Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr Daniel » Pennad 7

Levr Daniel - Pennad 7

Levr : Levr Daniel
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14

Pennad 7



La première année du règne de Balthazar, roi de Babylone, Daniel eut, sur son lit, un songe et des visions dans son esprit. Alors, il mit le songe par écrit. Début du récit. Dn 7, 1 : E bloaz kentañ Beltasar, roue Babilon, e welas Daniel un huñvre ha gweledigezhioù en e benn war e wele. Skrivañ a reas neuze ar pep pennañ eus an huñvre-se.

Daniel prit la parole et dit : « Au cours de la nuit, dans ma vision, je regardais. Les quatre vents du ciel soulevaient la grande mer. Dn 7, 2 : Ha Daniel a lavaras kement-mañ : "Sellout a raen em gweledigezh e-pad an noz, ha setu : pevar avel an Neñvoù oc’h hejañ ar mor bras.

Quatre bêtes énormes sortirent de la mer, chacune différente des autres. Dn 7, 3 : Ha pevar loen bras a savas eus ar mor, disheñvel an eil diouzh egile.

La première ressemblait à un lion, et elle avait des ailes d’aigle. Tandis que je la regardais, ses ailes lui furent arrachées, et elle fut soulevée de terre et dressée sur ses pieds, comme un homme, et un cœur d’homme lui fut donné. Dn 7, 4 : Ar c’hentañ a oa heñvel ouzh ul Leon, hag eskell evel re an erered en devoa. E-pad m’edon o sellout outañ e voe diframmet e zivaskell dezhañ. Savet e voe diwar an douar ha graet e voe dezhañ chom en e sav war e dreid, evel un den, hag e voe roet dezhañ ur galon-den.

La deuxième bête ressemblait à un ours ; elle était à moitié debout, et elle avait trois côtes d’animal dans la gueule, entre les dents. On lui dit : “Lève-toi, dévore beaucoup de viande !” Dn 7, 5 : Ha setu ul loen all, un eil, heñvel ouzh un arzh : war un tu hepken en em zalc’he, ha teir c’hostezenn a oa en e c’henou etre e zent hag evel-hen e voe lavaret dezhañ : "Sav, debr kalz a gig !"

Je continuais à regarder : je vis une autre bête, qui ressemblait à une panthère ; et elle avait quatre ailes d’oiseau sur le dos ; elle avait aussi quatre têtes. La domination lui fut donnée. Dn 7, 6 : Goude-se e sellis, ha setu un all, evel ul loupard hag en devoa eskell, peder, evel re un evn, ouzh e gein ; pevar fenn en devoa al loen-se, hag aotrouniezh a voe roet dezhañ.

Puis, au cours de la nuit, je regardais encore ; je vis une quatrième bête, terrible, effrayante, extraordinairement puissante ; elle avait des dents de fer énormes ; elle dévorait, déchiquetait et piétinait tout ce qui restait. Elle était différente des trois autres bêtes, et elle avait dix cornes. Dn 7, 7 : Ha goude-se e welis em gweledigezh-noz, ha setu ul loen ; ur pevare, spontus hag euzhus, ha kreñv-meurbet : dent houarn en devoa, ha bras ; debriñ ha drailhañ a rae, hag ar pezh a vane dindan e dreid a vac’he ; ha disheñvel e oa diouzh an holl loened a-ziagent, ha dek korn en devoa.

Comme je considérais ces cornes, il en poussa une autre, plus petite, au milieu ; trois des premières cornes furent arrachées devant celle-ci. Et cette corne avait des yeux comme des yeux d’homme, et une bouche qui tenait des propos délirants. Dn 7, 8 : Evel m’edon oc’h eveshaat ouzh ar c’herniel, setu ur c’horn all, unan bihan, o sevel en o c’hreiz, hag e voe diframmet tri eus ar c’herniel kentañ dirazañ. Ha setu ar c’horn-se en devoa daoulagad, evel daoulagad un den, hag ur genou hag a lavare euzhusterioù.

Je continuai à regarder : des trônes furent disposés, et un Vieillard prit place ; son habit était blanc comme la neige, et les cheveux de sa tête, comme de la laine immaculée ; son trône était fait de flammes de feu, avec des roues de feu ardent. Dn 7, 9 : Derc’hel a raen da sellout : lakaet e voe tronioù, hag ur C’hozhiad a gemeras e blas. Gwenn e oa e zilhad evel an erc’h, ha blev e benn a oa evel gloan pur. E dron a oa anezhañ flammoù-tan gant rodoù tan o têviñ dindan.

Un fleuve de feu coulait, qui jaillissait devant lui. Des milliers de milliers le servaient, des myriades de myriades se tenaient devant lui. Le tribunal prit place et l’on ouvrit des livres. Dn 7, 10 : Ur stêriad-tan a darzhe hag en em skuilhe a-zirazañ. Milmiliadoù hen servije, ha dek-milmiliadoù a oa en o sav dirazañ. Re al lez-varn a azezas hag e voe digoret levrioù.

Je regardais, j’entendais les propos délirants que vomissait la corne. Je regardais, et la bête fut tuée, son cadavre fut jeté au feu. Dn 7, 11 : Derc’hel a raen bepred da sellout abalamour d’ar c’homzoù bras a

Quant aux autres bêtes, la domination leur fut retirée, mais une prolongation de vie leur fut donnée, pour une période et un temps déterminés. Dn 7, 12 : Al loened all a voe tennet ar galloud diganto, daoust ma voe astennet o buhez dezho betek ur c’houlz hag un amzer merket.

Je regardais, au cours des visions de la nuit, et je voyais venir, avec les nuées du ciel, comme un Fils d’homme ; il parvint jusqu’au Vieillard, et on le fit avancer devant lui. Dn 7, 13 : Sellout a ris er weledigezh-noz hag e welis o tont war goabr an Neñv evel ur Mab-Den ; dont a reas betek ar C’hozhiad hag e rejont dezhañ tostaat outañ.

Et il lui fut donné domination, gloire et royauté ; tous les peuples, toutes les nations et les gens de toutes langues le servirent. Sa domination est une domination éternelle, qui ne passera pas, et sa royauté, une royauté qui ne sera pas détruite. Dn 7, 14 : Roet e voe dezhañ aotrouniezh, gloar ha rouantelezh hag an holl bobloù, broadoù ha yezhoù hen servijas. E vestroniezh a zo ur vestroniezh peurbadus ha na dremeno ket, hag e Rouantelezh ne vo ket distrujet !

Moi, Daniel, j’avais l’esprit angoissé, car les visions que j’avais me bouleversaient. Dn 7, 15 : Trubuilhet e voe va spered din-me, Daniel, em diabarzh, ha gweledigezhioù va fenn am spouronas.

Je m’approchai de l’un de ceux qui entouraient le Trône, et je l’interrogeai sur la vérité de tout cela. Il me répondit et me révéla l’interprétation : Dn 7, 16 : Tostaat a ris ouzh unan bennak eus ar re a oa eno, hag e c’houlennis outañ ar wirionez diwar-benn an holl draoù-se. Hag e roas din an diskleriadur war gement-se :

”Ces bêtes énormes, au nombre de quatre, ce sont quatre rois qui surgiront de la terre. Dn 7, 17 : Ar pevar loen bras a zo pevar roue hag a savo diwar an douar.

Mais ce sont les saints du Très-Haut qui recevront la royauté et la posséderont pour toute l’éternité.” Dn 7, 18 : Met Sent an Hini Uhelañ eo a resevo ar galloud-a-roue hag her miro da viken a-hed an holl amzerioù.

Puis je l’interrogeai sur la quatrième bête, qui était différente de toutes les autres, cette bête terriblement puissante, avec ses dents de fer et ses griffes de bronze, qui dévorait, déchiquetait et piétinait tout ce qui restait. Dn 7, 19 : Neuze e fellas din gouzout ar wirionez diwar-benn ar pevare loen hag a oa disheñvel diouzh an holl re all, gwall-spouronus, dezhañ dent-houarn ha skilfoù-arem, a zebre, a ziskolpe hag a vac’he gant e dreid ar pezh a vane ;

Je l’interrogeai sur les dix cornes de sa tête, et sur cette corne qui lui avait poussé en faisant tomber les trois autres devant elle – cette corne qui avait des yeux, et une bouche qui tenait des propos délirants – cette corne qui était plus imposante que les autres. Dn 7, 20 : ha diwar-benn an dek korn a oa war e benn, ha diwar-benn ar c’horn a oa savet hag a gouezhas an tri dirazañ, ar c’horn-se hag en devoa daoulagad hag ur genou hag a lavare traoù bras, hag a oa brasoc’h da welout eget ar c’herniel all.

Je l’avais vue faire la guerre aux saints et l’emporter sur eux, Dn 7, 21 : Ha gwelet am boa ar c’horn-se oc’h ober brezel d’ar Sent hag o trec’hiñ warno,

jusqu’à la venue du Vieillard qui avait prononcé le jugement en faveur des saints du Très-Haut, et le temps était arrivé où les saints avaient pris possession de la royauté. Dn 7, 22 : ken na oa deuet ar C’hozhiad ha ma oa azezet re al Lez-varn, ha ma oa bet roet ar setañs da Sent an Hini Uhelañ, ha ma oa deuet an amzer ma resevas ar Sent ar galloud-a-roue.

À ces questions, il me fut répondu : “La quatrième bête, c’est un quatrième royaume sur la terre, qui sera différent de tous les royaumes. Il dévorera toute la terre, la piétinera et l’écrasera. Dn 7, 23 : Setu amañ petra a respontas din : "Ar pevare loen eo ar bedervet rouantelezh en em ziskouezo war an douar. Disheñvel e vo diouzh an holl rouantelezhioù. Debriñ a raio an douar a-bezh, her mac’hañ hag her flastrañ.

Les dix cornes, ce sont dix rois qui surgiront de ce royaume-là. Un autre roi surgira ensuite ; il sera différent des précédents, et il renversera trois rois. Dn 7, 24 : Ha dek korn ar rouantelezh-se eo an dek roue hag a savo. Unan all a savo en o goude, disheñvel diouzh ar re gentañ hag a izelaio tri roue.

Il prononcera des paroles hostiles au Très-Haut, il persécutera les saints du Très-Haut, et il entreprendra de changer la date des fêtes et la Loi. Les saints seront livrés à son pouvoir pendant un temps, des temps, et la moitié d’un temps. Dn 7, 25 : Blasfemiñ a raio a-enep an Hini Uhelañ, gwaskañ a raio Sent an Hini Uhelañ hag e lako en e benn cheñch penn d’an amzerioù ha d’al Lezenn ; ha lakaet e vo ar Sent etre e zaouarn, betek un amzer, amzerioù hag un hanter-amzer.

Puis le tribunal siégera, et la domination sera enlevée à ce royaume, qui sera détruit et totalement anéanti. Dn 7, 26 : Goude-se e vo ar varnedigezh ha lamet e vo digantañ ar galloud-a-roue, ha distrujet ha torret da viken.

La royauté, la domination et la puissance de tous les royaumes de la terre, sont données au peuple des saints du Très-Haut. Sa royauté est une royauté éternelle, et tous les empires le serviront et lui obéiront.” » Dn 7, 27 : Hogen ar galloud-a-roue, an aotrouniezh, ha brasted an holl rouantelezhioù a zo dindan an neñv a vo roet da bobl Sent an Hini Uhelañ. Hag o rouantelezh a vo ur rouantelezh peurbadus, hag an holl rouantelezhioù all o servijo hag a sento outo".

Ici finit le récit. Moi, Daniel, ce que je pensais m’épouvanta fortement et mon visage changea de couleur. Je gardai dans mon cœur ces événements. Dn 7, 28 : Betek amañ diwezh al lavarioù. Me, Daniel, a voe trubuilhet-meurbet gant va soñjoù, va liv a gemmas warnon, met an dra a viris em c’halon.