Levr ar profed Izaias - Pennad 25
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 | 50 | 51 | 52 | 53 | 54 | 55 | 56 | 57 | 58 | 59 | 60 | 61 | 62 | 63 | 64 | 65 | 66
Pennad 25
Seigneur, tu es mon Dieu, je t’exalte, je rends grâce à ton nom, car tu as accompli projets et merveilles, sûrs et stables depuis longtemps. Is 25, 1 : Aotrou, va Doue ez oc’h-c’hwi, ho kanmeuliñ a rin, lidañ a rin hoc’h anv, rak sevenet hoc’h eus mennadoù burzhudus bet divizet a bell ’zo divrall ha dalc’hus.
Tu as changé la ville en tas de pierres, la cité fortifiée, en champ de ruines ; la citadelle des étrangers n’est plus une ville, jamais elle ne sera rebâtie : Is 25, 2 : Rak graet hoc’h eus ur bern mein gant ar geoded, hag ur rivin gant ar gêr-greñv. Kreñvlec’h ar Varbared n’eo mui ur gêr, ne vo ket ken adsavet.
voilà pourquoi un peuple fort reconnaît ta gloire, les cités des nations tyranniques te craignent. Is 25, 3 : Setu perak ho kanmeulo ur bobl c’halloudus, keoded ar broadoù nerzhus a ziskouez doujañs deoc’h.
Tu es devenu forteresse pour le faible, forteresse pour le malheureux en sa détresse, un abri contre l’orage, une ombre contre la chaleur : le souffle des tyrans n’est que pluie d’orage sur un mur. Is 25, 4 : Rak bet oc’h-c’hwi ur repu evit an den gwan, ur c’hreñvlec’h evit an ezhommeg en e enkrez, ur gwasked ouzh an arnev, un disheol ouzh an tommder : Rak c’hwezh-avel an diranted a zo evel ur barrad-glav er goañv.
Comme une chaleur étouffante sur la terre desséchée, tu étouffes le vacarme des étrangers ; comme faiblit la chaleur à l’ombre d’un nuage, ainsi faiblit le chant de victoire des tyrans. Is 25, 5 : Met evel ma tistanit ar gor war an douar krin e tiskarit brasoni ar Varbared, hag evel an tommder gant skeud ur goumoulenn e vo mouget en o genou kan-trec’h an Diranted.
Le Seigneur de l’univers préparera pour tous les peuples, sur sa montagne, un festin de viandes grasses et de vins capiteux, un festin de viandes succulentes et de vins décantés. Is 25, 6 : Ha setu mac’h aozo Aotrou an Armeoù, evit an holl bobloù war ar menez-mañ, ur banvez kig druz, ur banvez gwin kozh, kig druz ha saourus ha gwin kozh sklaeraet-mat.
Sur cette montagne, il fera disparaître le voile de deuil qui enveloppe tous les peuples et le linceul qui couvre toutes les nations. Is 25, 7 : Ha diframmañ a ray war ar menez-mañ ar ouel a oa ledet war an holl bobloù hag ar pallenn-kañv astennet war an holl vroadoù.
Il fera disparaître la mort pour toujours. Le Seigneur Dieu essuiera les larmes sur tous les visages, et par toute la terre il effacera l’humiliation de son peuple. Le Seigneur a parlé. Is 25, 8 : Distrujañ a raio an Ankoù da viken ; ha Doue, an Aotrou, a sec’ho an daeroù diwar dremmoù an holl. Tennañ a ray kuit dismegañs e bobl a-ziwar an douar a-bezh, rak an Aotrou en deus komzet.
Et ce jour-là, on dira : « Voici notre Dieu, en lui nous espérions, et il nous a sauvés ; c’est lui le Seigneur, en lui nous espérions ; exultons, réjouissons-nous : il nous a sauvés ! » Is 25, 9 : En deiz-se e vo lavaret : Setu hon Doue, an hini a fiziemp ennañ da vezañ salvet ; hennezh eo an Aotrou a esperemp ennañ : Laouenaomp, tridomp a joa rak hon salvet en deus.
Car la main du Seigneur reposera sur cette montagne. Mais Moab sera piétiné sur place, comme la paille est piétinée dans le fumier. Is 25, 10 : Rak dorn an Aotrou a repozo war ar menez-mañ. Ha Moab a vo gwasket war al lec’h evel ma vez pilet ar plouz en ur poullad dour-teil
Là, il étendra les mains, comme un nageur les étend pour nager ; malgré ses mouvements habiles, Dieu rabattra son arrogance. Is 25, 11 : ha Moab astenno e zaouarn e-kreiz ar fank evel ma ra un neuier da neuiñ ; met an Aotrou a lakay e rogoni da izel daoust da strivadennoù e zivrec’h.
Moab, les bastions inaccessibles de tes murailles, il les renverse, il les abat, les jette à terre, dans la poussière. Is 25, 12 : Da vogerioù-difenn lorc’hus hag uhel-bras, o diskar a ray, o dispenn a ray, o zeurel a raio d’an traoñ er boultrenn.
