Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr ar profed Izaias » Pennad 43

Levr ar profed Izaias - Pennad 43

Levr : Levr ar profed Izaias
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 | 50 | 51 | 52 | 53 | 54 | 55 | 56 | 57 | 58 | 59 | 60 | 61 | 62 | 63 | 64 | 65 | 66

Pennad 43



Mais maintenant, ainsi parle le Seigneur, lui qui t’a créé, Jacob, et t’a façonné, Israël : Ne crains pas, car je t’ai racheté, je t’ai appelé par ton nom, tu es à moi. Is 43, 1 : Bremañ avat eo evel-hen e komz an Aotrou, an hini en deus da grouet, o Jakob, en deus da furmet, o Israel ! N’az pez ket aon, rak da zasprenet em eus, da c’halvet em eus dre da anv, te ’zo din-me.

Quand tu traverseras les eaux, je serai avec toi, les fleuves ne te submergeront pas. Quand tu marcheras au milieu du feu, tu ne te brûleras pas, la flamme ne te consumera pas. Is 43, 2 : Pa dreuzi an doureier e vin ganit, pa dreizhi ar stêrioù ne vi ket beuzet enno ; pa dremeni dre an tan ne vi ket losket, hag ar flamm n’az kuzumo ket.

Car je suis le Seigneur ton Dieu, le Saint d’Israël, ton Sauveur. Pour payer ta rançon, j’ai donné l’Égypte, en échange de toi, l’Éthiopie et Seba. Is 43, 3 : Rak me eo an Aotrou, da Zoue, Doue santel Israel, da Salver. Reiñ a ran an Egipt evit priz da zaspren, Koush ha Seba e kemm evidout-te.

Parce que tu as du prix à mes yeux, que tu as de la valeur et que je t’aime, je donne des humains en échange de toi, des peuples en échange de ta vie. Is 43, 4 : Dre ma-z out prizius dirak va daoulagad, dre ma-z out talvoudus ha dre m’az karan-te, e roan tud en eskemm evidout ha pobloù evit gwerzh-daspren da vuhez.

Ne crains pas, car je suis avec toi. Je ferai revenir ta descendance de l’orient ; de l’occident je te rassemblerai. Is 43, 5 : N’az pez ket aon, rak ganit emaon-me, eus bro ar Sav-heol e tegasin da ouenn en-dro, hag eus ar C’huzh-heol e advodin ac’hanoc’h.

Je dirai au nord : « Donne ! » et au midi : « Ne retiens pas ! Fais revenir mes fils du pays lointain, mes filles des extrémités de la terre, Is 43, 6 : D’an hanter-noz e lavarin : Ro anezho ! Ha d’ar c’hreisteiz : N’o dalc’hez ket ken ! Adegas va mibien eus ar broioù pell-hont, ha va merc’hed eus termenoù an douar,

tous ceux qui se réclament de mon nom, ceux que j’ai créés, façonnés pour ma gloire, ceux que j’ai faits ! » Is 43, 7 : kement hini a zo anvet dre va anv, ar re am eus krouet evit va gloar, ar re am eus furmet, ar re am eus graet.

Faites sortir le peuple aveugle qui a des yeux, les sourds qui ont des oreilles. Is 43, 8 : Laka ar bobl da zont dall en desped d’he daoulagad, ar vouzared da vezañ bouzar en desped d’o diskouarn ?

Toutes les nations sont rassemblées, les peuples sont réunis. Qui, parmi eux, peut annoncer cela et nous rappeler les événements du passé ? Qu’ils produisent leurs témoins pour se justifier ; qu’on les entende et qu’on puisse dire : « C’est vrai ! » Is 43, 9 : Ra ’n em vodo war un dro an holl vroadoù, ra ’n em zastumo a-gevret an holl bobloù. Piv en o zouez en deus diouganet se, piv en deus rakkemennet an darvoudoù a-wechall ? Ra zegasint o zestoù, ra zifennint o c’haoz, ma vint klevet ha ma c’hello an dud lavarout : Gwir eo !

Vous êtes mes témoins – oracle du Seigneur –, vous êtes mon serviteur, celui que j’ai choisi pour que vous sachiez, que vous croyiez en moi et compreniez que moi, Je suis. Avant moi aucun dieu n’a été façonné, et après moi il n’y en aura pas. Is 43, 10 : C’hwi eo va zestoù, eme an Aotrou ! C’hwi va servijerien bet dibabet ganin, ma vin anavezet, ma vo kredet ennon, ma vo komprenet eo Me an hini ‘zo. Em raok n’eus bet furmet Doue all ebet, ha war va lerc’h ne vo hini.

C’est moi, oui, c’est moi qui suis le Seigneur ; en dehors de moi, pas de sauveur. Is 43, 11 : Me eo, ha me hepken, a zo an Aotrou, ha n’eus salver ebet estregedon.

C’est moi qui annonce, qui sauve et qui proclame, et non un dieu étranger parmi vous. Vous êtes mes témoins – oracle du Seigneur –, et moi, je suis Dieu. Is 43, 12 : Rak Me eo an hini en deus degemennet, salvet hag embannet. Ha n’eo ket un Doue estren en ho mesk. Ha c’hwi eo ar re ’zo va zestoù, eme an Aotrou, Me eo a zo Doue,

Oui, depuis toujours, moi, Je suis : personne ne délivre de ma main ; ce que je fais, qui s’y opposera ? Is 43, 13 : an hini ’zo a holl viskoazh. Rak n’eus den a c’hellfe tennañ eus dalc’h va dorn, ha pa fell din ober, piv 'c’hellfe dizober ?

Ainsi parle le Seigneur, votre rédempteur, le Saint d’Israël : En votre faveur, j’envoie une expédition à Babylone, je fais tomber tous les verrous, et les vaisseaux des Chaldéens retentissent de leurs cris. Is 43, 14 : Evel-hen e komz an Aotrou, ho tasprener, Doue santel Israel : Dre garantez ouzhoc’h e kasan tud a-enep Babilon, hag e lakain da gouezhañ morailhoù an toulloù-bac’h, hag e yudo Kaldeiz gant gouelvanoù bras.

Je suis le Seigneur, votre Dieu saint, le Créateur d’Israël, votre roi ! Is 43, 15 : Me eo an Aotrou, ho Toue santel, krouer Israel, ho roue !

Ainsi parle le Seigneur, lui qui fit un chemin dans la mer, un sentier dans les eaux puissantes, Is 43, 16 : Evel-hen e komz an Aotrou, an hini a zigoras un hent a-dreuz ar mor hag ur wenodenn dre greiz an dourioù bras,

lui qui mit en campagne des chars et des chevaux, des troupes et de puissants guerriers ; les voilà tous couchés pour ne plus se relever, ils se sont éteints, consumés comme une mèche. Le Seigneur dit : Is 43, 17 : an hini a lakaas da sevel kirri ha mirc’hed, un armead a vrezelourien galonek, evit o lakaat da gouezhañ ha da chom hep adsevel, da vezañ mouget, kuzumet evel ur boulc’henn.

Ne faites plus mémoire des événements passés, ne songez plus aux choses d’autrefois. Is 43, 18 : Chomit hep derc’hel ken soñj eus an darvoudoù tremenet, hep teurel pled ouzh an traoù a-wechall.

Voici que je fais une chose nouvelle : elle germe déjà, ne la voyez-vous pas ? Oui, je vais faire passer un chemin dans le désert, des fleuves dans les lieux arides. Is 43, 19 : Rak setu ma-z an d’ober nevezinti ; emañ dija o tiwan ! Hag-eñ n’en merzit ket ? Mont a ran da zigeriñ un hent er gouelec’h, ur wenodenn en douar digenvez.

Les bêtes sauvages me rendront gloire – les chacals et les autruches – parce que j’aurai fait couler de l’eau dans le désert, des fleuves dans les lieux arides, pour désaltérer mon peuple, celui que j’ai choisi. Is 43, 20 : Loened ar stepenn am meulo, an aourgon hag ar struskañvaled ; dre ma lakain dourioù da strinkañ er gouelec’h, evit terriñ sec’hed va fobl, va dilennad,

Ce peuple que je me suis façonné redira ma louange. Is 43, 21 : ar bobl am eus furmet evidon-me, hag a zezrevello va meuleudi.

Ce n’est pas moi que tu as invoqué, Jacob, car tu t’es fatigué de moi, Israël ! Is 43, 22 : N’eo ket dre ma-z pije va galvet, o Jakob ! N’eo ket e vijes en em skuizhet evidon, o Israel !

Tu ne m’as pas apporté de petit bétail pour l’holocauste, tu ne m’as pas glorifié par des sacrifices. Je ne t’ai pas asservi en réclamant des offrandes, je ne t’ai pas fatigué en réclamant de l’encens. Is 43, 23 : N’ac’h eus ket kinniget din da zeñved e loskaberzh, n’ac’h eus ket va enoret gant da sakrifisoù. N’em eus ket da vec’hiet gant profadoù da ginnig din, n’em eus ket da skuizhet gant ezañs da zeviñ.

Tu n’as rien dépensé pour m’offrir des aromates, tu ne m’as pas rassasié de la graisse de tes sacrifices. Au contraire, tu m’as asservi par tes péchés, tu m’as fatigué par tes fautes. Is 43, 24 : N’ac’h eus ket prenet ker evidon korzennoù frondus, n’ac’h eus ket va stambouc’het gant lard da aberzhoù. Met va bec’hiet ac’h eus gant da bec’hedoù-te, ha va skuizhet gant da zrougiezhoù.

C’est moi, oui, c’est moi qui efface tes crimes, à cause de moi-même ; de tes péchés je ne vais pas me souvenir. Is 43, 25 : Ya, me eo, me eo am eus da ziverkañ da bec’hedoù, ha da chom hep kaout soñj ken eus da vankoù.

Fais-moi un procès, nous comparaîtrons ensemble, plaide toi-même pour te justifier. Is 43, 26 : Az pez koun ha breutaomp a-gevret, gra ar gont, te da-unan, evit klask en em zifenn.

Ton ancêtre Jacob a péché, tes porte-parole se sont révoltés contre moi. Is 43, 27 : Da dad kentañ dija en deus pec’het, ha da jubennourien a zo en em savet a-enep din40.

Alors, j’ai dû retirer leur dignité aux princes consacrés, j’ai livré Jacob à l’anathème, Israël aux sarcasmes. Is 43, 28 : Neuze em eus disakret priñsed va santual, roet em eus Jakob d’an distruj hag Israel am eus gouestlet d’an dismegañs.