Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr Daniel » Pennad 14

Levr Daniel - Pennad 14

Levr : Levr Daniel
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14

Pennad 14



Le roi Astyage fut réuni à ses pères, et Cyrus le Perse régna à sa place. Dn 14, 1 : Goude d’ar roue Astiages mont da gaout e dud-kozh, e teuas Kirus ar Persad da vezañ roue war e lerc’h.

Daniel vivait auprès du roi, comme le plus honoré de ses amis. Dn 14, 2 : Daniel a veve e-kichen ar roue, enoret gantañ dreist e holl vignoned.

Or, les Babyloniens avaient une idole appelée Bel. Chaque jour, ils dépensaient pour elle environ cinquante kilos de farine, quarante brebis et deux cent trente litres de vin. Dn 14, 3 : Hogen Babiloniz o devoa un idolenn, Bel hec’h anv, hag e veze dispignet eviti bemdez daouzek artabad bleud-flour, daou-ugent dañvad ha c’hwec’h muzuliad gwin.

Le roi la vénérait et allait tous les jours l’adorer. Daniel, lui, adorait son Dieu. Dn 14, 4 : Ar roue a gehele anezhi hag a yae bemdez da stouiñ dirak an idolenn. Daniel a azeule e Zoue avat.

Le roi lui dit : « Pourquoi n’adores-tu pas le dieu Bel ? » Daniel répondit : « Je n’adore pas les idoles faites de main d’homme, mais le Dieu vivant, qui a créé le ciel et la terre et qui est le Seigneur de toute créature. » Dn 14, 5 : Setu ma lavaras dezhañ ar roue : "Perak ne stouez-te ket dirak Bel ?" Respont a reas : "Ne azeulan ket skeudennoù graet gant daouarn an dud ; ne adoran nemet an Doue bev en deus graet an neñv hag an douar, a zo galloud dezhañ war bep buhez".

Le roi lui dit : « Penses-tu que Bel n’est pas un dieu vivant ? Ne vois-tu pas tout ce qu’il mange et boit chaque jour ? » Dn 14, 6 : Ar roue a lavaras dezhañ : "Daoust hag e kav dit n’eo ket Bel un Doue bev ? Ne welez ket pegement a zebr hag a ev bemdez ?"

Daniel se mit à rire et dit : « Ne te laisse pas abuser, ô roi ! Il est en argile au-dedans, en bronze au-dehors, et n’a jamais mangé ni bu. » Dn 14, 7 : Dirollañ a reas Daniel da c’hoarzhin : "Diwall a faziañ, o roue, emezañ : n’eus anezhañ nemet pri en diabarzh ha laton en diavaez ! N’en deus biskoazh na debret nag evet !"

 Le roi se mit en colère, appela ses prêtres et leur dit : « Si vous ne me dites pas qui mange les provisions, vous mourrez. Dn 14, 8 : Droug ennañ e c’halvas ar roue e veleien, hag e lavaras dezho : "Ma ne lavarit ket din piv eo a zebr ar boued-se, n’eus nemet ar marv evidoc’h ! Met mar prouit din ez eo Bel a zebr anezho eo Daniel a varvo evit bout blasfemet a-enep Bel !"

Mais si vous prouvez que c’est Bel qui les mange, alors Daniel mourra pour avoir blasphémé contre Bel. » Daniel dit au roi : « Qu’il soit fait selon ta parole ! » Dn 14, 9 : Respont a reas Daniel d’ar roue : "Bezet graet hervez e lavarez !" Dek ha tri-ugent e oa eus beleien Bel, hep kontañ gwragez ha bugale.

Les prêtres de Bel étaient au nombre de soixante-dix, sans compter les femmes et les enfants. Le roi se rendit avec Daniel au temple de Bel. Dn 14, 10 : Dont a reas eta ar roue, ha Daniel d’e heul, da Dempl Bel,

Les prêtres de Bel dirent : « Nous, nous allons sortir. Toi, ô roi, présente la nourriture et le vin coupé. Puis, tu fermeras la porte et la scelleras de ton anneau. Dn 14, 11 : hag e lavaras dezhañ beleien Bel : "Setu, ni a yelo er-maez ; ha te, roue, gra servijañ ar pred ha kinnig ar gwin mesket ; ha ro urzh goude-se da serriñ an nor, ha laka da siell warni gant da vizaoued.

Demain matin, quand tu viendras, si tu ne trouves pas que tout a été mangé par Bel, nous mourrons. Sinon, ce sera Daniel, qui nous a calomniés. » Dn 14, 12 : Pa zeui, warc’hoazh vintin, ma ne welez ket gant da zaoulagad da-unan en devo Bel peurzebret pep tra, e vo ar marv evidomp ! Anez, e vo ar marv evit Daniel, en deus lavaret gaou enep deomp.

Ils étaient arrogants, car ils avaient aménagé sous la table une entrée secrète, par laquelle ils avaient coutume de s’introduire pour enlever les offrandes. Dn 14, 13 : Ar re-mañ a oa bet ijinus, rak toullet dindan an daol, o devoa un trepas kuzh, evit dont bemdez e-barzh da gas ganto ar profoù d’o debriñ.

Quand ils furent sortis, le roi présenta la nourriture au dieu Bel. Puis, Daniel donna l’ordre à ses serviteurs d’apporter de la cendre et d’en saupoudrer tout le sanctuaire sans autre témoin que le roi. Alors, ils sortirent, fermèrent la porte et la scellèrent avec l’anneau du roi, puis ils partirent. Dn 14, 14 : Ur wech eta ma voent aet er-maez, ha servijet Bel war urzh ar roue, e c’hourc’hemennas Daniel d’e servijerien degas ludu hag e ledañ war leur an Templ a-bezh, hep den all war-dro nemet ar roue. Neuze ez ejont er-maez, e serrjont an nor, he sielljont gant bizaoued ar roue ; hag i d’ar gêr.

Durant la nuit, comme à leur habitude les prêtres vinrent avec leurs femmes et leurs enfants. Ils mangèrent et burent tout. Dn 14, 15 : E-pad an noz, e teuas ar veleien, hervez o boaz, o gwragez hag o bugale d’o heul, hag e tebrjont hag ez evjont pep tra !

Le roi vint de bon matin, et Daniel était avec lui. Dn 14, 16 : Beure mat e teuas ar roue, ha Daniel ivez

Il dit : « Daniel, les sceaux sont-ils intacts ? » Il répondit : « Ils sont intacts, ô roi. » Dn 14, 17 : hag e c’houlennas ar Roue : "Ha didorr eo ar sielloù, Daniel ?" "Didorr ez int, o Roue !" Eme Zaniel.

Dès qu’il eut ouvert la porte, le roi regarda la table et s’écria : « Tu es grand, ô dieu Bel, et il n’y a pas en toi de tromperie ! » Dn 14, 18 : Ha kerkent ha digor an nor, e voe selloù ar roue war an daol, hag ec’h estlammas a vouezh uhel : "Na meur ez out-te, Bel, n’eus touell ebet ennout !"

Daniel se mit à rire et empêcha le roi d’avancer plus avant : « Regarde le sol, dit-il, et cherche à qui appartiennent ces traces de pas. » Dn 14, 19 : Daniel avat a zirollas da c’hoarzhin, hag a harzas ouzh ar roue da vont pelloc’h : "Sell ’ta ouzh al leur, emezañ, ha gwel da biv eo ar roudoù-treid-se !"

Le roi dit : « Je vois des traces de pas d’hommes, de femmes et d’enfants. » Dn 14, 20 : Roudoù-treid paotred, merc’hed ha bugale a welan, eme ar roue ;

Alors le roi, pris de colère, fit arrêter les prêtres, leurs femmes et leurs enfants. Ils lui montrèrent la porte secrète par laquelle ils s’introduisaient pour consommer ce qui était sur la table. Dn 14, 21 : ha droug ennañ, e lakaas ar roue kregiñ er veleien hag en o gwragez hag en o bugale : Neuze e tiskouezjont dezhañ an nor-guzh ma teuent e-barzh drezi evit debriñ ar pezh a veze war an daol.

Le roi les fit tuer et il livra Bel à Daniel, qui renversa l’idole et son temple. Dn 14, 22 : Ar roue a lakaas anezho d’ar marv, hag e roas Bel da Zaniel d’ober e volontez gantañ : hemañ a ziskaras an idolenn hag an templ anezhi.

Il y avait aussi un grand serpent, qui était vénéré par les Babyloniens. Dn 14, 23 : Un aerouant bras a oa, a veze kehelet gant Babiloniz.

Le roi dit à Daniel : « Tu ne peux pas dire que celui-ci n’est pas un dieu vivant. Adore-le donc ! » Dn 14, 24 : Hag ar roue a lavaras da Zaniel : "N’hellez ket lavarout n’eo ket houmañ un doue bev : stou dirazañ ’ta !"

Daniel répondit : « C’est le Seigneur mon Dieu que j’adore : c’est lui le Dieu vivant ! Ô roi, donne-moi la permission, je tuerai le serpent sans épée ni bâton. » Dn 14, 25 : Hag e respontas Daniel : "An Aotrou va Doue eo a azeulan ! Rak Eñ eo an doue bev ! Te avat, o Roue, ro din da aotre, hag e lazhin an aerouant-se, hep kleze, na bazh".

Le roi dit : « Je te la donne. » Dn 14, 26 : Hag e lavaras ar Roue : "Her reiñ a ran dit !"

Daniel prit alors de la poix, de la graisse et des poils. Il fit bouillir le tout et en fit des galettes qu’il jeta dans la gueule du serpent. Le serpent les avala et en creva. Et Daniel dit : « Voyez ce que vous vénérez ! » Dn 14, 27 : Neuze e kemeras Daniel peg, druzoni ha reun, d’o lakaat a-gevret war an tan, ha d’ober ganto polotennoù, a daolas e genou an naer ; hag houmañ o lonkas hag a grevas diwarno. Ma lavaras Daniel : "Setu aze petra e oac’h oc’h azeuliñ !"

À cette nouvelle, les Babyloniens, en proie à une vive indignation, s’ameutèrent contre le roi. Ils disaient : « Le roi s’est fait juif : il a renversé Bel, tué le serpent et massacré les prêtres. » Dn 14, 28 : Pa glevas Babiloniz kement-se e voent trelatet gant ar gounnar, hag en em savjont a-enep d’ar roue. "Aet eo ar roue da Yuzev, emezo, diskaret en deus Bel, lazhet an aerouant ha drouklazhet ar veleien !"

Ils vinrent dire au roi : « Livre-nous Daniel, sinon nous allons te tuer, toi et ta famille. » Dn 14, 29 : Hag ez ejont da gaout ar roue hag e lavarjont dezhañ : "Ro deomp Daniel, anez se da lazhañ a raimp, te ha da diegezh".

Voyant qu’ils le menaçaient sérieusement, le roi fut contraint de leur livrer Daniel. Dn 14, 30 : Pa welas ar roue e pouezent warnañ en-taer, rediet ma oa, e lezas Daniel etre o daouarn.

Ils le jetèrent dans la fosse aux lions, où il resta six jours. Dn 14, 31 : E foz al loened e taoljont anezhañ hag eno e chomas c’hwec’h devezh.

Dans la fosse, il y avait sept lions, à qui l’on donnait chaque jour deux corps humains et deux moutons mais, pour qu’ils mangent Daniel, on ne leur donna rien. Dn 14, 32 : Er foz e oa seizh leon, a veze roet dezho bemdez daou gorf marv ha daou zañvad. Met neuze ne voe roet netra dezho, evit ma lonkfent Daniel.

Il y avait alors en Judée le prophète Habacuc. Il venait de faire cuire une bouillie et de mettre des petits morceaux de pain dans une corbeille, pour aller les porter aux moissonneurs dans les champs. Dn 14, 33 : Hag e oa e Youda ur profed, Habakouk, hag en devoa poazhet yod ha drailhet bara en ul lestr ; hag edo o vont d’ar park da gas se d’ar vederien.

L’ange du Seigneur dit à Habacuc : « Le repas que tu tiens, porte-le à Babylone, à Daniel, dans la fosse aux lions. » Dn 14, 34 : Hag e lavaras ael an Aotrou da Habakouk : "Doug ar pred a zo ganit da Vabilon, da Zaniel, e foz al leoned !"

Habacuc dit : « Seigneur, je n’ai jamais vu Babylone et je ne connais pas la fosse. » Dn 14, 35 : Hag e lavaras Habakouk : "Aotrou, n’em eus gwelet biskoazh Babilon hag ar foz-se n’anavezan ket".

L’ange du Seigneur le saisit par le sommet de la tête, le porta par les cheveux et, dans la violence de son souffle, le déposa à Babylone au-dessus de la fosse. Dn 14, 36 : Met kregiñ 'reas ael an Aotrou en e glopenn hag ouzh e zougen dre vlev e benn, hen lakaas e Babilon a-us d’ar foz, dre lusk e spered.

Habacuc cria : « Daniel, Daniel, prends le repas que Dieu t’envoie ! » Dn 14, 37 : Hag e huchas Habakouk en ur lavarout : "Daniel, Daniel ! Kemer ar pred a gas dit Doue !"

Daniel dit alors : « Tu t’es souvenu de moi, mon Dieu ; tu n’abandonnes pas ceux qui t’aiment. » Dn 14, 38 : Hag e lavaras Daniel : "Bet ec’h eus soñj ac’hanon, o Doue ! Rak ne zilezit ket ar re o devez karantez evidoc’h !"

Il se leva et mangea. L’ange de Dieu ramena aussitôt Habacuc à l’endroit d’où il venait. Dn 14, 39 : Sevel a reas en e sav, ha debriñ, e-keit ha ma tegase Ael an Aotrou raktal Habakouk d’ar gêr.

Le septième jour, le roi vint pleurer Daniel. Il arriva à la fosse et regarda. Voici que Daniel s’y trouvait, assis. Dn 14, 40 : D’ar seizhvet deiz, e teuas ar roue da ouelañ war Zaniel. Da gichen ar foz e teuas, hag e sellas enni, ha setu edo Daniel en e goazez.

Alors le roi s’écria d’une voix forte : « Tu es grand, Seigneur, Dieu de Daniel ! Il n’est pas d’autre Dieu que toi ! » Dn 14, 41 : Neuze ez estlammas a vouezh uhel : "Bras out-te meurbet ! Aotrou, Doue Daniel ! N’eus Doue all ebet nemedout !"

Puis il fit sortir Daniel de la fosse et y jeta ceux qui avaient voulu causer sa perte : ils furent aussitôt dévorés devant lui. Dn 14, 42 : Hag e stlapas e-barzh ar foz ar re a oa penn-kaoz da vezañ bet klasket e goll, hag ar re-mañ a voe lonket kerkent, dirak e zaoulagad !