Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant nevez » An aviel hervez Sant Mazhev » Pennad 2

An aviel hervez Sant Mazhev - Pennad 2

Levr : An aviel hervez Sant Mazhev
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28

Pennad 2

🎙 Selaou ar Bibl aodio a-bezh

Jésus était né à Bethléem en Judée, au temps du roi Hérode le Grand. Or, voici que des mages venus d’Orient arrivèrent à Jérusalem Mt 2, 1 : Pa voe bet ganet Jezuz e Betlehem Youda, en amzer ar roue Herodez, setu ma teuas da Jeruzalem, Majed eus ar Sav-heol,

et demandèrent : « Où est le roi des Juifs qui vient de naître ? Nous avons vu son étoile à l’orient et nous sommes venus nous prosterner devant lui. » Mt 2, 2 : ha lavarout a raent : « E pelec’h emañ roue ar Yuzevien a zo nevez-c’hanet ? Rak gwelet hon eus e steredenn e tu ar Sav-heol, ha deuet omp da stouiñ dirazañ ».

En apprenant cela, le roi Hérode fut bouleversé, et tout Jérusalem avec lui. Mt 2, 3 : O klevout kement-se e voe trubuilhet ar roue Herodez ha gantañ Jeruzalem a-bezh.

Il réunit tous les grands prêtres et les scribes du peuple, pour leur demander où devait naître le Christ. Mt 2, 4 : Bodañ a reas an holl veleien vras ha Skribed ar bobl, hag e c’houlennas outo e pelec’h e tlee ar Mesiaz bezañ ganet.

Ils lui répondirent : « À Bethléem en Judée, car voici ce qui est écrit par le prophète : Mt 2, 5 : Ar re-mañ a respontas dezhañ : « E Betlehem Youda, rak evel-hen eo bet skrivet gant ar profed :

Et toi, Bethléem, terre de Juda, tu n’es certes pas le dernier parmi les chefs-lieux de Juda, car de toi sortira un chef, qui sera le berger de mon peuple Israël. » Mt 2, 6 : Ha te, Betlehem, douar Youda, n’out ket an disterañ e-touez kêrioù bras Youda, rak ac’hanout e teuio ur penn-rener hag a vo pastor va fobl, Israel ».

Alors Hérode convoqua les mages en secret pour leur faire préciser à quelle date l’étoile était apparue ; Mt 2, 7 : Herodez neuze, o vezañ galvet ar Vajed e kuzh, a c’houlennas outo pe-da-vare resis e oa en em ziskouezet dezho ar steredenn.

puis il les envoya à Bethléem, en leur disant : « Allez vous renseigner avec précision sur l’enfant. Et quand vous l’aurez trouvé, venez me l’annoncer pour que j’aille, moi aussi, me prosterner devant lui. » Mt 2, 8 : Hag e kasas anezho da Vetlehem, en ur lavarout : « It, enklaskit pizh diwar-benn ar bugel, ha pa ho po kavet anezhañ, kemennit din en-dro, evit ma-z in me ivez da stouiñ dirazañ ».

Après avoir entendu le roi, ils partirent. Et voici que l’étoile qu’ils avaient vue à l’orient les précédait, jusqu’à ce qu’elle vienne s’arrêter au-dessus de l’endroit où se trouvait l’enfant. Mt 2, 9 : Goude bezañ klevet komzoù ar roue, ez ejont en hent. Ha setu ar steredenn o devoa gwelet e tu ar Sav-heol, a gerzhe dirazo betek ma teuas da chom a-sav, a-us d’al lec’h m’edo ar bugel.

Quand ils virent l’étoile, ils se réjouirent d’une très grande joie. Mt 2, 10 : O welout ar steredenn e voent karget holl a levenez vras.

Ils entrèrent dans la maison, ils virent l’enfant avec Marie sa mère ; et, tombant à ses pieds, ils se prosternèrent devant lui. Ils ouvrirent leurs coffrets, et lui offrirent leurs présents : de l’or, de l’encens et de la myrrhe. Mt 2, 11 : Aet e-barzh an ti e kavjont ar bugel gant Mari e vamm, hag o kouezhañ d’an daoulin e stoujont dirazañ ; hag o vezañ digoret o c’hasedigoù e kinnigjont dezhañ da brof, aour, ezañs ha mir.

Mais, avertis en songe de ne pas retourner chez Hérode, ils regagnèrent leur pays par un autre chemin. Mt 2, 12 : Met o vezañ ma oa bet kemennet dezho dre o c’housk, chom hep distreiñ da gaout Herodez, e tistrojont d’o bro dre un hent disheñvel.

Après leur départ, voici que l’ange du Seigneur apparaît en songe à Joseph et lui dit : « Lève-toi ; prends l’enfant et sa mère, et fuis en Égypte. Reste là-bas jusqu’à ce que je t’avertisse, car Hérode va rechercher l’enfant pour le faire périr. » Mt 2, 13 : Goude dezho mont kuit, setu un Ael eus an Aotrou en em ziskouezas da Jozef dre e gousk, hag a lavaras dezhañ : « Sav, kemer ar bugel hag e vamm, tec’h d’an Egipt, ha chom eno betek ma lavarin dit ; rak Herodez a ya da glask ar bugel evit e lazhañ ».

Joseph se leva ; dans la nuit, il prit l’enfant et sa mère, et se retira en Égypte, Mt 2, 14 : Eñ neuze a savas, a gemeras ar bugel hag e vamm e-kreiz an noz, hag en em dennas d’an Egipt.

où il resta jusqu’à la mort d’Hérode, pour que soit accomplie la parole du Seigneur prononcée par le prophète : D’Égypte, j’ai appelé mon fils. Mt 2, 15 : Chom a reas eno betek marv Herodez, evit ma teufe da wir pezh en devoa lavaret an Aotrou dre gomzoù ar profed : « Eus an Egipt em eus galvet va mab ».

Alors Hérode, voyant que les mages s’étaient moqués de lui, entra dans une violente fureur. Il envoya tuer tous les enfants jusqu’à l’âge de deux ans à Bethléem et dans toute la région, d’après la date qu’il s’était fait préciser par les mages. Mt 2, 16 : Herodez neuze o welout e oa bet touellet gant ar Vajed, a yeas en ur gounnar vras hag a gasas tud da lazhañ e Betlehem ha tro-war- dro, an holl vugale adalek daou vloaz ha yaouankoc’h, hervez ar mare a oa bet resisaet dezhañ gant ar Vajed.

Alors fut accomplie la parole prononcée par le prophète Jérémie : Mt 2, 17 : Neuze e teuas da wir komzoù ar profed Jeremias :

Un cri s’élève dans Rama, pleurs et longue plainte : c’est Rachel qui pleure ses enfants et ne veut pas être consolée, car ils ne sont plus. Mt 2, 18 : « Ur vouezh a zo bet klevet e Rama, gouelvan hag hirvoud bras, Rahel o leñvañ d’he bugale ; ha n’eo ket bet fellet ganti bezañ frealzet, pa n’eus mui anezho ».

Après la mort d’Hérode, voici que l’ange du Seigneur apparaît en songe à Joseph en Égypte Mt 2, 19 : Goude marv Herodez, setu an Ael eus an Aotrou en em ziskouezas dre e gousk da Jozef en Egipt,

et lui dit : « Lève-toi ; prends l’enfant et sa mère, et pars pour le pays d’Israël, car ils sont morts, ceux qui en voulaient à la vie de l’enfant. » Mt 2, 20 : da lavarout dezhañ : « Sav, kemer ar bugel hag e vamm, ha kae da vro Israel ; rak marv eo ar re a glaske ar bugel evit e lazhañ ».

Joseph se leva, prit l’enfant et sa mère, et il entra dans le pays d’Israël. Mt 2, 21 : Eñ avat a savas, a gemeras ar bugel hag e vamm hag a zeuas en-dro da vro Israel.

Mais, apprenant qu’Arkélaüs régnait sur la Judée à la place de son père Hérode, il eut peur de s’y rendre. Averti en songe, il se retira dans la région de Galilée Mt 2, 22 : Met o klevout e rene Arkelaus war Judea e-lec’h e dad Herodez, en devoe aon da vont di ; aliet dre e gousk en em dennas e Galilea,

et vint habiter dans une ville appelée Nazareth, pour que soit accomplie la parole dite par les prophètes : Il sera appelé Nazaréen. Mt 2, 23 : hag e teuas da chom en ur gêr anvet Nazared, evit ma teufe da wir ar pezh a oa bet lavaret gant ar brofeded : « Nazaread a vo graet anezhañ ».



💡 Titouroù ouzhpenn


🎙️ Diwar-benn an enrolladenn

An enrolladenn-mañ a zo bet graet gant Kentin hag embannet d'an/ar 04/11/2025 war Bibl.bzh.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn