Levr ar profed Izaias - Pennad 9
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 | 50 | 51 | 52 | 53 | 54 | 55 | 56 | 57 | 58 | 59 | 60 | 61 | 62 | 63 | 64 | 65 | 66
Pennad 9
Le peuple qui marchait dans les ténèbres a vu se lever une grande lumière ; et sur les habitants du pays de l’ombre, une lumière a resplendi. Is 9, 1 : Ar bobl a gerzhe en deñvalijenn he deus gwelet ur sklerijenn vras, an dud a oa o chom e bro an deñvalijenn eo paret ar gouloù warno.
Tu as prodigué la joie, tu as fait grandir l’allégresse : ils se réjouissent devant toi, comme on se réjouit de la moisson, comme on exulte au partage du butin. Is 9, 2 : Laouenaet hoc’h eus tud ho poblad ha kresket o joa ; tridal a reont dirazoc’h evel ma trider da vare an eost, evel ma trivli an drec’hourien pa lodennont an dibourc’hioù.
Car le joug qui pesait sur lui, la barre qui meurtrissait son épaule, le bâton du tyran, tu les as brisés comme au jour de Madiane. Is 9, 3 : Rak ar yev a veze o pouezañ warno, ar gelastrenn a skoe gant o c’hein, gwialenn o gwaskour, o zorret hoc’h eus evel e deiz Madian.
Et les bottes qui frappaient le sol, et les manteaux couverts de sang, les voilà tous brûlés : le feu les a dévorés. Is 9, 4 : Rak holl votoù ar vrezelourien o vac’hañ an douar, an holl vantelloù bet saotret gant ar gwad, setu-int taolet en tan ha lonket gant ar flamm.
Oui, un enfant nous est né, un fils nous a été donné ! Sur son épaule est le signe du pouvoir ; son nom est proclamé : « Conseiller-merveilleux, Dieu-Fort, Père-à-jamais, Prince-de-la-Paix ». Is 9, 5 : Rak ur bugel ’zo ganet deomp, ur mab ’zo roet deomp, a zo bet lakaet ar galloud war e zivskoaz, hag anvet e vezo kuzulier burzhudus, Doue kadarn, tad da viken, priñs ar peoc’h ;
Et le pouvoir s’étendra, et la paix sera sans fin pour le trône de David et pour son règne qu’il établira, qu’il affermira sur le droit et la justice dès maintenant et pour toujours. Il fera cela, l’amour jaloux du Seigneur de l’univers ! Is 9, 6 : evit astenn e veli ha reiñ ur peoc’h diziwezh da dron David ha d’e rouantelezh, evit hen diazezañ hag hen startaat er reizhder hag er justis adal bremañ da virviken : Gred Aotrou an Armeoù a raio kement-se !
Le Seigneur a lancé une parole dans le pays de Jacob : en Israël, elle est tombée. Is 9, 7 : An Aotrou en deus kaset ur gomz da Jakob ha kouezhet eo en Israel :
Tout le peuple la connaîtra, Éphraïm et l’habitant de Samarie ; dans leur orgueil et leur superbe, ils disent : Is 9, 8 : Ar bobl a-bezh he devo anaoudegezh a gement-se, Efraim hag annezerien Samaria, int-i hag a lavar en o brasoni hag e rogentez o c’halon :
« Les briques sont tombées : nous rebâtirons en pierres de taille ! Le sycomore s’est abattu : nous le remplacerons par du cèdre. » Is 9, 9 : Kouezhet eo ar brikennoù ? Mat ! Savomp murioù gant mein-benerezh. Troc’het eo bet ar sikamorenned ? Plantomp en o lec’h sedrezenned.
Le Seigneur a dressé contre Israël des adversaires – Recine –, il a excité ses ennemis : Is 9, 10 : Met an Aotrou a lakay enebourien da sevel en o enep, broudañ a ray o diarbennerien,
Aram à l’est, les Philistins à l’ouest ; ils ont dévoré Israël à pleine bouche. Et avec tout cela, sa colère ne s’est pas détournée, sa main reste levée. Is 9, 11 : Siria er reter, ar Filistiz er c’hornog, ha debriñ a raint Israel a c’henaouadoù bras. Ha daoust da gement-se n’eo ket bet torret e gounnar hag e chom astennet e zorn.
Le peuple ne s’est pas retourné vers celui qui le frappait, il n’a pas recherché le Seigneur de l’univers. Is 9, 12 : Rak ar bobl ne zistro ket d’an hini a sko ganti, ne glask ket Aotrou an Armeoù.
D’Israël le Seigneur a tranché la tête et la queue, le palmier et le roseau, en un seul jour, Is 9, 13 : Neuze an Aotrou a droc’ho da Israel e benn hag e lost, ar balmezenn hag ar vroenenn en hevelep deiz :
– la tête, c’est l’ancien et le notable ; la queue, c’est le prophète, maître de mensonge. Is 9, 14 : - Ar penn eo an henaour hag an uheliad, al lost eo ar fals-diouganer, kelenner ar gaou -
Ceux qui guidaient ce peuple l’ont fourvoyé, la piste de ceux qu’ils guidaient a été brouillée. Is 9, 15 : Renerien ar bobl-mañ a ziheñch anezhi ha setu m’eo dianket ar re vleinet.
Voilà pourquoi le Seigneur ne ménage pas leurs jeunes gens, pour leurs orphelins et leurs veuves il n’a plus de compassion : tout le peuple est impie, malfaisant, toute bouche profère l’infamie. Et avec tout cela, sa colère ne s’est pas détournée, sa main reste levée. Is 9, 16 : Dre-se n’esperno ket an Aotrou o zud yaouank, ne druezo ket ouzh o emzivaded nag ouzh o intañvezed ; tud gwall ha fallakr ez int holl, pep genou a vez oc’h embann sotoni, ha gant se holl n’eo ket bet torret e gounnar hag e chom astennet e zorn,
Car la méchanceté brûle comme un feu, dévorant épines et ronces, enflammant les taillis de la forêt qui tourbillonnent en colonnes de fumée. Is 9, 17 : rak evel un tan e flamm an drougiezh, un tan o kuzumiñ drez ha spern, o teviñ strouezhegi ar c’hoad, ma sav moged a-vouilhadoù.
Par la fureur du Seigneur de l’univers, le pays est en flammes. Le peuple devient comme la proie du feu : nul n’épargne son frère. Is 9, 18 : Dre gounnar Aotrou an Armeoù eo bet entanet ar vro, deuet eo ar bobl da vezañ boued ar flamm. N’eus den oc’h espern e vreur :
On découpe à droite, et l’on reste affamé ; on dévore à gauche, on n’est pas rassasié ! Chacun dévore la chair de son prochain. Is 9, 19 : Lonkañ 'ra pep hini kig e nesañ. Troc’hañ a reer a zehoù ha naonek e chomer atav, debriñ a reer a gleiz ha n’eus den o kaout e walc’h.
Manassé dévore Éphraïm, et Éphraïm, Manassé, tous deux unis contre Juda. Et avec tout cela, sa colère ne s’est pas détournée, sa main reste levée. Is 9, 20 : Manase a sav a-enep Efraim, Efraim a-enep Manase, hag o-daou a-enep Youda. Ha gant se holl n’eo ket bet torret e gounnar hag e chom astennet e zorn.
