Levr ar profed Izaias - Pennad 38
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 | 50 | 51 | 52 | 53 | 54 | 55 | 56 | 57 | 58 | 59 | 60 | 61 | 62 | 63 | 64 | 65 | 66
Pennad 38
En ces jours-là, le roi Ézékias souffrait d’une maladie mortelle. Le prophète Isaïe, fils d’Amots, vint lui dire : « Ainsi parle le Seigneur : Prends des dispositions pour ta maison, car tu vas mourir, tu ne guériras pas. » Is 38, 1 : En amzer-se e voe Ezekias klañv da vervel. Hag Izaias, ar profed, mab Amos, a zeuas d’e gaout hag a lavaras dezhañ : "Evel-hen e lavar an Aotrou : Laka urzh ez ti, rak mont a rez da vervel ha ne vevi ken".
Ézékias se tourna vers le mur et fit cette prière au Seigneur : Is 38, 2 : Neuze e troas Ezekias e zremm ouzh ar voger hag e pedas an Aotrou
« Ah ! Seigneur, souviens-toi ! J’ai marché en ta présence, dans la loyauté et d’un cœur sans partage, et j’ai fait ce qui est bien à tes yeux. » Puis le roi Ézékias fondit en larmes. Is 38, 3 : hag e lavaras : "A Aotrou, az pez soñj, me az ped, em eus baleet dirazout gant fealded, a galon reizh, hag em eus graet ar pezh a zo mat d’az taoulagad". Hag e skuilhas Ezekias daeroù a-builh.
La parole du Seigneur fut adressée à Isaïe : Is 38, 4 : Neuze en em zisklerias da Izaias Komz an Aotrou hag a lavare :
« Va dire à Ézékias : Ainsi parle le Seigneur, Dieu de David ton ancêtre : J’ai entendu ta prière, j’ai vu tes larmes. Je vais ajouter quinze années à ta vie. Is 38, 5 : Kae ha lavar da Ezekias : Evel-hen e lavar an Aotrou, Doue David, da dad : Klevet em eus da bedenn, gwelet em eus da zaeroù. Ez an d’az pareañ, a-benn tri devezh e savi da Dempl an Aotrou. Setu ! Pemzek bloavezh ouzhpenn a lakaan war da zeizioù.
Je te délivrerai, toi et cette ville, de la main du roi d’Assour, je protégerai cette ville. Is 38, 6 : Da zieubiñ a rin-te diouzh dorn roue Asour, hag ar gêr-mañ ivez, he difenn a rin".
Voici le signe que le Seigneur te donne pour montrer qu’il accomplira sa promesse : Is 38, 7 : Hag Izaias da respont : "Kement-mañ a vo evidout a-berzh an Aotrou ar sin ma seveno an Aotrou ar gomz en deus lavaret :
Je vais faire reculer de dix degrés l’ombre qui est déjà descendue sur le cadran solaire d’Acaz. » Et le soleil remonta sur le cadran les dix degrés qu’il avait déjà descendus. Is 38, 8 : Setu ma-z an da lakaat da zistreiñ war e giz, eus dek derez, war zerezioù Ac’haz, ar skeud astennet dija warno dre berzh an heol". Hag an heol a gilas eus dek derez diwar an derezioù en devoa dija diskennet.
Cantique d’Ézékias, roi de Juda, lorsqu’il tomba malade et survécut à sa maladie. Is 38, 9 : Skrid Ezekias, roue Youda, pa glañvaas ha pa wellaas eus e gleñved :
Je disais : Au milieu de mes jours, je m’en vais ; j’ai ma place entre les morts pour la fin de mes années. Is 38, 10 : Lavarout a raen pa-z eo rasket din va deizioù, ez in betek dorojoù an Ankoù, lamet diganin eus ar restad eus va bloavezhioù ;
Je disais : Je ne verrai pas le Seigneur sur la terre des vivants, plus un visage d’homme parmi les habitants du monde ! Is 38, 11 : Me a lavare : Ne welin mui an Aotrou war zouar ar re vev, ne welin den ken eus annezerien an douar.
Ma demeure m’est enlevée, arrachée, comme une tente de berger. Tel un tisserand, j’ai dévidé ma vie : le fil est tranché. Du jour à la nuit, tu m’achèves ; Is 38, 12 : Diframmet e vo va lojeiz , lamet diganin, evel teltenn ur mesaer ; evel ur gwiader e vo sizailhet din va buhez evit va zroc’hañ diouzh ar stern. Va boureviañ a rit ha deiz ha noz,
j’ai crié jusqu’au matin. Comme un lion, il a broyé tous mes os. Du jour à la nuit, tu m’achèves. Is 38, 13 : kaer am bez garmat betek ar beure ez eo evel pa ve ul leon o trailhañ din va holl eskern ; va boureviañ a rit ha deiz ha noz.
Comme l’hirondelle, je crie ; je gémis comme la colombe. À regarder là-haut, mes yeux faiblissent : Seigneur, je défaille ! Sois mon soutien ! [ Is 38, 14 : Evel ur wennili e pipian, evel ur goulm e hirvoudan. skuizh eo va daoulagad dre forzh sellout ouzh krec’h, A Aotrou, poan a ziwaskan, va skoazellit !
Que lui dirai-je pour qu’il me réponde, à lui qui agit ? J’irais, errant au long de mes années avec mon amertume ? Is 38, 15 : Met petra lavarin ? Eus petra e komzin pa-z eo eñ en deus graet kement-se ? Ho kanmeuliñ a rin 'hed va holl vloavezhioù, bet trec’het ganin enkrez va ene.
« Le Seigneur est auprès d’eux : ils vivront ! Tout ce qui vit en eux vit de son esprit ! » Oui, tu me guériras, tu me feras vivre : Is 38, 16 : Ar re a warezit, Aotrou, a chom e buhez, en o zouez e kasin da benn va deizioù ! Va yac’haat a reot d’am mirout e buhez.
voici que mon amertume se change en paix.] Et toi, tu t’es attaché à mon âme, tu me tires du néant de l’abîme. Tu as jeté, loin derrière toi, tous mes péchés. Is 38, 17 : Setu kemmet e peoc’h va gwall-anken ! C’hwi hoc’h eus diwallet va ene diouzh poull-bez ar marv, taolet hoc’h eus a-drek d’ho kein va holl bec’hedoù !
La mort ne peut te rendre grâce, ni le séjour des morts, te louer. Ils n’espèrent plus ta fidélité, ceux qui descendent dans la fosse. Is 38, 18 : Daoust hag an Hades a lidfe ac’hanoc’h, daoust hag an Ankoù ho meulfe ? Ar re a ziskenn e poull ar bez n’esperont ken en ho fealded.
Le vivant, le vivant, lui, te rend grâce, comme moi, aujourd’hui. Et le père à ses enfants montrera ta fidélité. Is 38, 19 : An hini bev, an hini bev, eo an hini ho meul evel ma ran-me hiziv ; an tad a roio da anavezout ho fealded, d’e vugale.
Seigneur, viens me sauver ! Et nous jouerons sur nos cithares, tous les jours de notre vie, auprès de la Maison du Seigneur. Is 38, 20 : A Aotrou, teurvezit va salviñ, hag e lakaimp hon telennoù da genseniñ, a-hed holl deizioù hor buhez, e Templ an Aotrou.
Puis Isaïe dit : « Qu’on apporte un gâteau de figues ; qu’on l’applique sur l’ulcère, et le roi vivra. » Is 38, 21 : Hag e lavaras Izaias : "Ra vo kemeret un toullad fiez d’ober ur palastr ganto, da vezañ lakaet war ar gouli, hag e pareo ar Roue".
Ézékias dit : « À quel signe reconnaîtrai-je que je pourrai monter à la Maison du Seigneur ? » Is 38, 22 : Hag Ezekias da lavarout : "Petore arouez am bo da c’houzout hag-eñ e pignin en-dro da Dempl an Aotrou ?"
