Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr ar profed Izaias » Pennad 59

Levr ar profed Izaias - Pennad 59

Levr : Levr ar profed Izaias
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 | 50 | 51 | 52 | 53 | 54 | 55 | 56 | 57 | 58 | 59 | 60 | 61 | 62 | 63 | 64 | 65 | 66

Pennad 59



Non, le bras du Seigneur n’est pas trop court pour sauver, ni son oreille, trop dure pour entendre. Is 59, 1 : Nann ! N’eo ket re verr dorn an Aotrou evit saveteiñ, na re bonner e skouarn evit klevout !

Mais ce sont vos crimes qui font la séparation entre vous et votre Dieu : vos péchés vous cachent son visage et l’empêchent de vous entendre. Is 59, 2 : Met ho trougoberoù eo ar re o deus lakaet disrann etrezoc’h-c’hwi hag ho Toue ! Ho pec’hedoù o deus lakaet ur ouel dirak e zremm evit n’ho klevfe ket mui.

Car vos mains sont souillées par le sang, vos doigts, par le crime ; vos lèvres ont proféré le mensonge, votre langue murmure la perfidie. Is 59, 3 : Rak ho taouarn a zo saotret gant gwad, hag ho pizied gant torfedoù ; ho muzelloù a zistilh gevierezh, hag ho teod a vouskomz fallagriezh,

Nul ne porte plainte à juste titre, nul ne plaide de bonne foi. On s’appuie sur le néant, on dit des paroles creuses, on conçoit la peine, on enfante le méfait. Is 59, 4 : n’eus den o prosezañ gant ur gaoz just, den ebet o vreutaat gant lealded. Fiziout a reer en idoloù, lavarout a reer falsentez, engehentañ a reer an irienn hag e c’haner an droug.

Ce sont des œufs de serpent qu’ils font éclore, et des toiles d’araignée qu’ils tissent. Qui mange de leurs œufs mourra ; que l’on en brise un, une vipère en sort ! Is 59, 5 : Goriñ a reont vioù naered, gwiadiñ a reont gwiad-kevnid ; o vioù, an neb a zebr diouto a vez skoet d’ar marv, pa vezont friket e teu anezho naeredigoù.

De leurs toiles ne sera fait aucun vêtement : rien qui permette de s’en couvrir. Leurs œuvres sont des œuvres malfaisantes, leurs mains ne font que violence. Is 59, 6 : O gwiadoù, n’eo ket ganto e vo graet dilhad, n’eo ket gant pezh a steuont e c’heller en em wiskañ. O labourioù a zo labour a zrougiezh, ha ne vez sevenet nemet drouk-nerzh gant o daouarn.

Ils courent au mal d’un pied rapide, ils ont hâte de verser le sang innocent. Leurs pensées sont des pensées malfaisantes ; sur leurs parcours, ravage et ruine ! Is 59, 7 : Redek a ra o zreid etrezek an torfed, hastañ a reont skuilhañ ar gwad didamall. O mennadoù a zo soñjoù a falloni, dismantr ha distruj a verk o roudoù.

Ils ne connaissent pas le chemin de la paix, sur leur passage ne se trouve pas le droit, ils rendent leurs sentiers tortueux. Qui prend ce chemin ne connaît pas la paix. Is 59, 8 : N’anavezont ket hent ar peoc’h, n’eus eeunder ebet en o gwenodennoù, raventoù gwidilus eo ar re a heuliont, an neb a gerzh enno n’anavez ket ar peoc’h.

Voilà pourquoi le droit reste loin de nous, et pourquoi la justice n’arrive pas jusqu’à nous. Nous attendons la lumière, et voici les ténèbres ; la clarté, et nous marchons dans l’obscurité. Is 59, 9 : Rak-se eo pellaet diouzhomp ar varnedigezh, ha ne zeu ket ar justis betek ennomp. Ar sklerijenn a c’hortozomp ha setu an deñvalijenn, ar sklaerder a c’hedomp hag e kerzhomp en amc’houlou.

Nous tâtonnons comme des aveugles le long d’un mur, nous tâtonnons comme des gens qui ont perdu la vue. En plein midi nous trébuchons comme au crépuscule ; en pleine santé, nous voilà comme des morts. Is 59, 10 : Evel dalled ouzh ur voger e tastornomp, evel tud hep daoulagad e stokomp gant an dorn. Strebotiñ a reomp e-kreiz an deiz evel da serr-noz, emaomp o chom en deñvalded evel an anaon.

Nous grognons tous comme des ours, nous gémissons sans trêve comme des colombes. Nous attendons le droit : il n’y en a pas ; le salut : il reste loin de nous ! Is 59, 11 : Grognal a reomp holl evel arzhed, hag evel koulmed ec’h hirvoudomp dibaouez. Ar varnedigezh a c’hortozomp, ha ne zeu ket, ar silvidigezh, hag e chom pell diouzhomp.

Car nos révoltes se multiplient devant toi, nos péchés ont témoigné contre nous. Oui, notre révolte nous tient, et nos crimes, nous les connaissons : Is 59, 12 : Rak niverus eo dirazout hon drougoberoù, hag emañ hor pec’hedoù o testeniañ en hon enep. Aze 'mañ dirazomp hon disfealderioù, anaout a reomp hor fallagriezhoù :

se révolter, renier le Seigneur, abandonner notre Dieu, prêcher l’oppression, la rébellion, concevoir le mensonge et le ruminer dans son cœur. Is 59, 13 : En em sevel a reer a-enep an Aotrou, hen dinac’hañ, en em zistreiñ diouzh hon Doue ; komz a vac’homerezh hag a zirollerezh, rodellañ er galon komzoù gaouiat ;

Le jugement a été repoussé, la justice se tient à l’écart, car la vérité a trébuché sur la place, et la droiture ne peut y accéder. Is 59, 14 : ar gwir a vez lakaet a gostez, hag ar reizhder an hini a chom pell. Al lealded a strebot war blasenn-gêr, hag ar justis ne gav hent ebet da vont di.

La vérité est portée disparue ; qui se détourne du mal se fait dépouiller. Le Seigneur l’a vu, et c’est mal à ses yeux : il n’y a plus de droit. Is 59, 15 : Aet eo ar wirionez diwar wel, hag an neb a dro kein d’an droug a vez dibourc’het. Hen gwelet en deus an Aotrou ha kounnaret eo bet o vezañ na oa ken a reizhder dirazañ.

Il a vu qu’il n’y avait personne, il s’est désolé que personne n’intervienne. Alors c’est son bras qui l’a sauvé, sa justice elle-même fut son appui. Is 59, 16 : Gwelet en deus ne oa den just ebet, souezhet eo bet dre na oa den o tont da sikour. Neuze eo deuet e vrec’h d’e skoazellañ, hag e justis he deus e harpet.

Il a revêtu la justice comme cuirasse, et mis, sur sa tête, le casque du salut ; il a revêtu les vêtements de la vengeance, il s’est drapé de son ardeur jalouse comme d’un manteau. Is 59, 17 : Gwisket en deus ar reizhder evel un hobregon, lakaet en deus war e benn tokarn ar silvidigezh ; kemeret en deus warnañ toneg an dial, ha stegnet war e dro mantell ar warizi.

Il rendra à chacun selon ses œuvres : fureur pour ses adversaires, représailles pour ses ennemis ; il rendra aux îles lointaines ce qui leur est dû. Is 59, 18 : Evel an oberoù, evel-se ar gopr : Kounnar ouzh e enebourien, drouk-zastaol war e ziarbennerien.

Et l’on craindra depuis l’occident le nom du Seigneur, et depuis l’orient, sa gloire, car il viendra comme un cours d’eau encaissé, que précipite le souffle du Seigneur. Is 59, 19 : Ar c’huzh-heol a zoujo anv an Aotrou, hag ar sav-heol a welo e c’hloar : Rak dont a raio evel ur froud o tiskenn gant kas, bountet war-raok gant c’hwezh an Aotrou.

Alors il viendra en rédempteur pour Sion, pour ceux de Jacob revenus de leur révolte, – oracle du Seigneur. Is 59, 20 : Dont a raio e-giz ur salver evit Sion, evit ar re eus Jakob en em zistroio diouzh o fec’hed, diougan an Aotrou !

Quant à moi, dit le Seigneur, voici mon alliance avec eux : Mon esprit qui repose sur toi et mes paroles que j’ai mises dans ta bouche ne quitteront plus ta bouche, ni celle de tes descendants, ni celle des descendants de tes descendants, – dit le Seigneur – dès maintenant et pour toujours. Is 59, 21 : Evidon-me avat, eme an Aotrou, sed amañ ar gevrediezh a rin ganto : Va spered hag a zo warnout, ha va c’homzoù lakaet ganin ez kenoù, ned aint ket er-maez eus da c’henoù, nag eus genou da lignez, nag eus genou lignez da lignez, eme an Aotrou, adal bremañ da virviken.