Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr ar profed Izaias » Pennad 44

Levr ar profed Izaias - Pennad 44

Levr : Levr ar profed Izaias
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 | 50 | 51 | 52 | 53 | 54 | 55 | 56 | 57 | 58 | 59 | 60 | 61 | 62 | 63 | 64 | 65 | 66

Pennad 44



Et maintenant, écoute-moi, Jacob mon serviteur, Israël que j’ai choisi. Is 44, 1 : Ha bremañ, selaou ’ta, o Jakob, va servijer, te Israel, hag am eus dilennet !

Ainsi parle le Seigneur qui t’a fait, qui t’a façonné dès le sein maternel et reste ton appui : Sois sans crainte, Jacob mon serviteur, Israël que j’ai choisi. Is 44, 2 : Evel-hen e komz an Aotrou en deus da gempennet, en deus da stummet adalek korf da vamm, ha sikouret arabat dit kaout aon, Jakob, va servijer, te, Yeshouroun, va dilennad41.

Je répandrai l’eau sur ce qui est assoiffé, des ruisseaux sur la terre desséchée. Je répandrai mon esprit sur ta postérité, ma bénédiction sur tes descendants. Is 44, 3 : Rak skuilhañ a rin dourioù war an douar sec’hedet ha gwazhioù-dour war ar vro krazet : Skuilhañ a rin va spered war da lignez ha va bennozh war da ziskennidi.

Ils grandiront comme en un pré verdoyant, comme les peupliers au bord des eaux courantes. Is 44, 4 : Kreskiñ a raint evel glasvez war ribl an dour, evel haleg a-hed ar gwazhioù-red.

« Moi, je suis au Seigneur », dira celui-ci, et celui-là se réclamera du nom de Jacob. Un autre encore écrira sur sa main : « Je suis au Seigneur ! » et il prendra le nom d’Israël. Is 44, 5 : Hemañ a lavaro : Me a zo d’an Aotrou, hag hennezh a gemero warnañ e-unan anv Jakob. Un all a skrivo war e zorn : d’an Aotrou ez on-me ! Hag a resevo da lesanv anv Israel.

Ainsi parle le Seigneur, le roi d’Israël, son rédempteur, le Seigneur de l’univers : Je suis le premier et je suis le dernier, hors moi, pas de Dieu. Is 44, 6 : Evel-hen e komz an Aotrou, Roue Israel, Aotrou an Armeoù, e salver : Me eo ar c’hentañ hag an diwezhañ, ha me hepken : N’eus Doue ebet nemedon.

Qui est comme moi ? Qu’il prenne la parole, qu’il annonce et m’expose ce qu’il en est ! Qui, d’avance, a fait entendre les choses à venir ? Que l’on nous prédise ce qui doit arriver ! Is 44, 7 : Piv ’zo hañval ouzhin ? Ra savo ha ra gomzo, ra ’n em ziskouezo evit hen prouiñ din ! Piv en deus kemennet a holl viskoazh an darvoudoù da zont ! Ra zisklerint deomp petra ' dle c’hoarvezout !

Ne tremblez pas, ne craignez pas ! Depuis longtemps, ne te l’ai-je pas fait entendre, ne te l’ai-je pas annoncé ? Vous êtes mes témoins ! Y a-t-il un Dieu en dehors de moi ? Il n’est pas d’autre Rocher ; je n’en connais pas. Is 44, 8 : N’ho pet ket aon eta, n’it ket da spontañ ! Hag-eñ n’em eus ket hen degemennet, Hen diskuliet deoc’h a bell ’zo ? C’hwi avat a zo va zestoù : Hag-eñ ez eus un Doue estregedon ? N’eus ket, Roc’h all ebet, n’anavezan hini ebet.

Ceux qui façonnent des idoles ne sont tous que néant : leurs œuvres préférées ne servent à rien ; ce sont des témoins aveugles et sans intelligence ; aussi seront-ils couverts de honte. Is 44, 9 : Oberourien an idoloù ned int holl nemet netra ; o labourioù muiañ-karet ne servijont da vann ebet. O zestoù ne welont netra, ne gomprenont netra ; setu perak o devo mezhegezh.

Quelqu’un va-t-il façonner un dieu ou fondre une idole qui ne sert à rien ? Is 44, 10 : Piv bennak a skult un doue pe a deuz un idolenn, a labour en aner.

Voici tous ses adeptes couverts de honte : les artisans ne sont que des humains ! Qu’ils se rassemblent tous, qu’ils comparaissent : ensemble ils trembleront, ils seront couverts de honte. Is 44, 11 : Setu ma vo mezhekaet holl fideled ar skeudenn-se, rak hec’h oberourien o devo da ruziañ. Ra ’n em vodint a-unan evit en em ziskouez dirazon ; krenañ a raint, spontet ha mezhekaet holl a-gevret.

Le forgeron fabrique un ciseau sur les braises et le façonne à coups de marteau. Il le fabrique à la force du bras. Puis il a faim, le voilà sans force ; il ne boit pas d’eau, il est épuisé. Is 44, 12 : Ar govelier a laka an houarn war ar glaou-bev, e stummañ a ra gant ar morzhol hag e labour anezhañ a-nerzh e vrec’h, kement m’en deus naon ha ma koll eus e nerzh ; ne ev ket a zour, ha neuze setu-eñ divi !

Le menuisier prend des mesures, il esquisse une idole à la craie, il la travaille à la gouge, il l’esquisse au compas, il la travaille en prenant pour modèle un homme, la beauté d’un être humain, afin qu’elle habite une maison. Is 44, 13 : Ar skulter war goad a vuzul ar prenn gant e gordennig ; gant e greion e tres warnañ stumm ar skeudenn ; hen labourat a ra gant ar gizell, hen muzuliañ gant e gelc’hier ; reiñ a ra dezhañ doare un den, ur gobari kaer a zen, ma c’hello bezañ lojet en un templ.

Il a débité des cèdres, il a pris du rouvre et du chêne, qu’il a laissé croître parmi les arbres de la forêt ; il a planté un pin que la pluie fait grandir. Is 44, 14 : Aet eo da droc’hañ koad-sedrez, pe kemeret en deus glasten pe derv. O dibabet en devoa e-touez gwez ar goadeg, pe plantet en devoa ur sedrezenn, d’ar glav d’he lakaat da greskiñ.

Pour l’homme, c’est du bois à brûler : il le prend pour se chauffer, il le brûle aussi pour cuire son pain ; il en fabrique aussi un dieu, et il se prosterne ; il en fait une idole et s’incline devant elle. Is 44, 15 : Evit an dud n’eo mat kement-se nemet d’ober tan ; kemer a reer diouto evit en em dommañ ; skeiñ tan a reer enno evit poazhañ bara. Eñ avat a ra gantañ un doue ma taoulino dirazañ ; ober a ra dioutañ un idolenn na stouo dirazi.

Il en brûle la moitié au feu : avec cette moitié il fait rôtir la viande, la mange et se rassasie. Il se chauffe aussi et dit : « Ah ! Je me chauffe et je vois la flamme ! » Is 44, 16 : Deviñ a ra en tan an hanter eus ar prenn-se ; war ar regez e rost e gig, ha debriñ a ra ar rost da gaout e walc’h. En em dommañ a ra outañ en ur lavarout : "Ac’ha ! Tommañ a ra. Ar flamm a santan !"

Avec le reste il fait un dieu, son idole, il s’incline et se prosterne devant elle, il l’implore, il dit : « Délivre-moi, car tu es mon dieu ! » Is 44, 17 : Ha gant ar peurrest e ra un doue, e idolenn, mac’h azeul anezhi, ma ped anezhi, ha ma lavar dezhi : "Va salv, rak va doue out-te !"

Ils ne savent pas et ne discernent pas. Leurs yeux sont empêchés de voir, et leurs cœurs, de réfléchir. Is 44, 18 : N’ouzont mann ebet, n’intentont mann ebet, rak mouchet eo o daoulagad ma chomont hep gwelout ; goloet eo o c’halon ma chomont hep kompren.

Nul ne rentre en soi-même, nul n’a de savoir ni de discernement pour se dire : « J’en ai brûlé la moitié au feu, j’ai aussi fait cuire du pain sur les braises, j’ai rôti de la viande, je l’ai mangée. Et, du bois qui reste, je ferais une abomination ? Je m’inclinerais devant un morceau de bois ! » Is 44, 19 : Hini ebet o ’n em soñjal, o kaout skiant ha poell a-walc’h evit lavarout : "Devet em eus an hanter anezhañ en tan, poazhet em eus va bara war ar regez, rostet em eus gantañ ar c’hig am eus debret, ha gant ar peurrest e rafen un euzhusted ? Stouiñ a rafen dirak un tamm koad ?"

Celui qui se repaît de cendre, son cœur abusé l’égare. Il ne se délivrera pas lui-même, et ne dira pas : « N’est-ce pas un leurre que j’ai en main ? » Is 44, 20 : Hennezh, en em vagañ a ra gant ludu ; e galon douellet a laka anezhañ da ziankañ ; ne c’hello ket salviñ e vuhez na ne lavaro ket : "Marteze eo un dra-gaou am eus em dorn !"

Souviens-toi de ceci, Jacob : toi, Israël, tu es mon serviteur. Je t’ai façonné, tu es pour moi un serviteur, Israël, je ne t’oublierai pas ! Is 44, 21 : Az pez soñj eus an traoù-se, o Jakob, O Israel, rak va servijer ez out : Da furmet em eus, va servijer ez out, O Israel, ne vi ket ankounac’haet ganin.

J’efface tes révoltes comme des nuages, tes péchés comme des nuées. Reviens à moi, car je t’ai racheté. Is 44, 22 : Diverket em eus da zrougoberoù 'vel ur goabrenn, ha da bec’hedoù evel un nivlenn : Distro davedon, rak da zasprenet em eus-me !

Cieux, criez de joie pour l’action du Seigneur. Acclamez, profondeurs de la terre ! Montagnes, éclatez en cris de joie, vous, forêts, et tous vos arbres ! Car le Seigneur a racheté Jacob, en Israël il manifeste sa splendeur. Is 44, 23 : Youc’hit, o Neñvoù, rak an Aotrou en deus hen graet, laoskit kriadennoù, o donderioù an douar ! Tregernit a levenez, o menezioù, c’hwi koadeier gant an holl wez a zo ennoc’h ! Rak an Aotrou en deus dasprenet Jakob ha diskouezet e glod en Israel...

Ainsi parle le Seigneur, ton rédempteur, celui qui t’a façonné dès le sein maternel : C’est moi, le Seigneur, qui fais toute chose. Seul, j’ai déployé les cieux, j’ai affermi la terre : qui était avec moi ? Is 44, 24 : Evel-hen e komz an Aotrou, da zasprener, an hini en deus da furmet adalek korf da vamm : Me eo an Aotrou, en deus graet kement a zo, en deus astennet an Neñvoù e-unan-penn, stabilaet an douar, piv ’ta oa ganin ?

J’annule les signes des augures, je fais divaguer les devins, je fais reculer les sages et délirer leur savoir. Is 44, 25 : Me eo a laka da c’hwitañ sinoù an hudourien, Me eo a ra d’an divinourien diskiantañ, a laka ar furien da vont war-gil, a gemm o skiant e follentez.

J’accomplis la parole de mon serviteur, je réalise le projet de mes messagers quand je dis de Jérusalem : « Elle sera habitée ! » et des villes de Juda : « Elles seront rebâties ! J’en relèverai les ruines ! », Is 44, 26 : Hogen me eo a gas da wir komz va servijerien hag a oar seveniñ diougan va c’hannaded. Me eo a lavar da Jeruzalem : Bez annezet ! Ha da gêrioù Youda : Bezit adsavet ! O rivinoù, o adsevel a rin !

et quand je dis à l’abîme : « Dessèche-toi ! Je vais tarir tes fleuves » ; Is 44, 27 : Me a lavar d’ar mor bras : Kae da hesk ! Me hag a zisec’h ar stêrioù.

de même, quand je dis à Cyrus : « Mon berger », il accomplira tout mon désir ; il dira de Jérusalem : « Elle sera rebâtie ! » et au Temple : « Tu seras rétabli ! » Is 44, 28 : Me eo a lavar da Girus : Va mesaer, te a gaso da benn va mennadoù, dre lavarout da Jeruzalem : Bez adsavet ! Ha d’an Templ : Bez diazezet en-dro !