Levr Daniel - Pennad 1
Pennad 1
LA TROISIEME ANNEE du règne de Joakim, roi de Juda, Nabucodonosor, roi de Babylone, arriva devant Jérusalem et l’assiégea. Dn 1, 1 : En trede bloaz eus ren Joakim, roue Youda, e teuas Naboukodonozor, roue Babilon, war Jeruzalem, hag e lakaas ar seziz warni.
Le Seigneur livra entre ses mains Joakim, roi de Juda, ainsi qu’une partie des objets de la Maison de Dieu. Il les emporta au pays de Babylone, et les déposa dans le trésor de ses dieux. Dn 1, 2 : Hag e lakaas an Aotrou Doue etre e zaouarn Joakim, roue Youda ha darn eus listri Templ Doue, a gasas da vro Shinear, e teñzordi e zoueoù.
Le roi ordonna à Ashpénaz, chef de ses eunuques, de faire venir quelques jeunes Israélites de race royale ou de famille noble. Dn 1, 3 : Hag e lavaras ar roue da Asfenaz, mestr e eunuked, degas dezhañ paotred eus Israel, a ouenn roueel pe eus an noblañs,
Ils devaient être sans défaut corporel, de belle figure, exercés à la sagesse, instruits et intelligents, pleins de vigueur, pour se tenir à la cour du roi et apprendre l’écriture et la langue des Chaldéens. Dn 1, 4 : paotred yaouank disi a gorf, brav da welout, donezonet war bep furnez, gouest da zeskiñ, da gompren ar skiantoù, barrek d’en em zerc’hel e palez ar roue, ha da vezañ skoliataet war lennegezh ha yezh ar Galdeiz.
Le roi leur assignait pour chaque jour une portion des mets royaux et du vin de sa table. Ils devaient être formés pendant trois ans, et ensuite ils entreraient au service du roi. Dn 1, 5 : Hag e tivizas ar roue e vefe roet dezho bemdez o lod eus meuzioù ar roue hag eus ar gwin a eve, ha desavet e vefent evel-se e-pad tri bloaz ha goude en em zalc’hfent e servij ar roue.
Parmi eux se trouvaient Daniel, Ananias, Misaël et Azarias, qui étaient de la tribu de Juda. Dn 1, 6 : Hag e oa en o zouez mibien Youda : Daniel, Ananias, Misael hag Azarias.
Le chef des eunuques leur imposa des noms : à Daniel celui de Beltassar, à Ananias celui de Sidrac, à Misaël celui de Misac, et à Azarias celui d’Abdénago. Dn 1, 7 : Hag e roas mestr an eunuked anvioù all dezho : ober a reas eus Daniel, Baltasar ; eus Ananias, Sedrak ; eus Misael, Misak ; eus Azarias, Abed-Nego.
Daniel eut à cœur de ne pas se souiller avec les mets du roi et le vin de sa table, il supplia le chef des eunuques de lui épargner cette souillure. Dn 1, 8 : Hogen divizout a reas Daniel en e galon chom hep en em saotrañ gant meuzioù ar roue na gant ar gwin a eve ; hag e c’houlennas digant mestr an eunuked, aotre da chom hep en em saotrañ.
Dieu permit à Daniel de trouver auprès de celui-ci faveur et bienveillance. Dn 1, 9 : Ha Doue a reas da Zaniel kaout gras ha trugarez dirak mestr-an-eunuked.
Mais il répondit à Daniel : « J’ai peur de mon Seigneur le roi, qui a fixé votre nourriture et votre boisson ; s’il vous voit le visage plus défait qu’aux jeunes gens de votre âge, c’est moi qui, à cause de vous, risquerai ma tête devant le roi. » Dn 1, 10 : Lavarout a reas mestr an eunuked da Zaniel : "Aon am eus ouzh ar roue va Aotrou, en deus divizet ar pezh a zebrot hag a evot, rak ma wel falloc’h tres warnoc’h eget war ar yaouankizoù kenoad ganeoc’h, e lakait va fenn e riskl dirak ar roue !"
Or, le chef des eunuques avait confié Daniel, Ananias, Azarias et Misaël à un intendant. Daniel lui dit : Dn 1, 11 : Hag e lavaras Daniel d’ar gward, en devoa lakaet mestr an eunuked war Daniel, Ananias, Misael hag Azarias :
« Fais donc pendant dix jours un essai avec tes serviteurs : qu’on nous donne des légumes à manger et de l’eau à boire. Dn 1, 12 : Gra un taol-esa gant da servijerien ! E-pad dek devezh, ro deomp legumaj da zebriñ, ha dour da evañ,
Tu pourras comparer notre mine avec celle des jeunes gens qui mangent les mets du roi, et tu agiras avec tes serviteurs suivant ce que tu auras constaté. » Dn 1, 13 : hag e weli ar penn a vo ouzhimp ha pennoù ar re yaouank a zebr eus pred ar roue ; ha diouzh ma weli, e ri e-keñver da servijerien !"
L’intendant consentit à leur demande, et les mit à l’essai pendant dix jours. Dn 1, 14 : Hemañ a roas dezho o goulenn hag o amprouas e-pad dek devezh.
Au bout de dix jours, ils avaient plus belle mine et meilleure santé que tous les jeunes gens qui mangeaient des mets du roi. Dn 1, 15 : Hag a-benn dek devezh e voe gwelet e oa neuziet gwelloc’h ha lartoc’h o c’horf eget hini an holl baotred a zebre eus pred ar roue.
L’intendant supprima définitivement leurs mets et leur ration de vin, et leur fit donner des légumes. Dn 1, 16 : Neuze ar gward, e-lec’h degas o fred dezho hag ar gwin da evañ, a roe dezho legumaj.
À ces quatre jeunes gens, Dieu accorda science et habileté en matière d’écriture et de sagesse. Daniel, en outre, savait interpréter les visions et les songes. Dn 1, 17 : Hag ar baotred-mañ, o fevar, e voe roet dezho gant Doue gouiziegezh ha skiant war bep skritur ha furnez, ha Daniel a gomprene pep gweledigezh ha pep huñvre.
Au terme fixé par le roi Nabucodonosor pour qu’on lui amenât tous les jeunes gens, le chef des eunuques les conduisit devant lui. Dn 1, 18 : Deuet an termen lakaet gant ar roue evit ma vefent degaset dirazañ, e voent degaset gant mestr an eunuked dirak Naboukodonozor.
Le roi s’entretint avec eux, et pas un seul n’était comparable à Daniel, Ananias, Misaël et Azarias. Ils entrèrent donc au service du roi. Dn 1, 19 : Hag e komzas ganto ar roue, hag anezho-holl ne voe kavet hini ebet par da Zaniel, Ananias, Misael hag Azarias. Hag e krogjont gant o servij dirak ar roue.
Sur toutes les questions demandant sagesse et intelligence que le roi leur posait, il les trouvait dix fois supérieurs à tous les magiciens et mages de tout son royaume. Dn 1, 20 : Ha war n’eus forzh peseurt poent a skiant hag a furnez, pa rae ar roue goulennoù outo, e kave anezho dek gwech barrekoc’h eget an holl zivinourien ha achantourien a oa en e rouantelezh.
Et Daniel vécut jusqu’à la première année du roi Cyrus. Dn 1, 21 : Hag e chomas Daniel eno betek bloavezh kentañ ar roue Kirus.
