Levr ar profed Izaias - Pennad 29
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 | 50 | 51 | 52 | 53 | 54 | 55 | 56 | 57 | 58 | 59 | 60 | 61 | 62 | 63 | 64 | 65 | 66
Pennad 29
Malheur ! Ariel, Ariel, cité où campa David ! Ajoutez une année à l’année, que s’accomplisse le cycle des fêtes, Is 29, 1 : Gwa Ariel, Ariel, ar gêr ma kampas David enni ! Lakait c’hoazh bloaz war vloaz, d’ar gouelioù d’ober o zroiad !
et j’opprimerai Ariel : il ne sera que plaintes et complaintes, il ne sera pour moi qu’un ariel, un brasier d’autel. Is 29, 2 : Neuze e stardin war Ariel hag e vo gouelvan ha klemmvan. Hag hi a vo evidon evel un Ariel.
Contre toi, tout autour, je dresserai le camp, j’érigerai contre toi des remblais, j’élèverai contre toi des fortifications. Is 29, 3 : Kampañ a rin en-dro dit, a-enep dit, da c’hronnañ a rin a savennoù. Ha sevel a rin a-enep dit kleuzioù-seziz.
Tu seras si abaissée que ta parole semblera venir de terre, de la poussière elle montera assourdie, comme celle d’un revenant ta voix viendra de la terre, et de la poussière ta parole ne sera que chuchotement. Is 29, 4 : Diskaret d’an douar e savi neuze da vouezh ha da gomz a sourro eus a-greiz ar poultr ; da vouezh a savo eus an douar evel hini un tasmant, ha da gomz eus ar boultrenn evel un hiboud.
Mais la foule de tes ennemis n’est que poudre fine, la foule des tyrans n’est que paille au vent. Tout à coup, en un instant, Is 29, 5 : Rak engroez da enebourien a vo evel poultr tano, hag evel pailhur o nijal en avel, bandennadoù ar vrezelourien. Met en un taol, a-greiz-holl e c’hoarvezo
le Seigneur de l’univers interviendra dans le tonnerre, avec tremblement et fracas, dans l’ouragan et la tempête, dans la flamme d’un feu dévorant. Is 29, 6 : ma teuio Aotrou an Armeoù d’az kweladenniñ gant kurunoù, krenioù-douar ha tourni vras, korventenn, arnev ha flamm un tan dêvus.
Comme disparaît un songe, une vision de nuit, telle est la foule de toutes les nations mobilisées contre Ariel, tous ceux qui l’assiègent dans sa forteresse, et qui l’oppriment. Is 29, 7 : Neuze eus an holl bobloù niverus o vrezeliñ a-enep Ariel, eus ar re holl a oa o stourm outi hag ouzh he c’hreñvlec’h, eus ar re a oa ouzh hec’h enkañ, e vo evel eus un huñvre, ur weledigezh en noz.
Comme un affamé rêve qu’il mange et s’éveille le ventre creux, comme un assoiffé rêve qu’il boit et s’éveille épuisé, le gosier sec, ainsi en sera-t-il de la foule de toutes les nations mobilisées contre le mont Sion. Is 29, 8 : Evel un den marnaoniet oc’h huñvreal emañ o tebriñ hag a zihun goude-se, goullo bepred e stomok, evel un den sec’hedet oc’h huñvreal emañ oc’h evañ hag a zihun goude-se, skuizh ha sec’h e gorzailhenn, evel-se e vo kont gant engroez an holl vroadoù a vo bet o vrezeliñ a-enep Menez Sion.
Soyez stupéfiés, stupéfaits, aveuglés, et aveugles ; enivrés sans vin, titubants sans avoir bu. Is 29, 9 : Bezit sebezet gant ar souezh ! Serrit ho taoulagad ha chomit hep gwelout ! Bezit mezv hep ma ve diwar win, o trabidellañ hep ma ve diwar evajoù kreñv.
Car le Seigneur a répandu sur vous un esprit de torpeur ; il a fermé les yeux, que sont vos prophètes ; il a voilé les têtes, que sont vos voyants. Is 29, 10 : Rak an Aotrou en deus skuilhet warnoc’h ur spered a zargud, klozet en deus ho taoulagad ha taolet ur ouel war ho penn.
Toute vision est devenue pour vous comme les mots d’un livre scellé. On le donne à qui sait lire, en lui disant : « Lis donc ceci » ; mais il répond : « Je ne peux pas : le livre est scellé ! » Is 29, 11 : Ha deuet eo evidoc’h an holl weledigezhioù da vezañ evel komzoù ul levr siellet, ul levr a rojed d’unan bennak o c’houzout lenn en ur lavarout dezhañ : Lenn kement-mañ ! Hag a respontfe : N’hellan ket, peogwir eo siellet !
On le donne alors à qui ne sait pas lire, en lui disant : « Lis donc ceci » ; mais il répond : « Je ne sais pas lire. » Is 29, 12 : Ha mar befe roet al levr d’unan bennak na oar ket lenn en ur lavarout dezhañ : Lenn kement-mañ ! E respontfe avat : N’ouzon ket tenn !...
Le Seigneur dit : Parce que ce peuple s’approche de moi en me glorifiant de la bouche et des lèvres, alors que son cœur est loin de moi, parce que la crainte qu’ils ont de moi n’est que précepte enseigné par les hommes, Is 29, 13 : Lavaret en deus an Aotrou : Peogwir e tosta ar bobl-mañ ouzhin evit va enoriñ gant he genou hag he diweuz hepken tra ma chom he c’halon pell diouzhin, peogwir ned eo he doujañs em c’heñver nemet gourc’hemennoù a-berzh an dud,
eh bien ! j’émerveillerai encore ce peuple par des merveilles de merveilles, et la sagesse de leurs sages se perdra et l’intelligence des intelligents disparaîtra. Is 29, 14 : ac’hanta, hag-eñ e kendalc’hin d’ober marzhennoù, burzhudoù souezhus e-mesk ar bobl-mañ ? Furnez he zud fur a yelo da get, ha skiant he zud poellek a deñvalaio.
Malheur ! Dans un profond secret, loin du Seigneur ils cachent leur projet, et leur ouvrage est fait dans l’obscurité ; ils se disent : « Qui nous voit ? Qui nous reconnaît ? » Is 29, 15 : Gwa d’ar re en em guzul e don o c’halon gant ar soñj da guzhat o mennad ouzh an Aotrou, d’ar re a gas da benn o labour en amc’houloù hag a lavar : Piv hor gwel ? Piv hon anavez ?
C’est le monde à l’envers ! L’argile se prend-elle pour le potier ? L’ouvrage va-t-il dire de son fabricant : « Il ne m’a pas fabriqué », et le pot va-t-il dire du potier : « Il n’y connaît rien » ? Is 29, 16 : Pebezh diboellegezh ! Ar poder, hag-eñ e tremener anezhañ da vezañ pri ? Evel pa lavarfe an oberenn diwar-benn an oberour n’en deus ket graet ac’hanon ! Evel pa lavarfe ar pod diwar-benn ar poder : Ur paotr sod ez eo !
Ne le savez-vous pas ? Encore un peu, très peu de temps, et le Liban se changera en verger, et le verger sera pareil à une forêt. Is 29, 17 : C’hoazh un nebeudig amzer hag e vo troet al Liban en ul liorzh ha sellet e vo evel ur jardin veur.
Les sourds, en ce jour-là, entendront les paroles du livre. Quant aux aveugles, sortant de l’obscurité et des ténèbres, leurs yeux verront. Is 29, 18 : En deiz-se e klevo ar vouzared komzoù al levr ; ha disammet diouzh an amc’houloù hag an deñvalijenn daoulagad an dalled a welo,
Les humbles se réjouiront de plus en plus dans le Seigneur, les malheureux exulteront en Dieu, le Saint d’Israël. Is 29, 19 : an dud izel o devo en Aotrou joa war joa, hag ar beorien a laouenaio e Doue santel Israel
Car ce sera la fin des tyrans, l’extermination des moqueurs, et seront supprimés tous ceux qui s’empressent à mal faire, Is 29, 20 : rak rasket e vo bet ar mac’homer ha distrujet ar goapaer, ha troc’het kuit e vo bet an holl dud a spi ouzh ar re all gant soñjoù a zrougiezh :
ceux qui font condamner quelqu’un par leur témoignage, qui faussent les débats du tribunal et sans raison font débouter l’innocent. Is 29, 21 : Ar re a gondaon un den evit ur ger hepken, a stign pechoù d’ar barner o rentañ justis ouzh dor-kêr, a dorr gant o gevier gwir an den reizh.
C’est pourquoi le Seigneur, lui qui a libéré Abraham, parle ainsi à la maison de Jacob : « Désormais Jacob n’aura plus de honte, son visage ne pâlira plus ; Is 29, 22 : Rak-se e lavar an Aotrou kement-mañ da di Jakob, Eñ hag en deus dasprenet Abraham : Ne vo mui-ken mezhekaet Jakob, ne vo mui-ken drouklivet e zremm ;
car, quand il verra chez lui ses enfants, l’œuvre de mes mains, il sanctifiera mon nom, il sanctifiera le Dieu Saint de Jacob, il tremblera devant le Dieu d’Israël. Is 29, 23 : rak pa welo eñ hag e vibien labour va daouarn en o zouez e embannint santelezh va anv. Ya ! Embann a raint santelezh Doue santel Jakob hag e toujint Doue Israel :
Les esprits égarés découvriront l’intelligence, et les récalcitrants accepteront qu’on les instruise. » Is 29, 24 : Ar re a oa dianket o spered a zesko ar furnez, hag ar c’hrozmolerien a resevo kelennadurezh.
