Levr ar profed Izaias - Pennad 13
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 | 50 | 51 | 52 | 53 | 54 | 55 | 56 | 57 | 58 | 59 | 60 | 61 | 62 | 63 | 64 | 65 | 66
Pennad 13
Proclamation sur Babylone – ce qu’Isaïe, fils d’Amots, a vu. Is 13, 1 : Diougan diwar-benn Babilon, diskuliet da Izaias, mab Amos :
Sur un mont dénudé, dressez un étendard. Élevez la voix, faites signe de la main, qu’ils entrent par les portes des nobles ; Is 13, 2 : War ur menez moal, gwintit ur banniel, hopit warno d’o gervel, grit sin gant an dorn ma-z aint e-barzh dre zor ar Briñsed.
moi, je commande à qui m’est consacré ; j’ai convoqué les guerriers de ma colère, les passionnés de mon honneur. Is 13, 3 : Urzh am eus roet d’am gouestlidi 'vit labour va c’hounnar ; galvet em eus va zud kadarn, ar re a youc’h gant haelder d’an trec’h.
Voix qui gronde sur les montagnes, comme d’un peuple immense ; voix et vacarme de royaumes, de nations rassemblées : le Seigneur de l’univers inspecte les troupes de combat. Is 13, 4 : Selaouit ! Un trouz a dud war ar menezioù evel trouz ur bobl diniver. Selaouit ! Safar rouantelezhioù ha broadoù kevredet. Aotrou an Armeoù an hini eo oc’h ober ar gweloù war e dud a vrezel.
D’une terre lointaine, des extrémités du ciel, ils viennent, le Seigneur et les instruments de son indignation, pour ravager toute la terre. Is 13, 5 : Eus a bell-vro e teuont eus penn pellañ an dremmwel an Aotrou ha binvioù e gounnar evit gwastañ an douar a-bezh.
Hurlez ! Car le jour du Seigneur est proche : il vient, envoyé par le Puissant, comme une dévastation. Is 13, 6 : Yudit, rak tost emañ deiz an Aotrou, evel ur wastidigezh a-berzh an Hollc’halloudeg ;
C’est pourquoi toute main défaille, le cœur manque à tout mortel. Is 13, 7 : ha neuze e teuio pep dorn da wanaat, ha pep kalon-den da deuziñ en e greiz.
Ils sont épouvantés, spasmes et souffrances les saisissent ; ils se tordent de douleur comme la femme qui accouche ; ils se regardent l’un l’autre avec stupeur, le visage en feu. Is 13, 8 : Krenañ a reont, glizi ha gwentloù a zo krog enno, en em weañ a reont evel ur vaouez o wilioudiñ ; sellout a reont saouzanet an eil ouzh egile, evel tanflammet o dremm.
Voici venir, implacable, le jour du Seigneur, la fureur et l’ardente colère, pour faire de la terre un lieu désolé, pour en supprimer les pécheurs. Is 13, 9 : Rak setu m’emañ deiz an Aotrou o tont, deiz a grizder, a gounnar hag a fulor leun-barr evit ober ur gouelec’h eus an douar ha raskañ dioutañ ar bec’herien.
Les étoiles du ciel et ses constellations ne brilleront plus de leur lumière ; le soleil, dès son lever, s’obscurcira et la lune ne donnera plus sa clarté. Is 13, 10 : Stered an neñv hag o flanedennoù ne roint ken o sklerijenn ; teñvalaet e vo an heol kerkent ha savet hag al loar ne lugerno ken he gouloù.
Je châtierai le monde pour sa méchanceté, et les impies pour leur faute. Je mettrai fin à l’orgueil des insolents et rabattrai l’arrogance des tyrans. Is 13, 11 : Kastizañ a rin ar bed en abeg d’e zrougiezh, hag an dud dizoue evit o fallagriezh ; lakaat a rin da baouez balc’hder al lorc’heien hag e tiskarin rogentez an diranted.
Je rendrai les mortels plus rares que l’or fin, les humains, plus rares que l’or d’Ophir. Is 13, 12 : Lakaat a rin an dud rouesoc’h eget aour fin, dibaotoc’h eget aour Ofir.
C’est pourquoi j’ébranlerai les cieux, et la terre tremblera sur ses bases, dans la fureur du Seigneur de l’univers, le jour de son ardente colère. Is 13, 13 : Ober a rin d’an Neñvoù krenañ ha brañsellet e vo an douar diwar e ziazez, gant taeroni Aotrou an Armeoù e deiz e gounnar hag e vuanegezh.
Alors, comme une gazelle pourchassée, comme un troupeau que nul ne rassemble, chacun se tournera vers son peuple, chacun fuira vers son propre pays. Is 13, 14 : Neuze evel ur c’hazelenn spontet o tec’hout, evel un tropell ha n’eus den d’e zastum, e tistroio pep hini etrezek e bobl hag e tec’ho pep hini d’e vro.
Tous ceux qu’on trouvera seront transpercés, tous ceux qu’on prendra tomberont par l’épée. Is 13, 15 : Ar re a gavor a vo treuz-toullet hag ar re baket a vo diskaret dre ar c’hleze ;
Leurs petits enfants seront écrasés sous leurs yeux, leurs maisons, pillées, et leurs femmes, violées. Is 13, 16 : Dirak o daoulagad e vo flastret o bugaligoù, Gwastet o ziez ha gwallet o gwragez.
Voici que j’excite contre eux les Mèdes, qui n’estiment pas l’argent et n’aiment pas l’or. Is 13, 17 : Setu ma lakan ar Veded da sevel a-enep dezho, int ha ne reont forzh eus an arc’hant ha na glaskont ket an aour.
Mais leurs arcs abattent les jeunes gens ; ils n’ont pas de compassion pour les nouveaux-nés ; aucun regard de pitié pour les enfants. Is 13, 18 : Met o gwaregoù a ziskaro ar re yaouank d’an douar, n’o devo ket truez ouzh frouezh ar c’horf. O lagad a vo didrugar ouzh ar vugaligoù.
Alors Babylone, la perle des royaumes, l’orgueilleuse parure des Chaldéens, subira le bouleversement infligé par Dieu à Sodome et à Gomorrhe. Is 13, 19 : Babilon, kened ar rouantelezhioù brageriz lorc’hek ar Galdeiz, a vo evel Sodom ha Gomora bet eilpennet gant Doue.
Elle sera inhabitée à jamais ; nul, d’âge en âge, n’y demeurera ; l’Arabe n’y dressera plus sa tente, les bergers n’y feront plus reposer leurs troupeaux. Is 13, 20 : Didud e chomo da viken, ne vo mui annezet a remziad da remziad. Ne savo ket an Arab e deltenn enni ken, ne glozo ket ar vesaerien o loened enni ken.
Mais les chats sauvages y auront leur gîte ; les hiboux rempliront les maisons ; les autruches auront là leur demeure et les boucs y danseront. Is 13, 21 : Met enni e ray o ched al loened gouez ; ar c’haouenned a leunio he ziez. Enni e raio ar struskañvaled o chomadur, hag e-barzh e korollo ar Satired.
Les hyènes hurleront dans ses châteaux, et les chacals dans ses palais d’agrément. Son temps est proche et ses jours ne tarderont pas. Is 13, 22 : Ar bleiz-broc’hed a yudo ’n he falezioù goullo, hag ar chas gouez en he ziez a blijadur... Ha tost emañ ar c’houlz ma teuio hec’h amzer, hag he deizioù ne vint ket ampellet.
