Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr ar profed Izaias » Pennad 1

Levr ar profed Izaias - Pennad 1

Levr : Levr ar profed Izaias
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 | 50 | 51 | 52 | 53 | 54 | 55 | 56 | 57 | 58 | 59 | 60 | 61 | 62 | 63 | 64 | 65 | 66

Pennad 1



VISION D’ISAÏE, fils d’Amots, – ce qu’il a vu au sujet de Juda et de Jérusalem, au temps d’Ozias, de Yotam, d’Acaz et d’Ézékias, rois de Juda. Is 1, 1 : Gweledigezh Izaias, mab Amos, pezh a welas diwar-benn Youda ha Jeruzalem, e deizioù Ozias, Joatam, Ac’haz hag Ezekias, rouaned Youda.

Cieux, écoutez ; terre, prête l’oreille, car le Seigneur a parlé. J’ai fait grandir des enfants, je les ai élevés, mais ils se sont révoltés contre moi. Is 1, 2 : Selaouit, o Neñvoù, ha klev, o douar, rak an Aotrou eo an hini a gomz : «Maget em eus bugale ha desavet anezho, int avat a zo bet disfeal din.

Le bœuf connaît son propriétaire, et l’âne, la crèche de son maître. Israël ne le connaît pas, mon peuple ne comprend pas. Is 1, 3 : An ejen a anavez e berc’henn, hag an azen kraou e vestr : Met Israel n’en deus anaoudegezh ebet. Va fobl n’he deus skiant ebet".

Malheur à vous, nation pécheresse, peuple chargé de fautes, engeance de malfaiteurs, fils pervertis ! Ils abandonnent le Seigneur, ils méprisent le Saint d’Israël, ils lui tournent le dos. Is 1, 4 : A ! Broad pec’herez, pobl karget a dorfedoù, gouenn fallakr, bugale dinatur ! Dilezet o deus an Aotrou, dismegañset Doue santel Israel : Aet int war gil dioutañ.

Où donc faut-il vous frapper encore, vous qui multipliez les reniements ? Toute la tête est malade, tout le cœur est atteint ; Is 1, 5 : Pelec’h c’hoazh skeiñ ganeoc’h, ma talc’hit en ho tirollerezh ? Klañv eo ar penn a-bezh, dinerzhet ar galon ;

de la plante des pieds à la tête, plus rien n’est intact : partout blessures, contusions, plaies ouvertes, qui ne sont ni pansées, ni bandées, ni soignées avec de l’huile. Is 1, 6 : eus seul e dreid betek lein e benn n’eus netra yac’h ennañ : Gloazioù, bloñsadennoù, goulioù digor, ha n’int ket bet louzaouet na bandennet na distanet gant eoul.

Votre pays n’est que désolation, vos villes sont consumées par le feu ; votre terre, des étrangers la dévorent sous vos yeux, c’est une désolation, comme un désastre venu des étrangers. Is 1, 7 : Drastet eo ho pro, pulluc’het ho kêrioù ; Ho touar-c’hwi, emañ dindan ho taoulagad an estrenien ouzh hen debriñ, ha dismantret ez eo evel ma oar ober estrañjourien.

Ce qui reste de la fille de Sion est comme une hutte dans une vigne, comme un abri dans un potager, comme une ville assiégée. Is 1, 8 : Setu manet merc’h Sion hec’h unan-penn, evel ur foukenn en ur winieg, evel ul lochenn en ur park kokombrez, evel un tour-brezel goude ar seziz.

Si le Seigneur de l’univers ne nous avait laissé un petit reste, nous serions comme Sodome, nous ressemblerions à Gomorrhe. Is 1, 9 : Mar n’en divije ket Aotrou an Armeoù lezet ganeomp ur restad e vijemp heñvel ouzh Sodom, re bar da C’homora !

Écoutez la parole du Seigneur, vous qui êtes pareils aux chefs de Sodome ! Prêtez l’oreille à l’enseignement de notre Dieu, vous, peuple de Gomorrhe ! Is 1, 10 : Selaouit Komz an Aotrou, pennoù bras Sodom ! Digorit ho skouarn da gentel hon Doue, pobl Gomora !

Que m’importe le nombre de vos sacrifices ? – dit le Seigneur. Les holocaustes de béliers, la graisse des veaux, j’en suis rassasié. Le sang des taureaux, des agneaux et des boucs, je n’y prends pas plaisir. Is 1, 11 : Da betra e servij din niver bras hoc’h aberzhioù ? Eme an Aotrou. Setu-me dic’hoantet gant al loskaberzhioù meot ha gant druzoni al leueoù ; n’em eus plijadur ebet gant gwad an tirvi. An deñved, ar bouc’hed !

Quand vous venez vous présenter devant ma face, qui vous demande de fouler mes parvis ? Is 1, 12 : Pa zeuit d’en em zerc’hel dirazon, piv a c’houlenn ouzhoc’h pilpazañ va leurioù ?

Cessez d’apporter de vaines offrandes ; j’ai horreur de votre encens. Les nouvelles lunes, les sabbats, les assemblées, je n’en peux plus de ces crimes et de ces fêtes. Is 1, 13 : Paouezit a zegas din profadoù didalvoud : Heugiñ a ran gant hoc’h ezañs. Evit ho loarioù-nevez, ho sabadoù, ho podadegoù, n’hellan ket gouzañv war un dro torfed hag emvod santel.

Vos nouvelles lunes et vos solennités, moi, je les déteste : elles me sont un fardeau, je suis fatigué de le porter. Is 1, 14 : Ho loarioù-nevez hag ho kouelioù, o c’hasaat a ran, ur bec’h ez int evidon, erru on skuizh ganto.

Quand vous étendez les mains, je détourne les yeux. Vous avez beau multiplier les prières, je n’écoute pas : vos mains sont pleines de sang. Is 1, 15 : Pa astennit ho taouarn davedon e vouchan ouzhoc’h va daoulagad, ha goude ma talc’hit gant ho pedennoù, ne selaouan ket, rak leun a wad eo ho taouarn.

Lavez-vous, purifiez-vous, ôtez de ma vue vos actions mauvaises, cessez de faire le mal. Is 1, 16 : En em walc’hit hag en em naetait, lamit ar fallentez diouzh hoc’h oberoù ; dirak va zaoulagad, paouezit d’ober an droug, deskit ober ar mad.

Apprenez à faire le bien : recherchez le droit, mettez au pas l’oppresseur, rendez justice à l’orphelin, défendez la cause de la veuve. Is 1, 17 : Pleustrit ar reizhder, skoazellit an den gwasket, roit e wir d’an emzivad, difennit kaoz an intañvez ;

Venez, et discutons – dit le Seigneur. Si vos péchés sont comme l’écarlate, ils deviendront aussi blancs que neige. S’ils sont rouges comme le vermillon, ils deviendront comme de la laine. Is 1, 18 : Ha neuze deuit da vreutaat ganin, eme an Aotrou, na pa ve ho pec’hedoù evel skarleg evel erc’h e teuint gwenn ; mard int ruz-mouk, evel gloan e teuint.

Si vous consentez à m’obéir, les bonnes choses du pays, vous les mangerez ; Is 1, 19 : Ma fell deoc’h sentiñ ouzhin a galon vat e vevot diwar madoù ho pro ;

mais si vous refusez, si vous vous obstinez, c’est l’épée qui vous mangera. – Oui, la bouche du Seigneur a parlé. Is 1, 20 : Hogen mar ne fell ket deoc’h, mar disentit, e vezot lonket gant ar c’hleze. Rak genou an Aotrou en deus komzet.

Comment ! Elle s’est prostituée, la cité fidèle ! Le droit y régnait, la justice l’habitait, et maintenant, ce sont les meurtriers. Is 1, 21 : Penaos eo deut da vezañ ur c’hagn, ar Gêr feal, m’edo ar reizhder o ren enni ? Enni edo ar justis o chom, ha bremañ ... muntrerien !

Ton argent n’est plus que scories, ton meilleur vin est mêlé d’eau. Is 1, 22 : E koc’hien eo troet da arc’hant. gant dour eo bet kemmesket da win :

Tes princes sont des rebelles, complices de voleurs, tous avides de cadeaux, courant les pots-de-vin ; ils ne rendent pas justice à l’orphelin, la cause de la veuve ne les touche pas. Is 1, 23 : Tud diroll eo da briñsed, kenseurted al laeron ! Holl e klaskont resev profoù hag e redont war-lerc’h ar roadoù ; ne rentont ket e wir d’an emzivad hag e lezont kaoz an intañvez da gouezhañ.

Voilà pourquoi – oracle du Maître et Seigneur de l’univers, Force d’Israël – : Malheur ! Je prendrai ma revanche sur mes adversaires, je me vengerai de mes ennemis. Is 1, 24 : Setu perak e lavar an Aotrou, Doue galloudek Israel, Aotrou an Armeoù : «Ac’ha ! Tennañ a rin dic’haou eus va enebourien ha dial eus va diarbennerien !

Je ramènerai ma main sur toi ; comme le fait la potasse, j’ôterai tes scories, j’enlèverai tous tes déchets. Is 1, 25 : Astenn a rin va dorn warnout, da naetaat a rin gant dour kali. Teuziñ a rin da goc’hien er gleuzeur, lemel a rin diouzhit ar plom.

Je rendrai tes juges tels que jadis, tes conseillers comme autrefois. Alors on t’appellera « Ville de justice », « Cité fidèle ». Is 1, 26 : Adlakaat a rin da varnerien heñvel ouzh ar re a wechall, ha da guzulierien evel en amzer gent, ma vi anvet diwar neuze Kêr ar Reizhder, Ar Geoded Feal.

Par le droit, Sion sera délivrée ; ils le seront par la justice, ceux des siens qui se convertiront. Is 1, 27 : Ar reizhder eo an hini a vo daspren Sion ; ar fealded, daspren ar re a zistroy a galon :

Mais rebelles et pécheurs, ensemble, seront brisés ! Ceux qui abandonnent le Seigneur périront. Is 1, 28 : Hogen ar re zisuj, ar bec’herien, a vo bruzunet holl a-unan, ar re a zilez an Aotrou a yelo da get.

Oui, vous aurez honte des térébinthes, ces bosquets sacrés que vous chérissez, vous rougirez des jardins que vous préférez, Is 1, 29 : Ya, mezh ho po gant ar gwez-tourmantin a rae ho plijadur ; ruziañ a reot gant al liorzhoù a oa deoc’h un dudi.

car vous serez comme un térébinthe au feuillage flétri, comme un jardin sans eau. Is 1, 30 : Rak c’hwi a vo evel un dourmantinenn gweñvet he delioù, evel ul liorzh vrav goude diouer a zour.

Le colosse deviendra comme de l’étoupe, et son ouvrage, une étincelle : les deux flamberont ensemble, et personne pour éteindre. Is 1, 31 : An den otus 'vo un tamm-stoub, e oberoù ar fulenn-dan : Deviñ a raint o daou war un dro, ha ne vo den evit lazhañ ar flamm.