Levr ar profed Izaias - Pennad 32
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 | 50 | 51 | 52 | 53 | 54 | 55 | 56 | 57 | 58 | 59 | 60 | 61 | 62 | 63 | 64 | 65 | 66
Pennad 32
Voici un roi qui règne avec justice, des princes qui gouvernent selon le droit : Is 32, 1 : Setu ma vo ur roue o ren hervez ar reizhded ha ma vo ar briñsed o c’houarn gant Justis.
chacun sera comme un abri contre le vent, un refuge contre l’orage, comme un ruisseau sur une terre desséchée, l’ombre d’un grand rocher dans un pays torride. Is 32, 2 : Ha pep hini anezho a vo evel ur goudor ouzh an avel, evel ur c’hledour ouzh an arnev, evel un dourredenn en un douar disapr, evel skeud ur garreg vras en ur vro sec’h-kras.
Les yeux qui regardent ne seront plus aveuglés, les oreilles qui écoutent seront attentives ; Is 32, 3 : Neuze ne vo ket dall ken daoulagad ar welerien ha divskouarn ar selaouerien a vo war evezh.
le cœur frivole réfléchira pour comprendre et la langue des bègues parlera vite et clairement. Is 32, 4 : Kalonoù ar re skañvbenn a intento ar furnez, ha teodoù ar re satouilh a gomzo buan ha fraezh.
Le fou ne sera plus déclaré noble, l’escroc ne sera pas dit honorable. Is 32, 5 : Ne vo ket graet nobl eus an hini diskiant, ha ne vo ket lavaret eus un hailhon ez eo un den hael.
Qui est fou ne dit que des folies et son cœur fait le mal : il commet l’impiété, il blasphème le Seigneur ; il laisse l’affamé le ventre creux et l’assoiffé sans rien à boire. Is 32, 6 : Rak an den sot a lavar sotonioù hag e galon a ijin fallagriezh evit seveniñ direizhderioù, evit droukkomz diboell a-enep an Aotrou, evit lezel goullo genou an den marnaoniek ha lemel an died digant an hini en deus sec’hed.
Quant à l’escroc, elles sont odieuses, ses escroqueries : il conçoit des mauvais coups pour perdre les humbles par des mensonges, quand le malheureux plaide son bon droit. Is 32, 7 : An den ganas a zo ganas e droioù, ne ra ken nemet itrikañ fallagriezhoù evit koll gant e c’hevier an dud vihan hag an ezhommeg o tisplegañ reizhder e gaoz.
Qui est noble conçoit de nobles projets : il se lève, lui, pour de nobles causes. Is 32, 8 : Met an den hael en deus mennadoù hael, ha sevel a ra evit seveniñ oberoù kalonek.
Femmes insouciantes, debout ! Écoutez ma voix ! Filles présomptueuses, prêtez l’oreille à ma parole : Is 32, 9 : O gwragez dibreder, savit ha selaouit va mouezh ! o merc’hed disoursi, digorit ho skouarn d’am c’homzoù !
Dans un an révolu, vous tremblerez, présomptueuses, car la vendange sera perdue, on ne rentrera pas de récolte. Is 32, 10 : A-benn ur bloavezh hag un deiz bennak e krenot, c’hwi disoursi, rak ar vendem ne zeuio ket da vat ha ne vo ket kutuilhet an eost.
Alarmez-vous, insouciantes ! tremblez, présomptueuses ! Dévêtez-vous, dénudez-vous avec un pagne autour des reins. Is 32, 11 : bezit spouronet, c’hwi diegus, krenit, c’hwi dibreder ! En em ziwiskit, en em zibourc’hit, en em c’hourizit gant ar sac’h.
Frappez-vous la poitrine : faites le deuil sur la campagne riante sur les vignes fertiles, Is 32, 12 : Leñvit en ur skeiñ war hoc’h askre en abeg d’ar maezioù kaer ha d’ar gwiniennoù frouezhus.
sur la terre de mon peuple, où poussent la broussaille et l’épine, et sur les maisons joyeuses de la cité en liesse ! Is 32, 13 : War zouar va fobl e savo an drein hag an drez, war an holl diez a levenez ha war ar gêr lirzhin.
Oui, le palais sera abandonné, la ville bruyante sera désertée. L’Ophel et la Tour de guet deviendront à jamais des repaires, joie des ânes sauvages et pâture des troupeaux, Is 32, 14 : Rak dilezet e vo bet ar palez ha digenvez e vo ar gêr drouzus ; an Ofel hag an Tour a vo mougevioù da viken un dachenn-c’hoari evit an ezen gouez, ur peurvan evit an tropelloù.
jusqu’à ce que soit répandu sur nous l’esprit qui vient d’en haut. Alors le désert deviendra un verger, et le verger sera pareil à une forêt. Is 32, 15 : Ken na vo skuilhet warnomp ur spered eus an nec’h, ma vo troet neuze ar gouelec’h en ur verjez ha ma teuio ar verjez da vezañ ken stank hag ur goadeg.
Le droit habitera le désert, la justice résidera dans le verger. Is 32, 16 : Neuze e vo ar justis o chom er stepenn hag ar reizhder a ray hec’h annez er verjez.
L’œuvre de la justice sera la paix, et la pratique de la justice, le calme et la sécurité pour toujours. Is 32, 17 : Frouezh ar justis a vo ar peoc’h hag efed ar reizhder ar surentez da viken.
Mon peuple habitera un séjour de paix, des demeures protégées, des lieux sûrs de repos. Is 32, 18 : Hag e vo va fobl o chom en un annez a beoc’h, e tiez diogel, e sioulder lec’hioù-diskuizh.
– Mais la forêt s’écroulera sous la grêle et la ville sera entièrement démolie. Is 32, 19 : Hogen diskaret e vo ar goadeg ha gwall-izelaet e vo ar Gêr.
Heureux vous qui sèmerez près de tous les cours d’eau, et laisserez aller le bœuf et l’âne. Is 32, 20 : Gwenvidik avat c’hwi-holl hag a c’hello hadañ dre holl, a-hed ribloù an dourioù. ha lezel dishual treid an ejen hag an azen.
