Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant nevez » An aviel hervez Sant Mazhev » Pennad 11

An aviel hervez Sant Mazhev - Pennad 11

Levr : An aviel hervez Sant Mazhev
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28

Pennad 11

🎙 Selaou ar Bibl aodio a-bezh

Lorsque Jésus eut terminé les instructions qu’il donnait à ses douze disciples, il partit de là pour enseigner et proclamer la Parole dans les villes du pays. Mt 11, 1 : Hag echu gantañ reiñ e gentelioù d’e zaouzek diskibl ez eas Jezuz ac’hano evit mont da gelenn ha da brezeg en o c’hêrioù.

Jean le Baptiste entendit parler, dans sa prison, des œuvres réalisées par le Christ. Il lui envoya ses disciples et, par eux, Mt 11, 2 : Yann avat en e brizon o vezañ klevet petra 'oa oberoù ar C’hrist, a gasas hiniennoù eus e ziskibien da c’houlenn outañ :

lui demanda : « Es-tu celui qui doit venir, ou devons-nous en attendre un autre ? » Mt 11, 3 : « Ha te eo an hini a zle dont, pe un all hon eus da c’hortoz ? »

Jésus leur répondit : « Allez annoncer à Jean ce que vous entendez et voyez : Mt 11, 4 : Jezuz a respontas dezho evel-hen : « It da gemenn en-dro da Yann ar pezh a glevit hag a welit :

Les aveugles retrouvent la vue, et les boiteux marchent, les lépreux sont purifiés, et les sourds entendent, les morts ressuscitent, et les pauvres reçoivent la Bonne Nouvelle. Mt 11, 5 : An dud dall a wel, ar re gamm a gerzh, ar re lovr a zo glanaet, ar re vouzar a glev, ar re varv a adsav da vev ; ar re baour a vez kemennet dezho ar c’heloù mat.

Heureux celui pour qui je ne suis pas une occasion de chute ! » Mt 11, 6 : Hag eürus an neb na vin ket evitañ penn-kaoz da gouezhañ ».

Tandis que les envoyés de Jean s’en allaient, Jésus se mit à dire aux foules à propos de Jean : « Qu’êtes-vous allés regarder au désert ? un roseau agité par le vent ? Mt 11, 7 : Evel m’edo ar re-mañ o vont kuit, en em lakaas Jezuz da lavarout d’ar bobl diwar-benn Yann : « Petra oc’h aet da welout er gouelec’h ? Ur gorzenn hejet gant an avel ?

Alors, qu’êtes-vous donc allés voir ? un homme habillé de façon raffinée ? Mais ceux qui portent de tels vêtements vivent dans les palais des rois. Mt 11, 8 : N’eo ket ? Neuze petra ez oc’h aet da welout ? Un den gwisket gant dilhad fin ? Ar re avat a zoug dilhad fin a chom e palezioù ar rouaned.

Alors, qu’êtes-vous allés voir ? un prophète ? Oui, je vous le dis, et bien plus qu’un prophète. Mt 11, 9 : Met petra ’ta oc’h aet d’ober ? Da welout ur profed ? Ya, me 'lavar deoc’h, ha muioc’h eget ur profed.

C’est de lui qu’il est écrit : Voici que j’envoie mon messager en avant de toi, pour préparer le chemin devant toi. Mt 11, 10 : Hennezh eo an hini a zo bet skrivet diwar e benn : Setu ma kasan va c’hannad en da raok, evit ma kempenno an hent dirazout.

Amen, je vous le dis : Parmi ceux qui sont nés d’une femme, personne ne s’est levé de plus grand que Jean le Baptiste ; et cependant le plus petit dans le royaume des Cieux est plus grand que lui. Mt 11, 11 : E gwirionez me 'lavar deoc’h, e-touez bugale ar gwragez, n’eus bet savet hini ebet brasoc’h eget Yann Vadezour. Ha koulskoude ar bihanañ e Rouantelezh an Neñvoù a zo brasoc’h egetañ.

Depuis les jours de Jean le Baptiste jusqu’à présent, le royaume des Cieux subit la violence, et des violents cherchent à s’en emparer. Mt 11, 12 : Abaoe devezhioù Yann Vadezour betek vremañ ez eer dre nerzh e Rouantelezh an Neñvoù, hag ar re daer eo ar re a skrap anezhi.

Tous les Prophètes, ainsi que la Loi, ont prophétisé jusqu’à Jean. Mt 11, 13 : Rak an holl brofeded hag al Lezenn o deus diouganet an da-zont betek Yann.

Et, si vous voulez bien comprendre, c’est lui, le prophète Élie qui doit venir. Mt 11, 14 : Ha ma fell deoc’h kompren, eñ eo an Elias hag a zle dont.

Celui qui a des oreilles, qu’il entende ! Mt 11, 15 : An neb en deus divskouarn, ra glevo !

À qui vais-je comparer cette génération ? Elle ressemble à des gamins assis sur les places, qui en interpellent d’autres en disant : Mt 11, 16 : Ouzh piv keñveriañ ar rummad-tud-mañ : heñvel int ouzh paotredigoù azezet war ar blasenn hag a hop an eil re d’ar re all :

“Nous vous avons joué de la flûte, et vous n’avez pas dansé. Nous avons chanté des lamentations, et vous ne vous êtes pas frappé la poitrine.” Mt 11, 17 : C’hoariet hon eus deoc’h gant ar fleüt ha n’hoc’h eus ket dañset ; kanet hon eus deoc’h gwerzioù-kañv ha n’hoc’h eus ket skoet war boull ho kalon.

Jean Baptiste est venu, en effet ; il ne mange pas, il ne boit pas, et l’on dit : “C’est un possédé !” Mt 11, 18 : Rak deuet eo Yann hep debriñ, hep evañ, hag an dud o deus lavaret : Un droukspered a zo ennañ !

Le Fils de l’homme est venu ; il mange et il boit, et l’on dit : “Voilà un glouton et un ivrogne, un ami des publicains et des pécheurs.” Mais la sagesse de Dieu a été reconnue juste à travers ce qu’elle fait. » Mt 11, 19 : Deuet eo Mab an Den o tebriñ, oc’h evañ, hag e lavaront : Setu ul lontek, un ever gwin, ur mignon d’ar Bublikaned ha d’ar bec’herien. Met anavezet eo bet ar Furnez diwar hec’h oberoù ».

Alors Jésus se mit à faire des reproches aux villes où avaient eu lieu la plupart de ses miracles, parce qu’elles ne s’étaient pas converties : Mt 11, 20 : Neuze e teraouas d’ober tamalloù d’ar c’hêrioù en devoa graet enno an darn vuiañ eus e vurzhudoù, dre n’o devoa ket graet pinijenn.

« Malheureuse es-tu, Corazine ! Malheureuse es-tu, Bethsaïde ! Car, si les miracles qui ont eu lieu chez vous avaient eu lieu à Tyr et à Sidon, ces villes, autrefois, se seraient converties sous le sac et la cendre. Mt 11, 21 : « Mallozh dit, Korazein ! Mallozh dit Betsaida ! Rak mar vije bet graet e Tir hag e Sidon ar burzhudoù bet sevenet ennoc’h, pell ’zo o dije ar c’hêrioù-se graet pinijenn gant ar sae-reun hag al ludu.

Aussi, je vous le déclare : au jour du Jugement, Tyr et Sidon seront traitées moins sévèrement que vous. Mt 11, 22 : Ya, me 'lavar deoc’h, e-keñver Tir ha Sidon ne vo ket graet da zeiz ar Varn ken garv hag en ho keñver.

Et toi, Capharnaüm, seras-tu donc élevée jusqu’au ciel ? Non, tu descendras jusqu’au séjour des morts ! Car, si les miracles qui ont eu lieu chez toi avaient eu lieu à Sodome, cette ville serait encore là aujourd’hui. Mt 11, 23 : Ha te, Kafarnaoum, daoust ha sevel a ri betek an Neñv ? Diskaret e vi betek bro ar marv. Rak mar vije bet graet e Sodom ar burzhudoù a zo bet sevenet ennout, e vije c’hoazh en he sav hiziv.

Aussi, je vous le déclare : au jour du Jugement, le pays de Sodome sera traité moins sévèrement que toi. » Mt 11, 24 : Ya, me 'lavar deoc’h, e-keñver Sodom ne vo ket graet da zeiz ar Varn ken garv hag ez-keñver-te ».

En ce temps-là, Jésus prit la parole et dit : « Père, Seigneur du ciel et de la terre, je proclame ta louange : ce que tu as caché aux sages et aux savants, tu l’as révélé aux tout-petits. Mt 11, 25 : En amzer-se en em lakaas Jezuz da gomz hag e lavaras : « Bennozh a lavaran dit, o Tad, Aotrou an Neñv hag an douar, dre m’ec’h eus kuzhet an traoù-se ouzh ar re fur ha desket, ha m’ec’h eus o diskuliet d’ar vugaligoù.

Oui, Père, tu l’as voulu ainsi dans ta bienveillance. Mt 11, 26 : Ya, Tad, rak evel-se eo bet plijet dit.

Tout m’a été remis par mon Père ; personne ne connaît le Fils, sinon le Père, et personne ne connaît le Père, sinon le Fils, et celui à qui le Fils veut le révéler. Mt 11, 27 : Pep tra a zo bet roet din gant va Zad, ha den ebet ne anavez ar Mab nemet an Tad, ha den ebet ne anavez an Tad nemet ar Mab hag an neb e plij d’ar Mab hen diskuliañ dezhañ ».

« Venez à moi, vous tous qui peinez sous le poids du fardeau, et moi, je vous procurerai le repos. Mt 11, 28 : « Deuit davedon, c’hwi holl a zo skuizh hag a bleg dindan ar samm, ha me ho tivec’hio.

Prenez sur vous mon joug, devenez mes disciples, car je suis doux et humble de cœur, et vous trouverez le repos pour votre âme. Mt 11, 29 : Kemerit warnoc’h va yev, ha deskit diganin ez on dous hag izel a galon, ha diskuizh a gavot evit hoc’h eneoù.

Oui, mon joug est facile à porter, et mon fardeau, léger. » Mt 11, 30 : Rak aes eo va yev, ha skañv eo va samm ».



💡 Titouroù ouzhpenn


🎙️ Diwar-benn an enrolladenn

An enrolladenn-mañ a zo bet graet gant Kentin hag embannet d'an/ar 19/11/2025 war Bibl.bzh.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn