Skip to content
Degemer » Aozerien ar Bibl e brezhoneg » Maoris ar C’hollo

Maoris ar C’hollo

An abad Maoris Ar C'hollo, aozer ar Bibl e brezhoneg.
An abad Maoris Ar C’hollo (luc’hskeudenn gant EAT).

An abad Maoris ar C’hollo (eskopti Kemper 1921-2003), pe Maurice Colleau hervez e anv e galleg, a oa ur beleg katolik breizhat eus Plouarzel. Ganet e oa e 1921 ha marvet da 82 vloaz d’an 3 a viz Mezheven 2003 e Brest.

Kemeret en deus perzh e raktres troidigezh ar Bibl e brezhoneg evit prientadur Oberoù an Ebestel hag ar profed Jeremiaz, adwelet gant Maodez Glanndour diwar ar Bibl gresianek.

Brezhoneger a-vihanik e oa Maoris ar C’hollo, ha diwezhañ person Lambêr. Bez e oa ar person nemetañ e Penn-ar-Bed o lidañ e brezhoneg en e barrez, met ranket en deus mont war e leve buan e ti-retred ar veleion e Keraodren, e Brest.

Diwar-neuze e kemeras perzh a-zevri e buhez Oaled Sant Erwan Brest (ur greizenn hollvrezhonek stag-mat ouzh ar feiz katolik), er gelaouenn vrezhonek Imbourc’h hag e bodadegoù miziek “Kristenion Breizh” a voe ur broud evitañ da skrivañ. Savet en devoa meur a don evit kanañ ar Salmoù en ur zoujañ d’an taol-mouezh en hor yezh.

Golo al levr "Bibl ar Vugale", troet gant Maoris Ar C'hollo.

Troet en deus evit an Iliz en Dienez « Bibl ar vugale », ul levrig bet savet gant “Skoazell d’an Iliz en Dienez“, bet embannet e 5 600 skouerenn e 1985, hag a vez gwerzhet hag implijet c’hoazh hiziv an deiz.

An abad Maoris Ar C'hollo, aozer ar Bibl e brezhoneg.