Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr ar profed Izaias » Pennad 30

Levr ar profed Izaias - Pennad 30

Levr : Levr ar profed Izaias
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 | 50 | 51 | 52 | 53 | 54 | 55 | 56 | 57 | 58 | 59 | 60 | 61 | 62 | 63 | 64 | 65 | 66

Pennad 30



Malheur aux fils rebelles, – oracle du Seigneur –, qui font un projet, mais sans moi, qui concluent un traité, mais sans mon esprit, accumulant ainsi péché sur péché. Is 30, 1 : Gwa d’ar vibien disent, eme an Aotrou, a sav mennadoù ha n’int ket va re-me, a ra emglevioù, met hep va spered, en ur verniañ pec’hed war bec’hed.

Ils descendent en Égypte, sans m’avoir consulté, pour trouver refuge auprès de Pharaon, pour s’abriter à l’ombre de l’Égypte. Is 30, 2 : Diskenn a reont gant hent an Egipt hep goulenn ali digant va genou d’en em lakaat dindan skoazell Faraon ha da glask repu e skeud an Egipt !

Mais le refuge de Pharaon sera votre honte, et l’abri que vous cherchez à l’ombre de l’Égypte sera votre confusion. Is 30, 3 : Met skoazell Faraon a droio da vezh evidoc’h, hag ar repu e skeud an Egipt d’ho tismegañs.

Même si vos princes sont déjà à Tanis, si vos ambassadeurs sont parvenus à Hanès, Is 30, 4 : Emañ dija ho pennoù bras e Tsoan, aet eo ho kannaded betek Hanes.

ils seront tous couverts de honte par un peuple qui leur sera inutile, qui ne leur sera d’aucun secours, d’aucune utilité, sinon pour la honte et même l’infamie. Is 30, 5 : Hogen an holl anezho o devo mezh gant ur bobl ha n’hell servijout dezho da netra, ha n’hell ket o skoazellañ nag o c’hennerzhañ, met degas dezho kerse ha dismegañsoù.

Proclamation des bêtes du Néguev. Au pays de la détresse et de l’angoisse, de la lionne et du lion rugissant, de la vipère et du dragon volant, ils transportent sur le dos des ânes leurs richesses, et leurs trésors sur la bosse des chameaux vers un peuple qui leur sera inutile, Is 30, 6 : Diougan diwar-benn Loened an Negeb. A-dreuz ur vro a dristidigezh hag a anken, ma teu diouti al leonez hag al leon yaouank, an naer-wiber hag an aerouant askellek, emaint o tougen war gein o azened o finvidigezhioù hag o zeñzorioù war bos ar c’hañvaled, war-zu ur bobl na servijo dezho da netra :

l’Égypte, dont le secours n’est que vide et vent. C’est pourquoi je l’ai nommée « Rahab-la-paresse ». Is 30, 7 : Rak sikour an Egipt a zo avel ha touell, ha setu perak em eus anvet ar vro-se : Trouz bras evit netra !

Maintenant, viens, écris ceci pour eux sur une tablette, inscris-le sur un document, et que ce soit dans l’avenir un témoignage à tout jamais : Is 30, 8 : Kae bremañ, ha skriv kement-mañ war un dablezenn dirazo ; merk an dra-mañ en ul levr evit ma chomo betek an deiz diwezhañ un testeni da virviken.

« C’est un peuple rebelle, ce sont des fils menteurs, des fils qui n’acceptent pas d’écouter la loi du Seigneur, Is 30, 9 : Rak ur bobl disent ez int, bugale c’haouiat, bugale na vennont ket selaou lezenn an Aotrou,

eux qui disent aux voyants : “Ne voyez pas !” et aux prophètes : “Ne prophétisez pas pour nous des choses vraies, dites-nous des choses agréables, prophétisez des chimères. Is 30, 10 : pa lavaront d’ar welourien : Na welit ket ! Ha d’an diouganerien : Na ziouganit ket ar wirionez ! Displegit deomp traoù plijus, diskleriit deomp faltaziennoù kaer...

Quittez donc le chemin, écartez-vous de la route, laissez-nous tranquilles avec le Dieu Saint d’Israël !” » Is 30, 11 : Distroit diwar hon hent, en em dennit diwar hor gwenodenn, hon lezit sioul gant Doue santel Israel !

Mais voici ce qu’il déclare, le Saint d’Israël : Vous avez rejeté ce que j’ai dit, vous avez mis votre confiance dans la violence et la ruse et vous en avez fait votre appui ; Is 30, 12 : Setu perak e komz evel-hen Doue santel Israel : Peogwir hoc’h eus disprizet an diougan-se evit fiziout e kammigelloù ha korvigelloù, evit o c’hemerout da skoazell deoc’h,

ce péché-là sera pour vous comme une lézarde qui se creuse : un renflement apparaît sur une haute muraille, elle s’effondre brusquement, d’un seul coup. Is 30, 13 : en abeg da se e vo evidoc’h ar fallagriezh-se evel un aeradenn er vur o c’hourdrouz dirampañ, evel ur bos en ur vogerenn uhel a gouezh a-greiz-holl, en un taol,

Elle s’effondre comme une poterie que l’on brise sans ménagement : impossible de trouver dans ses débris un tesson pour prendre du feu dans le foyer ou puiser de l’eau à la citerne. Is 30, 14 : bruzunet, evel pod-pri ur poder a dorrer didruez, ken na gaver ken diwarnañ darbod ebet evit tennañ tan eus an oaled, pe evit kemer dour eus ar stank.

Le Seigneur, le Dieu saint d’Israël, avait parlé ainsi : Par la conversion et le calme, vous serez sauvés ; dans la tranquillité, dans la confiance sera votre force ; mais vous n’avez pas accepté ! Is 30, 15 : Rak evel-hen e komz an Aotrou, an Hollc’halloudek, Doue santel Israel : Dre zistreiñ ouzhin ha gortoz sioul e vefec’h bet salvet, en diskuizh hag er fiziañs e vije bet ho nerzh ! Met n’hoc’h eus ket mennet se !

Vous avez dit : « Pas du tout ! Nous fuirons à cheval ! » – Eh bien, oui, vous fuirez ! Vous avez dit encore : « Nos chars sont rapides ! » – Eh bien, rapides seront vos poursuivants ! Is 30, 16 : Lavaret hoc’h eus : Nann ! Ni a dec’ho kuit war varc’h ! Ya, tec’hout a reot evit gwir. - Marc’hekaat a raimp war gein hor mirc’hed-red ! Ya, met primoc’h e vo ar re a redo war ho lerc’h !

Vous serez un millier sous la menace d’un seul, et sous la menace de cinq vous prendrez la fuite : il ne restera de vous qu’un mât au sommet de la montagne, un étendard sur la hauteur. Is 30, 17 : Mil ac’hanoc’h a greno gant aon rak un den, ha gant aon rak pemp a dud e kemerot an tec’h, betek na vano ket ken ac’hanoc’h nemet evel ur peul chomet war lein ur menez, evel ur post-arouez dilezet war ur grec’hienn.

Cependant le Seigneur attend de vous faire grâce, il se dressera pour vous montrer sa tendresse, car le Seigneur est le Dieu juste : heureux tous ceux qui l’attendent ! Is 30, 18 : Padal, Doue en deus mennet trugareziñ ouzhoc’h, setu perak e savo da drueziñ en ho keñver. Rak un Doue a reizhder eo an Aotrou. Gwenvidik ar re holl a fiz ennañ !

Peuple de Sion, toi qui habites Jérusalem, tu ne pleureras jamais plus. À l’appel de ton cri, le Seigneur te fera grâce. Dès qu’il t’aura entendu, il te répondra. Is 30, 19 : Ya, te, o pobl o chom e Sion, m’az po ket ken da ouelañ ! Kerkent ha ma c’harmi e truezo ouzhit, kentizh ha klevet e responto d’az koulenn.

Le Seigneur te donnera du pain dans la détresse, et de l’eau dans l’épreuve. Celui qui t’instruit ne se dérobera plus et tes yeux le verront. Is 30, 20 : Goude m’en devo roet deoc’h an Aotrou bara an anken ha dour ar glac’har, an Hini az kelenn ne chomo ket mui en e bart, da zaoulagad a welo da gelenner ;

Tes oreilles entendront derrière toi une parole : « Voici le chemin, prends-le ! », et cela, que tu ailles à droite ou à gauche. Is 30, 21 : ha pa' z i diwar an hent pe a gleiz pe a zehoù e klevo da zivskouarn a-drek dit, ur vouezh o lavarout : Hemañ eo an hent, kerzhit ennañ !

Tu déclareras impur le placage d’argent de tes statues et le revêtement d’or de tes idoles de métal : tu les jetteras comme des immondices et tu diras : « Dehors ! » Is 30, 22 : Sellout a reot evel hudur an arc’hant a c’holoe hoc’h idoloù skultet, an aour a veze gwisket gantañ ho skeudennoù ; o disteurel a reot evel saotroù. Er-maez ac’hann ! a lavarot dezho.

Le Seigneur te donnera la pluie pour la semence que tu auras jetée en terre, et le pain que produira la terre sera riche et nourrissant. Ton bétail ira paître, ce jour-là, sur de vastes pâturages. Is 30, 23 : Degas a raio glav war an had az po taolet en douar, hag ar bara roet gant an atil a vo saourus ha fonnus. En deiz-se e peuro da loened e peurvanoù ec’hon,

Les bœufs et les ânes qui travaillent dans les champs mangeront un fourrage salé, étalé avec la pelle et la fourche. Is 30, 24 : an ejened hag an azened hag a labour an douar a zebro boued mat ha mesket a holen ha nizet gant ar bal hag ar ridell.

Sur toute haute montagne, sur toute colline élevée couleront des ruisseaux, au jour du grand massacre, quand tomberont les tours de défense. Is 30, 25 : War bep menez ha war bep torgenn uhel-savet e vo gwazhioù-dour ha gouverioù e deiz al lazhadeg veur, pa gouezho an tourioù.

La lune brillera comme le soleil, le soleil brillera sept fois plus, – autant que sept jours de lumière – le jour où le Seigneur pansera les plaies de son peuple et guérira ses meurtrissures. Is 30, 26 : Sklerijenn al loar a vo kement ha sklerijenn an heol, ha sklerijenn an heol a vo seizh gwech lugernusoc’h, evel sklerijenn seizh deiz war-un-dro, en deiz ma lieno an Aotrou gouli e bobl ha ma pareo ar gloazioù en devoa skoet ganti.

Voici venir de loin le nom du Seigneur ; brûlante est sa colère, lourde, écrasante ; ses lèvres sont gonflées d’indignation, sa langue est un feu dévorant, Is 30, 27 : Setu anv an Aotrou o tont eus a bell, dêvus e gounnar ha pounner ar wrez anezhi, E vuzelloù leun a ernez hag e deod evel un tan lonkus,

son souffle, un torrent qui déborde et monte jusqu’à la gorge ; il va secouer les nations d’une secousse fatale, mettre aux mâchoires des peuples un mors qui les fasse divaguer. Is 30, 28 : E alan evel ur froud-dour dinaoziet hag a sav betek ar gouzoug ; dont a ra da nizañ ar pobloù gant ridell an dismantr ha da lakaat e genou ar pobloù ur weskenn a ziheñcherezh.

Alors vous pourrez chanter comme dans la nuit où l’on célèbre la fête avec la joie au cœur, comme on va, au son des flûtes, à la montagne du Seigneur, vers le rocher d’Israël. Is 30, 29 : Kanennoù a ganot neuze evet d’an noz ma vez lidet ur gouel, ha levenez a vo en ho kalon evel pa gerzher ouzh son ar fleüt da vont betek Menez an Aotrou, betek Roc’h Israel

Et le Seigneur fera entendre sa voix majestueuse ; il fera sentir le poids de son bras dans la fureur de sa colère, par la flamme d’un feu dévorant, la tornade, l’orage et la grêle. Is 30, 30 : hag an Aotrou a lakay e vouezh veurdezus da vezañ klevet hag a ziskouezo galloud spouronus e vrec’h, e-kreiz fulor e gounnar, e-kreiz flammoù un tan lonkus, e-kreiz ar gorventenn, an dour-bil hag ar mein-kazarc’h.

À la voix du Seigneur qui frappera de son sceptre, Assour tremblera. Is 30, 31 : Hag ouzh mouezh an Aotrou e kreno Asour, pa skoio an Aotrou warnañ gant e gelastrenn ;

Chaque coup de bâton sera un châtiment que le Seigneur lui assénera au son des tambourins et des cithares ; par le geste de sa main il les combattra. Is 30, 32 : ha bep tro ma tremeno gwialenn an dial hag a lakay an Aotrou da blaouiañ warnañ, e vo ouzh son an taboulinoù hag an telennoù, pa vrezelo outañ an Aotrou gant e zorn astennet en emgann.

D’avance, la fournaise est préparée, y compris pour le roi ; elle est prête, profonde et large ; en son foyer, un grand feu, beaucoup de bois ; comme un torrent de soufre, le souffle du Seigneur l’embrasera. Is 30, 33 : Rak abaoe pell amzer ez eo prest an tantad, kempennet eo zoken evit Melek, e roue, don ha ledan eo bet kleuziet ar foz tro-zro, danvez-tan ha koad ’zo e-leizh evitañ : Hag alan an Aotrou, evel ur froud soufr a skoio flamm ennañ.