Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr ar profed Izaias » Pennad 55

Levr ar profed Izaias - Pennad 55

Levr : Levr ar profed Izaias
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 | 50 | 51 | 52 | 53 | 54 | 55 | 56 | 57 | 58 | 59 | 60 | 61 | 62 | 63 | 64 | 65 | 66

Pennad 55



Vous tous qui avez soif, venez, voici de l’eau ! Même si vous n’avez pas d’argent, venez acheter et consommer, venez acheter du vin et du lait sans argent, sans rien payer. Is 55, 1 : C’hwi-holl, sec’hedet, deuit davit an dourioù, c’hwi zoken hep arc’hant, deuit holl ! Kemerit ha debrit hep paeañ mann ebet, ar gwin, al laezh evit netra55.

Pourquoi dépenser votre argent pour ce qui ne nourrit pas, vous fatiguer pour ce qui ne rassasie pas ? Écoutez-moi bien, et vous mangerez de bonnes choses, vous vous régalerez de viandes savoureuses ! Is 55, 2 : Perak dispign arc’hant evit ar pezh n’eo ket bara, ho kopr evit traoù na dorront ket an naon ? Va selaouit hag e tebrot ar pezh a zo mat, hag ho kalon a vo plijet gant meuzioù c’hwek.

Prêtez l’oreille ! Venez à moi ! Écoutez, et vous vivrez. Je m’engagerai envers vous par une alliance éternelle : ce sont les bienfaits garantis à David. Is 55, 3 : Digorit ho skouarn ha deuit davedon, va selaouit hag hoc’h ene en devo buhez. Skoulmañ a rin ganeoc’h un emglev peurbadel, hervez ar grasoù feal prometet da Zavid.

Lui, j’en ai fait un témoin pour les peuples, pour les peuples, un guide et un chef. Is 55, 4 : Setu, da lakaet em eus da vezañ un test 'vit ar pobloù, ur rener hag ur mestr evit ar broadoù.

Toi, tu appelleras une nation inconnue de toi ; une nation qui ne te connaît pas accourra vers toi, à cause du Seigneur ton Dieu, à cause du Saint d’Israël, car il fait ta splendeur. Is 55, 5 : Setu, gervel a ri davedout pobloù dianav dit, broadoù dizanaoudek ac’hanout a zeuio d’az kaout, abalamour d’an Aotrou, da Zoue, ha da Sant Israel en deus da glodusaet.

Cherchez le Seigneur tant qu’il se laisse trouver ; invoquez-le tant qu’il est proche. Is 55, 6 : Klaskit an Aotrou tra ma c’heller e gavout ; pedit anezhañ tra m’emañ tost !

Que le méchant abandonne son chemin, et l’homme perfide, ses pensées ! Qu’il revienne vers le Seigneur qui lui montrera sa miséricorde, vers notre Dieu qui est riche en pardon. Is 55, 7 : Ra zilezo an den fall e hent, hag an den disleal e soñjoù ; ra zistroio d’an Aotrou hag en devo outañ truez, d’hon Doue, rak eñ a bardon gant largentez.

Car mes pensées ne sont pas vos pensées, et vos chemins ne sont pas mes chemins, – oracle du Seigneur. Is 55, 8 : Rak ho soñjoù ned int ket va soñjoù, hag hoc’h hentoù ned int ket va hentoù, lavar an Aotrou !

Autant le ciel est élevé au-dessus de la terre, autant mes chemins sont élevés au-dessus de vos chemins, et mes pensées, au-dessus de vos pensées. Is 55, 9 : Ha keit ha m’emañ an Neñvoù a-us d’an douar, keit-se emañ va hentoù-me a-us d’hoc’h hentoù-c’hwi, ha va menozioù a-us d’ho menozioù.

La pluie et la neige qui descendent des cieux n’y retournent pas sans avoir abreuvé la terre, sans l’avoir fécondée et l’avoir fait germer, donnant la semence au semeur et le pain à celui qui doit manger ; Is 55, 10 : Hag evel ma tiskenn ar glav hag an erc’h eus an Neñvoù, ha na zistroont ket hep bezañ douraet ha strujusaet an douar, hep bezañ hen lakaet da gellidañ, 'vit ma roio had d’an hader ha bara d’an debrer,

ainsi ma parole, qui sort de ma bouche, ne me reviendra pas sans résultat, sans avoir fait ce qui me plaît, sans avoir accompli sa mission. Is 55, 11 : evel-se emañ kont gant al lavar a zeu er-maez eus va genou : ne zistroio ket davedon hep bezañ kavet efed, hep bezañ graet ar pezh a vennan ha kaset da benn ar gefridi am eus roet dezhañ da seveniñ.

Oui, dans la joie vous partirez, vous serez conduits dans la paix. Montagnes et collines, à votre passage, éclateront en cris de joie, et tous les arbres de la campagne applaudiront. Is 55, 12 : Ya sur ! Gant levenez ez eot kuit, er peoc’h e vezot degaset en-dro. Ar menezioù, an torgennoù a laosko dirazoc’h youc’hadennoù, hag holl wez ar maezioù a stlako o daouarn.

Au lieu de broussailles poussera le cyprès, au lieu de l’ortie poussera le myrte. Le nom du Seigneur en sera grandi : ce signe éternel sera impérissable. Is 55, 13 : E-lec’h spern e kresko siprez, e-lec’h linad a savo gwez-meurta : Ha kement-se a vo brud-kaer evit an Aotrou, un arouez peurbadel ha didorrus.