un frère, une sœur, une mère. » Mt 12, 50 : Rak nep piv bennak a ra bolontez va Zad a zo en Neñvoù, hennezh eo va breur, va c’hoar ha va mamm ».
💡 Titouroù ouzhpenn
🎙️ Diwar-benn an enrolladenn
An enrolladenn-mañ a zo bet graet gant Kentin hag embannet d'an/ar 15/11/2025 war Bibl.bzh.
