Levr ar profed Izaias - Pennad 5
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 | 50 | 51 | 52 | 53 | 54 | 55 | 56 | 57 | 58 | 59 | 60 | 61 | 62 | 63 | 64 | 65 | 66
Pennad 5
Je veux chanter pour mon ami le chant du bien-aimé à sa vigne. Mon ami avait une vigne sur un coteau fertile. Is 5, 1 : Kanañ a rin d’am c’hariad kanenn e garantez evit e winienn : Bez’ en devoa va c’hariad ur winienn war un dorgenn strujus :
Il en retourna la terre, en retira les pierres, pour y mettre un plant de qualité. Au milieu, il bâtit une tour de garde et creusa aussi un pressoir. Il en attendait de beaux raisins, mais elle en donna de mauvais. Is 5, 2 : Palaret en devoa an douar anezhi ha lamet ar vein kuit, ha plantet kefioù gwini eus an dibab ; savet un tour en he c’hreiz, toullet ivez ur waskerell. Ha gortoz a rae diwarni rezin mat : Hi avat ne roas nemet egras.
Et maintenant, habitants de Jérusalem, hommes de Juda, soyez donc juges entre moi et ma vigne ! Is 5, 3 : Bremañ eta, tudoù Jeruzalem, ha c’hwi, tudoù Youda, barnit, m’ho ped, etre va gwinienn ha me !
Pouvais-je faire pour ma vigne plus que je n’ai fait ? J’attendais de beaux raisins, pourquoi en a-t-elle donné de mauvais ? Is 5, 4 : Petra ouzhpenn-se a oa d’ober d’am gwinienn ha n’em eus ket graet eviti ? Perak, pa c’hortozen e rofe rezin mat n’he deus douget nemet egras ?
Eh bien, je vais vous apprendre ce que je ferai de ma vigne : enlever sa clôture pour qu’elle soit dévorée par les animaux, ouvrir une brèche dans son mur pour qu’elle soit piétinée. Is 5, 5 : Bremañ eta e roin deoc’h da anavout petra rin-me d’am gwinienn : Lemel a rin he c’hae diouti ma vo peuret, diskar a rin he moger kuit ma vo mac’het dindan an treid.
J’en ferai une pente désolée ; elle ne sera ni taillée ni sarclée, il y poussera des épines et des ronces ; j’interdirai aux nuages d’y faire tomber la pluie. Is 5, 6 : He zreiñ a rin da fraosteg, ne vo mui diskoultret na c’hwennet, ma savo warni drez ha spern ; ha d’ar c’houmoul e c’hourc’hemennin chom hep teurel o glav warni.
La vigne du Seigneur de l’univers, c’est la maison d’Israël. Le plant qu’il chérissait, ce sont les hommes de Juda. Il en attendait le droit, et voici le crime ; il en attendait la justice, et voici les cris. Is 5, 7 : Rak gwinienn Aotrou an Armeoù eo ti Israel, hag e blantenn garet eo gwazed Youda. Edo war-c’hed a reizhder ha setu lazherezh, war-c’hed a justis ha setu garmoù a anken.
Malheureux, vous qui ajoutez maison à maison, qui joignez champ à champ, jusqu’à occuper toute la place et habiter, seuls, au milieu du pays ! Is 5, 8 : Gwa d’ar re a stag ti ouzh ti hag a zastum park ouzh park, ken na van plas ebet ken, nemeto ken o chom o-unan-penn e-kreiz ar vro !
J’ai entendu le serment du Seigneur de l’univers : De nombreuses maisons seront ruinées, belles ou grandes, elles seront inhabitées. Is 5, 9 : Hogen sed ar pezh a lavar d’am divskouarn Aotrou an Armeoù ! Ya, didud e vo an tiez niverus-se ; an tiez bras ha kaer-se ne vo den ebet ken o chom enno.
Dix arpents de vignes produiront un seul tonneau, et dix boisseaux de semence, un seul boisseau. Is 5, 10 : Rak dek kordenn-douar a wini ne roint nemet ur batad, ur c’homerad-had ne roio nemet un efaad-greun4.
Malheureux, ceux qui, dès le petit matin, courent après la boisson forte et que le vin échauffe encore, tard dans la soirée ! Is 5, 11 : Gwa d’ar re a sav mintin-mat evit redek war-lerc’h an evajoù kreñv, hag a chom da glukañ diwezhat betek serr-noz evit bezañ tomm gant ar gwin !
Ce ne sont que cithares et harpes, tambourins et flûtes, et vin pour leurs beuveries. Mais sur l’œuvre du Seigneur ils n’ont pas un regard ; ce qu’il fait de ses mains, ils ne le voient pas. Is 5, 12 : Telenn ha lud, taboulin ha fleüt, everezh gwin sed aze o fredoù ; met ne daolont ket evezh ouzh oberoù an Aotrou, ha ne sellont ket ouzh labourioù e zaouarn.
Voilà pourquoi mon peuple est en exil, faute de n’avoir rien compris ; son élite meurt de faim, ses foules sont dévorées de soif. Is 5, 13 : Setu perak e vo kaset va fobl da sklav, dre n’o deus ket a skiant ; he noblañs a varvo gant an naon hag an engroez a zisec’ho gant ar sec’hed.
Voilà pourquoi la Mort dilate sa gorge et ouvre démesurément la gueule : la noblesse et la foule y descendent dans le vacarme de la fête. Is 5, 14 : En abeg da se emañ ar Sheol o ledanaat e gorzailhenn hag o tigeriñ ur genou divuzul, rak ennañ e tiskenno splannder Sion hag hec’h holl cholori ha chalami an engroez en e joa.
L’être humain devra plier, l’homme sera abaissé, les arrogants baisseront les yeux. Is 5, 15 : Izelaet e vo Mab-Adam, diskaret an dud, lorc’hentez an daoulagad a vo taolet d’an traoñ.
Le Seigneur de l’univers est exalté par ce jugement, et le Dieu saint, sanctifié par cet acte de justice. Is 5, 16 : Met Aotrou an Armeoù en em ziskouezo uhel gant e varnedigezh, hag an Doue santel a vo gwelet e santelezh en e justis,
Des agneaux viendront brouter comme à leur pâturage et, au milieu des ruines, des chevreaux s’engraisseront. Is 5, 17 : pa vo deñved ouzh o feuriñ evel peurvanoù, pa vo ar gantreerien o tebriñ e parkoù gwastet ar binvidien.
Malheureux, ceux qui traînent le péché avec la corde du mensonge, et la faute comme avec des rênes de chariot ! Is 5, 18 : Gwa d’ar re a sach an drougiezh war-bouez kerdin ar gaou hag ar pec’hed evel gant sugelloù ur c’harr,
Ils disent : « Que Dieu se dépêche ! Qu’il fasse vite son œuvre, que nous puissions voir ! Le projet du Saint d’Israël, qu’il avance et se réalise, alors nous comprendrons ! » Is 5, 19 : ar re a lavar : D’an Aotrou da hastañ, ra zifraeo d’ober e labour evit m’en gwelimp ! Ra dostaio, ra zeuio da wir mennad Doue santel Israel, evit ma ouezimp !
Malheureux, ces gens qui déclarent bien ce qui est mal, et mal ce qui est bien, qui font des ténèbres la lumière et de la lumière les ténèbres, qui rendent amer ce qui est doux et doux ce qui est amer ! Is 5, 20 : Gwa d’ar re a ra eus an droug ar mad, hag eus ar mad an droug, ar re a dro ar sklerijenn e teñvalijenn hag an deñvalijenn e sklerijenn, hag a laka ar c’hwerv da vezañ ar c’hwek, hag ar c’hwek da vezañ ar c’hwerv.
Malheureux, ceux qui se prennent pour des sages, ceux qui se croient intelligents ! Is 5, 21 : Gwa d’ar re a zo fur dirak o daoulagad o-unan ha skiantek war o meno !
Malheureux, ceux qui sont champions pour boire du vin, experts en mélange des boissons fortes : Is 5, 22 : Gwa d’ar re a zo tud kadarn da evañ gwin ha tud nerzhus da gemmeskañ an evajoù kreñv,
ils acquittent le coupable contre un cadeau, ils privent les innocents de leur justice ! Is 5, 23 : ar re a zidamall an den fallakr evit ur prof hag a nac’h e wir d’an den reizh.
Voilà pourquoi, comme la paille est dévorée par le feu, et le foin disparaît dans les flammes, leurs racines ne seront plus que puanteur, et leurs fleurs partiront en poussière : oui, ils ont rejeté la loi du Seigneur de l’univers, méprisé la parole du Saint d’Israël. Is 5, 24 : En abeg da se, evel ma vez lonket ar plouz gant teod an tan, evel ma vez kuzumet ar geot sec’h gant ar flamm, e teuy o gwrizienn da vezañ breinadur hag o bleunienn a zinijo kuit evel poultr ; rak distaolet o deus Lezenn Aotrou an Armeoù ha disprizet lavar Doue santel Israel
Voilà pourquoi la colère du Seigneur s’est enflammée contre son peuple : sa main s’est levée contre lui, et il l’a frappé, et les montagnes ont tremblé, et ses cadavres sont comme des ordures au milieu des rues. Et avec tout cela, sa colère ne s’est pas détournée, sa main reste levée. Is 5, 25 : dre se eo bet tanflammet kounnar an Aotrou a-enep e bobl, astennet en deus e zorn warni ha skoet ganti ; lazhet en deus ar briñsed hag o c’helanoù a zo evel teil e-kreiz ar straedoù. Ha daoust da gement-se n’eo ket bet torret d’e gounnar hag e zorn a chom bepred savet uhel.
Il dresse l’étendard vers une nation lointaine, il siffle pour l’appeler des extrémités de la terre, et la voici, rapide et alerte, qui vient. Is 5, 26 : Sevel a ra ur banniel da c’hervel ar broioù pell, c’hwibanat a ra dezho da zont eus penn pellañ an douar, ha setu ma teuont skañv ha dilu.
Aucun ne flanche, aucun ne trébuche, aucun ne somnole, aucun ne s’endort ; pas une ceinture qui tombe des reins, pas une courroie de sandale qui se rompe. Is 5, 27 : En o zouez n’eus hini a ve skuizh, hini na drabidellfe, hini o vorediñ pe o kousket, hini a vefe dibrennet e c’houriz pe torret korreenn e votoù.
Ses flèches sont aiguisées, tous ses arcs, tendus ; les sabots de ses chevaux, comme du silex, et les roues de ses chars, un cyclone. Is 5, 28 : Lemm eo o biroù, stignet o holl waregoù ; kalet evel kailhastr eo karnoù o c’hezeg ha rodoù o c’hirri ’zo herrus evel ur gorventenn.
Elle rugit comme une lionne, elle rugit comme les fauves, elle gronde et saisit sa proie, elle l’emporte, et personne qui délivre. Is 5, 29 : Yudal a reont evel leoned, yudal a reont evel ul leon yaouank, a groz, a en em daol war e breizh hag a gas anezhañ hep na ve den evit hen skrapañ digantañ.
Ce jour-là, Dieu grondera contre son peuple comme gronde la mer. Il regardera la terre : ténèbres de détresse, lumière que la brume obscurcit. Is 5, 30 : En deiz-se e vo kroz a-enep Youda, evel krozadenn ur mor. Sellit ouzh an douar, setu teñvalijenn hag anken, setu mouget ar sklerijenn gant koumoul du !
