Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr ar profed Izaias » Pennad 61

Levr ar profed Izaias - Pennad 61

Levr : Levr ar profed Izaias
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 | 50 | 51 | 52 | 53 | 54 | 55 | 56 | 57 | 58 | 59 | 60 | 61 | 62 | 63 | 64 | 65 | 66

Pennad 61



L’esprit du Seigneur Dieu est sur moi parce que le Seigneur m’a consacré par l’onction. Il m’a envoyé annoncer la bonne nouvelle aux humbles, guérir ceux qui ont le cœur brisé, proclamer aux captifs leur délivrance, aux prisonniers leur libération, Is 61, 1 : Spered Doue an Aotrou a zo warnon, rak va sakret en deus an Aotrou gant an eoul ; va c’haset en deus evit kemenn ar c’heloù mat d’an dud izel, evit louzaouiñ ar c’halonoù brevet, Evit embann ar frankiz d’an harluidi, ha d’ar brizonidi o distro d’ar sklerijenn ;

proclamer une année de bienfaits accordée par le Seigneur, et un jour de vengeance pour notre Dieu, consoler tous ceux qui sont en deuil, Is 61, 2 : evit embann ur bloavezh a c’hras a-berzh an Aotrou, hag un deiz a zial evit bon Doue-ni. Evit frealziñ ar re holl a zo e kañv,

ceux qui sont en deuil dans Sion, mettre le diadème sur leur tête au lieu de la cendre, l’huile de joie au lieu du deuil, un habit de fête au lieu d’un esprit abattu. Ils seront appelés « Térébinthes de justice », « Plantation du Seigneur qui manifeste sa splendeur ». Is 61, 3 : ha reiñ dezho ur gurunenn e-lec’h ludu, an eoul a levenez e-lec’h dilhad a gañv, ar veuleudi e-lec’h ar vantridigezh, ma vint anvet tourmantinenned a reizhder, planteriz an Aotrou evit e glod.

Ils rebâtiront les ruines antiques, ils relèveront les demeures dévastées des ancêtres, ils restaureront les villes en ruines, dévastées depuis des générations. Is 61, 4 : Adsevel a raint an dismantroù henamzerel, adaozañ a raint ar rivinoù a wechall-gozh, adkempenn ar c’hêrioù distrujet hag al lec’hioù gwastet abaoe kantvedoù.

Des gens venus d’ailleurs se présenteront pour paître vos troupeaux, des étrangers seront vos laboureurs et vos vignerons. Is 61, 5 : Estrenien a zeuio da vesa deoc’h ho tropelloù, diavaezourien a vo deoc’h labourerien ha gwiniennerien ;

Vous serez appelés « Prêtres du Seigneur » ; on vous dira « Servants de notre Dieu. » Vous vivrez de la ressource des nations et leur gloire sera votre parure. Is 61, 6 : c’hwi avat a vezo anvet : Beleien an Aotrou, hag an dud a raio ac’hanoc’h : Ministred hon Doue. Debriñ a reot eus pinvidigezh ar broadoù, ha mont da vragal gant o fompad.

Au lieu de votre honte : double part ! Au lieu de vos opprobres : cris de joie ! Ils recevront dans leur pays double héritage, ils auront l’allégresse éternelle. Is 61, 7 : Peogwir e oa bet doublet dezho o mezhegezh hag o devoa bet da lod dismegañs ha skopoù, e resevint en o bro pep tra en doubl hag e vo dezho joa peurbadel.

Parce que moi, le Seigneur, j’aime le bon droit, parce que je hais le vol et l’injustice, loyalement, je leur donnerai la récompense, je conclurai avec eux une alliance éternelle. Is 61, 8 : Dre ma karan ar reizhder, me, an Aotrou ! Dre ma kasaan preizhataerezh ha muntrerezh, e roin dezho gant fealded o garedon, hag e skoulmin ganto un emglev peurbadel.

Leurs descendants seront connus parmi les nations, et leur postérité, au milieu des peuples. Qui les verra pourra reconnaître la descendance bénie du Seigneur. Is 61, 9 : O gouenn a vo brudet e-touez ar broadoù, hag o lignez e-kreiz ar pobloù. Kement hini o gwelo a anavezo ez int ur ouenn benniget gant an Aotrou.

Je tressaille de joie dans le Seigneur, mon âme exulte en mon Dieu. Car il m’a vêtue des vêtements du salut, il m’a couverte du manteau de la justice, comme le jeune marié orné du diadème, la jeune mariée que parent ses joyaux. Is 61, 10 : Tridal a joa a ran en Aotrou, ha va ene a gav levenez e Doue. Rak va gwisket en deus gant dilhad ar silvidigezh ha va goloet gant mantell ar reizhder, evel ma kempenn an ozhac’h yaouank e gurunenn war e benn, hag ar plac’h nevez he bragerizoù d’en em ginklañ.

Comme la terre fait éclore son germe, et le jardin, germer ses semences, le Seigneur Dieu fera germer la justice et la louange devant toutes les nations. Is 61, 11 : Rak evel ma laka an douar e had da ziwanañ, evel ma laka al liorzh he greun da eginañ, evel-se Doue an Aotrou a lakay ar Reizhder da gellidañ hag ar veuleudi da barañ dirak an holl bobloù".