Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant nevez » An aviel hervez Sant Mazhev » Pennad 28

An aviel hervez Sant Mazhev - Pennad 28

Levr : An aviel hervez Sant Mazhev
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28
Titouroù ouzhpenn : 💡 Troer 

Pennad 28



Après le sabbat, à l’heure où commençait à poindre le premier jour de la semaine, Marie Madeleine et l’autre Marie vinrent pour regarder le sépulcre. Mt 28, 1 : An deiz war-lerc’h ar Sabad, pa darzhe gouloù-deiz evit deiz kentañ ar sizhun, e teuas Mari-Madalen hag ar Vari all da welout ar bez.

Et voilà qu’il y eut un grand tremblement de terre ; l’ange du Seigneur descendit du ciel, vint rouler la pierre et s’assit dessus. Mt 28, 2 : Ha setu ma voe ur c’hren-douar bras : rak Ael an Aotrou a ziskennas eus an Neñv, hag a zeuas da ruilhan ar maen kuit, ha da azezañ warnañ.

Il avait l’aspect de l’éclair, et son vêtement était blanc comme neige. Mt 28, 3 : Heñvel ouzh ul luc’hedenn e oa e zremm, hag e zilhad a oa gwenn evel an erc’h.

Les gardes, dans la crainte qu’ils éprouvèrent, se mirent à trembler et devinrent comme morts. Mt 28, 4 : Gant an aon dirazañ e krene ar warded hag e teujont da vezañ evel tud varv.

L’ange prit la parole et dit aux femmes : « Vous, soyez sans crainte ! Je sais que vous cherchez Jésus le Crucifié. Mt 28, 5 : An Ael avat o komz ouzh ar merc’hed a lavaras : « C’hwi, n’ho pet ket aon, rak gouzout a ran e klaskit Jezuz, an hini bet staget ouzh ar groaz.

Il n’est pas ici, car il est ressuscité, comme il l’avait dit. Venez voir l’endroit où il reposait. Mt 28, 6 : N’emañ ken amañ. Dihunet eo a-douez ar re varv, evel m’en devoa lavaret. Deuit ha gwelit al lec’h ma oa gourvezet ennañ.

Puis, vite, allez dire à ses disciples : “Il est ressuscité d’entre les morts, et voici qu’il vous précède en Galilée ; là, vous le verrez.” Voilà ce que j’avais à vous dire. » Mt 28, 7 : It buan da lavarout d’e ziskibien ez eo dihunet a-douez ar re varv ha setu ma-z a en ho raok da C’halilea. Eno e welot anezhañ. Setu ar pezh am boa da gemenn deoc’h ».

Vite, elles quittèrent le tombeau, remplies à la fois de crainte et d’une grande joie, et elles coururent porter la nouvelle à ses disciples. Mt 28, 8 : Hag o vezañ aet buan er-maez eus ar bez gant aon ha levenez vras, e redjont da gemenn ar c’heloù d’e ziskibien.

Et voici que Jésus vint à leur rencontre et leur dit : « Je vous salue. » Elles s’approchèrent, lui saisirent les pieds et se prosternèrent devant lui. Mt 28, 9 : Ha setu ma teuas Jezuz a-benn-hent dezho ha ma lavaras : « Salud ! » Hag int-i o tostaat a bokas d’e dreid hag a stouas dirazañ.

Alors Jésus leur dit : « Soyez sans crainte, allez annoncer à mes frères qu’ils doivent se rendre en Galilée : c’est là qu’ils me verront. » Mt 28, 10 : Neuze e lavaras Jezuz dezho : « N’ho pet ket aon ! It da gemenn d’am breudeur mont da C’halilea : eno eo am gwelint ».

Tandis qu’elles étaient en chemin, quelques-uns des gardes allèrent en ville annoncer aux grands prêtres tout ce qui s’était passé. Mt 28, 11 : Evel ma oant gant o hent e teuas e Kêr darn eus ar warded da gemenn d’an Arc’hbeleien kement a oa c’hoarvezet.

Ceux-ci, après s’être réunis avec les anciens et avoir tenu conseil, donnèrent aux soldats une forte somme Mt 28, 12 : Ar re-mañ, en em vodet ha graet kuzul gant an Henaourien, a roas arc’hant bras d’ar soudarded,

en disant : « Voici ce que vous direz : “Ses disciples sont venus voler le corps, la nuit pendant que nous dormions.” Mt 28, 13 : en ur ziskleriañ dezho : « Lavarit ez eo deuet e ziskibien e-pad an noz, hag o deus e laeret tra ma oac’h kousket.

Et si tout cela vient aux oreilles du gouverneur, nous lui expliquerons la chose, et nous vous éviterons tout ennui. » Mt 28, 14 : Ha ma teu ar Gouarnour d’her gouzout, e c’hounezimp anezhañ hag e lakaimp ac’hanoc’h didamall ».

Les soldats prirent l’argent et suivirent les instructions. Et cette explication s’est propagée chez les Juifs jusqu’à aujourd’hui. Mt 28, 15 : Int eta, o vezañ kemeret an arc’hant, a reas evel ma oant bet kelennet. Hag ar vrud-se a red c’hoazh e-touez ar Yuzevien betek vremañ.

Les onze disciples s’en allèrent en Galilée, à la montagne où Jésus leur avait ordonné de se rendre. Mt 28, 16 : An unnek diskibl a yeas neuze da C’halilea war ar menez en devoa Jezuz merket dezho.

Quand ils le virent, ils se prosternèrent, mais certains eurent des doutes. Mt 28, 17 : Hag ouzh e welout e stoujont dirazañ, int hag a oa bet amgredik.

Jésus s’approcha d’eux et leur adressa ces paroles : « Tout pouvoir m’a été donné au ciel et sur la terre. Mt 28, 18 : Jezuz o tostaat a lavaras dezho : « Pep galloud a zo bet roet din en Neñv ha war an douar.

Allez ! De toutes les nations faites des disciples : baptisez-les au nom du Père, et du Fils, et du Saint-Esprit, Mt 28, 19 : It eta da gelenn an holl vroadoù ; o badezit en anv an Tad hag ar Mab hag ar Spered Santel ;

apprenez-leur à observer tout ce que je vous ai commandé. Et moi, je suis avec vous tous les jours jusqu’à la fin du monde. » Mt 28, 20 : deskit dezho mirout an holl gement am eus gourc’hemennet deoc’h. Ha setu m’emaon ganeoc’h bemdez betek fin ar bed ».



🎧 Podkastoù diwar-benn ar pennad-mañ

🎙 Selaou an abadenn war RCF

Ar radio RCF Penn ar Bed a ginnig un abadenn bemdeziek e brezhoneg, diwar-benn Aviel an deiz. Lennet e vez Aviel an deiz, ha displeget e vez war-lerc'h gant ur beleg, evit mont donoc'h e-barzh komz an Aotrou Doue. Adkavit podkastoù ar bloavezhioù tremenet liammet gant pennad al levr-mañ.


📅 D'ar Meurzh 28 a viz Gouere 2026
Pedenn an deiz gant Dominique Thépaut
📅 D'ar Yaou 14 a viz Mae 2026
Ar Yaou Bask

📅 D'al Lun 6 a viz Ebrel 2026

📅 D'ar Sadorn 4 a viz Ebrel 2026
Sadorn Santel

📅 D'al Lun 28 a viz Gouere 2025
Maze 28, 16-20 - Gant Dominique Thépaut eo displeget an Aviel.
📅 D'al Lun 21 a viz Ebrel 2025
Maze 28, 8-15 - Gant Dominique Thépaut eo displeget an Aviel.
📅 D'ar Sul 26 a viz Mae 2024
Maze 28, 16-20 - Gant Dominique Thépaut eo lennet ha displeget an Aviel.
📅 D'al Lun 1 a viz Ebrel 2024
Maze 28, 8-15 - Gant Dominique Thépaut eo lennet ha displeget an Aviel.
📅 D'al Lun 1 a viz Ebrel 2024
Maze 28, 8-15 - Gant Dominique Thépaut eo lennet ha displeget an Aviel.
📅 D'ar Yaou 18 a viz Mae 2023
Maze 28, 16-20 - Gant Marin eo lennet an Aviel.
📅 D'al Lun 10 a viz Ebrel 2023
Maze 28, 8-15 - Gant Anne Bod
📅 D'al Lun 18 a viz Ebrel 2022
Maze 28, 8-15 - Gant Simone eo lennet an Aviel er mintin-mañ.
📅 D'ar Merc'her 28 a viz Gouere 2021
Mz 28, 13-20 - E-unan emañ Dominique Thépaut er mintin-mañ.
📅 D'ar Meurzh 28 a viz Gouere 2020
Mz 28, 16-20 - An Aviel lennet gant Denise.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn



💡 Titouroù ouzhpenn

🤝 Pajenn an holl gevelerion

🌐 Diwar-benn an droidigezh

Troidigezh An aviel hervez Sant Mazhev kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour An Tad Medar, misioner diwezhañ o prezeg e brezhoneg e Breizh-Izel. Adwelet eo bet e labour gant Maodez Glanndour, hag adwelet c'hoazh war-lerc'h gant Job Lec’hvien. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.

Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn