Levr ar profed Izaias - Pennad 56
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 | 50 | 51 | 52 | 53 | 54 | 55 | 56 | 57 | 58 | 59 | 60 | 61 | 62 | 63 | 64 | 65 | 66
Pennad 56
Ainsi parle le Seigneur : Observez le droit, pratiquez la justice, car mon salut approche, il vient, et ma justice va se révéler. Is 56, 1 : Evel-hen e komz an Aotrou : Mirit ar gwir ha sevenit ar reizhder, rak va silvidigezh a zo war-nes donet ha va reizhder war-nes en em ziskouez57.
Heureux l’homme qui agit ainsi, le fils d’homme qui s’y tient fermement ; il observe le sabbat sans le profaner et se garde de toute mauvaise action. Is 56, 2 : Gwenvidik an den a ra diouto hag ar mab-Adam a zalc’h dezho dre virout ar Sabad hep hen disakrañ ha dre ziwall e zorn a bep droug-oberenn.
L’étranger qui s’est attaché au Seigneur, qu’il n’aille pas dire : « Le Seigneur va sûrement m’exclure de son peuple. » Et que l’eunuque ne dise pas : « Me voici comme un arbre sec ! » Is 56, 3 : Mab an diavaeziad, mar-d eo en em staget ouzh an Aotrou, arabat dezhañ lavarout : A dra-sur, an Aotrou am dilamo kuit a-douez e bobl. Hag arabat d’an eunuk lavarout : Me avat ned on nemet ur wezenn sec’h !
Car ainsi parle le Seigneur : Aux eunuques qui observent mes sabbats, qui choisissent ce qui me plaît et qui tiennent ferme à mon alliance, Is 56, 4 : Rak evel-hen e komz an Aotrou : An eunuked hag a viro va sabadoù hag a zibabo ober ar pezh a blij din, en ur chom stag ouzh va C’hevrediezh,
je placerai dans ma maison, dans mes remparts, une stèle à leur nom, préférable à des fils et à des filles ; je rendrai leur nom éternel, impérissable. Is 56, 5 : e roin-me dezho, em zi hag e diabarzh va mogerioù, ur maen-eñvor hag un anv gwelloc’h dezho eget mibien ha merc’hed ; reiñ a rin dezho un anv peurbadus na vezo ket dirasket.
Les étrangers qui se sont attachés au Seigneur pour l’honorer, pour aimer son nom, pour devenir ses serviteurs, tous ceux qui observent le sabbat sans le profaner et tiennent ferme à mon alliance, Is 56, 6 : Ha mibien an diavaeziad, pa vint en em staget ouzh an Aotrou d’e servijin, da garout anv an Aotrou ha da vezañ eus e servijerien, an holl re a viro ar sabad hep mont d’en disakrañ, hag en em stago ouzh va C’hevrediezh58,
je les conduirai à ma montagne sainte je les comblerai de joie dans ma maison de prière, leurs holocaustes et leurs sacrifices seront agréés sur mon autel, car ma maison s’appellera « Maison de prière pour tous les peuples ». Is 56, 7 : o degas a rin d’am Menez santel hag o laouenaat a rin em zi a bedenn. O loskaberzhoù hag o sakrifisoù a vo kavet mat war va aoter, rak anvet e vo va zi un ti a bedenn evit an holl bobloù59.
Oracle du Seigneur Dieu, qui rassemble les exilés d’Israël : J’en ai déjà rassemblé, j’en rassemblerai d’autres encore. Is 56, 8 : Diougan Doue an Aotrou, a zastum a-gevret ar re stlabezet eus Israel Dastum a rin reoù all c’hoazh gant ar re a zo bet bodet dija.
Vous, toutes les bêtes sauvages, vous, toutes les bêtes de la forêt, venez vous repaître : Is 56, 9 : C’hwi holl, loened ar stepenn, deuit da zebriñ ho kwalc’h, c’hwi-holl, miled ar c’hoadeier :
les guetteurs d’Israël sont tous des aveugles, ils ne connaissent rien ; ce sont tous des chiens muets, incapables d’aboyer ; à bout de souffle, allongés, ils aiment somnoler. Is 56, 10 : Dall eo hon holl warded, n’anavezont netra. Chas mut ez int, an holl anezho, chas dic’houest da harzhal : Huñvreal a reont en ur chom gourvezet, morediñ a blij dezho.
Ce sont des chiens voraces, insatiables, des bergers incapables de comprendre ! Ils suivent tous leur propre chemin, tous, sans exception, ne pensant qu’à leur intérêt, Is 56, 11 : Chas lontek o c’horzailhenn, diwalc’hus, mesaerien n’intentont netra : Heuliañ a reont holl o hent o-unan, troet pep unan etrezek e c’hounid.
chacun disant : « Venez, je vais chercher du vin, enivrons-nous de boisson forte ; demain sera comme aujourd’hui : il y a de quoi boire, plus qu’il n’en faut ! » Is 56, 12 : Deuit ! Mont a ran da gerc’hat gwin, en em vezviñ a raimp gant evaj kreñv, hag arc’hoazh a vezo evel hiziv, fest bras mui-oc’h-mui.
